Posts Tagged ‘western’

Hell on Wheels, bloavezh 1

Posted: 6 Genver 2015 in Stiradoù
Tikedennoù:

Hell on Wheels a zo ur stirad amerikan skignet gant AMC hag arc’hantet gant produourien Breaking Bad pe c’hoazh The Walking Dead. 10 rann 42 mn a ya d’ober ar bloavezh kentañ.
Met aze, ne vo kaoz nag eus fardañ drammoù kimiek nag eus dibennañ zombied. Un asez western eo Hell on Wheels kentoc’h.

Kregiñ a ra an traoù e 1865, just e fin Brezel an Digevrediñ, en ur gêriadenn anvet Hell on Wheels (alese an titl, anat deoc’h), kollet e-kreiz an Nebraska. Eno e tegouezh Cullen Bohannon (c’hoariet gant Anson Mount, “Aragorn style” un tamm, a blijo da verc’hed-zo lod sur walc’h) rak labour a zo ba’r vro a-drugarez da diorren an tren.

Kevezerezh a zo etre meur a embregerezh evit lakaat sevel hentoù-houarn a-benn liammañ Kornôg ha Reter ar vro. Met n’eo ket aes an traoù, abalamour d’an natur met ivez d’an Indianed, ne vezont ket laouen o welet an den gwenn distruj o flaenennoù sakr. An embregerezh a gaver e Hell on Wheels a zo hini Thomas Durant (bet dioutañ e gwirionez, ha c’hoariet amañ gant Colm Meaney), kevalaour didruez.

Cullen, bet soudard n’eus ket keit-zo, a vev gant ar c’hoant en em zialañ, ha klask a ra war-lec’h ar strollad soudarded o deus profitet eus ar brezel evit lazhañ e wreg.
Heuliet e vez un toullad tudennoù dedennus all, evel Elam (Common anv an aktour), ur metis bet sklav hag a glask bremañ kavout e blas etre ar re wenn hag ar re zu ; Lily Bell (c’hoariet gant Dominique McElligott), ur Saozez heuliet ganti he gwaz, Robert Bell, lazhet gant an Indianed pa laboure evit Durant, pe c’hoazh Joseph « Black Moon » (Eddie Spears), un Indian Cheyenne deuet da vezañ kristen goude bezañ bet badezet.

Lily Bell, gloazet gant an Indianed, ha savetaet gant Joseph “Black Moon”

Elfennoù boutin ur western a gaver holl amañ pe dost : pistolennoù, kezeg, Indianed, istorioù dial, saloon, gisti hag all, gant istor diorren an tren ouzhpenn evel-just.
Graet eo mat-tre an traoù, tiez hag all, (arc’hant a zo bet lakaet, santet vez) hag aes eo krediñ ez eo bet filmet an traoù er bloavezhoù 1860.

Heuliet am eus dek rann ar bloavezh kentañ hep bezañ displijet met hep bezañ bet kendrec’het da vat kenebeut. Daoust d’an istor bezañ ket fall em eus kavet e oa « aes » un tamm ar senario. Da lâret eo e kaver pep tra lojik, pa ne vez ket divinet an traoù zoken. N’eo ket dic’hortoz a-walc’h an traoù ‘benn ar fin, ral ar souezhadennoù (ar pezh a blij din en ur stirad memestra).

Dre chañs, d’eus an tu all, ez eo barrek-tre an aktourien, gant ur menneg ispisial evit Christopher Heyerdahl a c’hoari perzh Thomas Gundersen a.k.a. « the Swede », un asez penn-bras gant doareoù kriz a labour evit Durant. A-hervezh eo Kanadian an aktour, ha kentoc’h cheuc’h, met drol eo gwelet penaos e seblant aes dezhañ c’hoari un divroad norvegian (pebezh pouez-mouezh !) rust ha divalav.

The Swede (Christopher Heyerdahl e Hell on Wheels)…

… ha Christopher Heyerdahl “e gwir”

M’ho peus c’hoant dizoloiñ ur stirad a-feson, ne alifen ket dre ret deoc’h Hell on Wheels, nemet ma ‘z vefec’h plijet gant ar western. N’eo ket fall met gwelloc’h a zo da welet er mare-mañ d’am soñj.

Ar film-tañva, e yezh orin is-titlet e galleg

Fabien Nury a gustum skrivañ istorioù dreist, evel Il était une fois en France. Petra ? N’ho peus ket lennet ar stirad-se (6 levrenn) c’hoazh ? Kit diouzhtu d’ho levraoueg/stal-levrioù !
Ur blijadur ouzh e adkavout neuze, gant un treser all, Brüno.


Diaes komz eus one shot kement a boledoù a vez tennet el levr-mañ ! Met n’eo ket an istor-mañ hini kentañ un heuliad atav.

Tyler Cross a zo ur gangster mod kozh. Prest eo da laerezh met ivez da lazhan, keit ha m’eo paeet mat. Kinniget e vez dezhañ gant ur mafioso kozh c’hoari un dro-kamm d’unan all ha da laerezh digantañ 20kg heroin digemmesk. Un tamm diaesoc’h ‘vit raktreset ‘vo an taol met boñ, ne digalonekaer ket Tyler Cross evel-se. Kenderc’hel a ra gant e hent betek en em gavout en ur gêr dalc’het penn da benn gant ur familh. Ar postoù a gont : sheriff, maer, rener an ti-bank… a zo gant ar familh Pragg dibaoe bloavezhioù. Ha ma cheñchfe an traoù ?

Kazi kant pajennad a zo gant ar vannenn-dreset met ken fonnus eo ar senario n’hon eus ket tro da gavout hir e amzer un disterig. Efedus ken-ken eo tresadennoù Brüno : peps ha livioù flamm. Paouez a reer buan da gontañ ar c’horfoù marv laosket gant Tyler Cross war e lec’h.

Plijus-tre am eus kavet ar vanenn-dreset-se, a alian deoc’h, dreist-holl ma plij deoc’h an istorioù mod western.
N’on ket be ma unan o vezañ plijet, pell alese : gounezet o deus Nury ha Brüno ar priz BD Fnac 2014 evit Tyler Cross.

 

Tyler Cross, Fabien Nury (senario) & Brüno (tresadennoù), Dargaud (2013), 90 pajennad.

Justified (bloavezh kentañ)

Posted: 27 Even 2013 in Stiradoù
Tikedennoù:, ,

Justified a zo ur stirad amerikan bet krouet e 2010 gant Graham Yost evit ar chadenn FX.
An tudennoù pennañ a zo tennet eus un danevell gant Elmore Leonard, Pronto.
4 bloavezh a zo bet skignet dija er Stadoù-Unanet, hag ur pempvet hini vo da zont e 2014.
E Frañs eo bet skignet Justified war OCS Choc ha Série Club. A-hervezh e c’haller gwelet rannoù er mare-mañ war M6.

Raylan Givens (c’hoariet gant Timothy Oliphant) a zo marshall e Miami.
Er rann kentañ e lazh Raylan ur muntrer gopret gant ar mafia. Displegañ ‘ra ar marshall d’e bennoù bras n’en deus ket gellet ober mod all evit ‘n em zifenn (« It was justified », alese an titl) met den na gred anezhañ. D’e gastizañ e tivizont kas anezhañ da labourat el lec’h spontusañ ‘vitañ : Harlan County, Kentucky. Eno eo bet ganet Raylan ha fier e oa bezañ deuet a-benn da guitaat toull-revr ar bed-se ‘vit ur gêr vras. Seul ziaesoc’h distreiñ eno, dreist-holl dre heg.

Ur bedig-bed eo Harlan, ha setu Raylan o adkavout buan an dud a anaveze pa oa bugel.
Ava, ur fulenn a oa amourouz dioutañ pa oant o-zaou krennard, a zo o paouez fuzuilhañ he gwaz, Bowman Crowder, a oa kustum skeiñ ganti. C’hoant en deus ar familh Crowder lazhañ anezhi neuze. Diaes an traoù ‘vit Raylan a rank gwareziñ buhez ur plac’h a blij dezhañ hep kaout ar gwir (sañset) da « vezañ » ganti (« ne fouzher ket gant an testoù » eme e chef). Ha dreist-holl, rankout ra gwareziñ anezhi diouzh unan eus e vignoned gwellañ, Boyd Crowder, breur Bowman.

Da heul e c’hoarvezh kalz traoù a vefe re hir da gontañ amañ dre ar munud : treiñ a ra sod Boyd gant ar relijion hag ar ouenn wenn, ar familh Crowder a glask bezañ mestr war marc’had an dramm e Harlan, traoù drol ‘vez graet gant Arlo Givens setu e rank Raylan klask lakaat e dad da guitaat an toull pa ne c’hell ket gouzañv anezhañ e gwir. Kudennoù a zo ivez gant Gary, gwaz nevez Winona, ez Raylan, setu e kred hi goulenn sikour gantañ. Hag a bep seurt traoù all…

Plijout ‘ra kalz ar stirad-se din.
Brav e kavan ar skeudennoù hag ar filmañ, c’hoarvezout ‘ra traoù nevez dibaouez (setu n’eo morse borodus), met hep na vefemp kollet, ha barrek-kenañ eo an aktourien. Ar re o c’hoari an tudennoù pennañ ‘vel just : Timothy Oliphant (Raylan), Walton Goggins (Boyd), Joelle Carter (Ava), Natalie Zea (Winona <3). Met ivez lod all, evel Damon Herriman, a c’hoari rol Dewey Crowe, ur c’henseurt bleup da v/Boyd.

Ma plij deoc’h an istorioù doare western un tamm e alian deoc’h groñs Justified neuze.

Film-tañvañ ar bloavezh-kentañ


Justified
en deus ivez lakaat ac’hanon da zizoloiñ ur strollad dreist, Gangstagrass, a gustum meskañ sonerezh bluegrass gant rap. Setu an ton ganto a servij da arlizh evit ar stirad.

Broken Arrow / Delmer Daves (1949)

Posted: 11 Genver 2013 in Sinema
Tikedennoù:

Ur western eo Broken Arrow (La flèche brisée e galleg), bet sevenet gant an Amerikan Delmer Daves e 1949 (gant livioù eo, ha padout ‘ra 1e29).
Gwelet ‘m eus anezhañ er sinema hag e YOIG (yezh orin gant istitloù e galleg).

An istor

O veajiñ war varc’h emañ Tom Jeffords, ur c’hlasker-aour bet soudard, pa kouezh war un Indian yaouank hanter varv. E plas e beurlazhañ pe e lezel da vervel trañkilik e kav gwelloc’h e saveteiñ. Reiñ dour ha ra dezhañ ha pareañ e c’houlioù ‘pad un nebeud devezhioù, war-lec’h bezañ bet gounezet e fiziañs. Pa n’em gav diwezhatoc’h Jeffords ‘tal da Apached all e tiviz ar re-se chom hep e lazhañ ivez. Kompren a ra neuze n’eo ket an Indianed tud (ken) gouez (ha se). O tistreiñ e kêr e tiviz deskiñ an « apacheg » ha mennet eo da glask lakaat ar peoc’h da dalvezout etre e re hag an Indianed.

Ma ali

Ur film divoutin da vat evit ar mare (1949) eo Broken Arrow ,dre ma kred Delmer Daves reiñ da welet ur wirionez kalz luzietoc’h eget ar pezh ‘zo boas e Hollywood d’ar mare-se (da lâret eo tud gwenn = harozed VS Indianed = an Droug, tud gouez).

An dudenn-pennañ, Tom Jeffords (an aktour James Stewart) a glask kompren an Indianed, o doare da vevañ ha da welet ar bed. Pa ya da gêriadenn an Apached ‘vit komz gant o fenn-bras, Cochise*, e kej gant Sonseeahray (Debra Paget), un Indianez koant ma zo unan, ha c’hoant ‘teu buan gantañ dimeziñ. Peoc’hgarour e oa Jeffords dija a-raok met brasoc’h e teu neuze e c’hoant a beoc’h etre an daou bobl.

Simpl-tre eo an doare da filmañ gant Delmer Daves (hep efed ebet pe dost), prantadoù-zo o vezañ tost-tre d’un teulfilm, pa tizoloer gizioù an Apached (dañsoù, lidoù…) asambles gant Jefford da skouer.

Traoù-zo a zo aes da zivinout er senario. An istor karantez a zo kontet en ur mod kuku (hervezon) ha kalz « trivliadoù mat » a zo er film dre vras.
Daoust da-se em eus kavet talvoudus-tre Broken Arrow (dreist-holl ‘vit ar bloavezhioù 40) dre ma tiskouez an Indianed gant muioc’h a wirvoud. Ouzhpenn-se e welec’h sklaer er film mennozhioù peoc’hgarour ar sevener (emañ an Eil Brezel bed o paouez echuiñ). Ar peoc’h a zo tem pennañ ar film a soñj din, ar pezh n’eo ket netra ‘vit ur western. Terriñ ur bir a oa ‘vit an Indianed un doare da aroueziañ ar peoc’h, alese an titl.

Lakaomp neuze ez eo Broken Arrow ur western a talv ar boan. Ouzphenn bezañ plijus da welet (ne gaver ket hir e amzer) e lârfen ez eo ur film « speredek ».

*Goût a ouzit marteze e oa Cochise ur penn-bras Apach, evel Geronimo da skouer (a weler er film ivez). Hogen, ouzhpenn an tudennoù-se a zo bet dioute e gwirionez. Tom Jeffords n’eo ket bet ijinet, nag ar Jeneral Howard.