Archive for the ‘Pladennoù’ Category

D’ar pevarlamm, embannet gant Paker Prod e dibenn 2012 a zo pladenn gentañ Konogan An Habask.

Digeriñ ‘ra ar bladenn war « Porzh Leskon », un ton jabadao, roet dezhañ liv ar reter gant taboulinoù dic’hortoz Jean-Marie Nivaigne (karkabu ha bendir) ha bouzouki Thibault Niobé.
Lakaat sonerezh hengounel Breizh da gejañ gant elfennoù deuet eus a bell-vro, setu unan eus mennozhioù ar bladenn. Liv Iwerzhon a glever anat, traken gant dibab ar binvioù : Konogan An Habask a son muioc’h pib-ilin pe low whistle evit binioù na bombard. Liv Bro-Skos pe c’hoazh hini kornioù-zo d’eus Azia a glever ivez.

Adijinañ sonerezh Breizh, sed ar pezh en deus bet tro Konogan An Habask d’ober e-pad 15 vloaz gant e vignoned eus Startijenn. Echu an istor vrav-se evitañ (erlec’hiet eo bet nevez-zo gant Lionel Le Page), ar pezh ne vir ket d’e gomper Tangi Ar Gall-Carré seniñ boest-an-diaoul war e bladenn (war tri zon, unan anezho kempennet gantañ zoken). War-bouez nebeut eo bet sonaozet an holl donioù gant Konogan ha kempennet gantañ ha Thibault Niobé, ar gitarour.

Klevet a reer ivez gitar-boud Erwan Volant, violoñs Gabriel Faure, binioù Youenn Chapalain ha mouezhioù Elsa Corre hag ar c’hoarezed Goadeg.
O mouezh mil anavezet a glever war ur pachpi ken brudet all, distummet hag adstummet gant Konogan, evel m’en displeg el levrig : « erru e oan skuizh o klevout [an ton-mañ] bep sadorn er festoù-noz, neuze em eus bet c’hoant distrujañ anezhañ en un doare sonerezhel ». Rock’n’roll a-walc’h eo « Pachpi-trip », lusket-tre, ha buhanaat a ra betek mont… d’ar pevarlamm. Unan eus an tonioù bravañ eo, gant an hini kanet gant Elsa Corre, plac’h Douarnenez he mouezh flour (a glever ivez er mare-mañ er C’hreiz Breizh Akademi 4). « Karantez », krouet gant Konogan penn da benn a zo unan eus ar c’hanaouennoù karantez bravañ bet skrivet e brezhoneg er bloavezhioù tremenet.

Chañs o devo hon divskouarn rak ur raktres strollad, anvet Pevarlamm KH, a zo war ar stern gant Konogan ha sonerien all ar bladenn (gwelet amañ da skouer).

Listennad an tonioù :

01. Porzh Leskon (3:45)
02. Betek an trec h (3:53)
03. Dibunadeg (6:30)
04. BZH pub (3:34)
05. Ton sioul (3:19)
06. Karantez (4:44)
07. Bodivit band (4:58)
08. An aven (2:58)
09. The Scottish reel (4:39)
10. Aven pipes (5:09)
11. Pachpi-trip (4:06)

Advertisements

Brav eo kaozeal eus rapourien gall pe elektro eus a New York met sonerezh Breizh mit-hu ?
Selaou a ran kalzik sonerien ar vro dibaoe bloavezhioù koulskoude. Bugelig e vijen kaset d’ar festoù-noz gant ma mamm dija. Plijout a ra din kalz strolladoù evel Startijenn, Plantec, Arvest, Katé-Mé, IMG, WigAWag, hag all hag all…

Tro ‘m eus bet da skrivañ ur pennad war bladenn gentañ ar strollad Krenijenn evit ar gelaouenn Bremañ. Setu neuze ur ger diwar-benn “Peseurt mood ?”.

Ur bladenn o veskañ sonerezh Breizh hag elektro eo « Peseurt mood ? ». Un albom-meizad eo zoken hini gentañ an triad Krenijenn dre ma zo bet lakaet pep dañs da glotañ gant un trivliad, alese titl ar bladenn. Dav eo mennegiñ eo gwelloc’h selaou an tonioù en urzh rak n’eus troc’h gwirion ebet etrezo hag ur striv zo bet graet d’o lakaat da genglotañ. Digomzoù int peurliesañ, o reiñ plas d’an drompilh ha d’ar c’horn (Erwan Burban), d’an delenn dredan (Lina Bellard) ha da sonioù elektronek liesseurt (Vincent Raude). Sonioù doare tekno un tamm, da reiñ al lusk dreist-holl, met ivez traoù divoutinoc’h evel trouz ar mor pe an otoioù. Fleüt, gitar pe taboulin skiltr a c’heller klevet ivez.


Tonioù nerzhus a zo evel « Plinn ar bennegezh », « Loudeag an enkrez » pe « Pilé-menu ar fougaserezh », ha dont ‘ra buan-tre ar c’hoant lammedikat war ar plañchod. Tonioù siouloc’h a zo ivez evel « Kas-a-barh al lorc’h », liv an dub warnañ, « Bourc’h », gant un aergelc’h ankenius, pe c’hoazh « Skolvan », gant kan ha human beat box. « Tour an disoursiaj » eo ton gwellañ ar bladenn kredabl. Pozioù rap efedus a zo, gant Krismenn, ar gwellañ MC brezhoneger, paotr e glotennoù fin hag e flow « fonnnusoc’h ‘vit ur pichon ». Gitar tredan a zo ivez war an ton-mañ, un dudi – domaj eo ne vije ket klevet muioc’h war ar bladenn.


Sur walc’h ne blijo ket « Peseurt mood ? » d’an holl met dav eo ansav eo bet kaset brav an traoù gant ar strollad Krenijenn. Un dudi eo selaou ouzh ar bladenn (12 ton, 51mn), hogen ur gwir blijadur eo o gwelet war al leurenn ha dañsal war o zonioù.

Lec’hienn ar strollad : http://krenijenn.wordpress.com

Listennad an tonioù :

01. Kastell (1:14)
02. Plinn ar bennegezh (4:17)
03. Pilé menu ar fougaserezh (3:57)
04. Bourc’h (2:45)
05. Hanter-dro al laoskentez (5:08)
06. Ridée ar souezh (3:35)
07. Skolvan (2:47)
08. Tour arn disoursiaj (5:29) Gant Krismenn
09. Fisel an dihabaskter (5:00)
10. Loudéac an enkrez (5:16)
11. Kas-a-barh du lorc’h (5:22)
12. Trouz ar bed (6:56)

Gary Moore (1952-2011) a oa ur gitarour ha kaner norzhiwerzhonat ganet e Belfast.
Ur sonerezh divoutin a-walc’h a zo gantañ, a vesk sonioù an hard-rock gant re ar blues, ha ma vez santet enni levezon ar sonerezh hengounel iwerzhonat, en un doare splann a-walc’h a-wechoù. Sonet en deus meur a wech Gary Moore e Montreux (festival jazz brudetañ ar bed hervezon) met kazi sûr on en defe gellet seniñ memes mod en Hellfest da skouer.

Evit prouiñ deoc’h ne gontan ket gevier e c’hallan lâret deoc’h ‘oa bet pedet e Klison e 2011 ar strollad rock iwerzhonat Thin Lizzy. Dav eo goût ez eo bet Gary Moore unan eus sonerien gitar ar strollad er bloavezhioù 70 ha 80 ha gantañ an hini eo, dreist-holl, ez eo bet savet an albom Black Rose (hini gwellañ ar strollad ?) hag an ton Róisín Dubh (Black Rose): A Rock Legend (da selaou amañ m’ho peus c’hoant), unan eus tuboù ar strollad.

Siwazh, kudennoù alkool a oa gant ar paotr Gary, hag adkavet eo bet marv e miz C’hwevrer 2011 e kambr ul leti e Bro-Spagn, gant kazi 4 gram alkol en e wad, re evit e galon atav. Aet eo kuit kalz re abred, ne oa ket 60 bloaz zoken. 😦

Golo

Ar bladenn Live at Montreux 2010 n’eo ket da vat ur « best of » met tennañ ra da se gant ma kaver warni darn vrasañ tonioù brudetañ Gary Moore.
E sonadeg diwezhañ da vezañ bet enrollet eo ivez allas, met pebezh hini ! Un eurvezh ha kard bennak startijenn, from ha c’hoari gitar espar ! Ne skuizhaan ket ouzh he selaou. Ar seurt sonerezh a ra dija deoc’h santout un dra bennak war bladenn met a ro deoc’h kroc’hen gwazi pa weler an abadenn ‘vit gwir sûr mat.
Ar sonerien gantañ war al leurenn ar wech-mañ a oa Neil Carter (klavieroù), Jonathan Noyce (gitar-boud) ha Darrin Mooney (taboulinoù).

En ton a zigor ar sonadeg azeulet-mañ (gant fans Gary Moore da nebeutañ), Over the Hills and Far Away, e klever anat levezon ar sonerezh Iwerzhonat, chomet tomm da galon paotr Belfast.

 

Tonioù muioc’h bluesy a sone Gary Moore ingal, evel Still got the Blues, unan eus e donioù anavezetañ. Truchañ ‘ran un tamm rak m’en deus sonet an ton-se e Montreux e 2010 n’emañ ket war ar bladenn diwar al leurenn met war an DVD hepken.
Ya, rak un DVD d’eus ar sonadeg-mañ a zo ivez, gant daou don ouzhpenn ‘keñver ar bladenn : Still got the Blues neuze, ha Thunder Rising. Un nebeut tonioù bonus, tennet d’eus sonadeg Montreux 1997 a zo ivez. Dav ‘vo din klask e welet poent pe boent.

 

N’eus ket un ton displijus war ar bladenn met lod a zo nerzhusoc’h ‘vit ar re all, evel Blood of Emeralds, Days of Heroes pe c’hoazh Oh Wild One.
Klozet oa bet an abadenn zreist-se gant an ton Parisienne Walkways.12 munutenn gitar da eñvoriñ, gant mareadoù solo digredus hag ehanoù efedus. Na fromus ! N’eus ket kalz tud par da C’hary Moore ‘vit lakaat o gitar da leñvañ a seurt.

Gary Moore A.KA. « The Lord of the Strings », ur « guitar hero » marvet kalz re abred.
Da zizoloiñ eta, ha n’eo ket ober vann hañ !

Listennad tonioù ar bladenn « Live at Montreux 2010 » :

1. Over the Hills and Far Away
2. Military Man
3. Days of Heroes
4. Where Are You Now ?
5. So Far Away / Empty Rooms
6. Oh Wild One
7. Blood of Emeralds
8. Out in the Fields
9. Walking by Myself
10. Johnny Boy
11. Parisienne Walkaways

Ratatat / Ratatat (2004)

Posted: 11 C'hwevrer 2013 in Pladennoù
Tikedennoù:

Sonerezh adarre ‘vit cheñch. Kalz a selaouan er mare-mañ, hag a bep seurt met n’hellan ket skrivañ pennadoù war kement tra a glevan, ha ne vefe ket dre ret dedennus ‘vidoc’h.
Divizet ‘m eus neuze komz war ar blog-mañ eus pladennoù ha sonadegoù hepken : kentoc’h traoù a blij din, hag o klask cheñch seurt sonerezh ingal rak n’am eus ket c’hoant skuizhañ ar re a zisplij dezho ar rap, an elektro pe me-oar-me petra.

Ar sonerezh elektro, just a-walc’h, a blij din pe ne ra ket, hervezh an degouezhioù (ledan-tre ar « rumm » ouzphenn-se). N’on ket sot tamm ebet gant an tekno a seurt a glever e Ibiza pe e darn vrasañ an toulloù-noz met un toullad traoù a blij d’am divskouarn memestra (I ♥ Moby). Laouen on bet o welet e oa aet pevar friz gant C2C er « Victoires de la musique », da skouer, Breizhiz anezho ouzhpenn. Petra ? Piv ‘n deus kredet lâret ne oa ket Naoned e Breizh ! Grrrr !

Ur strollad elektro a blij din kalz eo Ratatat.

Un daouad eo e gwirionez, ennañ daou baotr yaouank eus an aval bras (ben ya, New-York, ha Brooklyn memes).
Mike Stroud : gitar, melodika, taboulinoù ha stokelleg ? (ar gêr am eus kavet ‘vit siñtetizeur eo). Opala, ur ger ouzhpenn n’eo ket bet troet gant Martial Ménard ! ^^
Evan Mast : gitar-boud, stokelleg, taboulinoù, ha produer war ar marc’had (nann, ne werzhont ket o fladennoù war ar marc’had, pe ket ken, un dro-lavar eo ^^).

 

O fladenn gentañ eo hennezh, Ratatat ivez e anv, deuet ‘maez e 2004. Ya, n’int ket barrek tamm ebet evit un dra da nebeutañ : kavout un titl d’o fladennoù.

N’eo ket ma hini karetañ ganto (eh ya, kaozeet ‘vo en-dro dioute amañ ‘m eus aon) met plijus-tre eo dija ha ne vezan ket skuizh o selaou anezhi en-dro. Gellout ‘rit selaou ar bladenn ‘vit netra, aze da skouer.

Ar pezh a blij din kalz gant ar strollad-mañ, ouzhpenn da darn vrasañ ar sonennoù, a gavan heson-tre, a zo ar fed m’emaint deuet a-benn da grouiñ ur son dezho, dibar a-walc’h. Ral eo, a gav din, ar strolladoù a c’haller divinout diouzhtu gant piv eo bet graet unan eus o zonioù p’e glever ‘vit ar wech-kentañ. Unan d’eus ar re-se int : ur « son » Ratatat a zo a gav din.

 

(Trug’ da Dudgual evit an dizoloadenn ha da Loïg evit bezañ bet prestet din ar bladenn. 😉 )


Listennad an tonioù :

  1. “Seventeen Years” – 4:26
  2. “El Pico” – 4:41
  3. “Crips” – 3:47
  4. “Desert Eagle” – 4:25
  5. “Everest” – 4:10
  6. “Bustelo” – 2:27
  7. “Breaking Away” – 4:19
  8. “Lapland” – 4:56
  9. “Germany to Germany” – 3:38
  10. “Spanish Armada” – 2:58
  11. “Cherry” – 5:58

Eil pladenn ar strollad General Elektriks eo Good City for Dreamers, deuet ‘maez e 2009 (label Discograph).

Dizoloet ‘m eus General Elektriks dre zegouezh penn da benn, o klevout an ton Raid the Radio pa oan bet da welet ur sonadeg n’en doa tra ‘bet da welet. Ya, c’hwi oar, an tonioù a lakaont da dremen er sal amzer ma tegouezhfe an dud… Ken plijus ‘m eus kavet an ton diouzhtu em eus kredet mont da c’houlenn da baotr ar son petra oa. Ha setu…

 

Dibaoe ‘m eus bet tro da welet ar strollad div wech war al leurenn. E Kemper da gentañ, da vare Insolent. Ken plijet ‘oan bet (ha re verr ‘oa ar set) ken on bet da Sant-Brieg d’o welet en-dro pa ‘m eus gwelet e oant da zont er Citrouille. Dizoloadenn ar bloavezh 2012 ‘vidon.

Ar strollad

Hervé Salters en deus krouet ar strollad. Sevel a ra an tonioù, ha seniñ gant ar c’hlavieroù. Sonet en deus a-raok gant a bep seurt tud, ha n’eo ket gant forzh piv : Femi Kuti, DJ Mehdi, Blackalicious… Un energiezh spontus a vez gantañ war al leurenn, ur souezh !

Kavout a reer gantañ sonerien barrek-kenañ ha ken nerzhus all.

Jessie Chaton : gitar-boud, klavieroù boud.

Jordan Dalrymple : taboulinoù, MPC.

Norbert Lucarain : taboulinoù, vibrafon.

Eric Starczan : gitar tredan.

Ar pezh ‘zo dreist ‘pad o sonadegoù eo e vez laoskeet gant Hervé Salters ur gwir plas da bep soner ‘vit reiñ d’an dud ar pezh en deus da reiñ : ur solo dreist a vez kinniget gant pep hini da nebeutañ.

 

 

Diaes-tre eo din lakaat ur rumm d’ar sonerezh-se. A-hervezh e kaver ez eo elektro, elektroswing, trip-hop pe me oar petra c’hoazh. Deoc’h-c’hwi d’ober o soñj, forzh penaos ne blij ket din lakaat rummoù da bep tra. ‘Pezh-zo sur eo ez eo sonerezh youlek-tre, fiskal ‘vit hejañ e revr ha n’eo ket evit chom morgousket.

 

Teir fladenn a zo bremañ ganto met ma hini karetañ eo Good City for Dreamers, ha n’eus ket un ton a zisplijfe din warni.

 

 

Selaou ar bladenn a-bezh ‘vit netra a c’haller ober aes war Internet, war Grooveshark da skouer, da lâret eo hep bruderezh ‘vit ton diwezhañ Justin Bieber pe Britney Spears ‘vel war Deezer. Spi ‘m eus e plijo deoc’h. 😉

 

Tracklist :

1. Take Back The Instant

2. Raid The Radio

3. You Don’t Listen

4. Helicopter

5. Cottons Of Inertia

6. Little lady

7. Engine Kickin’In

8. David Lynch Moments

9. Gathering All The Lost Loves

10. Mirabelle Pockets

11. La Nuit Des Ephémères

12. Bloodshot Eyes

13. Rebel Sun

Une goutte de miel dans un litre de plomb, deuet ‘maez e 2009, a zo kentañ pladenn ar strollad rap gall La Canaille.
Lâret ‘ran deoc’h diouzhtu, aet on skuizh klevet tud o lâret n’eo nemet kaoc’haj ar rap e galleg. Gwir eo dre vras ‘vit ar pezh a dremen war ar radioioù skignet er gourmarc’had met pa glasker mat ez eus traoù dreist.

Copyright : Céline Bousquet
La Canaille a ginnig tonioù « rap stourm » e galleg.
Pevar ezel a zo er strollad.
Marc Barnaud, a son gant a bep seurt binviji (gitaroù, bouzouki, telenn, treujenn-gaol, ksilofon…).
Marc Nammour a zo ar c’haner. Beat box ha programiñ ‘ra ivez. Dreist-holl, skrivañ ‘ra ar pozioù.
Walter Pagliani a son gitar-boud ha klavieroù. Programiñ ‘ra ivez.
Nicolas Rinaldi a zo an DJ : skratchiñ ‘ra ingal, ha kanañ ha programiñ a-wechoù.
An holl a gemer perzh da skrivañ ha renkañ an tonioù.

13 tamm a ya d’ober ar bladenn Une goutte de miel dans un litre de plomb (gant an ton profet/kuzhet). Embannet eo bet an albom ganto o-unan.

La Canaille a zo anv ur c’han dispac’hour skrivet e 1865 (anvet ivez « La chanson des gueux »), alese anv ar strollad. Ton kentañ ar bladenn (La Canaille) a zo un azasadur e mod rap d’eus an ton-mañ just ‘walc’h.

Evel-just e plij din ar pezh a gont La Canaille hag a-du e vezan a-walc’h gant o mennozhioù. Evel-just ne blijo ket seurt kanaouennoù d’ar gevalaourien, d’an dud a blij dezho mennozhioù Nicolas S. pe Laurence P., hag all hag all.
Ar pozioù, ouzhpenn bezañ talvoudus (hervezon da nebeutañ) a zo skrivet mat, gant kalz klotennoù ha c’hoarioù war an heñvelsonioù.

Hogen, ouzhpenn ar pozioù a talv ar boan gant La Canaille.
Dre vras e plij din muioc’h ar rap pa vez sonet gant binviji gwir ha n’eo ket gant sonioù urzhiataer traken. Gwir eo amañ.
Gellet ‘reer lâret hep faziañ ez eo izili sonerien wir izili ar strollad, ken liesseurt eo ar binviji implijet. Plijus e kav din klevet en o zonioù binviji rouezh (er rap da nebeutañ) evel bouzouki, treujenn-gaol, telenn ha me oar-me petra c’hoazh (duduk, senza, épinette, saz, khanun…).

N’eus ket un ton a zisplij din war ar bladenn-mañ met ma m’bije daou da zibab ‘vije Ni Dieu Ni Maître ha L’usine, koulz ‘vit ar pozioù hag ar sonerezh just ‘walc’h.
En ton kentañ menneget a-us e tispleg Nammour perak ne zoug ket ar relijionoù en e galon, forzh pehini vije.
En eil e tiskriv devezh labour un den a vez oc’h ober ur vicher spontus en ul labouradeg, oc’h ober ar memes jestroù a-hed an deizh. Sonioù iskis a zo en ton, ‘vel pa vije mekanikoù an uzin o vont en-dro.

Ar chañs ‘m eus bet d’o welet war al leurenn en Erer Kozh e 2011. Startijenn e-leizh ganto, ur blijadur.

Playlist :
1. La Canaille
2. Le chroniqueur I
3. Ni Dieu Ni Maître
4. Arrêtez ce train
5. Une goutte de miel
6. Allons enfants
7. Le chroniqueur II
8. L’usine
9. Le fric
10. Mon camp
11. On recommence
12. Le chroniqueur III
Bonus track