Archive for the ‘Stiradoù’ Category

Hell on Wheels, bloavezh 1

Posted: 6 Genver 2015 in Stiradoù
Tikedennoù:

Hell on Wheels a zo ur stirad amerikan skignet gant AMC hag arc’hantet gant produourien Breaking Bad pe c’hoazh The Walking Dead. 10 rann 42 mn a ya d’ober ar bloavezh kentañ.
Met aze, ne vo kaoz nag eus fardañ drammoù kimiek nag eus dibennañ zombied. Un asez western eo Hell on Wheels kentoc’h.

Kregiñ a ra an traoù e 1865, just e fin Brezel an Digevrediñ, en ur gêriadenn anvet Hell on Wheels (alese an titl, anat deoc’h), kollet e-kreiz an Nebraska. Eno e tegouezh Cullen Bohannon (c’hoariet gant Anson Mount, “Aragorn style” un tamm, a blijo da verc’hed-zo lod sur walc’h) rak labour a zo ba’r vro a-drugarez da diorren an tren.

Kevezerezh a zo etre meur a embregerezh evit lakaat sevel hentoù-houarn a-benn liammañ Kornôg ha Reter ar vro. Met n’eo ket aes an traoù, abalamour d’an natur met ivez d’an Indianed, ne vezont ket laouen o welet an den gwenn distruj o flaenennoù sakr. An embregerezh a gaver e Hell on Wheels a zo hini Thomas Durant (bet dioutañ e gwirionez, ha c’hoariet amañ gant Colm Meaney), kevalaour didruez.

Cullen, bet soudard n’eus ket keit-zo, a vev gant ar c’hoant en em zialañ, ha klask a ra war-lec’h ar strollad soudarded o deus profitet eus ar brezel evit lazhañ e wreg.
Heuliet e vez un toullad tudennoù dedennus all, evel Elam (Common anv an aktour), ur metis bet sklav hag a glask bremañ kavout e blas etre ar re wenn hag ar re zu ; Lily Bell (c’hoariet gant Dominique McElligott), ur Saozez heuliet ganti he gwaz, Robert Bell, lazhet gant an Indianed pa laboure evit Durant, pe c’hoazh Joseph « Black Moon » (Eddie Spears), un Indian Cheyenne deuet da vezañ kristen goude bezañ bet badezet.

Lily Bell, gloazet gant an Indianed, ha savetaet gant Joseph “Black Moon”

Elfennoù boutin ur western a gaver holl amañ pe dost : pistolennoù, kezeg, Indianed, istorioù dial, saloon, gisti hag all, gant istor diorren an tren ouzhpenn evel-just.
Graet eo mat-tre an traoù, tiez hag all, (arc’hant a zo bet lakaet, santet vez) hag aes eo krediñ ez eo bet filmet an traoù er bloavezhoù 1860.

Heuliet am eus dek rann ar bloavezh kentañ hep bezañ displijet met hep bezañ bet kendrec’het da vat kenebeut. Daoust d’an istor bezañ ket fall em eus kavet e oa « aes » un tamm ar senario. Da lâret eo e kaver pep tra lojik, pa ne vez ket divinet an traoù zoken. N’eo ket dic’hortoz a-walc’h an traoù ‘benn ar fin, ral ar souezhadennoù (ar pezh a blij din en ur stirad memestra).

Dre chañs, d’eus an tu all, ez eo barrek-tre an aktourien, gant ur menneg ispisial evit Christopher Heyerdahl a c’hoari perzh Thomas Gundersen a.k.a. « the Swede », un asez penn-bras gant doareoù kriz a labour evit Durant. A-hervezh eo Kanadian an aktour, ha kentoc’h cheuc’h, met drol eo gwelet penaos e seblant aes dezhañ c’hoari un divroad norvegian (pebezh pouez-mouezh !) rust ha divalav.

The Swede (Christopher Heyerdahl e Hell on Wheels)…

… ha Christopher Heyerdahl “e gwir”

M’ho peus c’hoant dizoloiñ ur stirad a-feson, ne alifen ket dre ret deoc’h Hell on Wheels, nemet ma ‘z vefec’h plijet gant ar western. N’eo ket fall met gwelloc’h a zo da welet er mare-mañ d’am soñj.

Ar film-tañva, e yezh orin is-titlet e galleg

Advertisements

Hatufim (bloavezh 1)

Posted: 1 Ebrel 2014 in Stiradoù
Tikedennoù:, ,

Anavezout a rit marteze ar stirad amerikan Homeland ?
N’am eus ket bet tro d’e welet met awenet eo bet gant ar stirad-mañ, Hatufim, sevenet e 2010 gant Gideon Raff evit ar chadenn israelian Aroutz 2.
2 bloavezh a zo, gant 10 rann er bloavezh kentañ ha 14 en eil (rannoù 50mn well-wazh).
Er C’hwec’hkorn ez eo bet skignet ar stirad gant Arte adalek miz Mae 2013.

Tri soudard israelian a zo bet skrapet gant ur strollad sponterien islamist. E-pad 17 vloaz ez int bet bac’het ha jahinet e Siria. Kriz-kenañ eo bet an traoù. Unan anezho (Amiel) a zo marvet du-se zoken. Ur marc’had a zo bet asantet gant pennoù-bras Israël ha dieubet eo an daou all ‘benn ar fin,, ur seurt eskemm ‘enep dieubidigezh prizonidi an tu all.

Hatufim (« skrapet » e hebraeg) a heul buhez an daou brizoniad o tistreiñ, Nimrod hag Uri, hag o familhoù. 17 vloaz goude, un toullad traoù a zo cheñchet evel ma c’hallit ijinañ.
Hep mont re bell gant an istor e c’heller lâret ez eo dimezet en-dro Nurit, gwreg Uri, ha gant e vreur ouzhpenn !
Familh Nimrod a zo brasaet, gant ur mab n’en deus ket bet tro da anavezout (dougerez e oa Talia p’eo bet skrapet).
Heuliañ a reer ivez Yael, c’hoar Amiel, he deus gortozet he breur e-pad 17 vloaz evit netra. N’eo ket distroet, siwazh dezhi.
Heuliet a dost e vez ivez Uri ha Nimrod gant an arme rak soñjal a ra dezho e c’hallfent kuzhat traoù. Aon o deus e vefent gwazourien doubl, a labourfe dre guzh evit an tu all bremañ.

E keñver stiradoù all e c’haller lâret e kemer Hatufim e amzer. Ar rann gentañ da skouer, tost d’un teulfilm a-wechoù, a laka an tudennoù hag an istor e plas trañkilik. Met adalek an eil eo lañset ar mekanik.
Daoust d’ar sevener filmañ pep tudenn en un doare don (psikologiezh hag all), ne gaver ket hir e amzer rak kalz suspens a zo. Kalz traoù a chom dianav deomp ha c’hoari fin a ra ar senaristed gant ar flashbacks, ar pezh a zo c’hoarvezet gant Uri ha Nimrod ‘pad o bac’hidigezh. Dibenn pep rann a ro c’hoant bras goût hiroc’h setu ez aer buan betek ar fin.
Rann diwezhañ ar bloavezh kentañ, hiroc’h un tamm ‘vit ar re all, a zo a zoare. An ardreuzadoù etre an tudennoù a zo efedus ha kenedus hag ur c’hliffangher spontus a zo er fin tout, evit bezañ sur e sellfemp an eil bloavezh, met chut…

Barrek-spontus eo an aktourien dre vras. An daou aktour pennañ dreist-holl, Yoram Toledano (Nimrod) hag Ishai Golan (Uri) dreist-holl, met ar re all ivez dre vras. C’hoari an aktourien mui dibaboù ar sevener a laka an traoù da vezañ fromus-kenañ alies.

Kendrec’het on bet buan gant ar stirad, a zo a galite uhel, ha kenderc’hel a rin ganti a dra sur.

Plijus ‘m eus kavet ivez gwelet se e yezh orin. Hebraeg em divskouarn neuze. Forzh penaos, zoken pa ne gomprenan seurt (hebraeg, daneg, islandeg…), e plij din kalz gwelet an traoù e YOIT. Ar yezhoù a blij din ha n’on ket evit gouzañv an advouezhiañ ken.
Ar film-tañva

Bored to Death (bloavezh 1 ha 2)

Posted: 31 Meurzh 2014 in Stiradoù
Tikedennoù:

Bored to Death a zo ur stirad fent amerikan bet krouet gant Jonathan Ames (skrivagner eo ivez*) ha skignet enno gant HBO adalek 2009.
Tri bloavezh a zo, gant 24 rann 23mn en holl (8 dre vloavezh).

Jonathan a zo ur skrivagner hag ul loser anezhañ. Ne zeu ket a-benn da skrivañ e eil romant, kuitaet eo gant e vignonez (er rann kentañ). Tremen a ra e amzer o butuniñ hag o lonkañ, e-unan pe gant e vignoned Ray ha Georges. A-wechoù e klask skrivañ memestra, met n’eo ket gwall efedus.

Sod eo Jonathan gant ar romantoù-polis. War-lerc’h bezañ bet adlennet Chandler e teu ur soñj dezhañ. Evit lakaat un tamm buhez en e hini, kavout traoù da gontañ evit e romant, ha perak pas, gounid un tamm arc’hant, e tiviz Jonathan heuliañ skouer Philip Marlowe ha mont da igounier. Lakaat a ra neuze ur c’hinnig-labour en-linenn gant ar spi kavout pratikoù.


Adal neuze e c’hoarvez a bep seurt istorioù dic’hortoz dezhañ. Evel-just ez eo nul Jonathan evel igounier met dont a ra a-benn da ziskoulmañ e enklaskoù peurliesañ, pe gant chañs pe dre gendegouezhioù. Droch a walc’h eo an ton arabat gortoz traoù sirius met farsus-tre dre vras.
An aktourien pennañ a zo barrek ha dreist eo an tudennoù pennañ.
Jonathan neuze, met ivez Ray (Zach Galifianakis, gwelet e Very Bad Trip da skouer), un treser bannoù-treset ken loser all, pe c’hoazh George (Ted Danson) embanner Jonathan, e penn ur gazetenn, lonker ha merc’hetaer daonet.
Ur c’hameo farsus a zo gant Jonathan Ames, a seblant ivez bezañ ur furlukin er vuhez gwirion (s.o. bonusoù an DVD).



Tremen a ra buan-kenañ ar bloavezhioù rak n’eo kat gwall hir ar rannoù na gwall uhel an niver a rannoù dre vloavezh.

Da welet evit c’hoarzhin ma plij deoc’h ar fent droch (My Name is Earl, Black Books…).

Da lenn ivez : ali Geekezig war ar bloavezh kentañ hag an eil.

Ur pennadig, da dañva

*A-raok ar stirad e oa un danevell, a c’heller lenn e galleg en dastumad Une double vie, c’est deux fois mieux (embannet gant Joëlle Losfeld).

Justified (bloavezh kentañ)

Posted: 27 Even 2013 in Stiradoù
Tikedennoù:, ,

Justified a zo ur stirad amerikan bet krouet e 2010 gant Graham Yost evit ar chadenn FX.
An tudennoù pennañ a zo tennet eus un danevell gant Elmore Leonard, Pronto.
4 bloavezh a zo bet skignet dija er Stadoù-Unanet, hag ur pempvet hini vo da zont e 2014.
E Frañs eo bet skignet Justified war OCS Choc ha Série Club. A-hervezh e c’haller gwelet rannoù er mare-mañ war M6.

Raylan Givens (c’hoariet gant Timothy Oliphant) a zo marshall e Miami.
Er rann kentañ e lazh Raylan ur muntrer gopret gant ar mafia. Displegañ ‘ra ar marshall d’e bennoù bras n’en deus ket gellet ober mod all evit ‘n em zifenn (« It was justified », alese an titl) met den na gred anezhañ. D’e gastizañ e tivizont kas anezhañ da labourat el lec’h spontusañ ‘vitañ : Harlan County, Kentucky. Eno eo bet ganet Raylan ha fier e oa bezañ deuet a-benn da guitaat toull-revr ar bed-se ‘vit ur gêr vras. Seul ziaesoc’h distreiñ eno, dreist-holl dre heg.

Ur bedig-bed eo Harlan, ha setu Raylan o adkavout buan an dud a anaveze pa oa bugel.
Ava, ur fulenn a oa amourouz dioutañ pa oant o-zaou krennard, a zo o paouez fuzuilhañ he gwaz, Bowman Crowder, a oa kustum skeiñ ganti. C’hoant en deus ar familh Crowder lazhañ anezhi neuze. Diaes an traoù ‘vit Raylan a rank gwareziñ buhez ur plac’h a blij dezhañ hep kaout ar gwir (sañset) da « vezañ » ganti (« ne fouzher ket gant an testoù » eme e chef). Ha dreist-holl, rankout ra gwareziñ anezhi diouzh unan eus e vignoned gwellañ, Boyd Crowder, breur Bowman.

Da heul e c’hoarvezh kalz traoù a vefe re hir da gontañ amañ dre ar munud : treiñ a ra sod Boyd gant ar relijion hag ar ouenn wenn, ar familh Crowder a glask bezañ mestr war marc’had an dramm e Harlan, traoù drol ‘vez graet gant Arlo Givens setu e rank Raylan klask lakaat e dad da guitaat an toull pa ne c’hell ket gouzañv anezhañ e gwir. Kudennoù a zo ivez gant Gary, gwaz nevez Winona, ez Raylan, setu e kred hi goulenn sikour gantañ. Hag a bep seurt traoù all…

Plijout ‘ra kalz ar stirad-se din.
Brav e kavan ar skeudennoù hag ar filmañ, c’hoarvezout ‘ra traoù nevez dibaouez (setu n’eo morse borodus), met hep na vefemp kollet, ha barrek-kenañ eo an aktourien. Ar re o c’hoari an tudennoù pennañ ‘vel just : Timothy Oliphant (Raylan), Walton Goggins (Boyd), Joelle Carter (Ava), Natalie Zea (Winona <3). Met ivez lod all, evel Damon Herriman, a c’hoari rol Dewey Crowe, ur c’henseurt bleup da v/Boyd.

Ma plij deoc’h an istorioù doare western un tamm e alian deoc’h groñs Justified neuze.

Film-tañvañ ar bloavezh-kentañ


Justified
en deus ivez lakaat ac’hanon da zizoloiñ ur strollad dreist, Gangstagrass, a gustum meskañ sonerezh bluegrass gant rap. Setu an ton ganto a servij da arlizh evit ar stirad.

Ur pennad ispisial un tamm ar wech-mañ, n’eo ket en e stumm met peogwir ez eo bet skrivet IVEZ (ha n’eo ket hepken, ‘vel-just) gant ar soñj kenstrivañ da geñver deiz ha bloaz ar blog Soubenn ar geek (gwelet amañ). Ra ma vevo pell c’hoazh !

Black Books a zo ur stirad fent saoz bet krouet e 2000 gant Dylan Moran ha Graham Linehan evit Channel 4.
Tri bloavezh a zo hepken, siwazh, gant nebeut a rannoù (6 dre vloavezh), ha rannoù berr war ar marc’had (26mn).

E Bro-C’hall eo tremenet ar stirad war Canal + a-hervezh met n’am boa morse klevet komz d’eus Black Books a-raok amprestiñ an DVD er vediaoueg, goude bezañ bet aliet groñs d’e sellet gant ul levraouegerez (trugarez dezhi evit he alioù fur).

Bernard Black (c’hoariet gant Dylan Moran) a zo ur werzher-levrioù. Plijout ‘ra kalz dezhañ al levrioù met ne c’houzañv ket ar pratikoù a gred dont d’e zirenkañ ! Sikouret e vez en e stal gant Manny (Bill Bailey), an hini nemetañ a labour ‘benn ar fin. Tremen ‘ra ivez alies Fran (Tamsin Greig), ur vignonez da Vernard.

Lâret ‘ran deoc’h diouzhtu, ur fan d’eus Black Books on bremañ ha kavout a ran dipitus ne vije ket bet kendalc’het pelloc’h gant ar stirad, ken fentus ma ‘z eo.

Morse n’en deus ur stirad graet evit bezañ fentus graet din c’hoarzhin kement. C’hoarzhadennoù diroll am bez seul wech ma welan ur rann, ha ranket ‘m eus lies gwech lakaat an DVD war ehan, amzer adkavout ma alan un tamm ha chom hep mervel gant ar c’hoarzh. Pa oan o chom en ur ranndi ne greden ket kregiñ da sellet unan re ziwezhat gant an aon direnkañ an amezeien !


Diaes eo dija termeniñ ar fent dre vras. Hini Black Books a zo liesseurt a-walc’h ouzphenn-se. Fent du a zo un tamm, Bernard Black o vezañ dengasaour ha kinek, hogen fent droch a zo dreist-holl, fent saoz hag emsiv, un tamm giz hini ar Monty Pythons da skouer. E pep rann e c’hoarvezh traoù droch hag en em gavout ‘ra an tudennoù e degouezhioù dibosupl, pe abalamour d’ar re a alkool lonket pe d’ar re a c’hevier livet, pe d’ar merc’heta/paotreta, hag all hag all…
N’eus nemet un dra a zisplij din e Black Books : ar c’hoarzhoù enrollet. N’am eus biskoazh gellet o c’houzañv, e mod ebet. Met amañ da vihanañ e c’hoarzher a-gevret gant ar c’hoarzhoù, ar pezh n’eo ket gwir atav, pell ac’hann.

Me lâr deoc’h, ma plij deoc’h c’hoarzhin, n’am eus ket kavet gwelloc’h ‘vit Black Books ‘vit en ober a-leizh kof, goude un devezh-labour tenn pe evit cheñch mennozhioù pa vezer o magañ soñjoù du.
Ha kredit ac’hanon, dañjerus eo klask debriñ pe evañ an disterañ tra/banne o sellet ur rann : mougañ a rafec’h buan. Skiant prenet ha bevet.

Ar rann kentañ, e saozneg, a c’heller kavout da welet war Youtube, amañ dindan, deoc’h da gaout un tañva.

Breaking Bad (bloavezh kentañ)

Posted: 5 C'hwevrer 2013 in Stiradoù
Tikedennoù:

Hep kontañ ma buhez deoc’h lakaomp n’on ket paotr an tele (n’am eus ket bet ar benveg milliget-se ba’r gêr pa oan bugel ha n’am eus ket nemeur bremañ). Abaoe ur bloaz bennak e klaskan sellet un tamm muioc’h d’eus filmoù, ha kroget on ivez da sellet stiradoù, met traoù aliet din gant mignoned hepken. Ne c’houzañvan ket ken an eilmouezhiañ setu e sellan an traoù war ma urzhiataer, e yezh orin atav, ha gant istitloù e saozneg peurliesañ, e galleg – c’hoarvezet eo bet din ober gant istitloù brezhonek zoken ! (Trugarez deoc’h An Team Istits !)

Traoù-zo o deus plijet din (Dexter, Justified, My Name is Earl), plijet din kalz (The Wire, Black Books, Longmire), traoù all nebeutoc’h (Misfits, an daou vloavezh kentañ a c’heller gwelet e saozneg gant istitloù brezhoneg dre amañ) pe c’hoazh kalz nebeutoc’h (Six Feet Under). Klask ‘rin kaozeal d’eus ar stiradoù-se amañ tamm-ha-tamm. Met da gregiñ, unan all a blij din kalz : Breaking Bad.

Ur stirad skinwel amerikan eo Breaking Bad, drama kentoc’h, krouet gant Vince Gilligan evit ar chadenn AMC. E 2008 e oa bet skignet eno ar c’houlzad kentañ, seizh pennad o vont d’ober anezhañ.

Ar pempvet bloavezh (an hini diwezhañ sañset) a vez skignet er Stadoù-Unanet er mare-mañ.

Kontañ ‘ra Breaking Bad istor Walter White da gentañ penn.

Ur c’helenner war ar gimiezh 50 vloaz eo. Dimezet eo, ur mab krennard ha nammet en deus ha dougerez eo e wreg. Dizoloiñ ‘ra Walt emañ paket gant ur c’hrign-bev, unan eus ar skevent, ha ken grevus n’haller ket e oberata zoken. Un nebeut mizioù a ro dezhañ ar mezeg, d’ar muiañ tout.
Divizout a ra neuze Walt kuzhat pep tra d’e familh ha klask un doare da c’hounit ar muiañ a arc’hant posubl, da leuskel d’e re pa yelo d’an anaon. E vreur-kaer, Hank, a labour evit an DEA (Drug Enforcement Administration, ar polis enep-dramm kea), a gont dezhañ ordin istorioù tud deuet da vezañ pinvidik-mor gant ar gwerzhañ drammoù. Kalz skiant en deus prenet Walt war ar gimiezh dre e studioù hag e vicher. Hag eñ mont da welet Jesse Pinkman, ur paotr yaouank bet skoliad dezhañ, gwerzherig kanab, da ginnig dezhañ un afer. Prest eo da « geginañ » ‘vitañ « meth » eus ar c’hentañ troc’h (methañfetaminoù, pe c’hoazh kristal, un dramm kreñv ha diouzh ar c’hiz), gant ma vo sikouret gantañ d’e werzhañ. Asantiñ ‘ra buan Jesse ha setu an daou zen da gregiñ gant ur vuhez kuzh, hini ar farderien dramm.

Un tañva ‘po ?

 

Brud vat en deus ar stirad-se. Graet ‘n deus berzh forzh pegement a bep tu d’ar meurvor ha rastellet prizioù e-leizh, setu em boa c’hoant da welet petra oa kaoz (skignet e Frañs war Arte ouzhpenn, setu ‘m eus soñjet ne tleje ket bezañ re vleup). Plijet-tre on bet ivez, ken ma krogin a-benn nebeut an trede bloavezh (eh ya, lipet an eil ganin dija, met kontañ rin se deoc’h diwezhatoc’h).

Donezonet-tre eo an aktourien, dreist-holl an daou « haroz », Bryan Cranston (Walter) hag Aaron Paul (Jesse), hogen, ken barrek all eo an eil rolloù, mab Walt da skouer, Walter Jr (RJ Mitte).

Kalz traoù o deus an daou gomper da guzhat, dreist-holl Walter (e istorioù dramm, hag e grign-bev war ar marc’had). War-nes bezañ tapet e vezont ingal ‘vel-just. Suspens forzh pegement a zo neuze, ur blijadur, gant ur c’hliffangher e fin pep pennad, met ouzhpenn suspens a zo. Evel er vuhez, a bep seurt aozennoù a ya d’ober Breaking Bad, aozennoù mesket ha kempouezet en un doare fin gant Vince Gilligan hag e skipailh senarierien.Ur sell du war ar bed war un tu, met kalzik fent war un tu all, setu n’eo morse re ziaes an arvestiñ. Istorioù feuls a zo (bed an dramm n’eo ket hini ar pokarzhed Bisounours, anat), met mareoù fromus ha karantez a zo ivez, etre Walt hag e wreg da skouer. An darempredoù etre ar c’helenner hag e familh a zo dedennus-tre, al liamm etrezañ ha Jesse ivez. Luzietoc’h-luzietañ e teu an darempredoù etre an tudennoù da vezañ ha psikologiezh pep hini a zo diskouezhet en ur mod soutil.

Sevenet mat eo ouzhpenn-se, gant un doare simpl da filmañ peurliesañ met efedoù deuet brav a-wechoù ha brav eston eo skeudennoù-zo, en dezerzh da skouer.

Ma n’oc’h ket displijet boas gant an istorioù polis ha/pe du un tamm e alian deoc’h groñs ar stirad-mañ, ma n’eo ket bet gwelet ganeoc’h dija evel-just.

Ah ya, just ur ger da echuiñ. Degemeret mat eo ho mennozhioù m’ho peus stiradoù a gavit mat da ginnig din. Kredit lezel din un evezhiadenn, laouen.