Dielloù evit C'hwevrer, 2014

Marteze ho peus bet tro da c’hoarzhin dija war blog Marion Montaigne, anvet Tu mourras moins bête. Meur a bennad am boa lennet dre degouezhioù Internet (liammoù war Facebook…) met n’em beus ket heuliet an afer a dostoc’h.

A-raok gwelet el levraoueg ar vannenn-dreset gentañ (un eil a zo bet embannet), ne ouien ket e oa bet lakaet war baper troioù-kaer skiantel an « Docteur Moustache » (ti Ankama, 256 p.).

El levrenn gentañ, « La science, c’est pas du cinéma ! » e tispleg deomp ar medisin, gant kalz fent, petra ne ya ket a-fed skiant er filmoù pe er stiradoù tele.
Nann, n’haller ket lammat eus ar Golden Bridge hep kaout e gorf tarzhet o stekiñ an dour.
Nann, n’haller ket tennañ boledoù gant mindrailherezioù e-pad div vunutenn hep kaout kasedadoù ha kasedadoù tennoù leuniet mat.
Nann, n’haller ket sevel sabrennoù laser rak amfin eo ur bann laser.

Da c’houlennoù simpl hag a c’haller sevel ouzhomp hon-unan e respont ivez Marion Montaigne.
Perak ne vez ket roet un harz-lamm da bep hini war vourzh ar c’hirri-nij pa vez roet ur jiletenn saveteiñ ?
War-bouez gervel Bruce Willis, petra a c’haller ober ma teu un asteroidenn davet an Douar ?
Ha posubl eo imboudañ d’unan bennak dremm unan all, evel er film Volte-face ?

Goapaat a ra ivez un tamm Marion Montaigne stiradoù-zo evel Les experts pe Grey’s Anatomy.
C’hoarzhet ‘m eus kalz gant ar pennadoù war an amprevanoniezh lezennvezegel (a-benn deiziadañ ar c’horfoù marv).

Pep displegadenn a respont d’ur goulenn savet d’an « Docteur Moustache » gant unan bennak.

Simpl eo an displegadennoù, ha dreist-holl, farsus-kenañ int.
Tud ‘zo a c’hello rebech d’an tresadennoù bezañ re simpl (un tamm ‘vel re Reiser pe Sempé), pe vil zoken, met n’on ket bet chalet gant se.

Advertisements

Un nozvezh hip-hop a oa disadorn tremenet er Run ar Puñs (sal sonerezh a-vremañ plijus-tre, e Kastellin).


An arzour kentañ, Hippocampe fou, a zo ur rapour gall yaouank. E skridoù a zo peurliesañ testennoù leun a fent, graet evit plijadur an divskouarn muioc’h eget evit diskuliañ kudennoù-zo pe reiñ e ali war ar bed. Met ouzhpenn bezañ farsus (da skouer, H&M, un ton war ar poanioù revr : gwazrudez ha mikoz !) eo skrivet mat-tre ar pozioù (kalz klotennoù hag heñvelsoniadoù), ha dreist-holl, rapet int mat-kenañ.

War al leurenn e oa an noz-mañ gant ur c’homper MC (Céo) hag un DJ.
A-raok ar sonadeg em boa bet tro da glevet tonioù-zo un tamm dre zegouezh war Internet (Le dindon de la farce, Chez moi y a un lama) met ne anavezen ket Hippocampe fou muioc’h evit-se.

Souezhet on bet neuze o welet/klevet e oa er sal gwir « fans », gouest da rapiñ kement pozioù a oa (ha koulskoude n’eo ket gwall aes, ken prim e ya alies).
Evel ur pesk en dour mouarf e santer Hippocampe fou war al leurenn. Estreget rapiñ mat-tre ha gant ur flow efedus a ra. Ur sort abadenn « stand up » eo ivez e sonadeg a-wechoù, dre ma lak kalz an dud ba’r jeu, betek o lakaat da gemer perzh da vat.

Kuitaet ‘m eus ar sal gant ar bladenn « Aquatrip » dediet. 🙂

 

Da heul, goude un troc’hig evit cheñch al leurenn evañ ur banne bier ha mont da stotañ, e oa tro ar strollad amerikan The Procussions.

Paotred ar C’holorado o deus kroget da seniñ e 1998. Div bladenn o deus graet, e 2003 ha 2006, a-raok en em zispartiañ e 2008, echu ar jeu. ‘Benn ar fin o deus divizet daou MC, Jason Medeiros ha Brian Roberson, adkregiñ ganti hep ar re all, e 2011. Dibaoe e reont sonadegoù er bed a-bezh, hag ur bladenn all a zo bet embannet e 2013.

N’int ket dre ret hollvrudet met un dalvoudegezh sur en hip-hop US eo The Procussions. Ha ma anavezoc’h Hocus Pocus (strollad all 20Syl, paotr C2C) ho peus o c’hlevet dija marteze, war an tonioù (dreist) anvet Vocab pe c’hoazh Hip hop ?.

Startijenn forzh pegement a zo gant an daou MC war al leurenn : rapiñ prim, dañsal ha lammat pep lec’h a reont. Brian Roberson a zo ivez barrek-kenañ ouzh an taboulinoù. Un DJ yaouank met efedus a oa ganto war al leurenn. Seurt hip-hop a ro c’hoant da fiñval forzh pegement. Dre chañs e oamp war-sav, dibosupl a-grenn ‘vefe bet din selaou se gant ma revr war ur gador !

 

Sapre strolladoù ha sapre nozvezh ! Pebezh plijadur ! Bevet an hip-hop hag ar Run ar puñs !

Looper a zo ur film skiant-faltazi amerikan skrivet ha sevenet gant Rian Johnson.
Deuet eo ‘maez er c’hwec’hkorn e 2012 (1e50).

E 2044 e krog an istor, en ur bed damheñvel ouzh hon hini. Ijinet ez eus bet mekanikoù da veajiñ en amzer. Ar Mafia a implij anezho evit kas lazherien gopret en amzer dremenet. Roll ar re-se, graet « loopers » anezho, a zo lazhañ tud kaset dezho d’eus an dazont gant ar Mafia. Naetaat a reont pep tra war o lec’h met forzh penaos n’eus ket kalz riskloù dre ma n’eus ket re a roudoù d’eus annezidi 2074 e 2044 sañset. Heuliañ a rit atav ?

An dud da lazhañ a erru d’un eur resis, en ul lec’h resis, staget mat ha gant ul lienn war o fenn. N’eus ket da c’hoût piv eo, nemet reiñ un taol fuzuilh bennak ha distruj ar c’horf. Ur poent bennak e vez kaset d’al loopers int-i o-unan d’eus an amzer da zont. P’« en em lazhont », ar pezh a vez anvet ganto « closing the loop », echu eo o c’hefridi, ha chom a ra dezho tregont vloaz evit profitañ mat d’eus o buhez (a-raok bezañ lazhet gant inti-o-unan neuze). Mat eo, n’oc’h ket kollet betek-henn ? ^^

An dudenn pennañ a zo Joe, ul looper barrek-mat (Joseph Gordon-Levitt). Un nozvezh e teu betek e di ur mignon dezhañ, Seth (Paul Dano !), pennfollet da vat. Komprenet en deus e oa sañset « serriñ e vouklenn » met o welet an den (eñ koshoc’h neuze), n’en deus ket gellet e lazhañ diouzhtu, ha profitet en deus hennezh evit mont tec’hout. Brasañ fazi micher ul looper. Hag ur sapre reuz da heul !

Un tamm diwezhatoc’h e teu a-benn an Joe kozh (Bruce Willis), kaset en amzer dremenet da vezañ lazhet gant Joe yaouank, da dec’hout kuit ivez.

C’hoant en deus « Joe kozh » kavout ha lazhañ ur bugel hag a vo e 2074 penn-bras ar Mafia a lakao lazhañ e wreg. Ur sort dial en a-raok neuze. C’hoant en deus « Joe yaouank » adtapout ha lazhañ « Joe kozh » a-raok bezañ lazhet gant ar Mafia evit e fazi spontus.

« Treuzfurmet » eo bet kalzik Joseph Gordon-Levitt (dremmlivaj, ferennoù…) da dennañ ar muiañ posubl d’ur Bruce Willis yaouankoc’h. Ne lârfen ket eo graet fall met forzh penaos, bez ez eus kement a brantadoù tenn, kement a redadegoù… ma ne chomer ket da glask dielfennañ gwirheñvelded pep elfenn a ya d’ober ar film.

Ar sonerezh, divoutin a-walc’h met plijus-tre a zo bet krouet gant Nathan Johnson. Selaou a rafen a-walc’h pladenn sonerezh ar film…

Ur film skiant-faltazi gant mennozhioù a-feson, efedus ha kaset brav. Ar fin am eus kavet dreist ha kentoc’h dic’hortoz, met chut…

Plijet eo bet ivez Geekezig (gwelet amañ he ali).

Evil Demon Golfball from Hell!!!, film kentañ Rian Johnson (film-berr 8mn), a gaver war an DVD gall. Drol a-walc’h eo, ha kozh un tamm (1996) met da welet eo ivez hervezon.

 
Ar film-tañva (a ro kalz c’hoant ‘gav din)

Ma révérence a zo ur vannenn-dreset gant Wilfrid Lupano (senario) ha Rodguen (tresadennoù), embannet gant Delcourt warlene.
Eviti o deus gounezet an daou oberour ar priz « Fauve Polar SNCF » (gwellañ bannenn-dreset polis) e Angoulêmes n’eus ket keit-zo.

Ne dro ket mat-tre ar bed evit Vincent. Karantez e vuhez a zo chomet gant o bugel er Senegal, e-lerc’h m’o deus graet anaoudegezh, a-raok ma tivizfe eñ distreiñ . Keuz bras en deus bremañ, ar pezh a zispleg e ziwaskadenn hag e gudennoù dramm. C’hoant en dije adkavout Rana met berr eo en em gavet gant an arc’hant. En un davarn e kont dezhañ un dezouger arc’hant hanter-vezv e vuhez, planedenn rust ha kalet. Alese e teu ar soñj da Vincent seveniñ un dagadenn. Met ket n’eus forzh pehini, rak n’eo ket ur paotr droug. Unan hep feulster. Hag ouzhphenn-se e vo rentet arc’hant d’an dezougerien evit en em zigareziñ ha darn vrasañ ar moneiz a yelo da sikour an Afrikaned. Dre ma vezomp laeret bemdez gant an tiez-bank, n’eo ket ur gwall afer laerezh anezho ur wech an amzer, geo ?

Kazi pevar bloaz o deus bet ezhomm Lupano ha Rodguen da beurlipat ar vannenn-dreset-se. Mat o deus graet kemer o amzer avat. Rak m’eo hir a-walc’h Ma révérence (hogos 130 pajennad), ne gaver ket hir e/he amzer an disterañ pa lenner anezhi. Dibaboù her a zo bet graet gant an oberourien ha deuet eo brav an disoc’h. An istor ijinet gant Lupano a vez kontet deomp gant Vincent, er c’hentañ gour, hag an « haroz » ne heul ket dre ret red an amzer met kentoc’h red e soñjoù (hag ar re-se n’int ket gwall urzhiet atav). Dibaboù brav a zo bet graet ivez gant Rodguen, evit ar pezh a sell eus an doare da zidroc’hañ plankennoù-zo (gwelet amañ-dindan da skouer) pe c’hoazh evit un toullad gavaeloù dic’hortoz a gustumer gwelet kentoc’h er sinema (ar pezh n’eo ket souezhus-kenañ pa ouezer e labour Rodguen evel treser tresadennoù-bev evit Dreamworks hag eo ar wech kentañ dezhañ tresañ ur vannenn-dreset).

An istor a heulier gant plijadur. Kenhoal en deus buan al lenner evit an tudennoù pennañ. Evit Vincent evel-just, met ivez evit Gaby Rocket, ur seurt rocker mod-kozh, loser un tamm anezhañ, dibabet gant ar paotr yaouank evit bezañ e gomper evit an taol.
Daoust ma n’eo ket merket-kenañ, un tu « sokial » dedennus-kaer a zo ivez gant an istor, e meur a geñver a vefe diaes mennegiñ amañ hep kontañ re a draoù.

Un taol kaer a zo bet graet gant Lupano ha Rodguen evit o bannenn-dreset kentañ, ha kompren a reer gwelloc’h perak o deus resevet ur priz e Angoulême. Spi ‘m eus ne vo ket an hini diwezhañ !
M’emaoc’h c’hoazh etre daou soñj e c’hellit lenn dija an dek pajennad kentañ dre amañ, war lec’hienn Delcourt.

 

 

Ma révérence, gant Wilfrid Lupano ha Rodguen, Delcourt (2013), 128 pajennad.

IAM er C’harène (13/02/2014)

Posted: 17 C'hwevrer 2014 in Sonadegoù
Tikedennoù:, , ,

Dimerc’her tremenet e oan e Brest evit gwelet IAM war leurenn ar C’harène.
Dibaoe ma bloavezhioù skolaj e plij din kalz crew Masilia, unan eus ar strolladoù rap koshañ (1989) hag anavezetañ er c’hwec’hkorn (gant NTM).
« Nés sous la même étoile » a zo unan eus an tonioù kentañ am eus bet ar blijadur da rapiñ dre eñvor (gant tonioù-zo gant MC Solaar, 113, Fonky Family, Sniper, Wallen pe c’hoazh Rohff).
Pa ‘m eus desket e oant o vont da baouez a-benn nebeut hag e tremenent ba’r vro em eus tapet ma flas kerkent.

Ar sonadeg (div eurvezh bennak) a zo bet dreist. Un ton nevez evit dihuniñ an dud ha reiñ amzer d’ar re a oa c’hoazh o stotañ pe o lipat ur bier da erruout, ha setu an traoù sirius da gregiñ da vat gant an ton « L’école du micro d’argent ». Gant div bladenn deuet ‘maez nevez-zo (« Arts martiens » e miz Ebrel 2013 hag « … IAM » e miz Du 2013), e oa tu da soñjal e vije nebeutoc’h a blas evit an tonioù koshoc’h (pell da vezañ kozh tonioù !). A-benn ar fin eo bet dreist ar c’hempouezh kavet gant ar strollad etre an tonioù nevez hag ar re goshoc’h, re ar bladenn « L’école du micro d’argent » evit an darn vrasañ. 9 ton diwar ar 15 a ya d’ober gwellañ pladenn ar strollad a zo bet klevet an deiz all !


Ma oa un digempouezig dimerc’her, e oa kentoc’h etre an daouad Akhenaton ha Shurik’n ha peurrest ar strollad, kalz siouloc’h. N’eo ket bet klevet kalz Kephren ha ne vez ket gwelet kement an DJ-ed, Kheops hag Imhotep, kuzhet a-dreñv o ardivinkoù). Shurik’n a oa dirollet ha sonet en deus ivez daou don solo dezhañ (« Samuraï » ha « Fugitif »). Ouzhpenn rapiñ mat a rae an daou MC. Implijet o deus mat-tre al leurenn hag ur gwir c’hoari aktourien a zo ganto, pe zoken etrezo, evel war « Sombres manoeuvres » da skouer (kanaouenn leurenniet brav, evel ma vijent o respont an eil d’egile e-kerzh ur GAV).

 

Gant re an adgalv, a zo bet eus ar c’hentañ troc’h (« Je danse le Mia », « Petit frère », « Dernier coup d’éclat ») an ton gwellañ a zo bet « Demain c’est loin », dek munutenn rap a-feson gant ur Shurik’n tomm-berv, dek munutenn eürusted.

Ma plij deoc’h IAM ha n’ho peus ket bet tro d’o gwelet c’hoazh, grit eveldon, n’ho po ket keuz !
Daoust dezho tostaat eus o hanter-kant vloaz e chom yaouank hag efedus c’hoazh paotred IAM.

Da gaout un tañva mat, setu ur sonadeg all, gant ur set damheñvel ouzh hini Brest.

Djúpið / Baltasar Kormákur (2012)

Posted: 6 C'hwevrer 2014 in Sinema
Tikedennoù:, , , ,

Djúpið a zo un drama gant Baltasar Kormákur, deuet maez e Bro-C’hall e miz Ebrel 2013 dindan an titl Survivre (1e36).
Dizoloet ‘m boa ar sevenour islandat gant Jar City, azasadur romant Arnaldur Indriðason, a oan bet da welet er sine e 2008.
An daou film-se am eus gwelet e yezh orin is-titlet, e islandeg neuze.:-)

Diazezet eo Djúpið diwar istor gwir Guðlaugur Friðþórsson, ur pesketaer islandat.
E miz meurzh 1984 emaomp, war enezenn Heimaey, hini pennañ enezeg ar Vestmann (e Su aodoù Island). Mintin abred, yen-ki an amzer. Gant e genlabourerien e pign Guðlaugur war vourzh al lestr-pesketa. A-boan degouezhet en donvor e krogont da labourat. Ne bado ket pell. Stanket e chom an drag er foñs ha peñse a ra al lestr buan-tre. En em gavout a ra Gulli hag e genseurted en ur mor rust ha sklas e-kreiz an noz. Spi da vevañ un den en un dour ken yen a zo 20mn.

Hogen, ne añval ket Gulli bezañ un den ordinal. Pa ya e gamaladed d’ar strad tamm-ha-tamm e chom yac’h ar paotr, mennet da neuial evit en em dennañ keit ma c’hello. Digredus ! En em gavout a raio ‘benn ar fin war an douar goude bezañ bet neuiet 6km bennak e-pad 6 eurvezh en un dour war-dro 5°C !

Ur wech savetaet e cheñcho buhez ar paotr. Anavezet e vez gant an holl abalamour m’eo bet kontet e istor er mediaoù. C’hoant o deus ar skiantourien studiañ ar « burzhud », setu ma rank Gulli tremen nouspet dielfennadenn. Dreist-holl, diaes eo dezhañ bevañ ar fed bezañ bev atav p’eo marvet an holl re all.

Tout le monde parle de vous à l’hôpital, vous êtes une célébrité. Un héros national.
– Vraiment ? Pourquoi ?
– Comment ça, “pourquoi” ? Vous devriez le savoir. Vous avez accompli un exploit.
– J’ai essayé de survivre, c’est tout. Qui n’aurait pas essayé ?

Filmet kaer eo an traoù gant Baltasar Kormákur ha c’hoariet brav ar c’hentañ roll gant Ólafur Darri Ólafsson. Gantañ e vezer da vat, kollet e kreiz ar mor, o komz d’al laboused mor evit en em galonekaat.

Ur brav a film, kalz donoc’h eget na añval bezañ, war an dreistvevañ, ar c’hañv hag an dud a vor.
Dediet eo ar film d’ar besketaerien islandat. Soñjal a raer er re all ivez.
En arlizh dibenn e weler tammoù atersadennoù gant ar Guðlaugur gwir, dedennus.

Ar film-tañva