Dielloù evit Ebrel, 2013

Bride Stories, 1 / Kaoru Mori

Posted: 24 Ebrel 2013 in Bannoù-treset
Tikedennoù:,

Levrenn gentañ ar manga Bride Stories, gant Kaoru Mori, a zo deuet maez e Bro-Japan e 2009.
Embannet eo bet e Bro-C’hall gant Ki-Oon ha troet gant YohanLeclerc.

Tremen ‘ra an istor e stepennoù Azia ar C’hreiz en 19vet kantved, e Mongolia pe en ur vro bennak o echuiñ gant « stan », ne ouzer ket re (forzh penaos ne oa ket ar memes harzoù ha stadoù d’ar mare-se).
Pennoù bras ur c’hlann a ziviz dimeziñ Amir, ur goantenn a 20 vloaz, gant paotr ur c’hlann all, evit abegoù strategel traken. Karluk, ar gwaz a zo bet dibabet dezhi, a zo a-boan krennard (12 vloaz) met jentil-tre ganti. En em glevout ‘reont mat ha deskiñ a reont bevañ asambles, pep hini o tegas traoù d’egile. Ne vev ket an daou meuriad dres er memes mod setu e vez souezhet familh Karluk a-wechoù gant traoù graet gant Amir. Gouest da chaseal gwelloc’h ‘vit gwazed ar vro : n’eus ket gwelloc’h gedonaerez ‘viti, Gwell eo dezhi div c’had o redek ‘vit unan tapet rak gouest eo d’o zizhout ken aes ha tra gant he biroù, zoken pa vezont bliv-mat. Barrek-kenañ eo ivez ‘vit sevel a bep seurt dilhad gant kroc’henoù loened.

Mervel ‘ra ur plac’h yaouank eus klann Amir a zo bet dimezet gant paotrr ur c’hlann pinvidik-mat. Merzhout ‘ra neuze pennoù-bras he c’hlann ez int faziet o dimeziñ anezhi gant Karluk ha divizout a reont e vo kemeret en dro ganto kousto pe gousto, ‘vel ar c’homandant e voned ruz, oups. ^^

Istorioù dimez a zo neuze e Bride Stories, nag ur souezh ! Met ouzhpenn a zo dre chañs, rak n’eo ket ar pezh am eus kavet an dedennusañ er manga, ha dav eo ansav ne gemeront ket kalz plas kenebeut, el levrenn gentañ da nebeutañ.
Reiñ a ra deomp Kaoru Mori da welet buhez pemdez an dud. Er goudeskrid e tispleg deomp an treser bezañ dedennet gant korn ar bed-se dibaoe al lise ha bezañ graet enklaskoù e lzizh. Ne gont ket gevier, anat eo. Spis-kenañ ha gwirvoud eo e dresadennoù. Boas e lennan buan-tre ar bannoù-treset ha buanoc’h c’hoazh ar mangaoù marteze, hep teurel kalz kont ouzh an tresañ. Amañ, ne c’heller ket ober mod all ‘vit ober ehanoù a-benn arvestiñ a-dost ouzh tresadennoù-zo, ken brav ma ‘z int, gant munudoù e-leizh. An dilhad hengounel, ar savadurioù, ar c’hizellerezh, al loened hag an natur : brav-eston eo kombodoù-zo.

Ne ouezen ket re petra oa Bride Stories ez resis a-raok lenn al levrenn gentañ, nemet e oa bet aliet din gant un nebeut levraouegerezed : « Gwelet ‘ri, cheñch ‘ra deus ar mangaoù boas ». Gwir eo, ha n’on ket bet dipitet, daoust ma seblant skañv a-walc’h an itrikoù ‘vit poent. Met gwelet rin penaos e tro an traoù el levrennoù o tont…

Un ali all e brezhoneg war al lec’hienn Soubenn ar Geek.

Advertisements

Regarde moi / Audrey Estrougo (2007)

Posted: 15 Ebrel 2013 in Sinema
Tikedennoù:

Regarde moi a zo ur film gall deuet maez e 2007.
Kentañ film hir (1e32mn) Audrey Estrougo eo ha darn vrasañ an aktourien hag an aktourezed ne oant ket a-vicher, d’ar mare-se da nebeutañ.

Skritell Regarde moi

Un devezh evel kalz lod all e banlev Pariz.
Yannick en deus c’hoant kendrec’hiñ Mélissa da vezañ asambles gantañ en-dro.
Mouss a garfe pakout gant Daphné.
Jo, c’hoarier mell-droad bet dibabet gant kleub Arsenal a ya da redek.
An hevelep devezh a grog ‘vit Fatimata ha Julie. Met unan a zo gwenn, egile du, karout a reont ar memes paotr hag an devezh-se o lakao da dostaat da viken.

Fatimata hag e ferukenn

N’ouzon ket re perak ‘m eus amprestet DVD ar film-mañ er vediaoueg, nemet e seblante din bezañ ket re fall hag e plij din a-walc’h lenn/gwelet traoù war ar banlev, dreist-holl pa ya pelloc’h ‘vit ar c’hlichedoù.

Ne ginnigin ket deoc’h sellet ar film-tañva ar wech-mañ rak ne soñj ket din e rofe kalz c’hoant gwelet ar film. Ma sellit anezhañ memestra e c’hallan lâret deoc’h ez eo donoc’h ar film ‘vit ar pezh a ro da grediñ ar filmig kinnig.

E gwirionez n’eus netra dreistordinal a-fed istor ‘barzh Regarde moi.
Istorioù boas annezidi yaouank ar banlevioù : paotred ha merc’hed, gwenn ha du…
Istorioù mignoniezh, karantez, enebiezh… Istorioù ordin a-walc’h benn ar fin, pe dost…

Emilie de Preissac (Julie)
N’am eus ket kavet e klaske ar sevenourez hor c’hendrec’hiñ d’eus un dra bennak met kentoc’h diskouezh deomp buhez ar banlev evel m’emañ, kazi evel un teulfilm, nemet eo c’hoariet pep tra.
Ha c’hoariet mat war ar marc’had ! Daoust d’an aktourien bezañ amatourien evit an darn-vrasañ, c’hoari a reont mat-tre, ur burzhud zoken evit lod. Paco Boublard (Yannick) ha Eye Haidara (Fatimata) a zo kendrec’hus hogen gwelloc’h a zo. Émilie de Preissac, pe Julie er film, a zo barrek-kenañ : gouest eo da gas trivliadoù kreñv d’an arvester gant ur sell traken. Burzhudus eo he c’hoari, dreist-holl e diwezh ar film !

Daoust d’ar senario bezañ boutin eo deuet brav an disoc’h, plijus-tre ‘m eus kavet ar film, ha fromus a-walc’h ivez.

Aozañ ‘raio ar C’herne FG un tournamant e Lokorn d’ar sadorn 13 a viz Ebrel. Kontañ ‘raio hemañ ‘vit kampionad Breizh ar vell-droad gouezelek.

Aterset on bet dec’h gant Brieg eus Radio Kerne war ar sujed-mañ (trugarez vras dezhañ !) ha skignet eo bet an traoù bremaik war ar gwagennoù. Setu m’ho peus c’hoant d’am selaou displegañ an traoù, kit dre amañ (‘vit gellet pellgargañ fichennaoueg an atersadenn e stumm MP3).

Skipailh Kemper, gant e eil bloavezh, a zo enni un nebeut gourenerien eus skolioù Kemper, Mein Zao ha Kemperle (me^^).

Divizet hon eus neuze ober eus an devezh-mañ (ma vo niverus an arvesterien emichañs, c’hwi da skouer, neketa ? 😉 ) ur gouel, hag hini ar Gouren ivez.
An daou sport kelt-mañ (ar sport kentañ eo ar vell-droad gouezelek e Bro-Iwerzhon, dirak ar rugby zoken !), o deus muioc’h a berzhioù boutin evit ma c’haller raksoñjal : an aergelc’h, laouenek ha dichafoul, hag an doujañs ouzh an eneber, da skouer.

Pennaenn an devezh a vo an eskemm. Roet ‘vo an tu d’ar re o deus c’hoant dizoloiñ ar Gouren hag ar vell-droad gouezelek d’en ober. Ar c’hourenerien hag ar gourenerezed a c’hello ivez c’hoari mell-droad gouezelek (kemmesk eo ar sport, e Breizh da nebeutañ !) hag ur c’hrogadig a vo aozet etrezomp ma ‘z omp niverus a-walc’h. Abadennoù diskouez Gouren a vo ivez ‘pad an abardevezh (war ballenn, ha dindan ur barnom kenkaz ma vije glav). Evel-henn e vo tostaet en un doare pleustrek ar sportoù kenderv-mañ.

C’hwec’h krogad 2x15mn a yelo d’ober an tournamant mell-droad gouezhelek ofisiel, a grogo da 1e g.m., gant skipailhoù Kerne, Roazhon, Lifre ha Brest.
Ar c’hourenerien pe gourenerezed a fellfe dezho c’hoari mell-droad gouezelek (‘maez an tournamant evel-just) a zo pedet adalek 10e45. Ar vugale a vo degemeret mat ivez.


Titouroù pleustrek :

Degas dilhad ha botoù sport (ur re vasket, pe botoù gant krapoù m’ho peus).
Ur banerad boued a c’halloc’h prenañ war al lec’h, enni bara pok-ha-pok, chips, un aval, ur varrennad-edaj hag ur banne (5€).
Boued (bara pok-ha-pok, krampouz…) hag evaj a vo tu da gaout war al lec’h.
Trugarez d’hor c’helaouiñ m’emaoc’h en soñj dont ha/pe kemer paneradoù boued, deomp da aozañ mat an traoù.
Ma n’ho peus ket c’hoant c’hoari met arvestiñ ouzh ar c’hrogadoù hepken ez oc’h degemeret mat ivez evel-just.

Lec’h :
tachenn sport Lokorn (n’eus nemet unan, e-tal d’an archerdi mui pe vui).

Mont e darempred : hoel8[at]hotmail.com
Pajenn Facebook an darvoud : https://www.facebook.com/events/132539770269436
Lec’hienn ar C’herne FG : http://kerne-football-gaelique.com/
Titouroù a-zivout Skol Gouren Kemper

Gwengamp – Clermont

Posted: 8 Ebrel 2013 in Sport
Tikedennoù:, ,

Dre m’eo barrek Gwengamp er renkadur er mare-mañ ha dre ma ‘m boa netra ispisial d’ober disadorn, pe neuze mont da dredeogiñ ur genstrivadeg Gouren e Louargad (ha ne groge ket a-raok 4e g.m. an abadenn Gouren forzh penaos) e oa un digarez dreist da zistreiñ er Roudourou (match da 2e g.m.).

Digwener oa bet trec’het Naoned gant Angers (2-0). Rampo oa bet graet gant Monaco (1-1 enep Niort). Ma vije bet trec’h Gwengamp e vijent tremenet eil neuze, gant daou boent lañs war Naoned ha tri foent dale war Monaco, ar pezh a vije bet ur bravat taol evit klask pignat e Lig 1.

Mustafa Yatabaré n’eo ket bet gouest da gavout hent pal Clermont, na muioc’h e genc’hoarierien.

E-lec’h-se n’eo ket bet gouest ar Wengampiz da c’hounit, c’hwitet an taol. Met da nebeutañ int deuet a-benn da chom hep koll, ar pezh n’eo ket re fall dija gant ar match brein graet ganto. Spi ‘m eus n’o do ket da gaout keuz eus an nebeut poentoù kollet war an hent e fin ar bloaz.
Trede emaint neuze bremañ (a-raok ar c’hrogad etre An Havr Nevez ha Caen fenoz), rampo gant Naoned (lakaet dirazo ‘blam d’an diforc’h palioù) ha pemp poent ‘drek Monaco.

Ur gwir c’hwitadenn eo bet ar c’hrogad avat, hag un dipit bras evit an arvesterien, a c’hortoze kalz eus c’hoarierien Aodoù an Arvor a-raok an taol-kas (re sur’walc’h), me en o zouezh.
N’eo ket bet re re fall an difennerien dre vras, war-bouez Camara, kollet penn da benn war e du kleiz. Burzhudus eo bet Samassa, gward Gwengamp, savetaet gantañ meur a vell pal, ha poent ar rampo.
E kreiz an dachenn eo bet dipitus-tre Imbula, kentoc’h mat-tre boas : klasket en deus pemp troad d’ar maout e plas c’hoari simpl, ha kollet alies ar vell.
An argaderien zo bet nul da vat, dreist-holl Yatabaré ha Mandanne, pep hini o c’hoari evitañ e-unan hep sevel ar penn e mod ebet da welet ma oa posubl ober ur pas. Ur mare-zo n’dije gellet, pe zoken ranket Yatabaré ober ur pas da v/Mandanne, ha kazi sûr ‘vije bet ur pal da heul. 😦

Dre vras e vanke kalz traoù da Wengamp ‘vit kaout an tri foent, kalz re. Kalz pasoù c’hwitet, diaesterioù da vont war-raok ha da fiñval war an dachenn hag ur gudenn tagusted : ne bigne ket buan a-walc’h ar Wengampiz war baotred Clermont p’o doa ar vell met o lezel da vont gant ar vell betek re.
Dav eo ansav ivez ez eus bet graet ur match ouzhpenn sirius gant Clermont. Tost eo bet paotred an Arvern da bakout an tri foent.

Diaes din bezañ laouen gant seurt disoc’h met ma c’heller gwelet ar werennad hanter c’houllo (daou boent kollet) e c’haller ivez gwelet anezhi hanter leun (ur poent ouzhpenn). N’eus nemet war lec’h an devezhiad diwezhañ e vo tu ober ar bilañs da vat. Seizh krogad a chom evit pignat e Lig 1, bec’h dezhi !
Hag e keñver skipailhoù all Breizh n’eo ket re fall ar rampo. Trec’het eo bet Naoned ha Roazhon 2-0 ha feskennadoù zo bet tapet gant Brest (4-0 enep Bastia) hag An Oriant (5-0 enep Lille). Dibenn-sizhun fall ‘vit ar foot breizhat avat !

Beaj Geekezig e Bro-Japan

Posted: 5 Ebrel 2013 in A bep seurt
Tikedennoù:,

Ale, ‘vit cheñch un tamm ne gaozein ket deoc’h d’eus un oberenn bennak ar wech-mañ met d’eus ur blog all, ur blog beaj memes evit bezañ resisoc’h.

Perc’hennez ar blogoù Soubenn ar geek ha Klet er gêr, klet e kêr, ur vignonez din, a zo en devezhioù-mañ e Bro-Japan, evit ur mizvezh (aliañ a ran deoc’h he blogoù ivez kement hag ober, dreist-holl an hini kentañ).


Divizet he deus lakaat tud all da brofitañ un tamm d’eus he beaj o kontañ deomp dre ar munud he zammoù-tro e bro an heol o parañ war ur blog nevez, graet a-ratozh evit an darvoud : E skeud ar bleuñv kerez.
E brezhoneg e vez kontet pep tra ganti evel-just, ha kontet brav. Peadra da veajiñ un tamm ha da huñvreal hep fiñval e revr, trañkilik, klet er gêr kea !


Aliañ a rean deoc’h ar blog neuze, dreist-holl ma ‘z oc’h dedennet gant ar beajiñ ha muioc’h c’hoazh gant Bro-Japan… 😉