Archive for the ‘Sinema’ Category

Chappie a zo ur film skiant-faltazi (Stadoù-Unanet/Mec’hiko) sevenet gant ar Suafrikan Neill Blomkamp. Deuet eo ‘maez er c’hwec’hkorn e deroù miz Meurzh.
(Gwelet ‘m eus anezhañ da vare nevez-amzer ar sinema. Siwazh, ne oa nemet abadennoù e galleg setu n’am eus ket gellet gwelet ar film e yezh orin. N’am eus skinwel ebet ba’r gêr, ha tout ar pezh a sellan war ma urzhiataer a zo e YO. Kement-se evit lâret deoc’h eo bet diaes din gouzañv an eilmouezhiañ ‘pad ur c’hard eur bennak, ne welen nemet se, met tremenet eo goude dre chañs, ur wech tapet en istor.)

Plijet-tre e oan bet un nebeut bloavezhioù-zo gant District 9, film hir kentañ Neill Blomkamp, a alian deoc’h groñs ma plij deoc’h ar filmoù SF, ha zoken mod all. Kaoz oa d’eus ezdouaridi o pradañ e Suafrika met tu oa da gompren kalz traoù war an apartheid ivez, fin ar paotr.
N’am eus ket bet tro da welet e eil film (Elysium) met a-hervezh n’am eus ket c’hwitet kalz tra (ne vije ket kenkoulz hervezh ar pezh ‘m eus bet tro da glevet).
Istor Chappie he deus roet din c’hoant gwelet ar film avat.

E Johannesburg e c’hoarvez an traoù, en un dazont tost.
Muioc’h-mui a reuz (feulster, trafikerezh dramm, guerilla, etc. ) a vez e kêr setu ma tiviz pennoù-bras ar polis lakaat en o skipailhoù poliserien un nebeut robotoù gouest da stourm ouzh an dorfedourien. Krouet ‘vezont gant an embregerezh Tetravaal, enni ijinourien varrek evel Deon Wilson (Dev Patel, gwelet e Slumdog Millionnaire). E vuhez a dremen Deon tro-dro d’ar robotoù ha prederiet eo gant an « intelligence artificielle ». C’hoant ‘n dije gwellaat ar robotoù-polis o reiñ an tu dezho da soñjal un tamm, da gemer divizoù drezo o-unan. Nac’het e vez e ginnig gant ar renerezh met pennek eo ar paotr setu e tiviz kenderc’hel d’ober e daolioù-arnod e-unan. Siwazh dezhañ, skrapet e vo buan e robot speredek (Chappie) gant ur vandennad laeron, laouen da gaout ur robot speredek eus o zu da enebiñ ouzh re ar polis.

Ma ‘m boa klevet komz un tamm d’eus istor ar film, ne ouien ket piv oa an aktourien. Souezhet-kenañ on bet da adkavout amañ izili ar strollad rap afrikaaner Die Antwoord (a blij din a-walc’h), Ninja ha Yolandi. Pa ‘m eus o gwelet em eu soñjet o dije ur rollig. Tamm ebet, rolloù a-bouez a zo ganto, ha n’int ket mezhus evel aktourien. Ken kreizennet eo ar film tro-dro da Chappie ma ne vez ket taolet kont kement eus an aktourien. Hogen, graet eo mat-kenañ Chappie (e motion capture, mouezh ha jestroù Sharlto Copley e YO) hag an efedoù ispisial dre vras. Gwelet ‘vez ez eus arc’hant gant Neill Blomkamp bremañ (49 million $ en deus koustet ar film !).
Hugh Jackman eo n’am eus ket kavet kenkoulz. C’hoari a ra roll Vincent Moore, un ijinour robotoù e Transvaal gwarizius eus berzh Deon ha prest da beb tra evit dont a-benn d’e flastrañ. Look, c’hoari, hag all : n’on ket bet kendrec’het tamm ebet gant Hugh Jackman er film-mañ.
Dav eo lâret ivez ez eo plijus sonerezh ar film, pa vije an tonioù krouet gant Hans Zimmer pe an nebeut tonioù gant Die Antwoord a vez klevet ivez.

Ninja (Die Antwoord) ha Chappie

Daoust ma c’heller divinout lodennoù d’eus ar senario aes a-walc’h ez on bet plijet-tre gant an istor.
Ur gwir preder a zo gant Neill Blomkamp war implij ar robotoù en dazont, ha prederiañ a c’haller ober war traoù-zo (liammet gant ar frankiz da skouer) goude dibenn ar film.

N’eo ket Chappie film ar c’hantved met ur film SF a galite, graet mat ha gant un istor dedennus. Talvezout a ra bezañ gwelet ‘soñj din. Ouzhpenn-se ez eo speredekoc’h eget darn vrasañ ar filmoù SF hollywoodian ‘pezh n’eo ket falloc’h.

Ar filmig-tañva

Advertisements

Timbuktu / Abderrahmane Sissako

Posted: 9 Ebrel 2015 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Timbuktu a zo un drama gall ha maouritanieg gant Abderrahmane Sissako deuet maez er C’hwec’hkorn e miz Mae 2014.
Resevet en deus e Cannes daou briz, ha seizh er Césars (!), en o zouez hini ar gwellañ film hag hini ar gwellañ sevenour.
An digarez ‘m eus bet d’e welet, evel daou film all (a vo kaoz dioute amañ a-raok pell), da geñver nevez-amzer ar sinema, tri devezh gant filmoù da 3€ en holl salioù, dreist !

Kontañ a ra ar film cheñchamant buhez an dud kostez Timbuktu, er Mali, goude donedigezh islamisted estremour er vro, o lakaat « o » charia da ren, dre an nerzh ma vez ret, gant sikour « polis an Islam ». Difennet eo ar sonerezh, c’hoarzhin, butuniñ, pe zoken c’hoari mell-droad, hag a bep seurt traoù all…
Kidane a zo mesaer. Bevañ a ra en dezerzh, nepell deus ar gêrbenn, gant e wreg Satima hag o merc’h Toya. N’int ket pinvidik-mor met chichant a-walc’h eo o buhez.

Evit ober berr e c’haller lâret ez eo Timbuktu ur film ken brav ha kriz.
Brave eo ar skeudennoù dre vras, gweledvaoù ar Mali, an dud zoken (Toya, sa skouer, a zo moutig tout).
Un heug eo gwelet petra c’hoarvez d’an tudennoù abalamour da mennozhioù an integristed ha da « bolis an Islam », da geñver plas ar merc’hed da skouer, met ket hepken, pell ac’hann.

Arvestoù-zo a zo brav ha fromus war an dro. Difennet eo d’ar baotred c’hoari mell-droad, peotramant e vezont skourjezet, setu e reont memestra, divolotenn. Ar c’hrogad « air football », filmet en ur mod koregrafel, a zo brav ken ez eo. Ur ganerez, kondaonet evit bezañ bet kendalc’het d’ober sonerezh pa oa difennet, a zo kreñv ha kalonek a-walc’h evit krediñ kanañ p’edo o resevout an taolioù-skourjez. Dre vras ez eo barrek-tre an aktourien, daoust dezho bezañ kentoc’h dianav.
Ha petra lâret eus talenn ar film, a cheñcho buhez an tudennoù pennañ ? Un dalenn-kemalenn (ur plañ-sekañs kôa ^^) hir, fromus ha meurdezus war an dro.

M’ho peus c’hoant c’hoarzhin ha kaout plijadur, n’eo ket ar film-se eo ret gwelet. Met m’ho peus c’hoant gwelet ur film brav ha kreñv gant talennoù a chomo ‘pad pell war o eñvor, kudenn ebet. Deoc’h da welet hervezh o c’hoant.

Ar filmig-tañva

It Follows / David Robert Mitchell (2014)

Posted: 25 Meurzh 2015 in Sinema
Tikedennoù:

It Follows a zo un euzhfilm amerikan deuet maez nevez-zo (e miz C’hwevrer e Bro-C’hall). Eil film David Robert Mitchell eo ha padout a ra 1e40.

N’on ket tre paotr an euzhfilmoù met dav eo din anzav on bet plijet gant hemañ. Gouezet ‘m eus goude-se en doa gounezet ur priz e festival Gérardmer (a zo brudet a-walc’h evit seurt filmoù).

Mennozh diazez ar film a zo dibar a-walc’h. Un asez mallozh a vez treuzkaset a zen da zen dre an darempredoù rev, evel un MST (ne ouezer ket er film ma reont an traoù gwarezet pe get ha ma cheñch un dra bennak ^^). Da heul an darempred e wel an den kontammet un « dra » o heuliañ anezhañ/anezhi (alese titl ar film), ur seurt euzhvil a gemer stummoù disheñvel (neuz ur vamm-gozh, ur paotrig, ur plac’h tev…). An « dra »-se na c’hell ket redek met ne baouez morse da heuliañ e breizh, noz ha deiz, betek dont a-benn d’e dapout evit e lazhañ en ur mod skrijus. N’eus nemet ar re gontammet a zo kad da welet an « dra ». Diwelus eo d’ar re all a vez neuze techet da chom hep krediñ ar re gontammet, pe kentoc’h krediñ emaint o treiñ da sot.

Ankenius-tre eo ar film, adalek ar penn-kentañ tout, lec’h ma vez heuliet ur plac’h a varvo buan a-walc’h*, drailhet gant an « dra ».

Liammet eo an anken gant an istor en hec’h unan evel-just, met ivez gant dibab al lec’hioù, kliched a-walc’h dre vras met efedus (koadeg, ti dilezet, brañsigell e-kreiz an noz, …) ha gant ar sonerezh, efedus met a vez merzet betek re marteze (re greñv ?).

N’anavezen aktour-ez ebet met barrek int dre vras. Ar plac’h a c’hoari roll Jay, an harozez, a zo Maika Monroe ha kampionez kitesurf a-vichereo ivez a-hervez .

Evel ma lâren bremaik, n’on ket kustum da welet seurt filmoù skrijus met hennezh en deus plijet din hag aliañ a ran anezhañ, d’ar re a zo plijet gant an euzhfilmoù evel-just, met ivez d’ar re all.

 

* Ar gwir ‘zo ganin embann kement-se. Dre ma c’hoarvez diouzhtu pa krog ar film n’eo ket ur gwir spoiler. ^^

 

Ar filmig-tañva

Ma digarezit, diaes din kavout amzer evit pep tra er mare-mañ…
Anzav a ran n’ouzon ket re peseurt lusk a vo gant ar blog-mañ en dazont. Posubl-tre eo ne vije ket kement a bennadoù hag ur mare-zo met n’am eus ket c’hoant e baouez kenebeut. Bouetaet e vo ur wech an amzer lakomp… Stagomp ganti en-dro gant ur film eus ar c’hentañ !

States of Grace a zo un drama amerikan sevenet gant Destin Cretton ha skignet er C’hwec’hkorn adalek miz Ebrel 2014.

Grace a zo renerez ur greizenn arbennik evit krennarded gant kudennoù a bep seurt. Ur spered skipailh a-feson a zo etre ar genlabourerien hag asambles emañ hi gant unan deusouto. Traoù diaes da verañ pe da vevañ a zo gant ar grennarded met mareoù brav ivez. Un deiz e tegouezh ur grennardez diaes da zaremprediñ ha setu Grace trubuilhet ganti, betek en em santout sanket en-dro e kudennoù he c’hrennardiezh dezhi.

Ne rin ket re hir ar wech-mañ ken dreist eo ar film e pep keñver.
An istor a zo kempouezet mat, ganti mareoù trist, mareoù kriz, mareoù brav, mareoù tener memes.

Ar skeudennoù a zo kenedus.

An aktourien a zo holl barrek (ar grennarded da skouer) met unan a seblant bezañ o plavañ, uhel a-us d’ar re all. Dizoloiñ a raen an aktourez yaouank Brie Larson (ganet e 1989) gant ar film-mañ ha ouaouh, sapre aktourez ! Ur priz he deus bet e gouel filmoù Locarno evit roll Grace ha klevet e vo en-dro he anv kredabl bras. Ganedigezh ur star ?

Evit klozañ, lakomp ez eo States of Grace ur film brav-eston. Unan eus ar seurt filmoù ral a lak ac’hanoc’h da leñvañ ha da c’hoarzhin, da soñjal ez eus c’hoazh perzhioù mat gant Mab-Den hag e talv ar boan ar vuhez bezañ bevet. Ur seurt film (evel Forrest Gump pe Goodbye Lenine evit ar re anavezetañ) hon eus c’hoant derc’hel er memor ha gwelet en-dro diwezhatoc’h.
Aliet oc’h groñs d’e welet.

Ar filmig tañva

La cour de Babel a zo un teulfilm gall gant Julie Bertucelli, deuet ‘maez ar miz-mañ (1e29).

Diskouezh a ra deomp ar film bed ar « c’hlasoù degemer », klasoù graet a-ratozh evit krennarded deuet eus an holl gevandirioù ha ne gomzont ket galleg tamm ebet, pe ket a-walc’h evit gellet bezañ lakaet en ur c’hlas boutin. Kentelioù galleg o deus dreist-holl. Pa grog da vezañ dereat o live galleg e vezont lakaet evit danvezioù-zo (mat, fizik…) e klasoù boutin. Tamm-ha-tamm e vezont lakaet evel-se er sistem boutin.

Heuliañ a reer a-dost, e-pad ur bloavezh skol, ur strolladig krennarded deuet eus ar bed a-bezh. Disheñvel krenn eo planedenn pep hini. Traoù kriz a zo bet bevet gant lod anezho (brezel, gouennelouriezh…). Gant lod all tamm ebet, deuet int da heul o c’herent evit abegoù labour pe familh. O familhoù a c’hell bezañ paour pe binvidik, bevañ a reont e kambreierigoù pe e tiez bras.
An darn vrasañ anezho a zo mennet-tre da zeskiñ ar galleg evit dont a-benn da studiañ ha perak pas mont betek ober studioù hir e Frañs. Ur grennardez a Roumania a faot dezhi mont da vedisin, un Ejipsian a garfe bezañ tisavour.

Dreist e seblant bezañ ar gelennerez galleg, heuliet a-dost eo ar grennarded gant ar skipailh.

Mareoù farsus a zo, mareoù fromus-tre ivez. A bep seurt traoù a zo en teulfilm-se, leun a vuhez.
Ur film brav, a ro spi en-dro en denelezh… Ket evel disoc’hoù an dilennadegoù da skouer…:(

Ar film-tañva

Ida / Pawel Pawlikowski (2013)

Posted: 17 Meurzh 2014 in Sinema
Tikedennoù:,

Ida a zo ur film polonad (drama) sevenet gant Pawel Pawlikowski ha deuet ‘maez er c’hwec’hkorn e miz C’hwevrer (1e19).

Pologn, bloavezhioù 1960
Ida a zo un emzivadez yaouank graet ganti an dibab mont da seurez. En ur c’houent e vev ha ne vo ket pell a-raok ober he le. D’ar mare-se e erru ur moereb dezhi (Wanda, ezel nemeti he familh bev atav), barnerez a vicher, a ginnig dezhi mont d’he heul da c’hoût hiroc’h war he familh ha marv he zud. Ne dro ket mat-tre ar bed gant Wanda met ur vuhez rock&roll he deus e-keñver hini Ida ha setu ar plac’h yaouank da zizoloiñ ar sonerezh, ar baotred… Hag ar moereb da c’houlenn gant Ida m’eo sur kaout c’hoant mont da seurez ?

Ha neuze, petra raio ?
C’hwitet, ne lârin ket deoc’h muioc’h, ‘po ken sellet ar film.

Dibaboù kreñv a zo bet graet gant ar sevener : filmañ e gwenn ha du ha gant ur stern kazi karrez. Deuet eo brav an disoc’h, evit talennoù-zo dreist-holl met evit ar filmañ dre vras. C’hoari fin a ra Pawel Pawlikowski etre ar pezh a zo er stern hag ar pezh a zo ‘maez ar stern. Ampart-tre eo an div aktourez : Agata Trzebuchowska, a c’hoari perzh Ida, hag Agata adarre ! Kulesza, Wanda.
Ur film sioul eo, kement a-fed lusk hag a-fed komzoù (n’eus ket kalz komzoù, kalz prantadoù didrouz a zo). Mareoù fromus a zo ha mareoù brav, barzhoniel kazi.

N’eus netra « dreistordinal » kenebeut met ur film brav eo.

Bon, a-hend all ez eo 3,50€ ar plasoù sine hiziv ha warc’hoazh c’hoazh (nevez amzer ar sinema) setu e soñj din e komzin c’hoazh eus filmoù amañ en devezhioù o tont. Kit d’ar sinema !

Ar film-tañva

Looper a zo ur film skiant-faltazi amerikan skrivet ha sevenet gant Rian Johnson.
Deuet eo ‘maez er c’hwec’hkorn e 2012 (1e50).

E 2044 e krog an istor, en ur bed damheñvel ouzh hon hini. Ijinet ez eus bet mekanikoù da veajiñ en amzer. Ar Mafia a implij anezho evit kas lazherien gopret en amzer dremenet. Roll ar re-se, graet « loopers » anezho, a zo lazhañ tud kaset dezho d’eus an dazont gant ar Mafia. Naetaat a reont pep tra war o lec’h met forzh penaos n’eus ket kalz riskloù dre ma n’eus ket re a roudoù d’eus annezidi 2074 e 2044 sañset. Heuliañ a rit atav ?

An dud da lazhañ a erru d’un eur resis, en ul lec’h resis, staget mat ha gant ul lienn war o fenn. N’eus ket da c’hoût piv eo, nemet reiñ un taol fuzuilh bennak ha distruj ar c’horf. Ur poent bennak e vez kaset d’al loopers int-i o-unan d’eus an amzer da zont. P’« en em lazhont », ar pezh a vez anvet ganto « closing the loop », echu eo o c’hefridi, ha chom a ra dezho tregont vloaz evit profitañ mat d’eus o buhez (a-raok bezañ lazhet gant inti-o-unan neuze). Mat eo, n’oc’h ket kollet betek-henn ? ^^

An dudenn pennañ a zo Joe, ul looper barrek-mat (Joseph Gordon-Levitt). Un nozvezh e teu betek e di ur mignon dezhañ, Seth (Paul Dano !), pennfollet da vat. Komprenet en deus e oa sañset « serriñ e vouklenn » met o welet an den (eñ koshoc’h neuze), n’en deus ket gellet e lazhañ diouzhtu, ha profitet en deus hennezh evit mont tec’hout. Brasañ fazi micher ul looper. Hag ur sapre reuz da heul !

Un tamm diwezhatoc’h e teu a-benn an Joe kozh (Bruce Willis), kaset en amzer dremenet da vezañ lazhet gant Joe yaouank, da dec’hout kuit ivez.

C’hoant en deus « Joe kozh » kavout ha lazhañ ur bugel hag a vo e 2074 penn-bras ar Mafia a lakao lazhañ e wreg. Ur sort dial en a-raok neuze. C’hoant en deus « Joe yaouank » adtapout ha lazhañ « Joe kozh » a-raok bezañ lazhet gant ar Mafia evit e fazi spontus.

« Treuzfurmet » eo bet kalzik Joseph Gordon-Levitt (dremmlivaj, ferennoù…) da dennañ ar muiañ posubl d’ur Bruce Willis yaouankoc’h. Ne lârfen ket eo graet fall met forzh penaos, bez ez eus kement a brantadoù tenn, kement a redadegoù… ma ne chomer ket da glask dielfennañ gwirheñvelded pep elfenn a ya d’ober ar film.

Ar sonerezh, divoutin a-walc’h met plijus-tre a zo bet krouet gant Nathan Johnson. Selaou a rafen a-walc’h pladenn sonerezh ar film…

Ur film skiant-faltazi gant mennozhioù a-feson, efedus ha kaset brav. Ar fin am eus kavet dreist ha kentoc’h dic’hortoz, met chut…

Plijet eo bet ivez Geekezig (gwelet amañ he ali).

Evil Demon Golfball from Hell!!!, film kentañ Rian Johnson (film-berr 8mn), a gaver war an DVD gall. Drol a-walc’h eo, ha kozh un tamm (1996) met da welet eo ivez hervezon.

 
Ar film-tañva (a ro kalz c’hoant ‘gav din)