Archive for the ‘A bep seurt’ Category

Beaj Geekezig e Bro-Japan

Posted: 5 Ebrel 2013 in A bep seurt
Tikedennoù:,

Ale, ‘vit cheñch un tamm ne gaozein ket deoc’h d’eus un oberenn bennak ar wech-mañ met d’eus ur blog all, ur blog beaj memes evit bezañ resisoc’h.

Perc’hennez ar blogoù Soubenn ar geek ha Klet er gêr, klet e kêr, ur vignonez din, a zo en devezhioù-mañ e Bro-Japan, evit ur mizvezh (aliañ a ran deoc’h he blogoù ivez kement hag ober, dreist-holl an hini kentañ).


Divizet he deus lakaat tud all da brofitañ un tamm d’eus he beaj o kontañ deomp dre ar munud he zammoù-tro e bro an heol o parañ war ur blog nevez, graet a-ratozh evit an darvoud : E skeud ar bleuñv kerez.
E brezhoneg e vez kontet pep tra ganti evel-just, ha kontet brav. Peadra da veajiñ un tamm ha da huñvreal hep fiñval e revr, trañkilik, klet er gêr kea !


Aliañ a rean deoc’h ar blog neuze, dreist-holl ma ‘z oc’h dedennet gant ar beajiñ ha muioc’h c’hoazh gant Bro-Japan… 😉

Advertisements

Memoù e Brezhoneg

Posted: 14 Genver 2013 in A bep seurt
Tikedennoù:

Sed aze ul lec’hienn ma vez renablet warni ar memoù brezhonek. Mat eo farsal e yezh ar vro (ivez) !
M’ho peus fent nul hag amzer da goll, kredit sevel lod (binviji simpl a zo evit en ober, amañ hag ahont da skouer). Ouzhpennet ‘vint gant plijadur gant mestr bras an tumblr (nann, n’eo ket me ^^).

Ma’z oc’h kozh a-walc’h hep goût petra eo ur mem, setu un nebeut skouerioù dindan.

An hini-mañ