Dielloù evit Ebrel, 2014

Melvile / Romain Renard

Posted: 11 Ebrel 2014 in Bannoù-treset
Tikedennoù:

Melvile a zo ur vannenn-dreset gant Romain Renard embannet e 2013 ‘ti Le Lombard (136 pajennad).

Skrivagner eo Samuel Beauclair. Berzh bras en deus graet e romant kentañ. Koulskoude, ne zeu ket a-benn da skrivañ ken. Ne ya ket mat an traoù gantañ. N’en deus nerzh evit netra ha ne dremen ket
mat an traoù gant e wreg. N’emañ ket pell an diwaskadenn…
O vont d’an ispiserezh e wel ur c’hinnig-labour. Klask-zo war unan bennak evit ober labourioù war toenn un ti. Soñjal a ra da Samuel e raio mat dezhañ labourat gant e daouarn hag er-maez. Pellgomz a ra, un emgav ‘zo kemeret. Ha setu eñ da gejañ gant David hag e c’hoar yaouank Rachel.

Brav-kenañ ‘m eus kavet tresadennoù Romain Renard. N’ouzon ket resis peseurt teknikoù ha binvioù a vez implijet gantañ met an disoc’h a zo a-feson, etre tresañ ha livañ. Al labour war al livioù hag ar gouloù (sklêrijenn, skeudoù, teñvalijenn) a zo dreist, dreist-holl ma plij deoc’h an tonioù sepia.

N’eo ket dre ret dreistordinal an istor met heuliet e vez aes hag ar fin am eus kavet deuet brav, daoust ma c’heller marteze divinout an traoù a-raok…

Preder, karantez, suspens… Aliañ ha ran deoc’h Melvile, ur vannen-dreset brav-tre ha kreñv.

Tu zo lenn ar penn-kentañ amañ, war lec’hienn Le Lombard.

Bonusoù a zo el levr evit ar re o deus ur smartphone pe un tabler met n’am eus ket bet tro d’o gwelet.

Advertisements

Hatufim (bloavezh 1)

Posted: 1 Ebrel 2014 in Stiradoù
Tikedennoù:, ,

Anavezout a rit marteze ar stirad amerikan Homeland ?
N’am eus ket bet tro d’e welet met awenet eo bet gant ar stirad-mañ, Hatufim, sevenet e 2010 gant Gideon Raff evit ar chadenn israelian Aroutz 2.
2 bloavezh a zo, gant 10 rann er bloavezh kentañ ha 14 en eil (rannoù 50mn well-wazh).
Er C’hwec’hkorn ez eo bet skignet ar stirad gant Arte adalek miz Mae 2013.

Tri soudard israelian a zo bet skrapet gant ur strollad sponterien islamist. E-pad 17 vloaz ez int bet bac’het ha jahinet e Siria. Kriz-kenañ eo bet an traoù. Unan anezho (Amiel) a zo marvet du-se zoken. Ur marc’had a zo bet asantet gant pennoù-bras Israël ha dieubet eo an daou all ‘benn ar fin,, ur seurt eskemm ‘enep dieubidigezh prizonidi an tu all.

Hatufim (« skrapet » e hebraeg) a heul buhez an daou brizoniad o tistreiñ, Nimrod hag Uri, hag o familhoù. 17 vloaz goude, un toullad traoù a zo cheñchet evel ma c’hallit ijinañ.
Hep mont re bell gant an istor e c’heller lâret ez eo dimezet en-dro Nurit, gwreg Uri, ha gant e vreur ouzhpenn !
Familh Nimrod a zo brasaet, gant ur mab n’en deus ket bet tro da anavezout (dougerez e oa Talia p’eo bet skrapet).
Heuliañ a reer ivez Yael, c’hoar Amiel, he deus gortozet he breur e-pad 17 vloaz evit netra. N’eo ket distroet, siwazh dezhi.
Heuliet a dost e vez ivez Uri ha Nimrod gant an arme rak soñjal a ra dezho e c’hallfent kuzhat traoù. Aon o deus e vefent gwazourien doubl, a labourfe dre guzh evit an tu all bremañ.

E keñver stiradoù all e c’haller lâret e kemer Hatufim e amzer. Ar rann gentañ da skouer, tost d’un teulfilm a-wechoù, a laka an tudennoù hag an istor e plas trañkilik. Met adalek an eil eo lañset ar mekanik.
Daoust d’ar sevener filmañ pep tudenn en un doare don (psikologiezh hag all), ne gaver ket hir e amzer rak kalz suspens a zo. Kalz traoù a chom dianav deomp ha c’hoari fin a ra ar senaristed gant ar flashbacks, ar pezh a zo c’hoarvezet gant Uri ha Nimrod ‘pad o bac’hidigezh. Dibenn pep rann a ro c’hoant bras goût hiroc’h setu ez aer buan betek ar fin.
Rann diwezhañ ar bloavezh kentañ, hiroc’h un tamm ‘vit ar re all, a zo a zoare. An ardreuzadoù etre an tudennoù a zo efedus ha kenedus hag ur c’hliffangher spontus a zo er fin tout, evit bezañ sur e sellfemp an eil bloavezh, met chut…

Barrek-spontus eo an aktourien dre vras. An daou aktour pennañ dreist-holl, Yoram Toledano (Nimrod) hag Ishai Golan (Uri) dreist-holl, met ar re all ivez dre vras. C’hoari an aktourien mui dibaboù ar sevener a laka an traoù da vezañ fromus-kenañ alies.

Kendrec’het on bet buan gant ar stirad, a zo a galite uhel, ha kenderc’hel a rin ganti a dra sur.

Plijus ‘m eus kavet ivez gwelet se e yezh orin. Hebraeg em divskouarn neuze. Forzh penaos, zoken pa ne gomprenan seurt (hebraeg, daneg, islandeg…), e plij din kalz gwelet an traoù e YOIT. Ar yezhoù a blij din ha n’on ket evit gouzañv an advouezhiañ ken.
Ar film-tañva