Dielloù evit Gwengolo, 2013

Jimmy P. (Psychothérapie d’un Indien des plaines) a zo ur film gant Arnaud Desplechin deuet maez ar miz-mañ met kinniget dija e Cannes e miz Mae (er genstrivadeg).
Ur film gall eo, a c’haller gwelet e galleg, met dav eo goût eo ar saozneg e yezh orin.
E welet ‘m eus e yezh-orin istitlet.

Kontañ ra ar film un istor gwir.
Hini Jimmy Picard (tudenn wir, anv faos), un Indian « Treid-Du » bet gloazet e Bro-C’hall ‘pad an Eil Brezel bed. Dibaoe e vez tapet alies gant ar boan-benn, gant barroù-enkrez pe c’hoazh gant an ankoun a-wechoù. Kaset ‘vez d’un ospital soudard e Topeka (Kansas) met daoust d’an holl arnodennoù tremenet gantañ, n’eus mezeg ebet gouest da gompren petra c’hoari gantañ. Dre ma nac’h Jimmy P. komz d’ar bredvezeg e lak neuze an ospital dont Georges Devereux, un tudoniour gall arbennik war an Indianed, da glask eskemm gantañ.


Jimmy P. (Benicio del Toro) a wel buan ez eo dedennet ‘vit gwir Devereux (Mathieu Amalric) gant an Indianed ha gantañ. Fiziañs ‘grog ar c’hlañvour da gaout ennañ ha kregiñ ‘ra da eskemm. Buan e kompren Devereux n’eo ket skizofrenek Jimmy met kentoc’h trubuilhet gant prederioù don, liammet kement gant e istor personel ‘vit gant hini e bobl.
Dont ‘reont da vezañ mignoned ha kompren a reont asambles traoù war egile, o klask dielfennañ asambles an huñvreoù da skouer.

Istor ar film – ur bredelfennadenn ‘benn ar fin – a zo dic’hortoz a-walc’h met n’eo ket borodus tamm ebet. Dedennet e vezer buan gant istor Jimmy, klask a reer kompren gantañ ha gant Devereux petra zo kaoz d’e drubuilhoù. Just-kenañ e c’hoari an aktourien, dreist-holl Benicio del Toro, ha kaset e vezomp betek dibenn ar film hep en em rentañ kont eus e badelezh (kazi div eurvezh).

Ur film dedennus war ar bredelfennerezh hag an Indianed.

Ar filmig-tañva :

Advertisements

Les Apaches / Thierry de Peretti (2013)

Posted: 23 Gwengolo 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Les Apaches a zo un drama gant Thierry de Peretti deuet ‘maez e miz Eost.
Kinniget eo bet e Cannes ‘vit « Pemzektez ar sevenourien ».

Porto-Vecchio, un nozvezh ‘kreiz an hañv.
Pemp krennard a ya d’ober ur gouel en ur villa, hep aotre ebet. Tad Aziz a labour ‘vit ar perc’henn setu en deus gellet e vab tapout ur re alc’hwezioù ha pediñ e vignoned. Poull-neuial, alkol, plijadur… Hag int da dapout un toullad traoù en ti a-raok mont kuit kement hag ober, fuzuilhoù ral en o zouezh.
Ur wech dizoloet an torfed e tiviz ar perc’henn, ur Gall pinvidik, kargañ ur c’haid eus ar vro da adkavout e vadoù ha/pe da binijenniñ al laeron.

Evit e film kentañ, Thierry de Peretti en deus graet an dibab implij ur stumm iskis un tamm (karrezek tout). Hep efed kamera pe dost, an hollad a seblant filmet ‘vel un teulfilm kozh. Dic’hortoz a-walc’h met efedus ‘benn ar fin.
(N’en em renter ket kont tamm ‘bet d’eus se er film-tañva siwazh. Sur walc’h eo aesoc’h gwerzhañ ar film o lakaat an dud da grediñ ez eo « normal ».)

Diskwel ‘ra ar film krennarded hep spi ‘bet en dazont o vevañ o zammig buhez, ha dreist-holl, tuioù teñval Korsika.
A-drugarez d’an tudennoù e teu anat war wel a bep seurt tennderioù a zo diouto hiziv an deiz war an enezenn. Etre ar Gorsikiz ha tud « ar c’hevandir ». Etre ar Gorsikiz « wir » ha re deuet eus broioù ar Maghreb. Etre ar re baour hag ar re binvidik…
Gouennelouriezh, feulster, lec’hioù vil…  : setu amañ dispaket deomp tu-gin ar gartenn-bost.

Anat deoc’h, tamm-ha-tamm e troio an traoù da fall evit ar vandennad « mignoned », c’hoariet mat-kenañ dreist-holl pa ouzer n’eo ket a vicher tamm ebet an aktourien.

Diaes un tamm e vez lakaet an arvester, dreist-holl pa ouzer eo bet « awenet » istor ar film gant unan c’hoarvezet ‘vit gwir.
N’haller ket lâret ez eo « plijus » ar film met dedennus eo bepred.

Un drama sokial a galite a-zivout Korsika hag ur seurt western a-vremañ war an dro.

Ar film-tañva

Ilo Ilo a zo ur film eus Singapour sevenet gant Anthony Chen ha bet kinniget e gouel filmoù Cannes ar bloaz-mañ.
Ar juri en deus roet dezhañ priz ar “C’hamera aour” memes, priz graet evit kalonekaat ar sevenourien a zo o kinnig o film kentañ.


M’ho peus heuliet mat, film hir kentañ Anthony Chen eo neuze Ilo Ilo.
Ha gwir eo ez eo ur sapre hini evit ur sevenour yaouank er vicher koulz hag er vuhez (29 bloaz eo eñ).

Ur c’houblad kentoc’h pinvidik en deus ur vuhez boutin e Singapour, nemet ez eo kentoc’h « diaes » Jiale, o bugel nemetañ. Ne zeuont ket a-benn da gaout aotrouniezh warnañ gant ma vezont an daou o labourat kalz (hi sekretourez ur rener, eñ gwerzhour) hag asantiñ reont dezhañ e froudennoù.
Divizout a reont neuze kemer ur baby-sitter evit ober war e dro.
Arruout ra neuze Teresa (a orin eus ar Filipinez), a vev en ti ganto deiz ha noz.
Un torr-revr echu eo Jiale ganti er penn-kentañ met tamm-ha-tamm e tremen gwelloc’h an traoù.


Sujed ar film, ouzhpenn bezañ hini diaester desevel ur bugel er bed a-vremañ pa n’hon devez ket amzer d’en ober, a zo ivez enkadenn ekonomikel 1997 e Azia ar Gevred.
Tremen a ra ar film d’ar mare-se, a zo bet taer kenañ evit ekonomiezh Singapour.
Hep kontañ re bell an istor e c’heller lâret e koll buan an tad e labour, nemet en em sant mezhus ha kablus, setu e tiviz kuzhat pep tra d’e familh, betek ober vann mont da labourat bemdez.

Ne c’hoarvez e gwirionez netra « dreistordinal » er film met sevenet kaer ez eo ken ez eo.
An aktourien a zo barrek-kenañ, ken eo aes-tre añkoueout ez int aktourien. Evel ma vijemp gant ur familh gwirion e seblant kentoc’h bezañ.
Un nebeut dazlammoù a zo memestra, met n’on ket o vont da gontañ deoc’h pep tra, anat deoc’h.
Met dreist-holl ez eo fromus ar film, hep bezañ pounner tamm ebet.

E yezh orin istitlet eo ar film, da lâret eo ur meskaj saozneg, mandarineg ha tagalog (ur yezh eus ar Filipinez), hervezh an degouezhioù.

Ur film brav-tre, a alian deoc’h a-walc’h.

Ar filmig-tañva

Kick Ass 2 / Jeff Wadlow (2013)

Posted: 10 Gwengolo 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Kalz traoù ‘m eus bet graet ‘pad ma vakañsoù : stajoù gouren gant bugale, gouelioù (Erer Kozh, Penn ar Bed…), ur sapre beaj da Verlin, tennañ splet eus an amzer vrav…
Setu neuze perak n’on ket bet o tremen amañ dibaoe ur mare.
Met setu arruet an distro-skol, ha ma da adkregiñ gant ma lusk boas.

Evit adstagañ ganti, ur film kentoc’h skañv hag anavezet : an eil Kick Ass, sevenet gant Jeff Wadlow ha deuet maez e miz Eost.


Plijet en doa din ar c’hentañ film, gwelet un tamm dre zegouezh gant ma breudeur ha c’hoarezed (n’eo ket seurt filmoù a yan da welet ma-unan, n’on ket tre paotr ar c’homiks boas).
Etretant ‘m eus bet tro da lenn div levrenn gentañ ar c’homics (en embannadur gall) hag a glot gant ar film kentañ, gant Mark Millar (istor) ha John Romita Jr (tresañ). Merzet ‘m eus neuze e oa bet feal mat ar sevenour d’ar senario orin.

Ha setu me da vont da welet Kick Ass 2 er sine neuze.
Aon ‘m boa un tammig bezañ dipitet rak n’eo ket alies ez eo gwell an eil film ‘vit an hini kentañ. E fin ar gont ‘m eus kavet plijusoc’h film Matthew Vaughn (2010) met n’on ket bet dipitet kenebeut gant an eil.
Feal eo chomet Jeff Wadlow da spered ar vannenn-dreset, ha sur ‘walc’h da istor heuliad ar c’homiks (n’am eus ket lennet c’hoazh) : fent, kann, hag un disterig abegiñ sokial.

Kick Ass (c’hoariet gant Aaron Taylor-Johnson), ma n’e anavezit ket, a zo ur paotr en deus divizet dont da vezañ ur gourharoz ha saveteiñ an dud. Hogen, n’en deus dreistgalloud ebet setu e vez friket alies. Kavet en deus tud all d’e sikour, Hit Girl en o zouezh, ur grennardez dreistgourdonet, gouest da lazhañ n’eus forzh piv o sevel he biz bihan.
Er film-mañ e arru Kick Ass en ur vandennad gourharozed ar pemdez renet gant ar C’holonel Stars & Stripes, a glask aesaat buhez an dud o ‘n em zizober eus al lorgnez. Divizout a ra Red Mist (lesanvet bremañ Mother Fucker) lazhañ an holl gourharozed evit dialiñ e dad.

Kavet ‘m eus simpa a-walc’h an istor gant ar strollad gourharozed, an arvestoù emgann a zo atav ken efedus (Hit Girl hag ar c’harr-samm da skouer). Barrek eo an aktourien, dreist-holl Chloë Moretz (Hit Girl) ‘gav ‘din, ha muioc’h c’hoazh pa ouezer eo a boan 16 vloaz. Muioc’h a bouez en deus ivez he ferzh er film-mañ.
Gant ar vezh, n’am eus ket merzet e oa Jim Carrey a c’hoarie perzh ar C’holonel Stars & Stripes. Desket ‘m eus se goude. Bon, dav eo lâret eo dic’hizet mat ivez… ^^

Pezh a c’hellan rebech marteze eo n’eo ket dic’hortoz ar senario (divinet ‘m eus un toullad traoù a-raok ma errufent) ha ne zegas ket kalz tra hervezon istorioù Hit Girl er vuhez pemdez el lise gant ar merc’hed all (pounner ‘m eus kavet al lodenn-se).

Ur film dudi a galite kentoc’h uhel e chom Kick Ass 2, unan a blijo da nebeutañ d’an dud a vourr ar filmoù gourharozed hag ar c’homiks dre vras.

Ar film-tañva