Bruno Reidal, confession d’un meurtrier a zo un drama istorel gall gant Vincent Le Port kinniget da vare sizhunvezh ar filmvarnourien e Gouel Filmoù Cannes met deuet ‘maez war ar skrammoù e fin miz Meurzh hepken (1h41).

Ur paotrig 6 bloaz eo Bruno Reidal pa grog ar film. Gwelet ‘vez anezhañ o kreskiñ hag o tont da vezañ peizant da gentañ a-raok mont d’ar c’hloerdi da c’houde rak disoc’hoù mat-eston en deus er skol ha plijet e vefe mont da veleg. Met n’eo ket se ar pep pouezhusañ.
Dibaoe bihan tout e vev Bruno poulsadoù feulster kreñv. A-wechoù e teu dezhañ c’hoant lazhañ e gamaladed (ar baotred hepken) hep kompren re perak. Kreñvaat a ra tamm-ha-tamm ar c’hoant-se ha zoken ma teu a-benn da wanaat ar c’hoant lazhañ dre skuilh an natur, kompren a ra e vo diaes-tre dezhañ chom hep lazhañ ur c’hamalad poent pe boent. Siwazh evit Francois Raulhac, 12 bloaz, eñ an hini eo a vo drouklazhet, ha dibennet zoken, gant Bruno Reidal pa vo eñ 17 bloaz.
C’hoarvezet eo e gwir ar pezh a gont ar film, e 1905. Lakaet en deus Vincent Le Port daou vloaz da skrivañ ar senario. Brav eo ar skeudennoù ha kornioù ‘zo deus maezioù don ar C’hantal a zo brav-eston. Siwazh, diaes eo ar film, dic’houzañvus zoken evit arvesterien ‘zo marteze. Difennet eo ar film dindan 16 bloaz abalamour d’ar feulster a zo diskouezet ennañ atav.
Kontet ‘vez an istor gant Bruno ur wech m’eo en em rentet d’ar polis, just goude ar muntr. En toull-bac’h emañ eñ ha dre ma n’eo ket gouest d’en em zisplegañ war ar pezh en deus graet, goulenn a ra ar varnerien digantañ skrivañ dre ar munud e istor. E-serr ma kont war baper ar pezh a zo bet c’hoarvezet dezhañ hag abalamour dezhañ e weler ouzh ar skramm e eñvorennoù. Setu ma vez tri aktour yaouank o c’hoari e berzh, an holl barrek.

Komprenet ho peus, n’eo ket Bruno Reidal ur film da welet gant ar familh na zoken da aliañ d’ar brasañ niver. Daoust da se eo ur film graet mat, gant ur gwir preder war buhez ur muntrer, petra a ro c’hoant d’unan bennak lazhañ e genseurted… Evit gwir siwazh, n’eus respont sklaer ebet, nag er film nag er vuhez.
Ar filmig-tañva