Hell on Wheels, bloavezh 1

Posted: 6 Genver 2015 in Stiradoù
Tikedennoù:

Hell on Wheels a zo ur stirad amerikan skignet gant AMC hag arc’hantet gant produourien Breaking Bad pe c’hoazh The Walking Dead. 10 rann 42 mn a ya d’ober ar bloavezh kentañ.
Met aze, ne vo kaoz nag eus fardañ drammoù kimiek nag eus dibennañ zombied. Un asez western eo Hell on Wheels kentoc’h.

Kregiñ a ra an traoù e 1865, just e fin Brezel an Digevrediñ, en ur gêriadenn anvet Hell on Wheels (alese an titl, anat deoc’h), kollet e-kreiz an Nebraska. Eno e tegouezh Cullen Bohannon (c’hoariet gant Anson Mount, “Aragorn style” un tamm, a blijo da verc’hed-zo lod sur walc’h) rak labour a zo ba’r vro a-drugarez da diorren an tren.

Kevezerezh a zo etre meur a embregerezh evit lakaat sevel hentoù-houarn a-benn liammañ Kornôg ha Reter ar vro. Met n’eo ket aes an traoù, abalamour d’an natur met ivez d’an Indianed, ne vezont ket laouen o welet an den gwenn distruj o flaenennoù sakr. An embregerezh a gaver e Hell on Wheels a zo hini Thomas Durant (bet dioutañ e gwirionez, ha c’hoariet amañ gant Colm Meaney), kevalaour didruez.

Cullen, bet soudard n’eus ket keit-zo, a vev gant ar c’hoant en em zialañ, ha klask a ra war-lec’h ar strollad soudarded o deus profitet eus ar brezel evit lazhañ e wreg.
Heuliet e vez un toullad tudennoù dedennus all, evel Elam (Common anv an aktour), ur metis bet sklav hag a glask bremañ kavout e blas etre ar re wenn hag ar re zu ; Lily Bell (c’hoariet gant Dominique McElligott), ur Saozez heuliet ganti he gwaz, Robert Bell, lazhet gant an Indianed pa laboure evit Durant, pe c’hoazh Joseph « Black Moon » (Eddie Spears), un Indian Cheyenne deuet da vezañ kristen goude bezañ bet badezet.

Lily Bell, gloazet gant an Indianed, ha savetaet gant Joseph “Black Moon”

Elfennoù boutin ur western a gaver holl amañ pe dost : pistolennoù, kezeg, Indianed, istorioù dial, saloon, gisti hag all, gant istor diorren an tren ouzhpenn evel-just.
Graet eo mat-tre an traoù, tiez hag all, (arc’hant a zo bet lakaet, santet vez) hag aes eo krediñ ez eo bet filmet an traoù er bloavezhoù 1860.

Heuliet am eus dek rann ar bloavezh kentañ hep bezañ displijet met hep bezañ bet kendrec’het da vat kenebeut. Daoust d’an istor bezañ ket fall em eus kavet e oa « aes » un tamm ar senario. Da lâret eo e kaver pep tra lojik, pa ne vez ket divinet an traoù zoken. N’eo ket dic’hortoz a-walc’h an traoù ‘benn ar fin, ral ar souezhadennoù (ar pezh a blij din en ur stirad memestra).

Dre chañs, d’eus an tu all, ez eo barrek-tre an aktourien, gant ur menneg ispisial evit Christopher Heyerdahl a c’hoari perzh Thomas Gundersen a.k.a. « the Swede », un asez penn-bras gant doareoù kriz a labour evit Durant. A-hervezh eo Kanadian an aktour, ha kentoc’h cheuc’h, met drol eo gwelet penaos e seblant aes dezhañ c’hoari un divroad norvegian (pebezh pouez-mouezh !) rust ha divalav.

The Swede (Christopher Heyerdahl e Hell on Wheels)…

… ha Christopher Heyerdahl “e gwir”

M’ho peus c’hoant dizoloiñ ur stirad a-feson, ne alifen ket dre ret deoc’h Hell on Wheels, nemet ma ‘z vefec’h plijet gant ar western. N’eo ket fall met gwelloc’h a zo da welet er mare-mañ d’am soñj.

Ar film-tañva, e yezh orin is-titlet e galleg

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s