Justified (bloavezh kentañ)

Posted: 27 Even 2013 in Stiradoù
Tikedennoù:, ,

Justified a zo ur stirad amerikan bet krouet e 2010 gant Graham Yost evit ar chadenn FX.
An tudennoù pennañ a zo tennet eus un danevell gant Elmore Leonard, Pronto.
4 bloavezh a zo bet skignet dija er Stadoù-Unanet, hag ur pempvet hini vo da zont e 2014.
E Frañs eo bet skignet Justified war OCS Choc ha Série Club. A-hervezh e c’haller gwelet rannoù er mare-mañ war M6.

Raylan Givens (c’hoariet gant Timothy Oliphant) a zo marshall e Miami.
Er rann kentañ e lazh Raylan ur muntrer gopret gant ar mafia. Displegañ ‘ra ar marshall d’e bennoù bras n’en deus ket gellet ober mod all evit ‘n em zifenn (« It was justified », alese an titl) met den na gred anezhañ. D’e gastizañ e tivizont kas anezhañ da labourat el lec’h spontusañ ‘vitañ : Harlan County, Kentucky. Eno eo bet ganet Raylan ha fier e oa bezañ deuet a-benn da guitaat toull-revr ar bed-se ‘vit ur gêr vras. Seul ziaesoc’h distreiñ eno, dreist-holl dre heg.

Ur bedig-bed eo Harlan, ha setu Raylan o adkavout buan an dud a anaveze pa oa bugel.
Ava, ur fulenn a oa amourouz dioutañ pa oant o-zaou krennard, a zo o paouez fuzuilhañ he gwaz, Bowman Crowder, a oa kustum skeiñ ganti. C’hoant en deus ar familh Crowder lazhañ anezhi neuze. Diaes an traoù ‘vit Raylan a rank gwareziñ buhez ur plac’h a blij dezhañ hep kaout ar gwir (sañset) da « vezañ » ganti (« ne fouzher ket gant an testoù » eme e chef). Ha dreist-holl, rankout ra gwareziñ anezhi diouzh unan eus e vignoned gwellañ, Boyd Crowder, breur Bowman.

Da heul e c’hoarvezh kalz traoù a vefe re hir da gontañ amañ dre ar munud : treiñ a ra sod Boyd gant ar relijion hag ar ouenn wenn, ar familh Crowder a glask bezañ mestr war marc’had an dramm e Harlan, traoù drol ‘vez graet gant Arlo Givens setu e rank Raylan klask lakaat e dad da guitaat an toull pa ne c’hell ket gouzañv anezhañ e gwir. Kudennoù a zo ivez gant Gary, gwaz nevez Winona, ez Raylan, setu e kred hi goulenn sikour gantañ. Hag a bep seurt traoù all…

Plijout ‘ra kalz ar stirad-se din.
Brav e kavan ar skeudennoù hag ar filmañ, c’hoarvezout ‘ra traoù nevez dibaouez (setu n’eo morse borodus), met hep na vefemp kollet, ha barrek-kenañ eo an aktourien. Ar re o c’hoari an tudennoù pennañ ‘vel just : Timothy Oliphant (Raylan), Walton Goggins (Boyd), Joelle Carter (Ava), Natalie Zea (Winona <3). Met ivez lod all, evel Damon Herriman, a c’hoari rol Dewey Crowe, ur c’henseurt bleup da v/Boyd.

Ma plij deoc’h an istorioù doare western un tamm e alian deoc’h groñs Justified neuze.

Film-tañvañ ar bloavezh-kentañ


Justified
en deus ivez lakaat ac’hanon da zizoloiñ ur strollad dreist, Gangstagrass, a gustum meskañ sonerezh bluegrass gant rap. Setu an ton ganto a servij da arlizh evit ar stirad.

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    Reiñ a rez c’hoant din gwelet ar stirad-mañ! Ret ‘vo din sellet ma vez kavet el levraouegoù!

    • hoelbzh a lavar:

      E Kemper zo an daou vloavezh kentañ sur. E lec’h all n’ouzon ket. Aes da gavout e streaming forzh penaos…
      Poent vo din kenderc’hel ganti (n’am eus gwelet nemet an daou vloavezh kentañ, amprestet er vediaoueg just-a-walc’h).

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s