Dielloù evit Mae, 2013

Distro Gwengamp e Lig 1!

Posted: 30 Mae 2013 in Sport
Tikedennoù:, , , , ,

Dre ma ‘m eus bet tro da skrivañ ur pennad war an darvoud evit Ya e rankan ansav em eus bet diegi prientiñ unan all evit ar blog.
Setu neuze ar pennad, gant un nebeut skeudennoù ouzhpenn.

Ma oa sur Gwengamp da bignat e Lig 1 abaoe ar sizhun paseet hag an trec’h 1-0 a-enep ar Gazélec Ajaccio e Gueugnon, e oa deuet digwener ar mare da lidañ an darvoud war an ton bras er Roudourou. 9 bloaz war-lerc’h, ha goude bezañ bet tremenet dre an National, setu distro « ar beizanted » er rummad uhelañ !

Un nozvezh gouel a-feson ‘zo bet neuze evit lidañ an darvoud. Leun-tenn e oa ar stad (18208 arvester, rekord nevez !), ha miliadoù a dud a oa e kreiz-kêr dirak ur skramm divent. Goude ar c’hrogad en deus lakaet ar strollad Émile et images ar mor a dud da c’hortoz o tañsal ma arrufe ar c’hoarierien. Ha setu paotred an EAG o pignat war al leurenn evit dasparzhañ o levenez gant tout o fobl.


Skipailh Jocelyn Gourvennec (bet anvet gwellañ gourdoner Lig 2) a zo bet sirius betek penn, hag int-i da c’hounez 2-0 enep Dijon, gant palioù Atik (29′) ha Mandanne (52′). Peadra trugarekaat an arvesterien, ha laerez d’an Naonediz o eil plas er renkadur war ar marc’had ! A-boan c’hwitellet fin ar c’hrogad m’eo bet aloubet an dachenn gant an harperien, fier-ruz eus disoc’hoù o skipailh. Ur bloavezh mat e pep keñver eo bet hemañ evit Gwengamp, a echu gwellañ skipailh er gêr, ha gant 70 poent en holl. 20 match trec’h diwar 38 (10 rampo, 8 kollet), ha palioù plantet forzh pegement, evel a-enep Le Mans (6-1) pe Lens (7-0).


Ma oa gortozet skipailh Aodoù-an-Arvor ar bloaz-mañ evit ar pezh a sell eus kalite ar c’hoari, ne oant ket lakaet e-touez ar re gentañ evit ar bignadenn gant kalz tud. Hogen, ur strollad a zo bet ganet daou vloaz-zo e National, ha ne seblant ket paotred Bro-Dreger kaout c’hoant paouez mont war-raok asambles. Ur meskaj digredus eo deuet a-benn ar staff da sevel, etre c’hoarierien kozh met marnaonek c’hoazh evel ar c’habiten Lionel Mathis, pe Thibault Giresse, ha paotred yaouankoc’h ne oant ket gortozet d’al live-se. Giannelli Imbula, da skouer, a zo bet lakaet da wellañ c’hoarier Lig 2 daoust d’e 20 vloaz, ha kleuboù gwellañ Bro-Saoz a zo dedennet gantañ ! Ha petra lâret eus Mustapha Yatabaré, an argader chomet mut dirak ar pal warlene ? 23 fal ar bloaz-mañ, hag eñ gwellañ planter palioù ar c’hampionad !

Pal Gwengamp ‘benn bloaz a vo chom e Lig 1, ar pezh ne vo ket anat gant budjed izel ar c’hleub, dreist-holl ma ne teu ket a-benn da virout e c’hoarierien varrekañ. Betek-henn n’int morse diskennet en-dro raktal goude ur bigadenn, gant ma pado. Sapre krogadoù ‘vo er Roudourou ‘benn bloaz neuze, enep skipailhoù ‘vel ar PSG pe Monaco hag o « steredennoù » prenet a daolioù petrodollaroù. Krogadoù breizhek a vo ivez alies, enep Naoned, Roazhon pe An Oriant. Domaj eo ‘vije diskennet Brest, mod all ‘vije bet ur c’hard eus kampionad Lig 1 e Breizh !

Hogen, ne vo ket gwelet ken war an dachenn Arnaud Le Lan, unan eus c’hoarierien brudetañ ar vro. War-lerc’h kazi 400 krogad c’hoariet gant An Oriant, Roazhon ha Gwengamp en deus divizet paotr Ar Gemene ehanañ e remzad, hag eñ da verkañ ur pal disadorn enep ar PSG ‘vit e bartienn ziwezhañ ! Kenavo Arnaud !

Advertisements

Mystery / Lou Ye (2013)

Posted: 23 Mae 2013 in Sinema
Tikedennoù:,

Ur film sino-gall eo Mystery, sevenet gant Lou Ye ha skignet e salioù ar c’hwec’hkorn adalek miz meurzh.
Kinniget eo bet e Cannes warlene, er rummad « Un certain regard ».

Un asez film polis eo, pe kentoc’h ur film du lakaomp (1e38mn), ha du mat.

Kregiñ ra ar film gant marv ur plac’h yaouank, flastret gant un oto.
Hogen, poan en deus ar poliser e karg d’eus an enklask krediñ e tezenn ar gwallzarvoud. Ne oar ket re perak ervat, met santout a ra ez eo biziez an afer-se. Hag eñ da furchal…

E-keit-se e vev trañkilik Lu Jie, ur vamm laouen, he zamm buhez gant he bugel hag he gwaz. Erfin, betek ma welfe dre zegouezh Yongzhao kuitaat ul leti gant ur goantenn. Distrujet eo pa gompren e vev ‘benn ar fin he gwaz ur vuhez doubl.

Ur wech kroget ar film n’haller ket chom hep kaout c’hoant heuliañ an istor(ioù) ha goût petra c’hoarvezo.
Koulskoude, ma ‘z eo dedennus Mystery n’haller ket lâret ez eo « plijus » rak diaes mat eo da sellet. Ur film kriz eo, gant prantadoù fromus ha feulster, feulster spered ha korf (ur prantad gwall dic’houzañvus a zo, ur vaouez a oa em c’hichen er sine zo darbet kuitaat ar sal a-raok azezañ en dro ‘benn ar fin).

Barrek eo an aktourien, dreist-holl Hao Lei (a c’hoari tudenn Lu Jie) hag ar sonerezh, brav-tre (gant Jóhann Jóhannsson), a ya mat gant ar film.

N’eo ket filmet fall met un nebeut dibaboù seveniñ a zo iskis. Perak diskwel deomp meur a wech prantad ar gwallzarvoud ? Ha perak filmañ se en uspun dindan nouspet korn disheñvel ? Ur yalc’had evit an efedoù ispisial a oa da zispign marteze ? Ne zegase ket kalz tra d’am meno. Iskis…

Ur brav a film eo Mystery met ur film kriz, hep tamm spi ebet, ur film a lak an arvester diaes. Ur gwir flac’had. Chom a reer badaouet ur frapad o kuitaat ar sine…

Ar filmig tañva

Brav eo kaozeal eus rapourien gall pe elektro eus a New York met sonerezh Breizh mit-hu ?
Selaou a ran kalzik sonerien ar vro dibaoe bloavezhioù koulskoude. Bugelig e vijen kaset d’ar festoù-noz gant ma mamm dija. Plijout a ra din kalz strolladoù evel Startijenn, Plantec, Arvest, Katé-Mé, IMG, WigAWag, hag all hag all…

Tro ‘m eus bet da skrivañ ur pennad war bladenn gentañ ar strollad Krenijenn evit ar gelaouenn Bremañ. Setu neuze ur ger diwar-benn “Peseurt mood ?”.

Ur bladenn o veskañ sonerezh Breizh hag elektro eo « Peseurt mood ? ». Un albom-meizad eo zoken hini gentañ an triad Krenijenn dre ma zo bet lakaet pep dañs da glotañ gant un trivliad, alese titl ar bladenn. Dav eo mennegiñ eo gwelloc’h selaou an tonioù en urzh rak n’eus troc’h gwirion ebet etrezo hag ur striv zo bet graet d’o lakaat da genglotañ. Digomzoù int peurliesañ, o reiñ plas d’an drompilh ha d’ar c’horn (Erwan Burban), d’an delenn dredan (Lina Bellard) ha da sonioù elektronek liesseurt (Vincent Raude). Sonioù doare tekno un tamm, da reiñ al lusk dreist-holl, met ivez traoù divoutinoc’h evel trouz ar mor pe an otoioù. Fleüt, gitar pe taboulin skiltr a c’heller klevet ivez.


Tonioù nerzhus a zo evel « Plinn ar bennegezh », « Loudeag an enkrez » pe « Pilé-menu ar fougaserezh », ha dont ‘ra buan-tre ar c’hoant lammedikat war ar plañchod. Tonioù siouloc’h a zo ivez evel « Kas-a-barh al lorc’h », liv an dub warnañ, « Bourc’h », gant un aergelc’h ankenius, pe c’hoazh « Skolvan », gant kan ha human beat box. « Tour an disoursiaj » eo ton gwellañ ar bladenn kredabl. Pozioù rap efedus a zo, gant Krismenn, ar gwellañ MC brezhoneger, paotr e glotennoù fin hag e flow « fonnnusoc’h ‘vit ur pichon ». Gitar tredan a zo ivez war an ton-mañ, un dudi – domaj eo ne vije ket klevet muioc’h war ar bladenn.


Sur walc’h ne blijo ket « Peseurt mood ? » d’an holl met dav eo ansav eo bet kaset brav an traoù gant ar strollad Krenijenn. Un dudi eo selaou ouzh ar bladenn (12 ton, 51mn), hogen ur gwir blijadur eo o gwelet war al leurenn ha dañsal war o zonioù.

Lec’hienn ar strollad : http://krenijenn.wordpress.com

Listennad an tonioù :

01. Kastell (1:14)
02. Plinn ar bennegezh (4:17)
03. Pilé menu ar fougaserezh (3:57)
04. Bourc’h (2:45)
05. Hanter-dro al laoskentez (5:08)
06. Ridée ar souezh (3:35)
07. Skolvan (2:47)
08. Tour arn disoursiaj (5:29) Gant Krismenn
09. Fisel an dihabaskter (5:00)
10. Loudéac an enkrez (5:16)
11. Kas-a-barh du lorc’h (5:22)
12. Trouz ar bed (6:56)

Gwengamp – Lens (10/05/2013)

Posted: 13 Mae 2013 in Sport
Tikedennoù:, ,

Gwengamp 7 – 0 Lens

Ne oan ket bet kalz er Roudourou er bloavezhioù diwezhañ. Trede gwech ar bloaz-mañ, ha ne vo ket an hini diwezhañ sur ‘walc’h. Plijet oan bet gant Gwengamp – Naoned (2-1) ha dipitet bras gant Gwengamp – Clermont (0-0).
Dipitet e oan bet ivez da vezañ bet c’hwitet Gwengamp – Le Mans (6-1).
Distroet on da Wengamp (gant un toullad mignoned) dre m’emañ loc’het mat ar skipailh evit pignat er c’hentañ rummad. Trede e oant a-raok ar match. Hag anat deoc’h, n’on ket bet dipitet da vezañ bet graet an hent betek ar Roudourou digwener avat !

Ar gwellañ krogad bevet ganin en ur stad hag unan eus ma gwellañ eñvorennoù mell-droad (gant trec’h Gwengamp e Kip Frañs e 2009 pe c’hoazh Frañs 98 hag an Euro 2000) !

Dre chañs ‘vit Gwengamp e vanke d’an RCL un toullad c’hoarierien, ha paotred yaouank ha gant nebeut a skiant-prenet a zo bet neuze lakaet da c’hoari gant Eric Sikora. Gwelet eo bet buan kement-mañ, ken prim eo kroget an traoù, gant Gwengamp o wont war-raok ha Lens o kilañ. D’an eizhvet munutenn e oa graet an diaesañ : plantañ ar pal kentañ gant Yatabaré, gwellañ argader al L2 ar bloaz-mañ ha menneget evit priz ar c’hoarier gwellañ, a vo roet an dibenn sizhun o tont (Imbula, paotr Gwengamp ivez, a zo menneget asambles gantañ). An eil pal a zo deuet buan-tre, ul lob gant Yatabaré met kontet ‘vit an difenner ch’ti ‘benn ar fin, a zo bet an hini diwezhañ o touchañ ar vell. A-boan ur c’hard eur war-lec’h e voe plantet an trede, gant Mustapha « Yakamarquer » atav (24′), gant ur penn plaset mat. Ar pevare, un nebeut munutennoù goude (30’) a voe lakaet gant Mandanne : goude bezañ bet resevet gantañ ur pas propik gant Mathis e punas e denn mod Thierry Henry. Un hanter eur zo oa kroget ar bartienn, ha dija 4-0, propr. Hag an ola da gregiñ er Roudourou ! An dud a oa o huñvreal. 4-0 d’an troc’h : kentañ gwelet hervez ur paotr koumanantet dibaoe pell (da wiriekaat).

Mandanne ha Yatabaré, harozed an nozvezh (foto : © AFP Damien Meyer)
Ha sioulaat rafe ar Wengampiz goude an troc’h ? Ha gwelloc’h ‘vije an traoù gant paotred lañs ? Tamm ebet ! A-boan dek munutenn en eil hanterenn (55′) ha setu Mandanne o tennañ gounid eus fazi Rudy Riou (gward Lens) ha c’hoari gant an difennerien a-raok bountañ ar vell er roudeoù. Yatabaré a lakaas ur pevare pal (pe un trede ez-ofisiel, giz ho peus c’hoant) goude ur penn fin gant Diallo hag ur pas ken fin all gant Mandanne. 6-0 d’ar 73vet munutenn, ha daoust da Yatabaré kuitaat an dachenn dindan ar youc’hadennoù ne oa ket echu c’hoazh an abadenn. Ladislas « Kirikou » Douniama a lakaas ar seizhvet pal, servijet mat gant Mandanne adarre (85’) ha Gwengamp da gaout ur penalty. Tennet (fall) hag ehanet (mat) e voe gant Riou, en doa graet ur match kentoc’h mat. 9 pe 10 pal o dije gellet lakaat ar Wengampiz. Biskoazh kement all !

Diverradenn ar c’hrogad hag ar palioù e video

EA Guingamp (EAG) – RC Lens (RCL) Le résumé du… par Ligue2

Pebezh reuz er Roudourou, ha oa leun mat (15 000 a dud) ! Brudet eo ar stad ‘vit bezañ unan (hini) eus re dommañ Breizh met digwener eo bet burzhudus an traoù. Tomm-berv ar C’hop Ruz, met peurrest ar stad ivez. Sed aze ur videoig ‘vit kaout un tañva eus an aergelc’h bet digwener kostez Gwengamp. Nag ur blijadur bevañ mareadoù sport ‘vel-se !

Gant an disoc’h-se e kemer Gwengamp an eil plas da Naoned (da nebeutañ betek fenoz, hag ar c’hrogad Caen-Naoned). Partiet mat-tre eo paotred Jocelyn Gourvennec ‘vit pignat e Lig 1. Hervez disoc’h fenoz ne chomo marteze nemet tri foent da c’hounit.
Daou match a chom. Enep ar Gazélec Ajaccio (diwezhañ er renkadur ha diskennet dija e National ez-ofisiel) met e Gueugnon (pinijennet eo bet ar Gorsiz), hag er Roudourou en-dro enep Dijon, ‘vit an devezh diwezhañ. Mont rin di sañset, ha spi ‘m eus ‘m bo an digarez da aloubiñ an dachenn !

A wechoù ne ouezer ket re perak ez eer da welet ur film.
N’am boa netra ispisial d’ober an noz-mañ, ur c’harned tikedoù a zo ganin (da implij buan a-walc’h ouzhpenn-se) er C’hae Dupleix (a skign filmoù talvoudus peurliesañ), hag en em lâret on neuze « perak pas ? », just o welet an titl hag ar skritell (al lugan farsus hag ar prizioù resevet). Seblantout rae farsus.

Ranket ‘m bije prederiañ un tamm a-raok mont-tre marteze.
Ne oa nemet ur paotr er sal (me) ha komprenet ‘m eus buan a-walc’h perak. 😦

Ur film graet gant merc’hed hag evit merc’hed eo Les coquillettes, sevenet gant Sophie Letourneur.
Teir flac’h eus bed ar sinema a ya d’ur festival filmoù e Italia, ha bec’h dezhi da riboulat, da lonkañ, hag ur wech mezv, da gaout c’hoant fouzhañ gant ar c’hentañ paotr o tremen…
Sophie Letourneur, Camille Genaud ha Carole Le Page a c’hoari int-i o-unan o rolloù gwirion, daoust ma ne soñj ket din e vije bet bevet gante er vuhez gwirhanter an darvoudoù a c’hoarvez er film. Erfin, spi ‘m eus ‘vite atav.

Dav eo ansav eo farsus a-walc’h ar film er penn-kentañ, gant traoù gwelet mat, met kavet ‘m eus ar fent pouner a-wechoù (dre chañs n’eo ket hiroc’h ar film, un eur ha kard). Ha dre ma’z eo didalvoud da vat ar peurrest, ne chom ket kalz tra…
Kalz fent a reont war o c’houst, ar pezh a zo ral a-walc’h evit bezañ meneget.

Da glozañ, lakaomp n’eo ket displijus arvestiñ ouzh Les coquillettes rak c’hoarzhet ‘vez kalzik, met ne zegas netra ar film d’am meno.
Ne alifen ket anezhañ d’ar baotred e mod ebet. Nemet d’ar merc’hed o dije c’hoant c’hoarzhin o sellet ur gomedienn skañv etre mignonezed.

Ar filmig-tañva