Posts Tagged ‘Fabien Nury’

Fabien Nury a gustum skrivañ istorioù dreist, evel Il était une fois en France. Petra ? N’ho peus ket lennet ar stirad-se (6 levrenn) c’hoazh ? Kit diouzhtu d’ho levraoueg/stal-levrioù !
Ur blijadur ouzh e adkavout neuze, gant un treser all, Brüno.


Diaes komz eus one shot kement a boledoù a vez tennet el levr-mañ ! Met n’eo ket an istor-mañ hini kentañ un heuliad atav.

Tyler Cross a zo ur gangster mod kozh. Prest eo da laerezh met ivez da lazhan, keit ha m’eo paeet mat. Kinniget e vez dezhañ gant ur mafioso kozh c’hoari un dro-kamm d’unan all ha da laerezh digantañ 20kg heroin digemmesk. Un tamm diaesoc’h ‘vit raktreset ‘vo an taol met boñ, ne digalonekaer ket Tyler Cross evel-se. Kenderc’hel a ra gant e hent betek en em gavout en ur gêr dalc’het penn da benn gant ur familh. Ar postoù a gont : sheriff, maer, rener an ti-bank… a zo gant ar familh Pragg dibaoe bloavezhioù. Ha ma cheñchfe an traoù ?

Kazi kant pajennad a zo gant ar vannenn-dreset met ken fonnus eo ar senario n’hon eus ket tro da gavout hir e amzer un disterig. Efedus ken-ken eo tresadennoù Brüno : peps ha livioù flamm. Paouez a reer buan da gontañ ar c’horfoù marv laosket gant Tyler Cross war e lec’h.

Plijus-tre am eus kavet ar vanenn-dreset-se, a alian deoc’h, dreist-holl ma plij deoc’h an istorioù mod western.
N’on ket be ma unan o vezañ plijet, pell alese : gounezet o deus Nury ha Brüno ar priz BD Fnac 2014 evit Tyler Cross.

 

Tyler Cross, Fabien Nury (senario) & Brüno (tresadennoù), Dargaud (2013), 90 pajennad.