Archive for the ‘Buhez ar blog’ Category

Bloavezh mat !

Posted: 5 Genver 2015 in Buhez ar blog

Salud deoc’h, ha bloavezh mat. Hetiñ a ran deoc’h ar gwellañ evit 2015.

Bon, gant ar bloaz nevez setu an distro evit ar blog-mañ. Dalc’het ‘m eus betek miz Even warlene. 😕
N’ouzon ket ma rin gwelloc’h e 2015 met adlañset ‘vo an traoù bremañ, n’eo ket fall dija, ha gwelet ‘vo…

Ur pennad nevez buan-tre, touet.

Advertisements

Un nozvezh hip-hop a oa disadorn tremenet er Run ar Puñs (sal sonerezh a-vremañ plijus-tre, e Kastellin).


An arzour kentañ, Hippocampe fou, a zo ur rapour gall yaouank. E skridoù a zo peurliesañ testennoù leun a fent, graet evit plijadur an divskouarn muioc’h eget evit diskuliañ kudennoù-zo pe reiñ e ali war ar bed. Met ouzhpenn bezañ farsus (da skouer, H&M, un ton war ar poanioù revr : gwazrudez ha mikoz !) eo skrivet mat-tre ar pozioù (kalz klotennoù hag heñvelsoniadoù), ha dreist-holl, rapet int mat-kenañ.

War al leurenn e oa an noz-mañ gant ur c’homper MC (Céo) hag un DJ.
A-raok ar sonadeg em boa bet tro da glevet tonioù-zo un tamm dre zegouezh war Internet (Le dindon de la farce, Chez moi y a un lama) met ne anavezen ket Hippocampe fou muioc’h evit-se.

Souezhet on bet neuze o welet/klevet e oa er sal gwir « fans », gouest da rapiñ kement pozioù a oa (ha koulskoude n’eo ket gwall aes, ken prim e ya alies).
Evel ur pesk en dour mouarf e santer Hippocampe fou war al leurenn. Estreget rapiñ mat-tre ha gant ur flow efedus a ra. Ur sort abadenn « stand up » eo ivez e sonadeg a-wechoù, dre ma lak kalz an dud ba’r jeu, betek o lakaat da gemer perzh da vat.

Kuitaet ‘m eus ar sal gant ar bladenn « Aquatrip » dediet. 🙂

 

Da heul, goude un troc’hig evit cheñch al leurenn evañ ur banne bier ha mont da stotañ, e oa tro ar strollad amerikan The Procussions.

Paotred ar C’holorado o deus kroget da seniñ e 1998. Div bladenn o deus graet, e 2003 ha 2006, a-raok en em zispartiañ e 2008, echu ar jeu. ‘Benn ar fin o deus divizet daou MC, Jason Medeiros ha Brian Roberson, adkregiñ ganti hep ar re all, e 2011. Dibaoe e reont sonadegoù er bed a-bezh, hag ur bladenn all a zo bet embannet e 2013.

N’int ket dre ret hollvrudet met un dalvoudegezh sur en hip-hop US eo The Procussions. Ha ma anavezoc’h Hocus Pocus (strollad all 20Syl, paotr C2C) ho peus o c’hlevet dija marteze, war an tonioù (dreist) anvet Vocab pe c’hoazh Hip hop ?.

Startijenn forzh pegement a zo gant an daou MC war al leurenn : rapiñ prim, dañsal ha lammat pep lec’h a reont. Brian Roberson a zo ivez barrek-kenañ ouzh an taboulinoù. Un DJ yaouank met efedus a oa ganto war al leurenn. Seurt hip-hop a ro c’hoant da fiñval forzh pegement. Dre chañs e oamp war-sav, dibosupl a-grenn ‘vefe bet din selaou se gant ma revr war ur gador !

 

Sapre strolladoù ha sapre nozvezh ! Pebezh plijadur ! Bevet an hip-hop hag ar Run ar puñs !

Ur bloaz !

Posted: 21 Genver 2014 in Buhez ar blog
Tikedennoù:

Soñj ho peus marteze, krouet ‘m eus ar blog-se e deroù 2013. Ur bloaz eo neuze bremañ.
Poent ober un doare bilañs.


Dre ma ‘m eus dija ur blog all dibaoe pell e ouien dija a-raok stagañ ganti e vije ar pep diaesañ bezañ reoliek. N’eo ket bet spontus spontus met kalz gwelloc’h a c’haller ober, sur.

Degas a ran deoc’h da soñj em eus graet an dibab chom hep komz amañ eus darn vrasañ ar pezh a lennan, romantoù-polis dreist-holl, dre ma skrivan dija pennadoù e-leizh dre aze. Ne oa ket pal Korn an dudi treiñ e brezhoneg kement tra graet ganin e galleg lec’h all met skrivañ traoù nevez, hag e yezh ar vro war-eeun.

A-raok hemañ em boa skrivet 48 pennad dre amañ, dasparzhet evel-henn :
Sinema : 16
Sonerezh (pladennoù+sonadegoù) : 9
Sport : 8
Bannoù-treset : 7
Stiradoù : 3
Buhez ar blog : 2
A bep seurt : 2
Romantoù ‘vit ar re yaouank : 1

Un nebeut anezho a zo bet embannet e kelaouennoù evel Bremañ pe Ya. Klask a rin kenderc’hel gant se ivez.

Klask a rin skrivañ un tamm aliesoc’h (un tamm muioc’h a bennadoù neuze sañset).
N’eo ket re fal a-fed sinema pe sport ‘gav ‘din.
Klask a rin skrivañ muioc’h a-zivout ar bannoù-treset, ar stiradoù ha traoù all, rak pell on da vezañ bet graet ur pennad war kement tra lennet/gwelet/selaouet…
Bon, n’eo ket ma fal kenebeut, anat deoc’h, mod all ne vo fin ebet.
Ale, ur pennad all a-benn un nebeut munutennoù.

Bloavezh mat !

Posted: 6 Genver 2014 in Buhez ar blog

Bloavezh mat d’an holl, d’ar re fur ha d’ar re foll !
Ra vo brav 2014 evidoc’h ha tro-dro deoc’h.

Petra ? Perak ?

Posted: 10 Genver 2013 in Buhez ar blog
Tikedennoù:

Pell-zo (ouzhpenn pemp bloaz bremañ !) e talc’han ur blog e galleg, troet kentoc’h war al lennegezh, hag ar romantoù polis dreist-holl (skrivañ a ran ivez pennadoù-barn ‘vit al lec’hienn Polars Pourpres, a alian deoc’h groñs, ma plij deoc’h seurt lennegezh ‘vel just).

Er penn-kentañ e komzen warnañ d’eus a bep seurt traoù. Hogen, dilezet ‘m eus tamm-ha-tamm ar pennadoù war ar sinema pe ar bannoù-treset (da skouer) dre ziouer a amzer, ha dre ma kaven gwelloc’h strivañ war ma fennadoù a-zivout ar romantoù, o soñjal ne oa ket tu din ober kalz ha mat war an dro.

Pell-zo ‘ivez m boa c’hoant ober war-dro ur blog “sevenadurel” e brezhoneg, dre ma kav din ez eus un diouer anezho. Ral eo c’hoazh ar blogoù e brezhoneg ha raloc’h c’hoazh ar re a zedenn ac’hanon. En ur mod ledanoc’h, soñjal a ran n’eo ket bras a-walc’h implij ar yezh war Internet, daoust ma ya war-raok tamm-ha-tamm (war Facebook pe Twitter da skouer). Er bed a-vremañ e soñj din ez eo a-bouez ‘vit ur yezh, forzh pehini ‘vefe, bezañ war Internet, koulz ‘vel lec’h all. Ur gwir c’hoant a zo ivez  ganin da brouiñ ez eo bev-mat ar brezhoneg, peogwir ez eo ma yezh, anat deoc’h, met ivez traken ‘vit ar blijadur da amerdiñ tud-zo (heuliit ma sell).

N’am eus ket c’hoant e vefe Korn an dudi un “eilañ-pegañ” pe un droidigezh d’eus ma blog gallek setu ne vo ket. Warnañ ‘m eus c’hoant kaozeal d’eus muioc’h a draoù. Lennegezh ‘vel just, met ivez sinema, sonerezh (dre ma kemer muioc’h a blas em buhez bremañ), pe c’hoazh traoù all ma ‘m eus c’hoant (bevenn ebet ^^)… ‘Vit an abeg-mañ (n’am eus ket muioc’h a amzer vak siwazh), n’ez in ket ken don en dielfennañ ‘vel just. N’eo ket ‘vit kement-se ‘vo nul ar pennadoù ‘michañs, met n’eo ket din da varn, deoc’h ne lâran ket. 😉

Setu, graet eo ar pep aesañ (pe dost) : krouiñ ar blog. Ha sevenet ganin unan eus ratozhiadoù mat ar bloavezh nevez war ar marc’had. Ne chom “nemet” da vouetañ anezhañ ingal bremañ.