Posts Tagged ‘Valdimar Jóhannsson’

Lamb a zo ur film islandat gant Valdimar Jóhannsson deuet ‘maez er C’hwec’hkorn e fin miz Kerzu.
Kaoz ‘zo dioutañ amañ hag ahont evel ur film spont met din-me eo kentoc’h un drama doare thriller, sioul a-walc’h e lusk met gant elfennoù dreistnatur.

N’eo ket ur film gore nag ur slasher atav met marteze eo aesoc’h lâret ‘pezh n’eo ket eget pezh eo. Ur film souezhus e meur a geñver eo Lamb.

Da gentañ penn ez eo ur film islandat. Dav eo lâret n’eus ket kalz diouto a dreuz ar mor betek ennomp, ha domaj eo rak n’int ket fall peurliesañ. Daoust din bezañ sod gant ar vro hag ar sevenadur-mañ, n’am eus ket bet tro da welet ouzhpenn un dek bennak em buhez, ha c’hoazh.

Skignet e oa e yezh orin. Ha souezhet neuze gwelet, pe kentoc’h klevet, Noomi Rapace (Lisbeth Salander e Millenium), distripañ un islandeg a seblant naturel. Deus Sveden eo hi, met ne ouien ket he doa bevet ul lodenn eus he bugaleaj e Island. Kompren a raer gwelloc’h eta.

Souezhus ivez, evel-just : istor ar film. Ur c’houblad desaverien deñved a vev koulz lâret o-unan en un draonienn e-kreiz ar vro. Ober war-dro al loened, ar parkeier… Un deiz bennak, p’emaint o sikour un dañvadez da oaniñ en em gavont gant ur sapre sebezenn. Un oan iskis. Pe ur bugel iskis. Erfin, ur c’hrouadur hanter dañvad hanter den. Spontus un tamm eo, met moutik ivez, setu e tiviz buan a-walc’h ar c’houblad ober war he-dro evel ma vefe o merc’h.

Kompren a raer buan e troio fall an traoù mod pe vod, hep goût re dre belec’h e trenko ar soubenn. Re iskis e vo ar film evit kalz tud kredabl, met se a ouier adalek ar filmig-tañva pe zoken ar skritell. Dreistordinal a-walc’h eo ha brav-tre ar gweledvaoù, an aergelc’h… met kompren a ran ne vefe ket aes splujañ en ur film ken dibar.

Ar filmig tañva