Posts Tagged ‘Island’

Lamb a zo ur film islandat gant Valdimar Jóhannsson deuet ‘maez er C’hwec’hkorn e fin miz Kerzu.
Kaoz ‘zo dioutañ amañ hag ahont evel ur film spont met din-me eo kentoc’h un drama doare thriller, sioul a-walc’h e lusk met gant elfennoù dreistnatur.

N’eo ket ur film gore nag ur slasher atav met marteze eo aesoc’h lâret ‘pezh n’eo ket eget pezh eo. Ur film souezhus e meur a geñver eo Lamb.

Da gentañ penn ez eo ur film islandat. Dav eo lâret n’eus ket kalz diouto a dreuz ar mor betek ennomp, ha domaj eo rak n’int ket fall peurliesañ. Daoust din bezañ sod gant ar vro hag ar sevenadur-mañ, n’am eus ket bet tro da welet ouzhpenn un dek bennak em buhez, ha c’hoazh.

Skignet e oa e yezh orin. Ha souezhet neuze gwelet, pe kentoc’h klevet, Noomi Rapace (Lisbeth Salander e Millenium), distripañ un islandeg a seblant naturel. Deus Sveden eo hi, met ne ouien ket he doa bevet ul lodenn eus he bugaleaj e Island. Kompren a raer gwelloc’h eta.

Souezhus ivez, evel-just : istor ar film. Ur c’houblad desaverien deñved a vev koulz lâret o-unan en un draonienn e-kreiz ar vro. Ober war-dro al loened, ar parkeier… Un deiz bennak, p’emaint o sikour un dañvadez da oaniñ en em gavont gant ur sapre sebezenn. Un oan iskis. Pe ur bugel iskis. Erfin, ur c’hrouadur hanter dañvad hanter den. Spontus un tamm eo, met moutik ivez, setu e tiviz buan a-walc’h ar c’houblad ober war he-dro evel ma vefe o merc’h.

Kompren a raer buan e troio fall an traoù mod pe vod, hep goût re dre belec’h e trenko ar soubenn. Re iskis e vo ar film evit kalz tud kredabl, met se a ouier adalek ar filmig-tañva pe zoken ar skritell. Dreistordinal a-walc’h eo ha brav-tre ar gweledvaoù, an aergelc’h… met kompren a ran ne vefe ket aes splujañ en ur film ken dibar.

Ar filmig tañva

Djúpið / Baltasar Kormákur (2012)

Posted: 6 C'hwevrer 2014 in Sinema
Tikedennoù:, , , ,

Djúpið a zo un drama gant Baltasar Kormákur, deuet maez e Bro-C’hall e miz Ebrel 2013 dindan an titl Survivre (1e36).
Dizoloet ‘m boa ar sevenour islandat gant Jar City, azasadur romant Arnaldur Indriðason, a oan bet da welet er sine e 2008.
An daou film-se am eus gwelet e yezh orin is-titlet, e islandeg neuze.:-)

Diazezet eo Djúpið diwar istor gwir Guðlaugur Friðþórsson, ur pesketaer islandat.
E miz meurzh 1984 emaomp, war enezenn Heimaey, hini pennañ enezeg ar Vestmann (e Su aodoù Island). Mintin abred, yen-ki an amzer. Gant e genlabourerien e pign Guðlaugur war vourzh al lestr-pesketa. A-boan degouezhet en donvor e krogont da labourat. Ne bado ket pell. Stanket e chom an drag er foñs ha peñse a ra al lestr buan-tre. En em gavout a ra Gulli hag e genseurted en ur mor rust ha sklas e-kreiz an noz. Spi da vevañ un den en un dour ken yen a zo 20mn.

Hogen, ne añval ket Gulli bezañ un den ordinal. Pa ya e gamaladed d’ar strad tamm-ha-tamm e chom yac’h ar paotr, mennet da neuial evit en em dennañ keit ma c’hello. Digredus ! En em gavout a raio ‘benn ar fin war an douar goude bezañ bet neuiet 6km bennak e-pad 6 eurvezh en un dour war-dro 5°C !

Ur wech savetaet e cheñcho buhez ar paotr. Anavezet e vez gant an holl abalamour m’eo bet kontet e istor er mediaoù. C’hoant o deus ar skiantourien studiañ ar « burzhud », setu ma rank Gulli tremen nouspet dielfennadenn. Dreist-holl, diaes eo dezhañ bevañ ar fed bezañ bev atav p’eo marvet an holl re all.

Tout le monde parle de vous à l’hôpital, vous êtes une célébrité. Un héros national.
– Vraiment ? Pourquoi ?
– Comment ça, “pourquoi” ? Vous devriez le savoir. Vous avez accompli un exploit.
– J’ai essayé de survivre, c’est tout. Qui n’aurait pas essayé ?

Filmet kaer eo an traoù gant Baltasar Kormákur ha c’hoariet brav ar c’hentañ roll gant Ólafur Darri Ólafsson. Gantañ e vezer da vat, kollet e kreiz ar mor, o komz d’al laboused mor evit en em galonekaat.

Ur brav a film, kalz donoc’h eget na añval bezañ, war an dreistvevañ, ar c’hañv hag an dud a vor.
Dediet eo ar film d’ar besketaerien islandat. Soñjal a raer er re all ivez.
En arlizh dibenn e weler tammoù atersadennoù gant ar Guðlaugur gwir, dedennus.

Ar film-tañva