Posts Tagged ‘drama’

Timbuktu / Abderrahmane Sissako

Posted: 9 Ebrel 2015 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Timbuktu a zo un drama gall ha maouritanieg gant Abderrahmane Sissako deuet maez er C’hwec’hkorn e miz Mae 2014.
Resevet en deus e Cannes daou briz, ha seizh er Césars (!), en o zouez hini ar gwellañ film hag hini ar gwellañ sevenour.
An digarez ‘m eus bet d’e welet, evel daou film all (a vo kaoz dioute amañ a-raok pell), da geñver nevez-amzer ar sinema, tri devezh gant filmoù da 3€ en holl salioù, dreist !

Kontañ a ra ar film cheñchamant buhez an dud kostez Timbuktu, er Mali, goude donedigezh islamisted estremour er vro, o lakaat « o » charia da ren, dre an nerzh ma vez ret, gant sikour « polis an Islam ». Difennet eo ar sonerezh, c’hoarzhin, butuniñ, pe zoken c’hoari mell-droad, hag a bep seurt traoù all…
Kidane a zo mesaer. Bevañ a ra en dezerzh, nepell deus ar gêrbenn, gant e wreg Satima hag o merc’h Toya. N’int ket pinvidik-mor met chichant a-walc’h eo o buhez.

Evit ober berr e c’haller lâret ez eo Timbuktu ur film ken brav ha kriz.
Brave eo ar skeudennoù dre vras, gweledvaoù ar Mali, an dud zoken (Toya, sa skouer, a zo moutig tout).
Un heug eo gwelet petra c’hoarvez d’an tudennoù abalamour da mennozhioù an integristed ha da « bolis an Islam », da geñver plas ar merc’hed da skouer, met ket hepken, pell ac’hann.

Arvestoù-zo a zo brav ha fromus war an dro. Difennet eo d’ar baotred c’hoari mell-droad, peotramant e vezont skourjezet, setu e reont memestra, divolotenn. Ar c’hrogad « air football », filmet en ur mod koregrafel, a zo brav ken ez eo. Ur ganerez, kondaonet evit bezañ bet kendalc’het d’ober sonerezh pa oa difennet, a zo kreñv ha kalonek a-walc’h evit krediñ kanañ p’edo o resevout an taolioù-skourjez. Dre vras ez eo barrek-tre an aktourien, daoust dezho bezañ kentoc’h dianav.
Ha petra lâret eus talenn ar film, a cheñcho buhez an tudennoù pennañ ? Un dalenn-kemalenn (ur plañ-sekañs kôa ^^) hir, fromus ha meurdezus war an dro.

M’ho peus c’hoant c’hoarzhin ha kaout plijadur, n’eo ket ar film-se eo ret gwelet. Met m’ho peus c’hoant gwelet ur film brav ha kreñv gant talennoù a chomo ‘pad pell war o eñvor, kudenn ebet. Deoc’h da welet hervezh o c’hoant.

Ar filmig-tañva

Advertisements

Ma digarezit, diaes din kavout amzer evit pep tra er mare-mañ…
Anzav a ran n’ouzon ket re peseurt lusk a vo gant ar blog-mañ en dazont. Posubl-tre eo ne vije ket kement a bennadoù hag ur mare-zo met n’am eus ket c’hoant e baouez kenebeut. Bouetaet e vo ur wech an amzer lakomp… Stagomp ganti en-dro gant ur film eus ar c’hentañ !

States of Grace a zo un drama amerikan sevenet gant Destin Cretton ha skignet er C’hwec’hkorn adalek miz Ebrel 2014.

Grace a zo renerez ur greizenn arbennik evit krennarded gant kudennoù a bep seurt. Ur spered skipailh a-feson a zo etre ar genlabourerien hag asambles emañ hi gant unan deusouto. Traoù diaes da verañ pe da vevañ a zo gant ar grennarded met mareoù brav ivez. Un deiz e tegouezh ur grennardez diaes da zaremprediñ ha setu Grace trubuilhet ganti, betek en em santout sanket en-dro e kudennoù he c’hrennardiezh dezhi.

Ne rin ket re hir ar wech-mañ ken dreist eo ar film e pep keñver.
An istor a zo kempouezet mat, ganti mareoù trist, mareoù kriz, mareoù brav, mareoù tener memes.

Ar skeudennoù a zo kenedus.

An aktourien a zo holl barrek (ar grennarded da skouer) met unan a seblant bezañ o plavañ, uhel a-us d’ar re all. Dizoloiñ a raen an aktourez yaouank Brie Larson (ganet e 1989) gant ar film-mañ ha ouaouh, sapre aktourez ! Ur priz he deus bet e gouel filmoù Locarno evit roll Grace ha klevet e vo en-dro he anv kredabl bras. Ganedigezh ur star ?

Evit klozañ, lakomp ez eo States of Grace ur film brav-eston. Unan eus ar seurt filmoù ral a lak ac’hanoc’h da leñvañ ha da c’hoarzhin, da soñjal ez eus c’hoazh perzhioù mat gant Mab-Den hag e talv ar boan ar vuhez bezañ bevet. Ur seurt film (evel Forrest Gump pe Goodbye Lenine evit ar re anavezetañ) hon eus c’hoant derc’hel er memor ha gwelet en-dro diwezhatoc’h.
Aliet oc’h groñs d’e welet.

Ar filmig tañva

Melvile / Romain Renard

Posted: 11 Ebrel 2014 in Bannoù-treset
Tikedennoù:

Melvile a zo ur vannenn-dreset gant Romain Renard embannet e 2013 ‘ti Le Lombard (136 pajennad).

Skrivagner eo Samuel Beauclair. Berzh bras en deus graet e romant kentañ. Koulskoude, ne zeu ket a-benn da skrivañ ken. Ne ya ket mat an traoù gantañ. N’en deus nerzh evit netra ha ne dremen ket
mat an traoù gant e wreg. N’emañ ket pell an diwaskadenn…
O vont d’an ispiserezh e wel ur c’hinnig-labour. Klask-zo war unan bennak evit ober labourioù war toenn un ti. Soñjal a ra da Samuel e raio mat dezhañ labourat gant e daouarn hag er-maez. Pellgomz a ra, un emgav ‘zo kemeret. Ha setu eñ da gejañ gant David hag e c’hoar yaouank Rachel.

Brav-kenañ ‘m eus kavet tresadennoù Romain Renard. N’ouzon ket resis peseurt teknikoù ha binvioù a vez implijet gantañ met an disoc’h a zo a-feson, etre tresañ ha livañ. Al labour war al livioù hag ar gouloù (sklêrijenn, skeudoù, teñvalijenn) a zo dreist, dreist-holl ma plij deoc’h an tonioù sepia.

N’eo ket dre ret dreistordinal an istor met heuliet e vez aes hag ar fin am eus kavet deuet brav, daoust ma c’heller marteze divinout an traoù a-raok…

Preder, karantez, suspens… Aliañ ha ran deoc’h Melvile, ur vannen-dreset brav-tre ha kreñv.

Tu zo lenn ar penn-kentañ amañ, war lec’hienn Le Lombard.

Bonusoù a zo el levr evit ar re o deus ur smartphone pe un tabler met n’am eus ket bet tro d’o gwelet.

Hatufim (bloavezh 1)

Posted: 1 Ebrel 2014 in Stiradoù
Tikedennoù:, ,

Anavezout a rit marteze ar stirad amerikan Homeland ?
N’am eus ket bet tro d’e welet met awenet eo bet gant ar stirad-mañ, Hatufim, sevenet e 2010 gant Gideon Raff evit ar chadenn israelian Aroutz 2.
2 bloavezh a zo, gant 10 rann er bloavezh kentañ ha 14 en eil (rannoù 50mn well-wazh).
Er C’hwec’hkorn ez eo bet skignet ar stirad gant Arte adalek miz Mae 2013.

Tri soudard israelian a zo bet skrapet gant ur strollad sponterien islamist. E-pad 17 vloaz ez int bet bac’het ha jahinet e Siria. Kriz-kenañ eo bet an traoù. Unan anezho (Amiel) a zo marvet du-se zoken. Ur marc’had a zo bet asantet gant pennoù-bras Israël ha dieubet eo an daou all ‘benn ar fin,, ur seurt eskemm ‘enep dieubidigezh prizonidi an tu all.

Hatufim (« skrapet » e hebraeg) a heul buhez an daou brizoniad o tistreiñ, Nimrod hag Uri, hag o familhoù. 17 vloaz goude, un toullad traoù a zo cheñchet evel ma c’hallit ijinañ.
Hep mont re bell gant an istor e c’heller lâret ez eo dimezet en-dro Nurit, gwreg Uri, ha gant e vreur ouzhpenn !
Familh Nimrod a zo brasaet, gant ur mab n’en deus ket bet tro da anavezout (dougerez e oa Talia p’eo bet skrapet).
Heuliañ a reer ivez Yael, c’hoar Amiel, he deus gortozet he breur e-pad 17 vloaz evit netra. N’eo ket distroet, siwazh dezhi.
Heuliet a dost e vez ivez Uri ha Nimrod gant an arme rak soñjal a ra dezho e c’hallfent kuzhat traoù. Aon o deus e vefent gwazourien doubl, a labourfe dre guzh evit an tu all bremañ.

E keñver stiradoù all e c’haller lâret e kemer Hatufim e amzer. Ar rann gentañ da skouer, tost d’un teulfilm a-wechoù, a laka an tudennoù hag an istor e plas trañkilik. Met adalek an eil eo lañset ar mekanik.
Daoust d’ar sevener filmañ pep tudenn en un doare don (psikologiezh hag all), ne gaver ket hir e amzer rak kalz suspens a zo. Kalz traoù a chom dianav deomp ha c’hoari fin a ra ar senaristed gant ar flashbacks, ar pezh a zo c’hoarvezet gant Uri ha Nimrod ‘pad o bac’hidigezh. Dibenn pep rann a ro c’hoant bras goût hiroc’h setu ez aer buan betek ar fin.
Rann diwezhañ ar bloavezh kentañ, hiroc’h un tamm ‘vit ar re all, a zo a zoare. An ardreuzadoù etre an tudennoù a zo efedus ha kenedus hag ur c’hliffangher spontus a zo er fin tout, evit bezañ sur e sellfemp an eil bloavezh, met chut…

Barrek-spontus eo an aktourien dre vras. An daou aktour pennañ dreist-holl, Yoram Toledano (Nimrod) hag Ishai Golan (Uri) dreist-holl, met ar re all ivez dre vras. C’hoari an aktourien mui dibaboù ar sevener a laka an traoù da vezañ fromus-kenañ alies.

Kendrec’het on bet buan gant ar stirad, a zo a galite uhel, ha kenderc’hel a rin ganti a dra sur.

Plijus ‘m eus kavet ivez gwelet se e yezh orin. Hebraeg em divskouarn neuze. Forzh penaos, zoken pa ne gomprenan seurt (hebraeg, daneg, islandeg…), e plij din kalz gwelet an traoù e YOIT. Ar yezhoù a blij din ha n’on ket evit gouzañv an advouezhiañ ken.
Ar film-tañva

Ida / Pawel Pawlikowski (2013)

Posted: 17 Meurzh 2014 in Sinema
Tikedennoù:,

Ida a zo ur film polonad (drama) sevenet gant Pawel Pawlikowski ha deuet ‘maez er c’hwec’hkorn e miz C’hwevrer (1e19).

Pologn, bloavezhioù 1960
Ida a zo un emzivadez yaouank graet ganti an dibab mont da seurez. En ur c’houent e vev ha ne vo ket pell a-raok ober he le. D’ar mare-se e erru ur moereb dezhi (Wanda, ezel nemeti he familh bev atav), barnerez a vicher, a ginnig dezhi mont d’he heul da c’hoût hiroc’h war he familh ha marv he zud. Ne dro ket mat-tre ar bed gant Wanda met ur vuhez rock&roll he deus e-keñver hini Ida ha setu ar plac’h yaouank da zizoloiñ ar sonerezh, ar baotred… Hag ar moereb da c’houlenn gant Ida m’eo sur kaout c’hoant mont da seurez ?

Ha neuze, petra raio ?
C’hwitet, ne lârin ket deoc’h muioc’h, ‘po ken sellet ar film.

Dibaboù kreñv a zo bet graet gant ar sevener : filmañ e gwenn ha du ha gant ur stern kazi karrez. Deuet eo brav an disoc’h, evit talennoù-zo dreist-holl met evit ar filmañ dre vras. C’hoari fin a ra Pawel Pawlikowski etre ar pezh a zo er stern hag ar pezh a zo ‘maez ar stern. Ampart-tre eo an div aktourez : Agata Trzebuchowska, a c’hoari perzh Ida, hag Agata adarre ! Kulesza, Wanda.
Ur film sioul eo, kement a-fed lusk hag a-fed komzoù (n’eus ket kalz komzoù, kalz prantadoù didrouz a zo). Mareoù fromus a zo ha mareoù brav, barzhoniel kazi.

N’eus netra « dreistordinal » kenebeut met ur film brav eo.

Bon, a-hend all ez eo 3,50€ ar plasoù sine hiziv ha warc’hoazh c’hoazh (nevez amzer ar sinema) setu e soñj din e komzin c’hoazh eus filmoù amañ en devezhioù o tont. Kit d’ar sinema !

Ar film-tañva

Djúpið / Baltasar Kormákur (2012)

Posted: 6 C'hwevrer 2014 in Sinema
Tikedennoù:, , , ,

Djúpið a zo un drama gant Baltasar Kormákur, deuet maez e Bro-C’hall e miz Ebrel 2013 dindan an titl Survivre (1e36).
Dizoloet ‘m boa ar sevenour islandat gant Jar City, azasadur romant Arnaldur Indriðason, a oan bet da welet er sine e 2008.
An daou film-se am eus gwelet e yezh orin is-titlet, e islandeg neuze.:-)

Diazezet eo Djúpið diwar istor gwir Guðlaugur Friðþórsson, ur pesketaer islandat.
E miz meurzh 1984 emaomp, war enezenn Heimaey, hini pennañ enezeg ar Vestmann (e Su aodoù Island). Mintin abred, yen-ki an amzer. Gant e genlabourerien e pign Guðlaugur war vourzh al lestr-pesketa. A-boan degouezhet en donvor e krogont da labourat. Ne bado ket pell. Stanket e chom an drag er foñs ha peñse a ra al lestr buan-tre. En em gavout a ra Gulli hag e genseurted en ur mor rust ha sklas e-kreiz an noz. Spi da vevañ un den en un dour ken yen a zo 20mn.

Hogen, ne añval ket Gulli bezañ un den ordinal. Pa ya e gamaladed d’ar strad tamm-ha-tamm e chom yac’h ar paotr, mennet da neuial evit en em dennañ keit ma c’hello. Digredus ! En em gavout a raio ‘benn ar fin war an douar goude bezañ bet neuiet 6km bennak e-pad 6 eurvezh en un dour war-dro 5°C !

Ur wech savetaet e cheñcho buhez ar paotr. Anavezet e vez gant an holl abalamour m’eo bet kontet e istor er mediaoù. C’hoant o deus ar skiantourien studiañ ar « burzhud », setu ma rank Gulli tremen nouspet dielfennadenn. Dreist-holl, diaes eo dezhañ bevañ ar fed bezañ bev atav p’eo marvet an holl re all.

Tout le monde parle de vous à l’hôpital, vous êtes une célébrité. Un héros national.
– Vraiment ? Pourquoi ?
– Comment ça, “pourquoi” ? Vous devriez le savoir. Vous avez accompli un exploit.
– J’ai essayé de survivre, c’est tout. Qui n’aurait pas essayé ?

Filmet kaer eo an traoù gant Baltasar Kormákur ha c’hoariet brav ar c’hentañ roll gant Ólafur Darri Ólafsson. Gantañ e vezer da vat, kollet e kreiz ar mor, o komz d’al laboused mor evit en em galonekaat.

Ur brav a film, kalz donoc’h eget na añval bezañ, war an dreistvevañ, ar c’hañv hag an dud a vor.
Dediet eo ar film d’ar besketaerien islandat. Soñjal a raer er re all ivez.
En arlizh dibenn e weler tammoù atersadennoù gant ar Guðlaugur gwir, dedennus.

Ar film-tañva

Suzanne / Katell Quillévéré

Posted: 17 Genver 2014 in Sinema
Tikedennoù:,

Suzanne a zo un drama sevenet gant Katell Quillévéré ha deuet ‘maez e fin ar bloaz paseet.
Awenet eo bet ar sevenourez gant meur a dra, en o zouez kanaouenn vrav Leonard Cohen (hevelep titl), a c’heller klevet dre amañ da skouer.

Liseadez eo c’hoazh Suzanne p’en em gav dougerez. N’eus tad ebet koulz lâret met c’hoantaet e oa ar babig ganti memestra. Pa zesk he zad an afer ez eo re ziwezhat evit he lakaat da ziforc’hañ. Fuloriñ a ra eñ war an taol met sikour a raio Suzanne o kavout dezhi ul labour sekretourez en embregerezh kirri-samm e-lec’h ma labour evel bleiner. O lojañ holl a ra ivez, hi, he mab hag he c’hoar. Kollet he deus Suzanne he mamm abred met en em glevout ‘ra mat-kenañ gant he c’hoar Maria hag en em sikour a reont kalz.
Ober ‘ra Suzanne anaoudegezh gant Julien, ur paotr yaouank lentik ha koant. Siwazh dezhi, amourouz-foll e teu buan da vezañ ha n’eo ket fur fur ar paotr. Penn-kentañ ar c’hudennoù eviti neuze…


Dibaoe L’esquive (film dreist gant Abdellatif Kechiche) e plij din kalz an aktourez yaouank Sara Forestier. A-hervezh eo bet diaes-tre dezhi c’hoari Suzanne ha disammet eo bet e fin ar prantad-treiñ ken poanius eo bet ar roll eviti. Talvezout ‘rae ar boan ‘gav din, rak barrek-kenañ eo hi ur wech ouzhpenn hag hepti, film ebet, rak treiñ a ra pep tra tro dro dezhi.


An aktourien all a zo barrek ivez, Paul Hamy (Julien) pe Adèle Haenel (Maria) da skouer. Souezhus am eus kavet gwelet François Damiens, paotr ar farsadennoù droch kamera kuzh, en ur roll sirius met deuet eo brav-tre gantañ. Krediñ a raer diouzhtu en e dudenn, hini un intañv, trist-meurbet atav o vezañ bet kollet e wreg re abred, ha desavet e-unan e div verc’h, a gont kalz evitañ.

Heuliañ a raer neuze Suzanne hag he familh war hir dermen (un ugent vloaz bennak), ar pezh a zo ral a-walc’h met brav eo an disoc’h (zoken « koshadur » an aktourien, ar pezh n’eo ket anat atav). Dibaboù-zo graet gant Katell Quillévéré (ober lammoù en amzer hep displegañ deomp pep tra, chom hep diskwel pezh a c’hoarvez da Suzanne ‘pad ur mare…) a zo dedennus.

Ur film karantez brav ha fromus gant aktourien eus ar c’hentañ. Da welet !