Oupus 1 / Oubapo (OUvroir de BAnde-dessinée Potentielle)

Posted: 3 Here 2013 in Bannoù-treset
Tikedennoù:

Anavezout ‘rit sur ‘walc’h an OULIPO (OUvroir de LIttérature POtentielle), ur strollad skrivagnerien ha matematikourien en em lakaet asambles evit krouiñ testennoù krouet tro-dro da destrizhoù-zo.
E-touez an oberennoù brudetañ, mennegomp La disparition, ur romant skrivet gant Georges Pérec hep implij an disterañ « e » e-korf al levr (pa ‘z eo al lizherenn implijetañ e galleg evel ma ouzoc’h), pe c’hoazh Exercices de style, e-lec’h ma kont deomp Raymond Queneau ar memes istor e 99 doare disheñvel !

Sod a-walc’h on gant labourioù an OULIPO. Kavout ‘ran o mennozhioù fun-kenañ peurliesañ daoust ma n’eo ket atav an disoc’h aes da lenn (La cimaise et la fraction da skouer, an S+7 brudetañ, da lenn amañ).
Mennozh ar varzhoneg-tavarn da skouer a gavan dreist (reolenn amañ).

Hag an OUBAPO neuze ?
Ar memes spered eo, met evit ar bannoù-treset (lenn pelloc’h war Wikipedia).
Ur strollad treserien ha senaristed, an darn vrasañ anezho o vezañ bet embannet gant L’Association, o deus divizet implij ar memes soñj evit sevel bannoù-treset.
Bannoù-treset gant destrizhoù-resis neuze.

A bep seurt a zo kinniget en Oupus kentañ, traoù o vezañ dedennusoc’h pe farsusoc’h ‘vit lod all.

– Lakaat testennoù dic’hortoz er c’hlogorennoù (tammoù testenn ar prederour Platon gant Placid & Muzo). Farsus a-walc’h a-drugarez d’an dislank krouet etre an destenn hag an tresadennoù.

– Ur vannenn-dreset 4 kombod war 4 a c’haller lenn d’eus an tu kleiz d’an tu dehou HA d’eus al lein d’an traoñ, ha farsus ouzhpenn, gant Etienne Lécroart. Dreist !

– Bannoù-treset o kontañ istorioù tud hep ma vije gwelet an disterañ tudenn (« restriction iconique ») evel La cage gant Martin Vaughn-Jones pe Carpet’s Bazaar gant Mutterer & Van.

– Bannoù-treset o implij un dresadenn hepken implijet meur a wech met o cheñch an destenn, gant Lewis Trondheim da skouer e Monolinguistes pe Moins d’un quart de seconde pour vivre (amañ-dindan).

– Bannoù-treset toull-didoull ‘vit ma servijfe meur a wech kombodoù-zo (L’origine, gant Marc-Antoine Mathieu). Dedennus.

– An S+7 mod BD, o tresañ un dra all e plas an dra da dresañ gant harp ar gêriadur. Iskis da vat, dreistrealour un tamm e teu an tresadennoù da vezañ.

– Ur vannenn-dreset a ra unan all ur wech pleget ar bajenn a dammoù. Cheñchet eo an tresadennoù, an destenn, ha stêr an istor. An hini anvet Cocorico, gant Lécroart a zo eus ar c’hentañ (da voullañ marteze ?)

– Ur « vannenn-dreset-c’hoari », (Après tout tant pis, la première BD-dés) gant tri ziñs da deurel, hag a ra istorioù-disheñvel bewech (a seblant fun).

– Meskañ pozioù ur BD gant tresadennoù unan all. Farsus pa ‘z eo graet mat.

– Diverrañ ur romant a-bezh en ur blankenn (A la recherche du temps perdu gant Ayroles, amañ).

– Adalek ur vanenn-dreset « normal », reiñ an testennoù hepken d’un treser hag an tresadennoù hepken d’ur senariour. An treser a sav tresadennoù nevez, ar senariour testennoù nevez. Ha mesket ‘vez o labourioù da grouiñ ur BD nevez, hag iskis a-walc’h.

– Un istor gant daou gombod (a vo anvet A ganeomp)
Dirak, etre ha goude an daou-gombod-se e vo krouet kombodoù nevez (B). Istor gant pemp kombod neuze B-A-B-A-B.
Memes mod da heul : C-B-C-A-C-B-C-A-C-B-C
Ha kenderc’hel ‘ra. Evit ma vije mat e rank an istor bezañ komprenus atav, ha klotañ gant ar pezh zo bet kontet a-raok, met o cheñch a bep seurt traoù (ar penn-kentañ, darvoudoù-zo hag an dibenn).
‘Vit mont betek Z (100 663 295 kombod) e ranker tresañ ‘pad 22 982 bloaz.
Setu perak eo paouezet Lécroart ha Menu betek G, met en ur mod dreist. 191 kombod e fin ar gont.

– Hag evit echuiñ, ar boelladenn kinniget el levr a gavan an dreistañ : an istorioù daouduek.
Krouet ‘ zeus bet lod dreist kalz a-raok krouidigezh an OUBAPO gant un Amerikan, Gustave Verbeek (64 istorig etre 1903 ha 1905) : « The Upside-Downs of Little Lady Lovekins and Old Man Muffaroo ». Eus ar c’hentañ !
Un toullad a c’hellit lenn dre amañ, met sellit dija hennezh. Ekstra !
Troit ar skeudenn pe ar skramm kuit da gaout ur penngamm. ^^
Tu zo da vrasaat anezhi o klikañ warni.

Oupus 1 / OUBAPO, L’association (1997), 104 p.

Evezhiadennoù
  1. Ar c'hantread a lavar:

    Kredet em eus ober un dave d’az pennad en ur ouzhpennañ un nebeut tresadennoù gant Lécroart war ma blog, bammet e vezan gant e labourioù.

Ober un evezhiadenn