Tu seras sumo / Jill Coulon (2013)

Posted: 8 Du 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Pellig-zo ne oan ket tremenet dre amañ. N’eo ket aes ober war dro daou vlog, ouzhpenn tout ar peurrest. Klask a rin tremen aliesoc’h ‘vit ur wech ar miz memestra. Setu dija ur pennad, da gregiñ.

Tu seras sumo a zo un teulfilm gall ha japanat bet graet gant Jill Coulon, ur sevenourez yaouank.
He film kentañ eo.

A-hed ar film (1e23) e heulier buhez pemdez ur paotr yaouank, Takuya Ogushi, enskrivet gant e dad en ur skol sumo.
C’hoant en doa Takuya bezañ judoka kentoc’h, met daoust dezhañ bezañ barrek e nac’h e dad derc’hel anezhañ ba’r gêr, p’emañ bremañ 18 bloaz e vab. Hag eñ d’e rediañ da vont d’ar skol sumo, o lâret dezhañ n’en deus ket ar gwir da « c’hwitout ».
Setu Takuya kaset da Dokyo, lec’h ne anavez den.
Rust eo ar vuhez er skol sumo. Pleustradegoù sumo a zo bemdez, ouzphenn an dañvezioù skol boutin. Debriñ forzh pegement a ranker ober, evit tevaat a-benn bezañ efedusoc’h. A-stroll e vev ar sumoed noz-deiz. Pep tra a reont asambles : pleustriñ, keginañ, kemer strinkadennoù, ha zoken kousket, war ur futon war leur ar sal voutin (endon ebet, anat deoc’h)…
Diaes-tre eo an traoù evit Takuya, e-unan penn, hep e vignoned, hep e familh ha gant gwask ar gourdoner warnañ. Ne zeu ket a-benn da bouneraat, koll a ra darn vrasañ e grogadoù. Soñjal a ra alies paouez pep tra. Dre chañs ez eus c’hoazh e c’hoar evit e galonekaat ouzh ar pellgomz.

Desket ‘m boa gant ur mignon gourener e oa ar film-se da dremen e Zinzag-Lokrist, gant un tabut gant ar sevenourez da heul. Setu on bet gantañ.

Dedennus-tre ‘m eus kavet ar film, pell a-walc’h d’eus ar raksoñjoù a c’haller kaout war ar sumo.
Displeget he deus deomp Jill Coulon he doa bet chañs da c’hellet heuliañ ur sumotori bemdez ‘pad c’hwec’h miz. Dreist-holl p’eo hi gall hag ur plac’h p’eo ar sumo ur bed miret d’ar wazed (n’eus plac’h ebet oc’h ober sumo !) ha pa n’eo ket techet ar Japaned da zigeriñ o dorioù d’an estrenien.
Chañs he deus bet ivez, he deus displeget deomp, da gouezhañ war ur paotr evel Takuya. P’eo bet aotreet da heuliañ ha filmañ ur sumotori, ne ouie ket piv vije. Gellet ‘n dije bezañ ur paotr tev-mat dija, c’hoant bras gantañ dont da vezañ sumotori. Ar fed vije bet ur paotr « boutin » kaset er skol dre heg a zo bet a-bouez ‘vit ar film. Rak an douetañs en deus Takuya a gemer plas en istor, anat deoc’h.
Desket he deus deomp en doa kuitaet Takuya ar skol sumo goude ar filmañ, a-raok divizout distreiñ ‘benn ar fin.
Hiziv ez eo sumotori atav. Ma n’eo ket ‘touez ar re wellañ tout ez eo barrek a-walc’h ‘vit gellet bevañ diwar e sport.

Dreist oa gellet sevel goulennoù d’ar sevenourez.
Darn vrasañ an dud a save goulennoù war Takuya pe istor ar prantad filmañ.
Savet on deus ni goulennoù gourenerien : war an taolioù sumo, mont-en-dro ar c’henstrivadegoù…

Ur film a-feson war ar sumo eo Tu seras sumo, met a c’hello plijout d’an holl d’am soñj.
Jill Coulon, da skouer, he deus anzavet deomp ne oa ket dedennet muioc’h ‘vit-se gant ar sumo a-raok kregiñ gant he film. Bremañ e heul un tamm ar sport-se, dreist-holl disoc’hoù Takuya evel-just.

Ar filmig-tañva :

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    D’am soñj e oa tremenet er maezioù-frank met ne oan ket aze an deiz m’eo bet skignet T-T
    Seblantout a ra dedennus-tre! Eurusamant eo deuet a-benn da heuliañ un den evel Takuya rak me gave e oa an tu “redi da heuliañ un hent” a seblante an dedennusañ… Ret ‘vo din e welet!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s