Posts Tagged ‘tennis’

Gourfennoù Open Tennis Kemper 2013

Posted: 18 C'hwevrer 2013 in Sport
Tikedennoù:,

Evel prometet, ur gerig war gourfennoù Open Tennis Kemper on bet da welet dec’h goude merenn.

Da gentañ, c’hwitet mat ma fronostikoù ganin.
Biskoazh ne’m bije kredet vije aet ken pell ar Breizhad Marc Gicquel, a zo bet trec’h war Bautista-Agut (niverenn 1 an tournamant) e ¼ ha Steve Darcis (niverenn 3) e ½. Bravat tournamant pa ouezer ez eo paotr Sant-Brieg 35 bloaz dija !
Enep-tañ er gourfenn, Marius Copil, ur Rouman dianav din a-raok an tournamant. Trec’het en deus Gilles Muller ha Dudi Sela da vont ken pell memestra !

Foto : An Telegram

Leun-chouk e oa ar sal, entanet an dud, prest da reiñ nerzh d’ar Breizhad. Hogen, ‘vit lâret gwir, n’eo ket bet plijus-tre ar c’hrogad da welet abalamour da (nann-)c’hoari Copil. Ur paotr sonn eo ar Rouman, 1m93, 86kg. Servijet en deus ‘pad tout ar match evel un Isner pe ur Roddick (ouzhpenn 20 “aces”, 90% a boentoù gounezet war e servij kentañ !) : dibosubl da c’hoari ‘vit ar paour-kaezh Gicquel.

Klasket en deus ar Breizhad koulskoude, ha darbet eo bet dezhañ gounit ar set kentañ en tie-break, kollet justik ‘benn ar fin : 7-6(9).
En eil set en deus kendalc’het « ramz ar C’harpatoù » da servijout ‘vel ur robot, ha da c’hoari fin un nebeut poentoù. Digudenn eo bet ‘vitañ : 6-4

Dipitet-tre e oa Gicquel, c’hoant bras gantañ gounez e Kemper ‘vel-just. Ha muioc’h c’hoazh pa ouezer n’emañ ket sur distreiñ abalamour d’e oad, hag e oa atav bet trec’h war Copil betek-henn (2 bartienn gounezet war 2).

Foto : DR

‘Benn ar fin, ‘vit gwelet gwir tennis (eskemmoù gant ar volotenn petra !) e oa gwell erruout abred hag arvestiñ ouzh gourfenn an doubl, etre Jamie Delgado & Ken Skupski (Breizh-Veur) d’eus un tu ha Raven Klaasen (Suafrika) & Johan Brunström (Sveden) d’eus an tu all. Souezhadenn ebet en daolenn avat ar wech-mañ, an doubloù unan ha daou o ‘n em gavout asambles er gourfenn. Start eo bet ar match, ha sapre eskemmoù ‘zo bet. Benn ar fin eo bet trec’h Klaasen ha Brunström war ar Saozon : 3-6 / 6-2 / 10-3.

Laouen on bet o arvestiñ ouzh ar c’hrogadoù am eus bet tro da welet  ar sizhun-mañ ha mall ‘zo warnon distreiñ da Greac’h Gwenn ar bloaz o tont !

Open Tennis Kemper 2013

Posted: 15 C'hwevrer 2013 in Sport
Tikedennoù:,

O paouez divizout emaon e kaozein ivez d’eus sport amañ ur wech an amzer (lâret m’ boa deoc’h, « bevenn ebet »).
Plijet on bet atav gant ar sport. Arvestiñ ouzh a bep seurt traoù a blij din ober, hogen n’on ket ur sportour gourvezvank hepken. C’hweziñ a blij din ober ivez. A bep seurt sportoù ‘m eus bet graet e kleuboù : atleterezh, splujerezh, kleziata, ping-pong, mell-droad, ha dreist-holl mell-dorn, ‘pad seizh bloaz (mankout ‘ra din seul gwech ma welan ur c’hrogad). Er mare-mañ e vezan gourener (dibaoe 7 bloaz) ha c’hoarier mell-droad gouezhelek abaoe ar bloaz-mañ.

An trede bloavezh eo ma c’heller gwelet tennismen a vicher o c’hoari e Kemper.
C’hwec’hvet tournamant Frañs eo bremañ hini kêrbenn Bro-Gerne zoken, hervez an aozerien.
N’eus plac’h ebet c’hoazh ‘vit poent, hogen daou dournamant a zo : simpl ha doubl paotred.
Ur « pass » ‘vit ar sizhun ‘m boa tapet ar bloaz tremenet hag ur blijadur oa bet ‘vidon gwelet o c’hoari Arnaud Clément, Paul-Henri Mathieu pe c’hoazh Igor Sisjling, bet trec’h warlene. An Izelvroad, dianav pe dost d’ar poent-se a zo bet 65vet ar bloaz-mañ hag o paouez frikañ Jo-Wilfried Tsonga emañ e Rotterdam.

Ar bloaz-mañ n’am eus gellet arvestiñ nemet ouzh matchoù ar meurzh noz ha re ar merc’hervezh (hogos an holl). Ma flas am eus tapet dija ‘vit ar gourfennoù (doubl ha simpl) a vo da gaout disul.
War gresk e ya bep bloaz live ar c’hoarierien pedet e Kemper, ha niver an dud o arvestiñ ivez war am eus kredet merzhout.

Pevar « top 100 » a zo ar bloaz-mañ war tachennoù Kreac’h Gwenn : Roberto Bautista-Agut (ESP, 53vet), Gilles Muller (LUX, 69) Steve Darcis (BEL, 94) hag Edouard Roger-Vasselin (FRA, 98). C’hoarierien all, anavezet o anv gant ar re a vourr an tennis da nebeutañ a zo ivez : Igor Kunitsyn (RUS), Marc Gicquel (paotr Sant-Brieg), Florent Serra (FRA), Olivier Rochus (BEL), Adrian Mannarino (FRA), pe c’hoazh Dudi Sela, gwellañ c’hoarier skipailh Israël, bet trec’het ar sizhun paseet gant Frañs er C’hip Davis.

 Skeudenn : An Telegram

Met ouzhpenn estrenien ha tud anavezet a zo, dre ma servij an tournamant-se da galz c’hoarierien da c’hounez poentoù a-benn pignat er renkadur.
Ur c’hoarier evel Kenny De Schepper a oa 390vet daou vloaz-zo p’eo deuet e Kemper ‘vit ar wech kentañ. Ranket en doa neuze tremen dre an troioù-dibab met tizhet en doa ar gourfenn ! 110vet eo bremañ, gounezet un tournamant en deus graet, ‘enep Llodra er gourfenn, ha tremenet un droiad e Wimbledon a-raok koll a-enep David Ferrer !
Dimeurzh da noz eo bet ur gwir blijadur ‘vidon arvestiñ ouzh krogad Maxime Jouan a-enep Igor Kunytsin.
Paotr Vladivostok a zo bet 35vet c’hoarier ar bed ha gounezet en deus dija tournamantoù bras, evel e Moskva, a-enep da v/Marat Safin mar-plij ! C’hoariet en deus ivez evit skipailh Kip Davis Rusia.
E-tal dezhañ, ar Breizhad Romain Jouan 371vet er renkadur ATP. Paotr Landerne en deus graet ur match digredus, betek bezañ trec’h war ar Rusad e tri set ha dirak un engroez tomm-berv.

Foto : An Telegram

Dimeurzh da noz ivez, ur c’hrogad dedennus all, etre niverenn 1 an tournamant, Roberto Bautista-Agut (ESP, 53e) hag ar Belgian Maxime Authom (143vet). Krogad brav, ha souezhus an istor dreist-holl pa ouezer eo mignoned an daou baotr, bet kampion Frañs tennis dre skipailh ar bloaz-mañ gant kleub… Kemperle !
(Deskiñ rit se d’an ampoent marteze ma n’anavezit ket an tennis , ho kenoù digor war nav eur, met ya, Kemperle ‘zo bet kampion kentañ rummad tennis ar bloaz-mañ, dirak holl kêrioù bras Frañs, Pariz, Lyon hag all !).

Plijusañ krogad dec’h a zo bet an hini etre Mathias Bourgue, 19 vloaz, 754vet en ATP (pedet eo bet gant an aozerien) ha Gilles Muller, 69vet c’hoarier ar bed ha niverenn daou an tournamant. Paotr Luksembourg a zo boas da vezañ en top 50, da c’hoari tournamantoù ar chelem bras (¼ an US Open en deus graet dija) ha trec’h eo bet dija war c’hoarierien hollvrudet evel Nadal, Agassi pe c’hoazh Roddick.

N ‘eus ket bet aon Mathias Bourgue ‘vit kement-se, pe n’en deus ket diskouezhet da vihanañ. Diaes evitañ an disoc’h, ha kriz un tamm memes, met brav-eston ar pezh en deus diskouezhet ar paotr ‘pad tri set start a galite uhel : 7-6(2)/5-7/7-6(5). Ma kendalc’h da c’hoari evel-se ar paotr-se e tibrado er renkadur ATP a-benn nebeut.

Foto : DR

Ma plij deoc’h an tennis, pe ar sport dre vras, ma n’emaoc’h ket re bell ha gant amzer vak un tamm, kit d’ober un dro eno. Ouzhpenn-se n’eo ket re ger ar mont-e-barzh : 5€ an devezh, war-bouezh da sadorn ha da sul (10€).
Ur pennad all a vo neuze sur-a-walc’h a-benn nebeut, pa m’bo gwelet ar gourfennoù.
Ma fronostik ? Diaes lâret ken start eo al live met chañsoù o deus Bautista-Agut, Roger-Vasselin, Mannarino pe c’hoazh Dudi Sela da vont pell. Evel just, c’hoant ‘m bije yafe ar Vreizhiz Marc Gicquel ha Romain Jouan ar pellañ posubl met diaes vo ‘m eus aon. Ha ma’m befe nemet un anv da reiñ e vije hini Steve Darcis, ar Belgad, a seblant yac’h-pesk er mare-mañ. Gwelet vo…

M’ho peus c’hoant goût hiroc’h war Open Kemper, kavout an disoc’hoù pe c’hoazh sellet ouzh ar matchoù war eeun : http://www.opendequimper.com/

Reolenn an « no let » :
Goût a rit petra eo al let ? Ur fazi(ig) pa douch ar volotenn ar roued da vare ar servij o tremen dreistañ (poent ebet kollet, just ar servij d’ober en-dro). Gwir eo e c’hell bezañ torr-revr a-wechoù, pa c’hoarvez re alies (ur c’holl amzer e c’hell bezañ neuze). A-benn enebiñ da se en deus divizet an ITF (Kevread etrevroadel an tennis) pleustriñ ur reolenn nevez, simpl-kenañ e gwirionez. Ankouezout reolenn al let, da lâret eo lezel ar c’hoari da genderc’hel ma touch ar volotenn ar roued o tremen dreistañ. E pleustr emañ neuze an traoù e Kemper ar sizhun-mañ hag ur goulennaoueg a zo roet da bep arvester, dezhañ da reiñ e ali. Ne soñj ket din e cheñchfe kalz tra ‘vit lâret gwir, nemet da c’hounit amzer. A-wechoù e vo kollet ar poent gant ar servijer ‘blam d’ar roued, a-wechoù gant ar resever, met evel ma c’hoarvez dija e-kerzh ar c’hoari.