Posts Tagged ‘sonerezh Breizh’

D’ar pevarlamm, embannet gant Paker Prod e dibenn 2012 a zo pladenn gentañ Konogan An Habask.

Digeriñ ‘ra ar bladenn war « Porzh Leskon », un ton jabadao, roet dezhañ liv ar reter gant taboulinoù dic’hortoz Jean-Marie Nivaigne (karkabu ha bendir) ha bouzouki Thibault Niobé.
Lakaat sonerezh hengounel Breizh da gejañ gant elfennoù deuet eus a bell-vro, setu unan eus mennozhioù ar bladenn. Liv Iwerzhon a glever anat, traken gant dibab ar binvioù : Konogan An Habask a son muioc’h pib-ilin pe low whistle evit binioù na bombard. Liv Bro-Skos pe c’hoazh hini kornioù-zo d’eus Azia a glever ivez.

Adijinañ sonerezh Breizh, sed ar pezh en deus bet tro Konogan An Habask d’ober e-pad 15 vloaz gant e vignoned eus Startijenn. Echu an istor vrav-se evitañ (erlec’hiet eo bet nevez-zo gant Lionel Le Page), ar pezh ne vir ket d’e gomper Tangi Ar Gall-Carré seniñ boest-an-diaoul war e bladenn (war tri zon, unan anezho kempennet gantañ zoken). War-bouez nebeut eo bet sonaozet an holl donioù gant Konogan ha kempennet gantañ ha Thibault Niobé, ar gitarour.

Klevet a reer ivez gitar-boud Erwan Volant, violoñs Gabriel Faure, binioù Youenn Chapalain ha mouezhioù Elsa Corre hag ar c’hoarezed Goadeg.
O mouezh mil anavezet a glever war ur pachpi ken brudet all, distummet hag adstummet gant Konogan, evel m’en displeg el levrig : « erru e oan skuizh o klevout [an ton-mañ] bep sadorn er festoù-noz, neuze em eus bet c’hoant distrujañ anezhañ en un doare sonerezhel ». Rock’n’roll a-walc’h eo « Pachpi-trip », lusket-tre, ha buhanaat a ra betek mont… d’ar pevarlamm. Unan eus an tonioù bravañ eo, gant an hini kanet gant Elsa Corre, plac’h Douarnenez he mouezh flour (a glever ivez er mare-mañ er C’hreiz Breizh Akademi 4). « Karantez », krouet gant Konogan penn da benn a zo unan eus ar c’hanaouennoù karantez bravañ bet skrivet e brezhoneg er bloavezhioù tremenet.

Chañs o devo hon divskouarn rak ur raktres strollad, anvet Pevarlamm KH, a zo war ar stern gant Konogan ha sonerien all ar bladenn (gwelet amañ da skouer).

Listennad an tonioù :

01. Porzh Leskon (3:45)
02. Betek an trec h (3:53)
03. Dibunadeg (6:30)
04. BZH pub (3:34)
05. Ton sioul (3:19)
06. Karantez (4:44)
07. Bodivit band (4:58)
08. An aven (2:58)
09. The Scottish reel (4:39)
10. Aven pipes (5:09)
11. Pachpi-trip (4:06)

Brav eo kaozeal eus rapourien gall pe elektro eus a New York met sonerezh Breizh mit-hu ?
Selaou a ran kalzik sonerien ar vro dibaoe bloavezhioù koulskoude. Bugelig e vijen kaset d’ar festoù-noz gant ma mamm dija. Plijout a ra din kalz strolladoù evel Startijenn, Plantec, Arvest, Katé-Mé, IMG, WigAWag, hag all hag all…

Tro ‘m eus bet da skrivañ ur pennad war bladenn gentañ ar strollad Krenijenn evit ar gelaouenn Bremañ. Setu neuze ur ger diwar-benn “Peseurt mood ?”.

Ur bladenn o veskañ sonerezh Breizh hag elektro eo « Peseurt mood ? ». Un albom-meizad eo zoken hini gentañ an triad Krenijenn dre ma zo bet lakaet pep dañs da glotañ gant un trivliad, alese titl ar bladenn. Dav eo mennegiñ eo gwelloc’h selaou an tonioù en urzh rak n’eus troc’h gwirion ebet etrezo hag ur striv zo bet graet d’o lakaat da genglotañ. Digomzoù int peurliesañ, o reiñ plas d’an drompilh ha d’ar c’horn (Erwan Burban), d’an delenn dredan (Lina Bellard) ha da sonioù elektronek liesseurt (Vincent Raude). Sonioù doare tekno un tamm, da reiñ al lusk dreist-holl, met ivez traoù divoutinoc’h evel trouz ar mor pe an otoioù. Fleüt, gitar pe taboulin skiltr a c’heller klevet ivez.


Tonioù nerzhus a zo evel « Plinn ar bennegezh », « Loudeag an enkrez » pe « Pilé-menu ar fougaserezh », ha dont ‘ra buan-tre ar c’hoant lammedikat war ar plañchod. Tonioù siouloc’h a zo ivez evel « Kas-a-barh al lorc’h », liv an dub warnañ, « Bourc’h », gant un aergelc’h ankenius, pe c’hoazh « Skolvan », gant kan ha human beat box. « Tour an disoursiaj » eo ton gwellañ ar bladenn kredabl. Pozioù rap efedus a zo, gant Krismenn, ar gwellañ MC brezhoneger, paotr e glotennoù fin hag e flow « fonnnusoc’h ‘vit ur pichon ». Gitar tredan a zo ivez war an ton-mañ, un dudi – domaj eo ne vije ket klevet muioc’h war ar bladenn.


Sur walc’h ne blijo ket « Peseurt mood ? » d’an holl met dav eo ansav eo bet kaset brav an traoù gant ar strollad Krenijenn. Un dudi eo selaou ouzh ar bladenn (12 ton, 51mn), hogen ur gwir blijadur eo o gwelet war al leurenn ha dañsal war o zonioù.

Lec’hienn ar strollad : http://krenijenn.wordpress.com

Listennad an tonioù :

01. Kastell (1:14)
02. Plinn ar bennegezh (4:17)
03. Pilé menu ar fougaserezh (3:57)
04. Bourc’h (2:45)
05. Hanter-dro al laoskentez (5:08)
06. Ridée ar souezh (3:35)
07. Skolvan (2:47)
08. Tour arn disoursiaj (5:29) Gant Krismenn
09. Fisel an dihabaskter (5:00)
10. Loudéac an enkrez (5:16)
11. Kas-a-barh du lorc’h (5:22)
12. Trouz ar bed (6:56)