Posts Tagged ‘relijion’

Jesus Camp a zo un teulfilm amerikan gant Heidi Ewing & Rachel Grady diwar-benn pouez ar brotestanted avielour integrour er gevredigezh hag o mod da dreuzkenteliañ ar vugale.
Deuet eo er-maez e 2006 eno, e 2007 e Frañs (1e25mn). Anvet e oa bet ‘vit Oscar ar gwellañ teulfilm met kollet en doa ‘enep film Al Gore war ardommañ an hin.

Skritell Jesus Camp
Spontus eo an teulfilm-mañ. Ur flac’had kreiz ar fas, dibosupl chom diseblant.
N’on ket paotr ar relijion, daoust din bezañ bet badezet, kumuniet ha stlejet alies d’an oferenn gant ur vamm kristen…
Daoust din bezañ dizouead hag evit al laikelezh n’on ket a-enep an dud a vev o feiz hep amerdiñ ar re all. Pep hini ‘zo lip’… Met ne c’hallan ket gouzañv an integristed, n’eus forzh peseurt kredennoù relijiel a vefe ganto…
Ar pezh a spont er film-mañ eo an doare ma four an dud-se mennozhioù e penn bugale ne c’hallont ket dibab o-unan d’an oad ma ‘z int. O fal a zo sevel un arme a vugale a vije o rol strewiñ ar feiz, pe kentoc’h o feiz, er gevredigezh a-bezh, o ‘n em silañ e kement plas strategel : er politikerezh, en ekonomiezh hag all… Aozet e vez ganto kampoù hañv, ma vez soubet ar vugale er relijion a-hed an deiz ha bemdez Doue (oups ! ^^) en un doare feuls a-walc’h. Gwelet ‘vez bugale treantet, o leñvañ pe c’hoazh o huchal e vint prest da vervel evit Jezuz ha me oar petra c’hoazh…
Ha fier-ruz eo Becky Fischer, ar bastorez a aoz ar c’hampoù-mañ, da zisplegañ deomp eo dreist ar vugale etre 7 ha 9 bloaz dre ma’z eo an oad gwellañ evit fourañ en o fenn mennozhioù a vo dalc’het en o memor o buhez pad. Displeget e vez dezho n’eo ket posubl krediñ er big bang pe c’hoazh difennet dezho karout Harry Potter dre m’eo ur sorser, ur c’hrouadur diaoulek.
Heuliet e vez a-dostoc’h tri bugel, Levi, Rachael ha Victoria, trelatet da vat dija gant ar relijion (met dav eo gwelet e peseurt endro e vevont, e peseurt familhoù…). Levi en deus c’hoant bras dont da vezañ pastor ha gwelet e vez o prezeg. Barrek eo dija ‘vit gwir, ur souezh. Rachael he defe c’hoant dont a-benn da gendrec’hiñ tout an dud. Gwelet e vez o vont da blantañ kaoz er straed gant tremenerien n’o deus goûlet netra dezhi, ha sevel goulennoù personel dezho war o feiz hep mezh ebet ha gant ar c’hoant anat o lakaat da cheñch ali. Iskisat tra.

Ur film dedennus-tre eo Jesus Camp, unan kreñv-mat ha direnkus da welet, zoken, pe dreist-holl, evit ar gristenien o-unan d’am soñj. Diaes eo gwelet na pegen pell e c’hall mont an traoù e lec’hioù zo. Re bell d’am soñj…
Kendrec’het on n’eus nemet ur c’hammedig etre relijion ha ranngredenn met ar gristenien-se a zo spontusoc’h ‘vit tud rannkredennoù-zo, sûr-mat…
Erfin, n’eo ket ar film na me a lakao pep tra da cheñch ‘m eus aon…

Ar filmig-kinnig, deoc’h da gaout un tañva