Posts Tagged ‘rap gall’

Un nozvezh hip-hop a oa disadorn tremenet er Run ar Puñs (sal sonerezh a-vremañ plijus-tre, e Kastellin).


An arzour kentañ, Hippocampe fou, a zo ur rapour gall yaouank. E skridoù a zo peurliesañ testennoù leun a fent, graet evit plijadur an divskouarn muioc’h eget evit diskuliañ kudennoù-zo pe reiñ e ali war ar bed. Met ouzhpenn bezañ farsus (da skouer, H&M, un ton war ar poanioù revr : gwazrudez ha mikoz !) eo skrivet mat-tre ar pozioù (kalz klotennoù hag heñvelsoniadoù), ha dreist-holl, rapet int mat-kenañ.

War al leurenn e oa an noz-mañ gant ur c’homper MC (Céo) hag un DJ.
A-raok ar sonadeg em boa bet tro da glevet tonioù-zo un tamm dre zegouezh war Internet (Le dindon de la farce, Chez moi y a un lama) met ne anavezen ket Hippocampe fou muioc’h evit-se.

Souezhet on bet neuze o welet/klevet e oa er sal gwir « fans », gouest da rapiñ kement pozioù a oa (ha koulskoude n’eo ket gwall aes, ken prim e ya alies).
Evel ur pesk en dour mouarf e santer Hippocampe fou war al leurenn. Estreget rapiñ mat-tre ha gant ur flow efedus a ra. Ur sort abadenn « stand up » eo ivez e sonadeg a-wechoù, dre ma lak kalz an dud ba’r jeu, betek o lakaat da gemer perzh da vat.

Kuitaet ‘m eus ar sal gant ar bladenn « Aquatrip » dediet. 🙂

 

Da heul, goude un troc’hig evit cheñch al leurenn evañ ur banne bier ha mont da stotañ, e oa tro ar strollad amerikan The Procussions.

Paotred ar C’holorado o deus kroget da seniñ e 1998. Div bladenn o deus graet, e 2003 ha 2006, a-raok en em zispartiañ e 2008, echu ar jeu. ‘Benn ar fin o deus divizet daou MC, Jason Medeiros ha Brian Roberson, adkregiñ ganti hep ar re all, e 2011. Dibaoe e reont sonadegoù er bed a-bezh, hag ur bladenn all a zo bet embannet e 2013.

N’int ket dre ret hollvrudet met un dalvoudegezh sur en hip-hop US eo The Procussions. Ha ma anavezoc’h Hocus Pocus (strollad all 20Syl, paotr C2C) ho peus o c’hlevet dija marteze, war an tonioù (dreist) anvet Vocab pe c’hoazh Hip hop ?.

Startijenn forzh pegement a zo gant an daou MC war al leurenn : rapiñ prim, dañsal ha lammat pep lec’h a reont. Brian Roberson a zo ivez barrek-kenañ ouzh an taboulinoù. Un DJ yaouank met efedus a oa ganto war al leurenn. Seurt hip-hop a ro c’hoant da fiñval forzh pegement. Dre chañs e oamp war-sav, dibosupl a-grenn ‘vefe bet din selaou se gant ma revr war ur gador !

 

Sapre strolladoù ha sapre nozvezh ! Pebezh plijadur ! Bevet an hip-hop hag ar Run ar puñs !

IAM er C’harène (13/02/2014)

Posted: 17 C'hwevrer 2014 in Sonadegoù
Tikedennoù:, , ,

Dimerc’her tremenet e oan e Brest evit gwelet IAM war leurenn ar C’harène.
Dibaoe ma bloavezhioù skolaj e plij din kalz crew Masilia, unan eus ar strolladoù rap koshañ (1989) hag anavezetañ er c’hwec’hkorn (gant NTM).
« Nés sous la même étoile » a zo unan eus an tonioù kentañ am eus bet ar blijadur da rapiñ dre eñvor (gant tonioù-zo gant MC Solaar, 113, Fonky Family, Sniper, Wallen pe c’hoazh Rohff).
Pa ‘m eus desket e oant o vont da baouez a-benn nebeut hag e tremenent ba’r vro em eus tapet ma flas kerkent.

Ar sonadeg (div eurvezh bennak) a zo bet dreist. Un ton nevez evit dihuniñ an dud ha reiñ amzer d’ar re a oa c’hoazh o stotañ pe o lipat ur bier da erruout, ha setu an traoù sirius da gregiñ da vat gant an ton « L’école du micro d’argent ». Gant div bladenn deuet ‘maez nevez-zo (« Arts martiens » e miz Ebrel 2013 hag « … IAM » e miz Du 2013), e oa tu da soñjal e vije nebeutoc’h a blas evit an tonioù koshoc’h (pell da vezañ kozh tonioù !). A-benn ar fin eo bet dreist ar c’hempouezh kavet gant ar strollad etre an tonioù nevez hag ar re goshoc’h, re ar bladenn « L’école du micro d’argent » evit an darn vrasañ. 9 ton diwar ar 15 a ya d’ober gwellañ pladenn ar strollad a zo bet klevet an deiz all !


Ma oa un digempouezig dimerc’her, e oa kentoc’h etre an daouad Akhenaton ha Shurik’n ha peurrest ar strollad, kalz siouloc’h. N’eo ket bet klevet kalz Kephren ha ne vez ket gwelet kement an DJ-ed, Kheops hag Imhotep, kuzhet a-dreñv o ardivinkoù). Shurik’n a oa dirollet ha sonet en deus ivez daou don solo dezhañ (« Samuraï » ha « Fugitif »). Ouzhpenn rapiñ mat a rae an daou MC. Implijet o deus mat-tre al leurenn hag ur gwir c’hoari aktourien a zo ganto, pe zoken etrezo, evel war « Sombres manoeuvres » da skouer (kanaouenn leurenniet brav, evel ma vijent o respont an eil d’egile e-kerzh ur GAV).

 

Gant re an adgalv, a zo bet eus ar c’hentañ troc’h (« Je danse le Mia », « Petit frère », « Dernier coup d’éclat ») an ton gwellañ a zo bet « Demain c’est loin », dek munutenn rap a-feson gant ur Shurik’n tomm-berv, dek munutenn eürusted.

Ma plij deoc’h IAM ha n’ho peus ket bet tro d’o gwelet c’hoazh, grit eveldon, n’ho po ket keuz !
Daoust dezho tostaat eus o hanter-kant vloaz e chom yaouank hag efedus c’hoazh paotred IAM.

Da gaout un tañva mat, setu ur sonadeg all, gant ur set damheñvel ouzh hini Brest.

Dibaoe bloavezhioù e plij din kalz Oxmo Puccino ha selaou ouzh unan eus e bladennoù ur wech an amzer. Pa ‘m eus gwelet e oa da zont da Vrest ‘m eus tapet ma flas raktal.
Mat ‘m eus graet rak dreist e oa sonadeg Oxmo met dizoloet ‘m eus ivez ur strollad dreist a rae al lodenn gentañ : Cabadzi. Krogomp ganto neuze.

4 den a bign war al leurenn, 4 den « normal », ha n’o deus ket tamm ebet liv ar rap war o dilhad. Ur rapour/kaner, ur plac’h gant he gourebed hag o kanañ flour ivez, ur beatmaker barrek gant an MPC ha barrekoc’h c’hoazh war an human beat box (ha gouest da seniñ gant an ukulele ivez!), hag ul liessoner gitar/trompilh/tuba…
Plijet en deus din diouzhtu o sort hip-hop hiron ha dibar. Ar sonerezh ‘m eus kavet dreist hag ar pozioù dedennus-tre. Ouzhpenn-se e kasont un dra bennak da vat war al leurenn, un dra kreñv a-walc’h (ar c’hroc’hen gwazi o deus roet din war tonioù-zo). Aliañ a ran deoc’h groñs dizoloiñ ar strollad hag o albomoù (daou evit poent). Sed aze dija un nebeut tonioù, da gaout un tañva.

N’eo ket tout, met evit gwelet Oxmo Puccino e oan deuet memestra.

Oxmo a zo un den a gont e bed ar rap e galleg. Kroget eo da rapiñ e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 met an ton en deus roet brud dezhañ, Mama Lova, gant DJ Kheops, a zo eus 1998.


C’hwec’h albom a zo, holl mat-kenañ, e lec’h ma rap Oxmo war a bep seurt sujedoù. N’eo ket eñ paotr ar gerioù gros hag ar feulster : tra’bet da welet gant ar gangsta rap. An testennoù a zo barzhoniel-tre, ha dous a-walc’h peurliesañ, war traoù ar vuhez dreist-holl. Plikout a ra dezhañ kalz ar sonerezh gall hengouneloc’h ha lesanvet eo bet le « Black Jacques Brel ».
Ar sonerezh a zo dous ivez, liv an jazz warni alies.

N’on ket bet dipitet tamm ebet gant ar sonadeg. Dreist e oa Oxmo, a vez santet laouen-tre d’eus ar pezh en deus ar chañs d’ober ha fier d’eus e arvesterien. Tro-dro dezhañ, sonerien eus ar re varrekañ ouzh ar piano, ar gitar, ar gitar-boud, an taboulinoù…

Evel-just, pa krog un arzour da gaout un toullad kanaouennoù, ne c’hall ket ober an holl dindan ur sonadeg, setu on bet dipitet un disterig da vezañ chomet hep klevet tonioù-zo a blij din kalz, evel Mama Lova pe La danse couchée.

An tonioù en deus kanet a zeue d’eus an holl albomoù.
Un nebeut tonioù d’eus ar re gentañ, Opéra Puccino (1998), gant L’enfant seul da skouer, pe d’eus L’amour est mort (2001), gant J’ai mal au mic da skouer, betek an hini diwezhañ.

Tonioù ma fladenn karetañ (L’arme de Paix, 2009) a oa ivez, evel Soleil du nord pe 365 jours.

Kalz tonioù kanet digwener paseet a oa tennet d’eus ar bladenn diwezhañ, Roi sans carosse (2012), pladenn en deus roet an tu da Oxmo da c’hounez ur « Victoire de la musique » ar bloaz-mañ, hini ar rummad « musiques urbaines » (ya, iskis, diaes eo da dud zo lâret ar gêr rap sur ‘walc’h). Tonioù evel Le sucre pimenté, lec’h m’eo bet lakaet an holl da gemer perzh, pe c’hoazh Pam-Pa-Nam.

An adgalv kentañ a zo bet hirik, gwell a se, gant nebeut tonioù evel L’enfant seul da skouer. Un eil adgalv omp deuet a-benn da gaout hag echuet eo brav ar sonadeg war Le cactus de Sibérie.

Ma plij deoc’h Oxmo, kit da welet anezhañ, talvezout a ra ar boan, sur !

Une goutte de miel dans un litre de plomb, deuet ‘maez e 2009, a zo kentañ pladenn ar strollad rap gall La Canaille.
Lâret ‘ran deoc’h diouzhtu, aet on skuizh klevet tud o lâret n’eo nemet kaoc’haj ar rap e galleg. Gwir eo dre vras ‘vit ar pezh a dremen war ar radioioù skignet er gourmarc’had met pa glasker mat ez eus traoù dreist.

Copyright : Céline Bousquet
La Canaille a ginnig tonioù « rap stourm » e galleg.
Pevar ezel a zo er strollad.
Marc Barnaud, a son gant a bep seurt binviji (gitaroù, bouzouki, telenn, treujenn-gaol, ksilofon…).
Marc Nammour a zo ar c’haner. Beat box ha programiñ ‘ra ivez. Dreist-holl, skrivañ ‘ra ar pozioù.
Walter Pagliani a son gitar-boud ha klavieroù. Programiñ ‘ra ivez.
Nicolas Rinaldi a zo an DJ : skratchiñ ‘ra ingal, ha kanañ ha programiñ a-wechoù.
An holl a gemer perzh da skrivañ ha renkañ an tonioù.

13 tamm a ya d’ober ar bladenn Une goutte de miel dans un litre de plomb (gant an ton profet/kuzhet). Embannet eo bet an albom ganto o-unan.

La Canaille a zo anv ur c’han dispac’hour skrivet e 1865 (anvet ivez « La chanson des gueux »), alese anv ar strollad. Ton kentañ ar bladenn (La Canaille) a zo un azasadur e mod rap d’eus an ton-mañ just ‘walc’h.

Evel-just e plij din ar pezh a gont La Canaille hag a-du e vezan a-walc’h gant o mennozhioù. Evel-just ne blijo ket seurt kanaouennoù d’ar gevalaourien, d’an dud a blij dezho mennozhioù Nicolas S. pe Laurence P., hag all hag all.
Ar pozioù, ouzhpenn bezañ talvoudus (hervezon da nebeutañ) a zo skrivet mat, gant kalz klotennoù ha c’hoarioù war an heñvelsonioù.

Hogen, ouzhpenn ar pozioù a talv ar boan gant La Canaille.
Dre vras e plij din muioc’h ar rap pa vez sonet gant binviji gwir ha n’eo ket gant sonioù urzhiataer traken. Gwir eo amañ.
Gellet ‘reer lâret hep faziañ ez eo izili sonerien wir izili ar strollad, ken liesseurt eo ar binviji implijet. Plijus e kav din klevet en o zonioù binviji rouezh (er rap da nebeutañ) evel bouzouki, treujenn-gaol, telenn ha me oar-me petra c’hoazh (duduk, senza, épinette, saz, khanun…).

N’eus ket un ton a zisplij din war ar bladenn-mañ met ma m’bije daou da zibab ‘vije Ni Dieu Ni Maître ha L’usine, koulz ‘vit ar pozioù hag ar sonerezh just ‘walc’h.
En ton kentañ menneget a-us e tispleg Nammour perak ne zoug ket ar relijionoù en e galon, forzh pehini vije.
En eil e tiskriv devezh labour un den a vez oc’h ober ur vicher spontus en ul labouradeg, oc’h ober ar memes jestroù a-hed an deizh. Sonioù iskis a zo en ton, ‘vel pa vije mekanikoù an uzin o vont en-dro.

Ar chañs ‘m eus bet d’o welet war al leurenn en Erer Kozh e 2011. Startijenn e-leizh ganto, ur blijadur.

Playlist :
1. La Canaille
2. Le chroniqueur I
3. Ni Dieu Ni Maître
4. Arrêtez ce train
5. Une goutte de miel
6. Allons enfants
7. Le chroniqueur II
8. L’usine
9. Le fric
10. Mon camp
11. On recommence
12. Le chroniqueur III
Bonus track