Posts Tagged ‘Paul Dano’

Looper a zo ur film skiant-faltazi amerikan skrivet ha sevenet gant Rian Johnson.
Deuet eo ‘maez er c’hwec’hkorn e 2012 (1e50).

E 2044 e krog an istor, en ur bed damheñvel ouzh hon hini. Ijinet ez eus bet mekanikoù da veajiñ en amzer. Ar Mafia a implij anezho evit kas lazherien gopret en amzer dremenet. Roll ar re-se, graet « loopers » anezho, a zo lazhañ tud kaset dezho d’eus an dazont gant ar Mafia. Naetaat a reont pep tra war o lec’h met forzh penaos n’eus ket kalz riskloù dre ma n’eus ket re a roudoù d’eus annezidi 2074 e 2044 sañset. Heuliañ a rit atav ?

An dud da lazhañ a erru d’un eur resis, en ul lec’h resis, staget mat ha gant ul lienn war o fenn. N’eus ket da c’hoût piv eo, nemet reiñ un taol fuzuilh bennak ha distruj ar c’horf. Ur poent bennak e vez kaset d’al loopers int-i o-unan d’eus an amzer da zont. P’« en em lazhont », ar pezh a vez anvet ganto « closing the loop », echu eo o c’hefridi, ha chom a ra dezho tregont vloaz evit profitañ mat d’eus o buhez (a-raok bezañ lazhet gant inti-o-unan neuze). Mat eo, n’oc’h ket kollet betek-henn ? ^^

An dudenn pennañ a zo Joe, ul looper barrek-mat (Joseph Gordon-Levitt). Un nozvezh e teu betek e di ur mignon dezhañ, Seth (Paul Dano !), pennfollet da vat. Komprenet en deus e oa sañset « serriñ e vouklenn » met o welet an den (eñ koshoc’h neuze), n’en deus ket gellet e lazhañ diouzhtu, ha profitet en deus hennezh evit mont tec’hout. Brasañ fazi micher ul looper. Hag ur sapre reuz da heul !

Un tamm diwezhatoc’h e teu a-benn an Joe kozh (Bruce Willis), kaset en amzer dremenet da vezañ lazhet gant Joe yaouank, da dec’hout kuit ivez.

C’hoant en deus « Joe kozh » kavout ha lazhañ ur bugel hag a vo e 2074 penn-bras ar Mafia a lakao lazhañ e wreg. Ur sort dial en a-raok neuze. C’hoant en deus « Joe yaouank » adtapout ha lazhañ « Joe kozh » a-raok bezañ lazhet gant ar Mafia evit e fazi spontus.

« Treuzfurmet » eo bet kalzik Joseph Gordon-Levitt (dremmlivaj, ferennoù…) da dennañ ar muiañ posubl d’ur Bruce Willis yaouankoc’h. Ne lârfen ket eo graet fall met forzh penaos, bez ez eus kement a brantadoù tenn, kement a redadegoù… ma ne chomer ket da glask dielfennañ gwirheñvelded pep elfenn a ya d’ober ar film.

Ar sonerezh, divoutin a-walc’h met plijus-tre a zo bet krouet gant Nathan Johnson. Selaou a rafen a-walc’h pladenn sonerezh ar film…

Ur film skiant-faltazi gant mennozhioù a-feson, efedus ha kaset brav. Ar fin am eus kavet dreist ha kentoc’h dic’hortoz, met chut…

Plijet eo bet ivez Geekezig (gwelet amañ he ali).

Evil Demon Golfball from Hell!!!, film kentañ Rian Johnson (film-berr 8mn), a gaver war an DVD gall. Drol a-walc’h eo, ha kozh un tamm (1996) met da welet eo ivez hervezon.

 
Ar film-tañva (a ro kalz c’hoant ‘gav din)

Prisoners a zo ur film amerikan doare thriller gant ar sevener kebekat Denis Villeneuve.
Deuet eo ‘maez war skrammoù ar C’Hwec’hkorn e miz Here 2013.

E Boston, en ur c’harter trañkil, e krog an istor. Ur familh en em gav e ti mignoned evit lidañ Thanksgiving holl asambles. E pep familh ez eus ur plac’hig, ur c’hrennard, hag ar gerent. Ankouezet o deus ar merc’hed ur c’hoari en ti all, un tammig pelloc’h. Aotreet int mont di, gant ma yelo ar re vras gante. A-benn ar fin e ya kuit o-unan Joy hag Anna hep na ouife ar grennarded. Kudenn : ne zistroont ket. Hag an holl da glask war o lerc’h betek ansav ez int steuziet. Pe tec’het kuit, met perak, pe gwashoc’h, skrapet.

Klasel-tre eo penn-kentañ Prisoners, un istor bugale aet diwar-wel evel ma vez kalz anezho.
Hogen, buan a-walc’h e komprener eo disheñvel ar pezh en deus c’hoant Denis Villeneuve diskwel deomp eus unan eus rannoù ur stirad skinwel polis boutin (evel Without A Trace da skouer, F.B.I. Portés disparus e galleg). Daoust ma heulier an enklask e vez lakaet kalz ar pouezh war ar pezh a c’hoarvez d’ar re a chom. Ur vamm (Maria Bello) ne ra nemet kousket, lonkañ louzoù ha krediñ (pe ober vann) e tistroio e verc’h. Ur c’houblad (Terrence Howard ha Viola Davis) a chom etre tristidigezh ha spi, o c’hortoz e kavfe ar polis o merc’h. Met dreist-holl e heulier tad Anna, Keller Dover, c’hoariet gant Hugh Jackman. Chaseour eo, hag « amerikan » a-fed tro-spered a gredfen lâret. En em santout ‘ra kablus rak n’eo ket bet gouest da wareziñ e familh. Kavout a ra nul ar polis ha divizout a ra adkavout e verc’h mod pe vod, zoken o vont dreist d’al lezenn. Dre zic’hoanag e teu da vezañ feuls ha da lonkañ.


E keit-se e ya an enklask war-raok a-drugarez d’an enseller Loki (Jake Gyllenhaal), ur poliser iskis un tamm met mennet-kenañ. Ur c’harr-kampiñ kozh a oa o treiñ er c’harter d’ar mare m’eo « aet kuit » ar merc’hed. E vlenier a zo harzet. Ur paotr iskis eo, Alex Jones e anv, met un namm spered a zo gantañ ha buan e soñj ar polis ne c’hell ket bezañ kablus. N’eo ket ar pezh a soñj Keller Dover avat. Ne gompren ket perak eo bet dieubet Alex ha treiñ a ra da sod gant kement-se.

Paul Dano, ganet e 1984, a zo evidon unan eus aktourien varrekañ e remziad. Dreist eo e Little Miss Sunshine (ar breur iskis), dreist eo e There Will Be Blood (ar prezeger hanter-fol).
Ken barrek eo er film-mañ, ha ken « cheñchet » ivet (blev, lunedoù, dremmlivaj…) ma ‘m eus lakaet hanter ar film da gompren e oa eñ a c’hoarie Alex. Sapre taol-kaer !

Suspens a zo, dazlammoù niverus (lod dic’hortoz-mat ha lod aesoc’h da zivinout). An dibenn am eus kavet fin, kavet brav. Hogen, kavout a ran e chom goulennoù zo direspont, pe neuze ne’m eus ket komprenet pep tra.

Aliañ a ran Prisoners d’ar re a blij dezho ar filmoù ankenius doare thriller.
N’e alian ket d’ar re gizidik avat rak direnkus eo ar film, ha kriz mat un nebeut arvestoù. Diaes eo bet din chom hep treiñ ma selloù a-wechoù, ha koulskoude ne soñj ket din bezañ dreistkizidik.

Ar film-tañva

50vet pennad Korn an dudi eo hemañ ! 🙂