Posts Tagged ‘mell-droad gouezelek’

Aozañ ‘raio ar C’herne FG un tournamant e Lokorn d’ar sadorn 13 a viz Ebrel. Kontañ ‘raio hemañ ‘vit kampionad Breizh ar vell-droad gouezelek.

Aterset on bet dec’h gant Brieg eus Radio Kerne war ar sujed-mañ (trugarez vras dezhañ !) ha skignet eo bet an traoù bremaik war ar gwagennoù. Setu m’ho peus c’hoant d’am selaou displegañ an traoù, kit dre amañ (‘vit gellet pellgargañ fichennaoueg an atersadenn e stumm MP3).

Skipailh Kemper, gant e eil bloavezh, a zo enni un nebeut gourenerien eus skolioù Kemper, Mein Zao ha Kemperle (me^^).

Divizet hon eus neuze ober eus an devezh-mañ (ma vo niverus an arvesterien emichañs, c’hwi da skouer, neketa ? 😉 ) ur gouel, hag hini ar Gouren ivez.
An daou sport kelt-mañ (ar sport kentañ eo ar vell-droad gouezelek e Bro-Iwerzhon, dirak ar rugby zoken !), o deus muioc’h a berzhioù boutin evit ma c’haller raksoñjal : an aergelc’h, laouenek ha dichafoul, hag an doujañs ouzh an eneber, da skouer.

Pennaenn an devezh a vo an eskemm. Roet ‘vo an tu d’ar re o deus c’hoant dizoloiñ ar Gouren hag ar vell-droad gouezelek d’en ober. Ar c’hourenerien hag ar gourenerezed a c’hello ivez c’hoari mell-droad gouezelek (kemmesk eo ar sport, e Breizh da nebeutañ !) hag ur c’hrogadig a vo aozet etrezomp ma ‘z omp niverus a-walc’h. Abadennoù diskouez Gouren a vo ivez ‘pad an abardevezh (war ballenn, ha dindan ur barnom kenkaz ma vije glav). Evel-henn e vo tostaet en un doare pleustrek ar sportoù kenderv-mañ.

C’hwec’h krogad 2x15mn a yelo d’ober an tournamant mell-droad gouezhelek ofisiel, a grogo da 1e g.m., gant skipailhoù Kerne, Roazhon, Lifre ha Brest.
Ar c’hourenerien pe gourenerezed a fellfe dezho c’hoari mell-droad gouezelek (‘maez an tournamant evel-just) a zo pedet adalek 10e45. Ar vugale a vo degemeret mat ivez.


Titouroù pleustrek :

Degas dilhad ha botoù sport (ur re vasket, pe botoù gant krapoù m’ho peus).
Ur banerad boued a c’halloc’h prenañ war al lec’h, enni bara pok-ha-pok, chips, un aval, ur varrennad-edaj hag ur banne (5€).
Boued (bara pok-ha-pok, krampouz…) hag evaj a vo tu da gaout war al lec’h.
Trugarez d’hor c’helaouiñ m’emaoc’h en soñj dont ha/pe kemer paneradoù boued, deomp da aozañ mat an traoù.
Ma n’ho peus ket c’hoant c’hoari met arvestiñ ouzh ar c’hrogadoù hepken ez oc’h degemeret mat ivez evel-just.

Lec’h :
tachenn sport Lokorn (n’eus nemet unan, e-tal d’an archerdi mui pe vui).

Mont e darempred : hoel8[at]hotmail.com
Pajenn Facebook an darvoud : https://www.facebook.com/events/132539770269436
Lec’hienn ar C’herne FG : http://kerne-football-gaelique.com/
Titouroù a-zivout Skol Gouren Kemper

Disadorn, da geñver nozvezh ar St-Padrig hag ar c’hrogad Lig 1 An Oriant – Brest ez eus bet roet an dro da skipailhoù mell-droad gouezelek An Oriant ha Brest c’hoari ur c’hrogadig dispakañ er Voustoer, a-raok match ar c’hoarierien a-vicher.

Evel ma ne ouzoc’h ket sur-walc’h, e c’hoarian mell-droad gouezelek e skipailh Kerne (Kemper-Lokorn) dibaoe ar bloaz-mañ met un nebeut Kemperiz, me en o zouez neuze, ‘zo bet pedet gant Brest (trugarez vras dezho !) a-benn klokaat o skipailh.

Ur blijadur bugel ‘vidon c’hoari en ur stad bras (met kazi goullo siwazh, re abred ma oamp bet programet) ha dizoloiñ eus a dost-tre geotenn sintetek brudet ar Voustoer (ar stad kentañ e Frañs gant seurt leton ma ne fazian ket). Un nebeut c’hoarierien a zo bet o arvestiñ ouzhomp ur mare, ha ni da c’hoari dirak daoulagad Audard pe c’hoazh Giuly !

Ne oa Brestad ebet laouen da vont gward ha damc’hloazet on er mare-mañ setu e oan laouen da vont er palioù (kreiz an dachenn vezan boas). Evit un taol-esae n’eo ket bet re fall. Ne ‘m eus kemeret nemet daou bal ha ne c’hallen ket ober kalz tra ouzhpenn.

Buan ha buan, reolennoù pennañ ar vell-droad gouezelek, evit ar re a vije dedennet (tremenit ar rannbennad-mañ mod all).
War un dachenn foot (pe dost), 11 c’hoarier e pep skipailh (15 e Bro-Iwerzhon).
‘Vit ur c’hrogad gwir ‘vez graet div hanterenn 35mn sañset, met alies e reer tournamantoù, gant meur a grogad berroc’h neuze (2×10 pe 2×15).
Ar vell a c’hell bezañ c’hoariet gant an troad koulz ha gant an daouarn.
M’emañ ar vell war al leur, n’haller ket kemer anezhi gant an daouarn. Dav eo ober ur “pick up” da lâret eo lakaat anezhi da zibradañ gant an troad, a-raok kenderc’hel gant an daouarn.
Ar pasoù a vez graet gant an troad, pe gant an dorn o skeiñ er vell ha n’eo ket o vannañ anezhi.
Difennet eo redek muioc’h ‘vit 4 eilenn gant ar vell. D’ar mare-se eo dav ober ur pas, pe un dribl gant an dorn (‘giz er vell-dorn pe er vell-baner), pe c’hoazh ur solo (touchañ anezhi gant an troad) ur wech an amzer, hag a bep eil.
Dav eo klask lakaat ur pal (3 foent) pe neuze tennañ dreist d’ar pal etre ar peulioù (1 poent).
Difennet groñs eo an takloù hag ar plakoù. ‘Vit adtapatout ar vell e c’haller skeiñ warni gant an dorn p’emañ e daouarn egile, pe klask daspakañ pasoù ar skipailh all. Ar skoaz ouzh skoaz, zoken rust a-walc’h, a zo aotreet.

Ma ‘z oc’h dedennet, ha deoc’h da gaout ur vennozh d’eus pezh c’hall bezañ ar sport dianav-se, ar match a-bezh a zo bet filmet hag a zo roet da welet war Internet. Daou filmig a zo, unan dre lodenn (amañ-dindan).

N’eo ket bet dreist ar match a-fed kalite c’hoari (kalz bolotennoù kollet ha fazioù dorn) met engouestl a zo bet gant peb a skipailh hag a-benn ar fin eo bet trec’h Brest 4-2 / 2-4 da lâret eo 14-10 (4 fal ha 2 « 1 poent » enep 2 bal ha 4 « 1 poent »).

‘Vel ma ‘m eus bet tro da lâret d’ar Vrestiz a c’hoarie ganeomp, da nebeutañ e vo bet gounezet ur c’hrogad gant Brest an noz-mañ.

Ya, rak da heul e oa neuze ar match mell-droad Lig 1 etre an FC An Oriant ha Stad Brest.
Sur e oan e vije bet trec’h An Oriant met n’em bije ket kredet e vije bet dastummet ur roustad a seurt gant Brest memestra. Ur blijadur ‘vidon, skoazeller Gwengamp ma’z on, ha plijet gant ar c’hoari brav, ‘vel hini an Oriant (c’hoari bravañ Lig 1 sur ‘walc’h, gant St-Etienne marteze…) arvestiñ ouzh seurt krogad.
Pal kentañ goude 3 munutenn, eil goude 8 munutenn, graet ar jeu dija, ha 4-0 ‘vit ar Verluzed e fin ar gont. 5 pe 6 o dije gellet lakaat aes…
Dreist-holl, ouzhpenn ar skor, eo kentoc’h an doare a ra aon din evit dazont Brest. N’eus bet c’hoari ebet kinniget ganto, n’o deus ket bet an dro da reiñ aon da zifenn An Oriant. A boan m’en deus touchet Audard (gward An Oriant) ar vell : un duvell gounezet enep Licka ha melloù tapet war an tennoù a-gorn traken. N’eus bet netra mat ‘kostez Brest ar wech-mañ, un tamm c’hoant ober mat marteze, ha c’hoazh…
Nozvezh dreist ‘vit an tredeog, nebeut-tre a fazioù hag ur c’hartoñs melen hepken, e fin ar c’hrogad.
Pulluc’het eo bet ar Vrestiz propr ha naet, netra da lâret.

Ma kendalc’h paotred Brest gant seurt (nann)c’hoari ne welan ket re penaos c’hallfent chom er c’hentañ rummad, pe neuze vije gwashoc’h ar re all…
Klevet ‘m eus tud o lâret o doa al live Lig 2 met n’on ket a-du tre. Skipailhoù Lig 2-zo a c’hoari kalz gwelloc’h, Gwengamp da skouer. ^^
Ma, penaos ‘vo graet gant Gwengamp ‘vit gounid enep Brest ‘benn bloaz ma tiskenn ar Vrestiz ?! Ni ra ur striv ‘vit pignat, grit unan ‘vit chom er c’hentañ rummad noñdedie !

Kentoc’h sioul eo ar Voustoer peurliesañ, keñver ar Roudourou pe Francis Le Blé da skouer, met gwir eo eo bet trouzus a-walc’h an arvesterien disadorn. N’eo ket bemdez ma vez friket an amezeg en un derby. N’eo ket bet displijus an troioù « ola » hag ar goaperezh ouzh ar Vrestiz e fin ar c’hrogad me lâr deoc’h !

Un diverrañ video d’eus ar c’hrogad gant ar palioù a c’heller gwelet war lec’hienn Ar Skipailh, dre amañ.

Plijus a nozvezh mell-droad eta !