Posts Tagged ‘Lig 1’

Distro Gwengamp e Lig 1!

Posted: 30 Mae 2013 in Sport
Tikedennoù:, , , , ,

Dre ma ‘m eus bet tro da skrivañ ur pennad war an darvoud evit Ya e rankan ansav em eus bet diegi prientiñ unan all evit ar blog.
Setu neuze ar pennad, gant un nebeut skeudennoù ouzhpenn.

Ma oa sur Gwengamp da bignat e Lig 1 abaoe ar sizhun paseet hag an trec’h 1-0 a-enep ar Gazélec Ajaccio e Gueugnon, e oa deuet digwener ar mare da lidañ an darvoud war an ton bras er Roudourou. 9 bloaz war-lerc’h, ha goude bezañ bet tremenet dre an National, setu distro « ar beizanted » er rummad uhelañ !

Un nozvezh gouel a-feson ‘zo bet neuze evit lidañ an darvoud. Leun-tenn e oa ar stad (18208 arvester, rekord nevez !), ha miliadoù a dud a oa e kreiz-kêr dirak ur skramm divent. Goude ar c’hrogad en deus lakaet ar strollad Émile et images ar mor a dud da c’hortoz o tañsal ma arrufe ar c’hoarierien. Ha setu paotred an EAG o pignat war al leurenn evit dasparzhañ o levenez gant tout o fobl.


Skipailh Jocelyn Gourvennec (bet anvet gwellañ gourdoner Lig 2) a zo bet sirius betek penn, hag int-i da c’hounez 2-0 enep Dijon, gant palioù Atik (29′) ha Mandanne (52′). Peadra trugarekaat an arvesterien, ha laerez d’an Naonediz o eil plas er renkadur war ar marc’had ! A-boan c’hwitellet fin ar c’hrogad m’eo bet aloubet an dachenn gant an harperien, fier-ruz eus disoc’hoù o skipailh. Ur bloavezh mat e pep keñver eo bet hemañ evit Gwengamp, a echu gwellañ skipailh er gêr, ha gant 70 poent en holl. 20 match trec’h diwar 38 (10 rampo, 8 kollet), ha palioù plantet forzh pegement, evel a-enep Le Mans (6-1) pe Lens (7-0).


Ma oa gortozet skipailh Aodoù-an-Arvor ar bloaz-mañ evit ar pezh a sell eus kalite ar c’hoari, ne oant ket lakaet e-touez ar re gentañ evit ar bignadenn gant kalz tud. Hogen, ur strollad a zo bet ganet daou vloaz-zo e National, ha ne seblant ket paotred Bro-Dreger kaout c’hoant paouez mont war-raok asambles. Ur meskaj digredus eo deuet a-benn ar staff da sevel, etre c’hoarierien kozh met marnaonek c’hoazh evel ar c’habiten Lionel Mathis, pe Thibault Giresse, ha paotred yaouankoc’h ne oant ket gortozet d’al live-se. Giannelli Imbula, da skouer, a zo bet lakaet da wellañ c’hoarier Lig 2 daoust d’e 20 vloaz, ha kleuboù gwellañ Bro-Saoz a zo dedennet gantañ ! Ha petra lâret eus Mustapha Yatabaré, an argader chomet mut dirak ar pal warlene ? 23 fal ar bloaz-mañ, hag eñ gwellañ planter palioù ar c’hampionad !

Pal Gwengamp ‘benn bloaz a vo chom e Lig 1, ar pezh ne vo ket anat gant budjed izel ar c’hleub, dreist-holl ma ne teu ket a-benn da virout e c’hoarierien varrekañ. Betek-henn n’int morse diskennet en-dro raktal goude ur bigadenn, gant ma pado. Sapre krogadoù ‘vo er Roudourou ‘benn bloaz neuze, enep skipailhoù ‘vel ar PSG pe Monaco hag o « steredennoù » prenet a daolioù petrodollaroù. Krogadoù breizhek a vo ivez alies, enep Naoned, Roazhon pe An Oriant. Domaj eo ‘vije diskennet Brest, mod all ‘vije bet ur c’hard eus kampionad Lig 1 e Breizh !

Hogen, ne vo ket gwelet ken war an dachenn Arnaud Le Lan, unan eus c’hoarierien brudetañ ar vro. War-lerc’h kazi 400 krogad c’hoariet gant An Oriant, Roazhon ha Gwengamp en deus divizet paotr Ar Gemene ehanañ e remzad, hag eñ da verkañ ur pal disadorn enep ar PSG ‘vit e bartienn ziwezhañ ! Kenavo Arnaud !

Disadorn, da geñver nozvezh ar St-Padrig hag ar c’hrogad Lig 1 An Oriant – Brest ez eus bet roet an dro da skipailhoù mell-droad gouezelek An Oriant ha Brest c’hoari ur c’hrogadig dispakañ er Voustoer, a-raok match ar c’hoarierien a-vicher.

Evel ma ne ouzoc’h ket sur-walc’h, e c’hoarian mell-droad gouezelek e skipailh Kerne (Kemper-Lokorn) dibaoe ar bloaz-mañ met un nebeut Kemperiz, me en o zouez neuze, ‘zo bet pedet gant Brest (trugarez vras dezho !) a-benn klokaat o skipailh.

Ur blijadur bugel ‘vidon c’hoari en ur stad bras (met kazi goullo siwazh, re abred ma oamp bet programet) ha dizoloiñ eus a dost-tre geotenn sintetek brudet ar Voustoer (ar stad kentañ e Frañs gant seurt leton ma ne fazian ket). Un nebeut c’hoarierien a zo bet o arvestiñ ouzhomp ur mare, ha ni da c’hoari dirak daoulagad Audard pe c’hoazh Giuly !

Ne oa Brestad ebet laouen da vont gward ha damc’hloazet on er mare-mañ setu e oan laouen da vont er palioù (kreiz an dachenn vezan boas). Evit un taol-esae n’eo ket bet re fall. Ne ‘m eus kemeret nemet daou bal ha ne c’hallen ket ober kalz tra ouzhpenn.

Buan ha buan, reolennoù pennañ ar vell-droad gouezelek, evit ar re a vije dedennet (tremenit ar rannbennad-mañ mod all).
War un dachenn foot (pe dost), 11 c’hoarier e pep skipailh (15 e Bro-Iwerzhon).
‘Vit ur c’hrogad gwir ‘vez graet div hanterenn 35mn sañset, met alies e reer tournamantoù, gant meur a grogad berroc’h neuze (2×10 pe 2×15).
Ar vell a c’hell bezañ c’hoariet gant an troad koulz ha gant an daouarn.
M’emañ ar vell war al leur, n’haller ket kemer anezhi gant an daouarn. Dav eo ober ur “pick up” da lâret eo lakaat anezhi da zibradañ gant an troad, a-raok kenderc’hel gant an daouarn.
Ar pasoù a vez graet gant an troad, pe gant an dorn o skeiñ er vell ha n’eo ket o vannañ anezhi.
Difennet eo redek muioc’h ‘vit 4 eilenn gant ar vell. D’ar mare-se eo dav ober ur pas, pe un dribl gant an dorn (‘giz er vell-dorn pe er vell-baner), pe c’hoazh ur solo (touchañ anezhi gant an troad) ur wech an amzer, hag a bep eil.
Dav eo klask lakaat ur pal (3 foent) pe neuze tennañ dreist d’ar pal etre ar peulioù (1 poent).
Difennet groñs eo an takloù hag ar plakoù. ‘Vit adtapatout ar vell e c’haller skeiñ warni gant an dorn p’emañ e daouarn egile, pe klask daspakañ pasoù ar skipailh all. Ar skoaz ouzh skoaz, zoken rust a-walc’h, a zo aotreet.

Ma ‘z oc’h dedennet, ha deoc’h da gaout ur vennozh d’eus pezh c’hall bezañ ar sport dianav-se, ar match a-bezh a zo bet filmet hag a zo roet da welet war Internet. Daou filmig a zo, unan dre lodenn (amañ-dindan).

N’eo ket bet dreist ar match a-fed kalite c’hoari (kalz bolotennoù kollet ha fazioù dorn) met engouestl a zo bet gant peb a skipailh hag a-benn ar fin eo bet trec’h Brest 4-2 / 2-4 da lâret eo 14-10 (4 fal ha 2 « 1 poent » enep 2 bal ha 4 « 1 poent »).

‘Vel ma ‘m eus bet tro da lâret d’ar Vrestiz a c’hoarie ganeomp, da nebeutañ e vo bet gounezet ur c’hrogad gant Brest an noz-mañ.

Ya, rak da heul e oa neuze ar match mell-droad Lig 1 etre an FC An Oriant ha Stad Brest.
Sur e oan e vije bet trec’h An Oriant met n’em bije ket kredet e vije bet dastummet ur roustad a seurt gant Brest memestra. Ur blijadur ‘vidon, skoazeller Gwengamp ma’z on, ha plijet gant ar c’hoari brav, ‘vel hini an Oriant (c’hoari bravañ Lig 1 sur ‘walc’h, gant St-Etienne marteze…) arvestiñ ouzh seurt krogad.
Pal kentañ goude 3 munutenn, eil goude 8 munutenn, graet ar jeu dija, ha 4-0 ‘vit ar Verluzed e fin ar gont. 5 pe 6 o dije gellet lakaat aes…
Dreist-holl, ouzhpenn ar skor, eo kentoc’h an doare a ra aon din evit dazont Brest. N’eus bet c’hoari ebet kinniget ganto, n’o deus ket bet an dro da reiñ aon da zifenn An Oriant. A boan m’en deus touchet Audard (gward An Oriant) ar vell : un duvell gounezet enep Licka ha melloù tapet war an tennoù a-gorn traken. N’eus bet netra mat ‘kostez Brest ar wech-mañ, un tamm c’hoant ober mat marteze, ha c’hoazh…
Nozvezh dreist ‘vit an tredeog, nebeut-tre a fazioù hag ur c’hartoñs melen hepken, e fin ar c’hrogad.
Pulluc’het eo bet ar Vrestiz propr ha naet, netra da lâret.

Ma kendalc’h paotred Brest gant seurt (nann)c’hoari ne welan ket re penaos c’hallfent chom er c’hentañ rummad, pe neuze vije gwashoc’h ar re all…
Klevet ‘m eus tud o lâret o doa al live Lig 2 met n’on ket a-du tre. Skipailhoù Lig 2-zo a c’hoari kalz gwelloc’h, Gwengamp da skouer. ^^
Ma, penaos ‘vo graet gant Gwengamp ‘vit gounid enep Brest ‘benn bloaz ma tiskenn ar Vrestiz ?! Ni ra ur striv ‘vit pignat, grit unan ‘vit chom er c’hentañ rummad noñdedie !

Kentoc’h sioul eo ar Voustoer peurliesañ, keñver ar Roudourou pe Francis Le Blé da skouer, met gwir eo eo bet trouzus a-walc’h an arvesterien disadorn. N’eo ket bemdez ma vez friket an amezeg en un derby. N’eo ket bet displijus an troioù « ola » hag ar goaperezh ouzh ar Vrestiz e fin ar c’hrogad me lâr deoc’h !

Un diverrañ video d’eus ar c’hrogad gant ar palioù a c’heller gwelet war lec’hienn Ar Skipailh, dre amañ.

Plijus a nozvezh mell-droad eta !

Plijout ‘ra din kalz ar vell-droad, da c’hoari pe da arvestiñ, met anzav a ran ne yan ket alies d’ar stad.
Gounezet ‘m eus ur plas ‘vit mont da welet An Oriant – Evian (trugarez Mammig ! 😉 ). Kinniget ‘zo bet din gant mignoned ar vell-droad gouezelek mont da welet Gwengamp – Naoned, ha me da lâret ya diouzhtu (Gwengamp eo ar skipailh tost d’am c’halon), a-raok merzout e oa an daou grogad da vezañ an hevelep devezh. Ne vern, da 2e g.m. e oa match Gwengamp, ha da 8e noz hini An Oriant. Bezomp foll, deomp d’an daou neuze !

Foto : DR

Gwengamp 2 – 1 Naoned

Pell-zo ne oan ket bet d’ar Roudourou da welet ur c’hrogad. Dibabet mat ‘ma match ‘m eus graet. Sapre partienn ! M’ho peus adkavet ur vouezh o straniñ e Gwengamp, ma hini eo, kollet ‘m eus anezhi eno disadorn. ^^

Kentañ hanterenn Gwengamp ‘zo bet nul da vat, kazi mezhus memes. C’hoant ebet ganto, maez-sujed da vat. Ouzhpenn-se n’haller ket lâret e c’hoarie mat an Naonediz zoken. C’hoari a raent, setu tout, ar pezh ‘n deus ankouezet ober Gwengamp. Kollet-mik ‘seblante bezañ ar c’hoarierien. Ha deuet eo a-benn Samassa, gward Gwengamp, da lakaat en e bal ur vell a vije aet er-maez mod all… 0-1 neuze.


O fegement o deus paket paotred an EAG gant Gourvennec ‘pad an troc’h kredapl, rak cheñchet krenn o deus o emzalc’h adalek an distro. Hag int da gregiñ da c’hoari brav, da lakaat ar gwask war an Naonediz ha da vezañ tagnous war pep kement mell a zo (ar pezh n’o doa ket graet tamm ebet betek-henn). Ha Kirikou da zont-tre war an dachenn (Ladislas Douniama e anv gwir, met e lesanv a gomprener aes pa ouzer n’eo ket bras an den hag e red kalz ha buan ^^.) Mat-kenañ eo bet ha gantañ eo bet graet an div gasadenn o deus degaset ar palioù. Ur c’hreiz kentañ evit penn Fauré, deuet-tre div vunutenn a-raok (e 100vet pal e Lig 2) hag un eil da heul, gant Yatabaré o splujañ da lakaat gant e benn ar vell e foñs pal Naoned. 2-1. Dirollet ar Roudourou, a oa kazi leun-chouk. Profitet ‘m eus 100%, o vezañ ma oan e tribunell ar C’hornôg ouzhpenn-se, gant tud ar C’hop Ruz. 🙂
‘Mañ ket pell al Lig 1 ken, war-raok Gwengamp !

(A-hent all, goût ‘ran ‘walc’h ez eus kalz harperien Naoned simpa met un toullad d’eus ar re deuet betek Gwengamp disadorn a oa amboubaled vrein. Klasket o deus cheu forzh pegement e kêr a-raok ar c’hrogad, un nebeut Gwengampiz o vezañ skoet gante, ha devet o deus skerboù ruz ha du. Tro-spered mezhus !)

An Oriant 2 – 1 Evian

Daoust din bezañ evit Gwengamp eo ar Voustoer ar stad m’on bet an aliesañ da welet krogadoù ennañ (o chom e Kemperle on bet ‘pad pell).
Kentañ hanterenn ar Verluzed ‘zo bet eus ar c’hentañ ‘keñver c’hoari. Heuliadennoù brav, mestroni hollel : kredet ‘vije bet gwelet c’hoari ar Barça enep da Getafe pe Valladolid, pe dost. ^^ Evian ‘zo chomet o tifenn, gant an unnek c’hoarier en o lodenn, hep ober netra pe dost (un tenn a-gorn) nemet redek war-lec’h ar vell. N’eus manket nemet un dra : palioù. Ranket o dije paotred an Oriant plantañ daou pe dri da vihanañ. Unan en deus lakaet Aliadière, ha c’hoazh, war ur penalty na oa ket anat da c’hwitellat.

Foto : DR

Un eil o deus lakaet neuze (78′), gant Monnet-Paquet (brav gwelet ar paotr-se o c’hoari). Adal neuze ‘zo bet merzet ur cheñchamant splann. Diskennet eo kalz ar Verluzed war an dachenn, da glask difenn o lañs, ha n’eo ket bet pell Evian ‘vit plantañ unan d’e dro (83’). Aon o deus bet neuze paotred an Oriant betek ar fin. N’eo ket cheñchet ar gont, dre chañs, ha trec’h ar re orañjez neuze (2-1), met dav ‘vije dezho deskiñ « lazhañ ar matchoù » abretoc’h p’o deus an dro d’en ober, kuit da chom hep strafuilhañ er munutennoù diwezhañ.

Laouen on bet ivez o welet e oa un tamm brezhoneg er Voustoer. War an traoù kartoñs roet da bep hini evit ober trouz, da skouer, e oa tu da lenn, war ur foñs mod banniel Breizh (ne oa ket gwenn ha du met orañjez ha du),  “Emañ an Oriant aze !”, skrivet e bras, hag e bihan dindan “Ici c’est Lorient !”. N’on ket sur e vije peurvat an droidigezh met n’eo ket fall dija ‘vije gwelet traoù skrivet e brezhoneg e lec’hioù ma vez miliadoù a dud ingal.

Ur sadornvezh mell-droad eus ar c’hentañ am eus bevet neuze, en deus roet din c’hoant distreiñ d’ar stad a-raok pell, dreist-holl ma kendalc’h Gwengamp gant e daolioù-kaer. 🙂