Posts Tagged ‘kinnig’

Petra ? Perak ?

Posted: 10 Genver 2013 in Buhez ar blog
Tikedennoù:

Pell-zo (ouzhpenn pemp bloaz bremañ !) e talc’han ur blog e galleg, troet kentoc’h war al lennegezh, hag ar romantoù polis dreist-holl (skrivañ a ran ivez pennadoù-barn ‘vit al lec’hienn Polars Pourpres, a alian deoc’h groñs, ma plij deoc’h seurt lennegezh ‘vel just).

Er penn-kentañ e komzen warnañ d’eus a bep seurt traoù. Hogen, dilezet ‘m eus tamm-ha-tamm ar pennadoù war ar sinema pe ar bannoù-treset (da skouer) dre ziouer a amzer, ha dre ma kaven gwelloc’h strivañ war ma fennadoù a-zivout ar romantoù, o soñjal ne oa ket tu din ober kalz ha mat war an dro.

Pell-zo ‘ivez m boa c’hoant ober war-dro ur blog “sevenadurel” e brezhoneg, dre ma kav din ez eus un diouer anezho. Ral eo c’hoazh ar blogoù e brezhoneg ha raloc’h c’hoazh ar re a zedenn ac’hanon. En ur mod ledanoc’h, soñjal a ran n’eo ket bras a-walc’h implij ar yezh war Internet, daoust ma ya war-raok tamm-ha-tamm (war Facebook pe Twitter da skouer). Er bed a-vremañ e soñj din ez eo a-bouez ‘vit ur yezh, forzh pehini ‘vefe, bezañ war Internet, koulz ‘vel lec’h all. Ur gwir c’hoant a zo ivez  ganin da brouiñ ez eo bev-mat ar brezhoneg, peogwir ez eo ma yezh, anat deoc’h, met ivez traken ‘vit ar blijadur da amerdiñ tud-zo (heuliit ma sell).

N’am eus ket c’hoant e vefe Korn an dudi un “eilañ-pegañ” pe un droidigezh d’eus ma blog gallek setu ne vo ket. Warnañ ‘m eus c’hoant kaozeal d’eus muioc’h a draoù. Lennegezh ‘vel just, met ivez sinema, sonerezh (dre ma kemer muioc’h a blas em buhez bremañ), pe c’hoazh traoù all ma ‘m eus c’hoant (bevenn ebet ^^)… ‘Vit an abeg-mañ (n’am eus ket muioc’h a amzer vak siwazh), n’ez in ket ken don en dielfennañ ‘vel just. N’eo ket ‘vit kement-se ‘vo nul ar pennadoù ‘michañs, met n’eo ket din da varn, deoc’h ne lâran ket. 😉

Setu, graet eo ar pep aesañ (pe dost) : krouiñ ar blog. Ha sevenet ganin unan eus ratozhiadoù mat ar bloavezh nevez war ar marc’had. Ne chom “nemet” da vouetañ anezhañ ingal bremañ.