Posts Tagged ‘film amerikan’

Ma digarezit, diaes din kavout amzer evit pep tra er mare-mañ…
Anzav a ran n’ouzon ket re peseurt lusk a vo gant ar blog-mañ en dazont. Posubl-tre eo ne vije ket kement a bennadoù hag ur mare-zo met n’am eus ket c’hoant e baouez kenebeut. Bouetaet e vo ur wech an amzer lakomp… Stagomp ganti en-dro gant ur film eus ar c’hentañ !

States of Grace a zo un drama amerikan sevenet gant Destin Cretton ha skignet er C’hwec’hkorn adalek miz Ebrel 2014.

Grace a zo renerez ur greizenn arbennik evit krennarded gant kudennoù a bep seurt. Ur spered skipailh a-feson a zo etre ar genlabourerien hag asambles emañ hi gant unan deusouto. Traoù diaes da verañ pe da vevañ a zo gant ar grennarded met mareoù brav ivez. Un deiz e tegouezh ur grennardez diaes da zaremprediñ ha setu Grace trubuilhet ganti, betek en em santout sanket en-dro e kudennoù he c’hrennardiezh dezhi.

Ne rin ket re hir ar wech-mañ ken dreist eo ar film e pep keñver.
An istor a zo kempouezet mat, ganti mareoù trist, mareoù kriz, mareoù brav, mareoù tener memes.

Ar skeudennoù a zo kenedus.

An aktourien a zo holl barrek (ar grennarded da skouer) met unan a seblant bezañ o plavañ, uhel a-us d’ar re all. Dizoloiñ a raen an aktourez yaouank Brie Larson (ganet e 1989) gant ar film-mañ ha ouaouh, sapre aktourez ! Ur priz he deus bet e gouel filmoù Locarno evit roll Grace ha klevet e vo en-dro he anv kredabl bras. Ganedigezh ur star ?

Evit klozañ, lakomp ez eo States of Grace ur film brav-eston. Unan eus ar seurt filmoù ral a lak ac’hanoc’h da leñvañ ha da c’hoarzhin, da soñjal ez eus c’hoazh perzhioù mat gant Mab-Den hag e talv ar boan ar vuhez bezañ bevet. Ur seurt film (evel Forrest Gump pe Goodbye Lenine evit ar re anavezetañ) hon eus c’hoant derc’hel er memor ha gwelet en-dro diwezhatoc’h.
Aliet oc’h groñs d’e welet.

Ar filmig tañva

Advertisements

Looper a zo ur film skiant-faltazi amerikan skrivet ha sevenet gant Rian Johnson.
Deuet eo ‘maez er c’hwec’hkorn e 2012 (1e50).

E 2044 e krog an istor, en ur bed damheñvel ouzh hon hini. Ijinet ez eus bet mekanikoù da veajiñ en amzer. Ar Mafia a implij anezho evit kas lazherien gopret en amzer dremenet. Roll ar re-se, graet « loopers » anezho, a zo lazhañ tud kaset dezho d’eus an dazont gant ar Mafia. Naetaat a reont pep tra war o lec’h met forzh penaos n’eus ket kalz riskloù dre ma n’eus ket re a roudoù d’eus annezidi 2074 e 2044 sañset. Heuliañ a rit atav ?

An dud da lazhañ a erru d’un eur resis, en ul lec’h resis, staget mat ha gant ul lienn war o fenn. N’eus ket da c’hoût piv eo, nemet reiñ un taol fuzuilh bennak ha distruj ar c’horf. Ur poent bennak e vez kaset d’al loopers int-i o-unan d’eus an amzer da zont. P’« en em lazhont », ar pezh a vez anvet ganto « closing the loop », echu eo o c’hefridi, ha chom a ra dezho tregont vloaz evit profitañ mat d’eus o buhez (a-raok bezañ lazhet gant inti-o-unan neuze). Mat eo, n’oc’h ket kollet betek-henn ? ^^

An dudenn pennañ a zo Joe, ul looper barrek-mat (Joseph Gordon-Levitt). Un nozvezh e teu betek e di ur mignon dezhañ, Seth (Paul Dano !), pennfollet da vat. Komprenet en deus e oa sañset « serriñ e vouklenn » met o welet an den (eñ koshoc’h neuze), n’en deus ket gellet e lazhañ diouzhtu, ha profitet en deus hennezh evit mont tec’hout. Brasañ fazi micher ul looper. Hag ur sapre reuz da heul !

Un tamm diwezhatoc’h e teu a-benn an Joe kozh (Bruce Willis), kaset en amzer dremenet da vezañ lazhet gant Joe yaouank, da dec’hout kuit ivez.

C’hoant en deus « Joe kozh » kavout ha lazhañ ur bugel hag a vo e 2074 penn-bras ar Mafia a lakao lazhañ e wreg. Ur sort dial en a-raok neuze. C’hoant en deus « Joe yaouank » adtapout ha lazhañ « Joe kozh » a-raok bezañ lazhet gant ar Mafia evit e fazi spontus.

« Treuzfurmet » eo bet kalzik Joseph Gordon-Levitt (dremmlivaj, ferennoù…) da dennañ ar muiañ posubl d’ur Bruce Willis yaouankoc’h. Ne lârfen ket eo graet fall met forzh penaos, bez ez eus kement a brantadoù tenn, kement a redadegoù… ma ne chomer ket da glask dielfennañ gwirheñvelded pep elfenn a ya d’ober ar film.

Ar sonerezh, divoutin a-walc’h met plijus-tre a zo bet krouet gant Nathan Johnson. Selaou a rafen a-walc’h pladenn sonerezh ar film…

Ur film skiant-faltazi gant mennozhioù a-feson, efedus ha kaset brav. Ar fin am eus kavet dreist ha kentoc’h dic’hortoz, met chut…

Plijet eo bet ivez Geekezig (gwelet amañ he ali).

Evil Demon Golfball from Hell!!!, film kentañ Rian Johnson (film-berr 8mn), a gaver war an DVD gall. Drol a-walc’h eo, ha kozh un tamm (1996) met da welet eo ivez hervezon.

 
Ar film-tañva (a ro kalz c’hoant ‘gav din)

Prisoners a zo ur film amerikan doare thriller gant ar sevener kebekat Denis Villeneuve.
Deuet eo ‘maez war skrammoù ar C’Hwec’hkorn e miz Here 2013.

E Boston, en ur c’harter trañkil, e krog an istor. Ur familh en em gav e ti mignoned evit lidañ Thanksgiving holl asambles. E pep familh ez eus ur plac’hig, ur c’hrennard, hag ar gerent. Ankouezet o deus ar merc’hed ur c’hoari en ti all, un tammig pelloc’h. Aotreet int mont di, gant ma yelo ar re vras gante. A-benn ar fin e ya kuit o-unan Joy hag Anna hep na ouife ar grennarded. Kudenn : ne zistroont ket. Hag an holl da glask war o lerc’h betek ansav ez int steuziet. Pe tec’het kuit, met perak, pe gwashoc’h, skrapet.

Klasel-tre eo penn-kentañ Prisoners, un istor bugale aet diwar-wel evel ma vez kalz anezho.
Hogen, buan a-walc’h e komprener eo disheñvel ar pezh en deus c’hoant Denis Villeneuve diskwel deomp eus unan eus rannoù ur stirad skinwel polis boutin (evel Without A Trace da skouer, F.B.I. Portés disparus e galleg). Daoust ma heulier an enklask e vez lakaet kalz ar pouezh war ar pezh a c’hoarvez d’ar re a chom. Ur vamm (Maria Bello) ne ra nemet kousket, lonkañ louzoù ha krediñ (pe ober vann) e tistroio e verc’h. Ur c’houblad (Terrence Howard ha Viola Davis) a chom etre tristidigezh ha spi, o c’hortoz e kavfe ar polis o merc’h. Met dreist-holl e heulier tad Anna, Keller Dover, c’hoariet gant Hugh Jackman. Chaseour eo, hag « amerikan » a-fed tro-spered a gredfen lâret. En em santout ‘ra kablus rak n’eo ket bet gouest da wareziñ e familh. Kavout a ra nul ar polis ha divizout a ra adkavout e verc’h mod pe vod, zoken o vont dreist d’al lezenn. Dre zic’hoanag e teu da vezañ feuls ha da lonkañ.


E keit-se e ya an enklask war-raok a-drugarez d’an enseller Loki (Jake Gyllenhaal), ur poliser iskis un tamm met mennet-kenañ. Ur c’harr-kampiñ kozh a oa o treiñ er c’harter d’ar mare m’eo « aet kuit » ar merc’hed. E vlenier a zo harzet. Ur paotr iskis eo, Alex Jones e anv, met un namm spered a zo gantañ ha buan e soñj ar polis ne c’hell ket bezañ kablus. N’eo ket ar pezh a soñj Keller Dover avat. Ne gompren ket perak eo bet dieubet Alex ha treiñ a ra da sod gant kement-se.

Paul Dano, ganet e 1984, a zo evidon unan eus aktourien varrekañ e remziad. Dreist eo e Little Miss Sunshine (ar breur iskis), dreist eo e There Will Be Blood (ar prezeger hanter-fol).
Ken barrek eo er film-mañ, ha ken « cheñchet » ivet (blev, lunedoù, dremmlivaj…) ma ‘m eus lakaet hanter ar film da gompren e oa eñ a c’hoarie Alex. Sapre taol-kaer !

Suspens a zo, dazlammoù niverus (lod dic’hortoz-mat ha lod aesoc’h da zivinout). An dibenn am eus kavet fin, kavet brav. Hogen, kavout a ran e chom goulennoù zo direspont, pe neuze ne’m eus ket komprenet pep tra.

Aliañ a ran Prisoners d’ar re a blij dezho ar filmoù ankenius doare thriller.
N’e alian ket d’ar re gizidik avat rak direnkus eo ar film, ha kriz mat un nebeut arvestoù. Diaes eo bet din chom hep treiñ ma selloù a-wechoù, ha koulskoude ne soñj ket din bezañ dreistkizidik.

Ar film-tañva

50vet pennad Korn an dudi eo hemañ ! 🙂

Kick Ass 2 / Jeff Wadlow (2013)

Posted: 10 Gwengolo 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Kalz traoù ‘m eus bet graet ‘pad ma vakañsoù : stajoù gouren gant bugale, gouelioù (Erer Kozh, Penn ar Bed…), ur sapre beaj da Verlin, tennañ splet eus an amzer vrav…
Setu neuze perak n’on ket bet o tremen amañ dibaoe ur mare.
Met setu arruet an distro-skol, ha ma da adkregiñ gant ma lusk boas.

Evit adstagañ ganti, ur film kentoc’h skañv hag anavezet : an eil Kick Ass, sevenet gant Jeff Wadlow ha deuet maez e miz Eost.


Plijet en doa din ar c’hentañ film, gwelet un tamm dre zegouezh gant ma breudeur ha c’hoarezed (n’eo ket seurt filmoù a yan da welet ma-unan, n’on ket tre paotr ar c’homiks boas).
Etretant ‘m eus bet tro da lenn div levrenn gentañ ar c’homics (en embannadur gall) hag a glot gant ar film kentañ, gant Mark Millar (istor) ha John Romita Jr (tresañ). Merzet ‘m eus neuze e oa bet feal mat ar sevenour d’ar senario orin.

Ha setu me da vont da welet Kick Ass 2 er sine neuze.
Aon ‘m boa un tammig bezañ dipitet rak n’eo ket alies ez eo gwell an eil film ‘vit an hini kentañ. E fin ar gont ‘m eus kavet plijusoc’h film Matthew Vaughn (2010) met n’on ket bet dipitet kenebeut gant an eil.
Feal eo chomet Jeff Wadlow da spered ar vannenn-dreset, ha sur ‘walc’h da istor heuliad ar c’homiks (n’am eus ket lennet c’hoazh) : fent, kann, hag un disterig abegiñ sokial.

Kick Ass (c’hoariet gant Aaron Taylor-Johnson), ma n’e anavezit ket, a zo ur paotr en deus divizet dont da vezañ ur gourharoz ha saveteiñ an dud. Hogen, n’en deus dreistgalloud ebet setu e vez friket alies. Kavet en deus tud all d’e sikour, Hit Girl en o zouezh, ur grennardez dreistgourdonet, gouest da lazhañ n’eus forzh piv o sevel he biz bihan.
Er film-mañ e arru Kick Ass en ur vandennad gourharozed ar pemdez renet gant ar C’holonel Stars & Stripes, a glask aesaat buhez an dud o ‘n em zizober eus al lorgnez. Divizout a ra Red Mist (lesanvet bremañ Mother Fucker) lazhañ an holl gourharozed evit dialiñ e dad.

Kavet ‘m eus simpa a-walc’h an istor gant ar strollad gourharozed, an arvestoù emgann a zo atav ken efedus (Hit Girl hag ar c’harr-samm da skouer). Barrek eo an aktourien, dreist-holl Chloë Moretz (Hit Girl) ‘gav ‘din, ha muioc’h c’hoazh pa ouezer eo a boan 16 vloaz. Muioc’h a bouez en deus ivez he ferzh er film-mañ.
Gant ar vezh, n’am eus ket merzet e oa Jim Carrey a c’hoarie perzh ar C’holonel Stars & Stripes. Desket ‘m eus se goude. Bon, dav eo lâret eo dic’hizet mat ivez… ^^

Pezh a c’hellan rebech marteze eo n’eo ket dic’hortoz ar senario (divinet ‘m eus un toullad traoù a-raok ma errufent) ha ne zegas ket kalz tra hervezon istorioù Hit Girl er vuhez pemdez el lise gant ar merc’hed all (pounner ‘m eus kavet al lodenn-se).

Ur film dudi a galite kentoc’h uhel e chom Kick Ass 2, unan a blijo da nebeutañ d’an dud a vourr ar filmoù gourharozed hag ar c’homiks dre vras.

Ar film-tañva

Mud / Jeff Nichols (2013)

Posted: 10 Even 2013 in Sinema
Tikedennoù:,

Mud a zo ur film amerikan sevenet gant Jeff Nichols ha deuet ‘maez nevez zo er c’hwec’hkorn.
Un drama eo kentoc’h met n’eo ket re zu, hag ur brav a film eo.
E anv oa bet lakaet ‘vit 8 priz e Cannes met n’eus ket unan a zo bet gantañ e fin ar gont siwazh.

Daou grennard o chom war ribl ar Mississippi a ya dre guzh war un enezenn e-lec’h ma kavont ur vag sac’het e-lein ur wezenn. E stad vat eo, ul loch dispar !
Met dizoloiñ ‘ra buan an daou baotr n’int ket o-unan o implij al lec’h dic’hortoz-se ‘vel goudor. Kejañ reont gant un den kevrinus, ur seurt Abrobin, a c’houlenn ganto degas boued war an enezenn ‘vitañ.
Ellis ha Neckbone a ra anaoudegezh un tamm gant « Mud » ha divinout a reont en deus eñ abegoù da chom kuzh. Ha lazhet ‘zo bet gantañ unan bennak evit gwir ? Ne ra forzh ar vugale rak jentil eo ganto, hag int da genderc’hel d’e sikour neuze…

Plijet-tre on bet gant ar film-mañ, am eus divizet mont da welet un tamm dre zegouezh…
Brav-kenañ eo ar skeudennoù : gweledvaoù ar Mississippi ‘vel-just, met traken an doare da filmañ an traoù ivez.
An aktourien a zo kendrec’hus. Barrek eo Matthew McConaughey (Mud) evel-just, met ar vugale ivez. Tye Sheridan eo a c’hoari Ellis, ha Jacob Lofland Neckbone. Tudenn Juniper, c’hoariet gant Reese Witherspoon a zo fromus-mat ivez.

Ar senario a zo un tamm doare ur thriller gant elfennoù o stegnañ an traoù tamm-ha-tamm betek ma tarzhfe pep tra…

Ur film speredek eo ivez Mud, kalz donoc’h e fin ar gont ‘vit ar pezh na seblant bezañ.

Lakaat a ra an nen da brederiañ en un doare brav war sujedoù liesseurt ‘vel ar vignoniezh, ar c’harantezioù dibosubl, ar gablusted, pe c’hoazh an dial…

Unan eus ar filmoù bravañ ha fromusañ gwelet ganin dibaoe pell-zo.
Aliañ a ran anezhañ groñs !

N’eo ket graet fall ar filmig-kinnig rak reiñ ‘ra c’hoant da welet ar film met hervezon e tiskouezh kalz re a draoù. Spoiler e-leizh…
M’ho peus fiziañs ennon, na sellit ket anezhañ met kit kentoc’h da welet ar film ! 😉