Posts Tagged ‘elektro’

Brav eo kaozeal eus rapourien gall pe elektro eus a New York met sonerezh Breizh mit-hu ?
Selaou a ran kalzik sonerien ar vro dibaoe bloavezhioù koulskoude. Bugelig e vijen kaset d’ar festoù-noz gant ma mamm dija. Plijout a ra din kalz strolladoù evel Startijenn, Plantec, Arvest, Katé-Mé, IMG, WigAWag, hag all hag all…

Tro ‘m eus bet da skrivañ ur pennad war bladenn gentañ ar strollad Krenijenn evit ar gelaouenn Bremañ. Setu neuze ur ger diwar-benn “Peseurt mood ?”.

Ur bladenn o veskañ sonerezh Breizh hag elektro eo « Peseurt mood ? ». Un albom-meizad eo zoken hini gentañ an triad Krenijenn dre ma zo bet lakaet pep dañs da glotañ gant un trivliad, alese titl ar bladenn. Dav eo mennegiñ eo gwelloc’h selaou an tonioù en urzh rak n’eus troc’h gwirion ebet etrezo hag ur striv zo bet graet d’o lakaat da genglotañ. Digomzoù int peurliesañ, o reiñ plas d’an drompilh ha d’ar c’horn (Erwan Burban), d’an delenn dredan (Lina Bellard) ha da sonioù elektronek liesseurt (Vincent Raude). Sonioù doare tekno un tamm, da reiñ al lusk dreist-holl, met ivez traoù divoutinoc’h evel trouz ar mor pe an otoioù. Fleüt, gitar pe taboulin skiltr a c’heller klevet ivez.


Tonioù nerzhus a zo evel « Plinn ar bennegezh », « Loudeag an enkrez » pe « Pilé-menu ar fougaserezh », ha dont ‘ra buan-tre ar c’hoant lammedikat war ar plañchod. Tonioù siouloc’h a zo ivez evel « Kas-a-barh al lorc’h », liv an dub warnañ, « Bourc’h », gant un aergelc’h ankenius, pe c’hoazh « Skolvan », gant kan ha human beat box. « Tour an disoursiaj » eo ton gwellañ ar bladenn kredabl. Pozioù rap efedus a zo, gant Krismenn, ar gwellañ MC brezhoneger, paotr e glotennoù fin hag e flow « fonnnusoc’h ‘vit ur pichon ». Gitar tredan a zo ivez war an ton-mañ, un dudi – domaj eo ne vije ket klevet muioc’h war ar bladenn.


Sur walc’h ne blijo ket « Peseurt mood ? » d’an holl met dav eo ansav eo bet kaset brav an traoù gant ar strollad Krenijenn. Un dudi eo selaou ouzh ar bladenn (12 ton, 51mn), hogen ur gwir blijadur eo o gwelet war al leurenn ha dañsal war o zonioù.

Lec’hienn ar strollad : http://krenijenn.wordpress.com

Listennad an tonioù :

01. Kastell (1:14)
02. Plinn ar bennegezh (4:17)
03. Pilé menu ar fougaserezh (3:57)
04. Bourc’h (2:45)
05. Hanter-dro al laoskentez (5:08)
06. Ridée ar souezh (3:35)
07. Skolvan (2:47)
08. Tour arn disoursiaj (5:29) Gant Krismenn
09. Fisel an dihabaskter (5:00)
10. Loudéac an enkrez (5:16)
11. Kas-a-barh du lorc’h (5:22)
12. Trouz ar bed (6:56)

Ratatat / Ratatat (2004)

Posted: 11 C'hwevrer 2013 in Pladennoù
Tikedennoù:

Sonerezh adarre ‘vit cheñch. Kalz a selaouan er mare-mañ, hag a bep seurt met n’hellan ket skrivañ pennadoù war kement tra a glevan, ha ne vefe ket dre ret dedennus ‘vidoc’h.
Divizet ‘m eus neuze komz war ar blog-mañ eus pladennoù ha sonadegoù hepken : kentoc’h traoù a blij din, hag o klask cheñch seurt sonerezh ingal rak n’am eus ket c’hoant skuizhañ ar re a zisplij dezho ar rap, an elektro pe me-oar-me petra.

Ar sonerezh elektro, just a-walc’h, a blij din pe ne ra ket, hervezh an degouezhioù (ledan-tre ar « rumm » ouzphenn-se). N’on ket sot tamm ebet gant an tekno a seurt a glever e Ibiza pe e darn vrasañ an toulloù-noz met un toullad traoù a blij d’am divskouarn memestra (I ♥ Moby). Laouen on bet o welet e oa aet pevar friz gant C2C er « Victoires de la musique », da skouer, Breizhiz anezho ouzhpenn. Petra ? Piv ‘n deus kredet lâret ne oa ket Naoned e Breizh ! Grrrr !

Ur strollad elektro a blij din kalz eo Ratatat.

Un daouad eo e gwirionez, ennañ daou baotr yaouank eus an aval bras (ben ya, New-York, ha Brooklyn memes).
Mike Stroud : gitar, melodika, taboulinoù ha stokelleg ? (ar gêr am eus kavet ‘vit siñtetizeur eo). Opala, ur ger ouzhpenn n’eo ket bet troet gant Martial Ménard ! ^^
Evan Mast : gitar-boud, stokelleg, taboulinoù, ha produer war ar marc’had (nann, ne werzhont ket o fladennoù war ar marc’had, pe ket ken, un dro-lavar eo ^^).

 

O fladenn gentañ eo hennezh, Ratatat ivez e anv, deuet ‘maez e 2004. Ya, n’int ket barrek tamm ebet evit un dra da nebeutañ : kavout un titl d’o fladennoù.

N’eo ket ma hini karetañ ganto (eh ya, kaozeet ‘vo en-dro dioute amañ ‘m eus aon) met plijus-tre eo dija ha ne vezan ket skuizh o selaou anezhi en-dro. Gellout ‘rit selaou ar bladenn ‘vit netra, aze da skouer.

Ar pezh a blij din kalz gant ar strollad-mañ, ouzhpenn da darn vrasañ ar sonennoù, a gavan heson-tre, a zo ar fed m’emaint deuet a-benn da grouiñ ur son dezho, dibar a-walc’h. Ral eo, a gav din, ar strolladoù a c’haller divinout diouzhtu gant piv eo bet graet unan eus o zonioù p’e glever ‘vit ar wech-kentañ. Unan d’eus ar re-se int : ur « son » Ratatat a zo a gav din.

 

(Trug’ da Dudgual evit an dizoloadenn ha da Loïg evit bezañ bet prestet din ar bladenn. 😉 )


Listennad an tonioù :

  1. “Seventeen Years” – 4:26
  2. “El Pico” – 4:41
  3. “Crips” – 3:47
  4. “Desert Eagle” – 4:25
  5. “Everest” – 4:10
  6. “Bustelo” – 2:27
  7. “Breaking Away” – 4:19
  8. “Lapland” – 4:56
  9. “Germany to Germany” – 3:38
  10. “Spanish Armada” – 2:58
  11. “Cherry” – 5:58