Posts Tagged ‘drama’

Jimmy P. (Psychothérapie d’un Indien des plaines) a zo ur film gant Arnaud Desplechin deuet maez ar miz-mañ met kinniget dija e Cannes e miz Mae (er genstrivadeg).
Ur film gall eo, a c’haller gwelet e galleg, met dav eo goût eo ar saozneg e yezh orin.
E welet ‘m eus e yezh-orin istitlet.

Kontañ ra ar film un istor gwir.
Hini Jimmy Picard (tudenn wir, anv faos), un Indian « Treid-Du » bet gloazet e Bro-C’hall ‘pad an Eil Brezel bed. Dibaoe e vez tapet alies gant ar boan-benn, gant barroù-enkrez pe c’hoazh gant an ankoun a-wechoù. Kaset ‘vez d’un ospital soudard e Topeka (Kansas) met daoust d’an holl arnodennoù tremenet gantañ, n’eus mezeg ebet gouest da gompren petra c’hoari gantañ. Dre ma nac’h Jimmy P. komz d’ar bredvezeg e lak neuze an ospital dont Georges Devereux, un tudoniour gall arbennik war an Indianed, da glask eskemm gantañ.


Jimmy P. (Benicio del Toro) a wel buan ez eo dedennet ‘vit gwir Devereux (Mathieu Amalric) gant an Indianed ha gantañ. Fiziañs ‘grog ar c’hlañvour da gaout ennañ ha kregiñ ‘ra da eskemm. Buan e kompren Devereux n’eo ket skizofrenek Jimmy met kentoc’h trubuilhet gant prederioù don, liammet kement gant e istor personel ‘vit gant hini e bobl.
Dont ‘reont da vezañ mignoned ha kompren a reont asambles traoù war egile, o klask dielfennañ asambles an huñvreoù da skouer.

Istor ar film – ur bredelfennadenn ‘benn ar fin – a zo dic’hortoz a-walc’h met n’eo ket borodus tamm ebet. Dedennet e vezer buan gant istor Jimmy, klask a reer kompren gantañ ha gant Devereux petra zo kaoz d’e drubuilhoù. Just-kenañ e c’hoari an aktourien, dreist-holl Benicio del Toro, ha kaset e vezomp betek dibenn ar film hep en em rentañ kont eus e badelezh (kazi div eurvezh).

Ur film dedennus war ar bredelfennerezh hag an Indianed.

Ar filmig-tañva :

Les Apaches / Thierry de Peretti (2013)

Posted: 23 Gwengolo 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Les Apaches a zo un drama gant Thierry de Peretti deuet ‘maez e miz Eost.
Kinniget eo bet e Cannes ‘vit « Pemzektez ar sevenourien ».

Porto-Vecchio, un nozvezh ‘kreiz an hañv.
Pemp krennard a ya d’ober ur gouel en ur villa, hep aotre ebet. Tad Aziz a labour ‘vit ar perc’henn setu en deus gellet e vab tapout ur re alc’hwezioù ha pediñ e vignoned. Poull-neuial, alkol, plijadur… Hag int da dapout un toullad traoù en ti a-raok mont kuit kement hag ober, fuzuilhoù ral en o zouezh.
Ur wech dizoloet an torfed e tiviz ar perc’henn, ur Gall pinvidik, kargañ ur c’haid eus ar vro da adkavout e vadoù ha/pe da binijenniñ al laeron.

Evit e film kentañ, Thierry de Peretti en deus graet an dibab implij ur stumm iskis un tamm (karrezek tout). Hep efed kamera pe dost, an hollad a seblant filmet ‘vel un teulfilm kozh. Dic’hortoz a-walc’h met efedus ‘benn ar fin.
(N’en em renter ket kont tamm ‘bet d’eus se er film-tañva siwazh. Sur walc’h eo aesoc’h gwerzhañ ar film o lakaat an dud da grediñ ez eo « normal ».)

Diskwel ‘ra ar film krennarded hep spi ‘bet en dazont o vevañ o zammig buhez, ha dreist-holl, tuioù teñval Korsika.
A-drugarez d’an tudennoù e teu anat war wel a bep seurt tennderioù a zo diouto hiziv an deiz war an enezenn. Etre ar Gorsikiz ha tud « ar c’hevandir ». Etre ar Gorsikiz « wir » ha re deuet eus broioù ar Maghreb. Etre ar re baour hag ar re binvidik…
Gouennelouriezh, feulster, lec’hioù vil…  : setu amañ dispaket deomp tu-gin ar gartenn-bost.

Anat deoc’h, tamm-ha-tamm e troio an traoù da fall evit ar vandennad « mignoned », c’hoariet mat-kenañ dreist-holl pa ouzer n’eo ket a vicher tamm ebet an aktourien.

Diaes un tamm e vez lakaet an arvester, dreist-holl pa ouzer eo bet « awenet » istor ar film gant unan c’hoarvezet ‘vit gwir.
N’haller ket lâret ez eo « plijus » ar film met dedennus eo bepred.

Un drama sokial a galite a-zivout Korsika hag ur seurt western a-vremañ war an dro.

Ar film-tañva

Mud / Jeff Nichols (2013)

Posted: 10 Even 2013 in Sinema
Tikedennoù:,

Mud a zo ur film amerikan sevenet gant Jeff Nichols ha deuet ‘maez nevez zo er c’hwec’hkorn.
Un drama eo kentoc’h met n’eo ket re zu, hag ur brav a film eo.
E anv oa bet lakaet ‘vit 8 priz e Cannes met n’eus ket unan a zo bet gantañ e fin ar gont siwazh.

Daou grennard o chom war ribl ar Mississippi a ya dre guzh war un enezenn e-lec’h ma kavont ur vag sac’het e-lein ur wezenn. E stad vat eo, ul loch dispar !
Met dizoloiñ ‘ra buan an daou baotr n’int ket o-unan o implij al lec’h dic’hortoz-se ‘vel goudor. Kejañ reont gant un den kevrinus, ur seurt Abrobin, a c’houlenn ganto degas boued war an enezenn ‘vitañ.
Ellis ha Neckbone a ra anaoudegezh un tamm gant « Mud » ha divinout a reont en deus eñ abegoù da chom kuzh. Ha lazhet ‘zo bet gantañ unan bennak evit gwir ? Ne ra forzh ar vugale rak jentil eo ganto, hag int da genderc’hel d’e sikour neuze…

Plijet-tre on bet gant ar film-mañ, am eus divizet mont da welet un tamm dre zegouezh…
Brav-kenañ eo ar skeudennoù : gweledvaoù ar Mississippi ‘vel-just, met traken an doare da filmañ an traoù ivez.
An aktourien a zo kendrec’hus. Barrek eo Matthew McConaughey (Mud) evel-just, met ar vugale ivez. Tye Sheridan eo a c’hoari Ellis, ha Jacob Lofland Neckbone. Tudenn Juniper, c’hoariet gant Reese Witherspoon a zo fromus-mat ivez.

Ar senario a zo un tamm doare ur thriller gant elfennoù o stegnañ an traoù tamm-ha-tamm betek ma tarzhfe pep tra…

Ur film speredek eo ivez Mud, kalz donoc’h e fin ar gont ‘vit ar pezh na seblant bezañ.

Lakaat a ra an nen da brederiañ en un doare brav war sujedoù liesseurt ‘vel ar vignoniezh, ar c’harantezioù dibosubl, ar gablusted, pe c’hoazh an dial…

Unan eus ar filmoù bravañ ha fromusañ gwelet ganin dibaoe pell-zo.
Aliañ a ran anezhañ groñs !

N’eo ket graet fall ar filmig-kinnig rak reiñ ‘ra c’hoant da welet ar film met hervezon e tiskouezh kalz re a draoù. Spoiler e-leizh…
M’ho peus fiziañs ennon, na sellit ket anezhañ met kit kentoc’h da welet ar film ! 😉