Posts Tagged ‘Cannes 2013’

Jimmy P. (Psychothérapie d’un Indien des plaines) a zo ur film gant Arnaud Desplechin deuet maez ar miz-mañ met kinniget dija e Cannes e miz Mae (er genstrivadeg).
Ur film gall eo, a c’haller gwelet e galleg, met dav eo goût eo ar saozneg e yezh orin.
E welet ‘m eus e yezh-orin istitlet.

Kontañ ra ar film un istor gwir.
Hini Jimmy Picard (tudenn wir, anv faos), un Indian « Treid-Du » bet gloazet e Bro-C’hall ‘pad an Eil Brezel bed. Dibaoe e vez tapet alies gant ar boan-benn, gant barroù-enkrez pe c’hoazh gant an ankoun a-wechoù. Kaset ‘vez d’un ospital soudard e Topeka (Kansas) met daoust d’an holl arnodennoù tremenet gantañ, n’eus mezeg ebet gouest da gompren petra c’hoari gantañ. Dre ma nac’h Jimmy P. komz d’ar bredvezeg e lak neuze an ospital dont Georges Devereux, un tudoniour gall arbennik war an Indianed, da glask eskemm gantañ.


Jimmy P. (Benicio del Toro) a wel buan ez eo dedennet ‘vit gwir Devereux (Mathieu Amalric) gant an Indianed ha gantañ. Fiziañs ‘grog ar c’hlañvour da gaout ennañ ha kregiñ ‘ra da eskemm. Buan e kompren Devereux n’eo ket skizofrenek Jimmy met kentoc’h trubuilhet gant prederioù don, liammet kement gant e istor personel ‘vit gant hini e bobl.
Dont ‘reont da vezañ mignoned ha kompren a reont asambles traoù war egile, o klask dielfennañ asambles an huñvreoù da skouer.

Istor ar film – ur bredelfennadenn ‘benn ar fin – a zo dic’hortoz a-walc’h met n’eo ket borodus tamm ebet. Dedennet e vezer buan gant istor Jimmy, klask a reer kompren gantañ ha gant Devereux petra zo kaoz d’e drubuilhoù. Just-kenañ e c’hoari an aktourien, dreist-holl Benicio del Toro, ha kaset e vezomp betek dibenn ar film hep en em rentañ kont eus e badelezh (kazi div eurvezh).

Ur film dedennus war ar bredelfennerezh hag an Indianed.

Ar filmig-tañva :

Les Apaches / Thierry de Peretti (2013)

Posted: 23 Gwengolo 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Les Apaches a zo un drama gant Thierry de Peretti deuet ‘maez e miz Eost.
Kinniget eo bet e Cannes ‘vit « Pemzektez ar sevenourien ».

Porto-Vecchio, un nozvezh ‘kreiz an hañv.
Pemp krennard a ya d’ober ur gouel en ur villa, hep aotre ebet. Tad Aziz a labour ‘vit ar perc’henn setu en deus gellet e vab tapout ur re alc’hwezioù ha pediñ e vignoned. Poull-neuial, alkol, plijadur… Hag int da dapout un toullad traoù en ti a-raok mont kuit kement hag ober, fuzuilhoù ral en o zouezh.
Ur wech dizoloet an torfed e tiviz ar perc’henn, ur Gall pinvidik, kargañ ur c’haid eus ar vro da adkavout e vadoù ha/pe da binijenniñ al laeron.

Evit e film kentañ, Thierry de Peretti en deus graet an dibab implij ur stumm iskis un tamm (karrezek tout). Hep efed kamera pe dost, an hollad a seblant filmet ‘vel un teulfilm kozh. Dic’hortoz a-walc’h met efedus ‘benn ar fin.
(N’en em renter ket kont tamm ‘bet d’eus se er film-tañva siwazh. Sur walc’h eo aesoc’h gwerzhañ ar film o lakaat an dud da grediñ ez eo « normal ».)

Diskwel ‘ra ar film krennarded hep spi ‘bet en dazont o vevañ o zammig buhez, ha dreist-holl, tuioù teñval Korsika.
A-drugarez d’an tudennoù e teu anat war wel a bep seurt tennderioù a zo diouto hiziv an deiz war an enezenn. Etre ar Gorsikiz ha tud « ar c’hevandir ». Etre ar Gorsikiz « wir » ha re deuet eus broioù ar Maghreb. Etre ar re baour hag ar re binvidik…
Gouennelouriezh, feulster, lec’hioù vil…  : setu amañ dispaket deomp tu-gin ar gartenn-bost.

Anat deoc’h, tamm-ha-tamm e troio an traoù da fall evit ar vandennad « mignoned », c’hoariet mat-kenañ dreist-holl pa ouzer n’eo ket a vicher tamm ebet an aktourien.

Diaes un tamm e vez lakaet an arvester, dreist-holl pa ouzer eo bet « awenet » istor ar film gant unan c’hoarvezet ‘vit gwir.
N’haller ket lâret ez eo « plijus » ar film met dedennus eo bepred.

Un drama sokial a galite a-zivout Korsika hag ur seurt western a-vremañ war an dro.

Ar film-tañva

Ilo Ilo a zo ur film eus Singapour sevenet gant Anthony Chen ha bet kinniget e gouel filmoù Cannes ar bloaz-mañ.
Ar juri en deus roet dezhañ priz ar “C’hamera aour” memes, priz graet evit kalonekaat ar sevenourien a zo o kinnig o film kentañ.


M’ho peus heuliet mat, film hir kentañ Anthony Chen eo neuze Ilo Ilo.
Ha gwir eo ez eo ur sapre hini evit ur sevenour yaouank er vicher koulz hag er vuhez (29 bloaz eo eñ).

Ur c’houblad kentoc’h pinvidik en deus ur vuhez boutin e Singapour, nemet ez eo kentoc’h « diaes » Jiale, o bugel nemetañ. Ne zeuont ket a-benn da gaout aotrouniezh warnañ gant ma vezont an daou o labourat kalz (hi sekretourez ur rener, eñ gwerzhour) hag asantiñ reont dezhañ e froudennoù.
Divizout a reont neuze kemer ur baby-sitter evit ober war e dro.
Arruout ra neuze Teresa (a orin eus ar Filipinez), a vev en ti ganto deiz ha noz.
Un torr-revr echu eo Jiale ganti er penn-kentañ met tamm-ha-tamm e tremen gwelloc’h an traoù.


Sujed ar film, ouzhpenn bezañ hini diaester desevel ur bugel er bed a-vremañ pa n’hon devez ket amzer d’en ober, a zo ivez enkadenn ekonomikel 1997 e Azia ar Gevred.
Tremen a ra ar film d’ar mare-se, a zo bet taer kenañ evit ekonomiezh Singapour.
Hep kontañ re bell an istor e c’heller lâret e koll buan an tad e labour, nemet en em sant mezhus ha kablus, setu e tiviz kuzhat pep tra d’e familh, betek ober vann mont da labourat bemdez.

Ne c’hoarvez e gwirionez netra « dreistordinal » er film met sevenet kaer ez eo ken ez eo.
An aktourien a zo barrek-kenañ, ken eo aes-tre añkoueout ez int aktourien. Evel ma vijemp gant ur familh gwirion e seblant kentoc’h bezañ.
Un nebeut dazlammoù a zo memestra, met n’on ket o vont da gontañ deoc’h pep tra, anat deoc’h.
Met dreist-holl ez eo fromus ar film, hep bezañ pounner tamm ebet.

E yezh orin istitlet eo ar film, da lâret eo ur meskaj saozneg, mandarineg ha tagalog (ur yezh eus ar Filipinez), hervezh an degouezhioù.

Ur film brav-tre, a alian deoc’h a-walc’h.

Ar filmig-tañva