Posts Tagged ‘blues’

« The Blues » a zo un dastumad seizh film kinniget gant Martin Scorsese gant ar pal reiñ da zizoloiñ ar sonerezh-se da dud n’int ket boas ganti. Pep film a zo gant ur sevener disheñvel, lod anavezet mat en o zouezh : Scorsese ‘vel-just, met ivez Clint Eastwood pe c’hoazh Wim Wenders da skouer. Pep hini anezho a vourr ouzh ar blues hag en deus bet c’hoant kemer perzh er raktres-mañ.

Charles Burnett, sevener un nebeut filmoù evel Killer Of Sheep ha To Sleep With Anger a gont deomp e vugaleaj hag e darempred gant ar blues war ar memes tro.
Sod e oa e vamm gant seurt sonerezh pa soñje e vamm-gozh, bigodez ma oa unan, e oa ur pec’hed selou seurt traoù.
Evit kontañ e istor e vesk Charles Burnett skeudennoù enrollet d’ar mare-se gant lod all, troet gant aktourien a-ratozh.

Kregiñ ra ar film e 1956. Kaset ‘vez ar paotrig Burnett, 11 vloaz, e Su ar vro da vezañ badezet. Eno e tizolo ar blues gant e eontr Buddy. Pladennoù 78 tro a zo e pep korn e di ha sevel a ra bep mintin o tañsal war un ton blues bennak. A bep seurt arzourien a selaou ha deskiñ ra buan a-walc’h d’ar paotrig Charles seniñ tonioù gant e drompilh. An on kentañ pleustret gantañ a zo Saint Louis Blues gant W.C. Handy (da glevet amañ dindan).
Kanaouennoù kailh evel re Lucille Bogan a glevas ivez ar paotrig : peadra da zeskiñ anvioù lodennoù ar c’horf !

Ar film a gont deomp ivez un tamm istor ar blues met hep bezañ randonus. Penaos eo liammet ar sonerezh-se gant ar sklavelezh, al labour tenn er parkeier kotoñs pe c’hoazh al labour ret. Penaos n’eo ket relijiel ar blues evel ma’z eo ar gospel. Penaos ez eus atav bet merc’hed o kanañ koulz ha paotred. Penaos e kouste 3 dollar ur gitar d’ar poent-se, alese ar fed m’eo bet dibabet ar benveg-mañ gant kalz tud. Hag a bep seurt traoù ken dedennus all c’hoazh…

Sonerezh blues ‘vez klevet dibaouez ‘vel-just, an tonioù o vezañ gant a bep seurt bluesmen ha blueswomen anavezet mat pe tamm ebet.
Tonioù a vez klevet traken met alies e weler enrolladennoù video kozh : ur blijadur lakaat dremmoù war seurt sonerezh. Un toullad sonerien a glever, en o zouezh Big Bill Broonzy, Son House, Sister Rosetta Tharpe, Mamie Smith (kentañ maouez o vezañ bet enrollet un ton blues), Ma Rainey, Ida Cox, Dinah Washington, Sonny Boy Williamson, Blind Lemon Jefferson, Sam Chatmon, Gary Davis, Mississippi John Hurt, Muddy Waters, T-Bone Walker, Lightnin’ Hopkins, Bessie Smith, Elizabeth Cotten, Willie Dixon, Victoria Spivey, Brownie McGhee & Sonny Terry, John Lee Hooker, hag all hag all…

Ma plij deoc’h ar blues pe ar sonerezh dre vras ha m’emaoc’h kurius un tamm ho po plijadur gant ar film-mañ kredapl.

Iskisat tra. N’on ket deuet a-benn da gavout ur filmig-tañva met ar film a-bezh, digudenn (e saozneg istitlet e kastilhaneg).

Gary Moore (1952-2011) a oa ur gitarour ha kaner norzhiwerzhonat ganet e Belfast.
Ur sonerezh divoutin a-walc’h a zo gantañ, a vesk sonioù an hard-rock gant re ar blues, ha ma vez santet enni levezon ar sonerezh hengounel iwerzhonat, en un doare splann a-walc’h a-wechoù. Sonet en deus meur a wech Gary Moore e Montreux (festival jazz brudetañ ar bed hervezon) met kazi sûr on en defe gellet seniñ memes mod en Hellfest da skouer.

Evit prouiñ deoc’h ne gontan ket gevier e c’hallan lâret deoc’h ‘oa bet pedet e Klison e 2011 ar strollad rock iwerzhonat Thin Lizzy. Dav eo goût ez eo bet Gary Moore unan eus sonerien gitar ar strollad er bloavezhioù 70 ha 80 ha gantañ an hini eo, dreist-holl, ez eo bet savet an albom Black Rose (hini gwellañ ar strollad ?) hag an ton Róisín Dubh (Black Rose): A Rock Legend (da selaou amañ m’ho peus c’hoant), unan eus tuboù ar strollad.

Siwazh, kudennoù alkool a oa gant ar paotr Gary, hag adkavet eo bet marv e miz C’hwevrer 2011 e kambr ul leti e Bro-Spagn, gant kazi 4 gram alkol en e wad, re evit e galon atav. Aet eo kuit kalz re abred, ne oa ket 60 bloaz zoken. 😦

Golo

Ar bladenn Live at Montreux 2010 n’eo ket da vat ur « best of » met tennañ ra da se gant ma kaver warni darn vrasañ tonioù brudetañ Gary Moore.
E sonadeg diwezhañ da vezañ bet enrollet eo ivez allas, met pebezh hini ! Un eurvezh ha kard bennak startijenn, from ha c’hoari gitar espar ! Ne skuizhaan ket ouzh he selaou. Ar seurt sonerezh a ra dija deoc’h santout un dra bennak war bladenn met a ro deoc’h kroc’hen gwazi pa weler an abadenn ‘vit gwir sûr mat.
Ar sonerien gantañ war al leurenn ar wech-mañ a oa Neil Carter (klavieroù), Jonathan Noyce (gitar-boud) ha Darrin Mooney (taboulinoù).

En ton a zigor ar sonadeg azeulet-mañ (gant fans Gary Moore da nebeutañ), Over the Hills and Far Away, e klever anat levezon ar sonerezh Iwerzhonat, chomet tomm da galon paotr Belfast.

 

Tonioù muioc’h bluesy a sone Gary Moore ingal, evel Still got the Blues, unan eus e donioù anavezetañ. Truchañ ‘ran un tamm rak m’en deus sonet an ton-se e Montreux e 2010 n’emañ ket war ar bladenn diwar al leurenn met war an DVD hepken.
Ya, rak un DVD d’eus ar sonadeg-mañ a zo ivez, gant daou don ouzhpenn ‘keñver ar bladenn : Still got the Blues neuze, ha Thunder Rising. Un nebeut tonioù bonus, tennet d’eus sonadeg Montreux 1997 a zo ivez. Dav ‘vo din klask e welet poent pe boent.

 

N’eus ket un ton displijus war ar bladenn met lod a zo nerzhusoc’h ‘vit ar re all, evel Blood of Emeralds, Days of Heroes pe c’hoazh Oh Wild One.
Klozet oa bet an abadenn zreist-se gant an ton Parisienne Walkways.12 munutenn gitar da eñvoriñ, gant mareadoù solo digredus hag ehanoù efedus. Na fromus ! N’eus ket kalz tud par da C’hary Moore ‘vit lakaat o gitar da leñvañ a seurt.

Gary Moore A.KA. « The Lord of the Strings », ur « guitar hero » marvet kalz re abred.
Da zizoloiñ eta, ha n’eo ket ober vann hañ !

Listennad tonioù ar bladenn « Live at Montreux 2010 » :

1. Over the Hills and Far Away
2. Military Man
3. Days of Heroes
4. Where Are You Now ?
5. So Far Away / Empty Rooms
6. Oh Wild One
7. Blood of Emeralds
8. Out in the Fields
9. Walking by Myself
10. Johnny Boy
11. Parisienne Walkaways