Posts Tagged ‘bloavezhioù 1970’

Après Mai a zo ur film gall gant Olivier Assayas deuet maez e miz Du 2012.

Pariz, 1969.
Lisead eo Gilles. Engouestlet-tre eo, evel un nebeut kamaraded er stourm politikel (tu kleiz pellañ). Ne oar ket re petra ober eus e vuhez met c’hoant en dije mont da liver.
Embann a ra dezhañ e vignonez e rank mont kuit da vevañ e Londrez. Kollet eo un tamm Gilles. Riskloù a gemer muioc’h-mui en e oberoù politikel, betek kaout kudennoù ha rankout en em guzhat. Kejañ a ra ivez gant Christine.

Ur brav a film war ar yaouankiz hag ar bloavezhioù 1970 eo Après Mai (petra ober goude Mae 1968, kenkaz ‘m ho pije ket komprenet an titl ^^). Manifestadegoù, karantezioù kentañ, arzoù, maread “hippie”, drammoù…
Kredabl-bras en deus lakaet kalz ar sevenour eus e vuhez dezhañ ken gwir e seblant an traoù, ken kizidik e seblant bezañ e sell d’eus ar pezh a ziskouezh deomp.
Gwelet e vez o arvestiñ ouzh Gilles hag e vignoned pegen diaes e c’hell bezañ divizoù-zo da gemer e-pad hon yaouankiz. Kavout e hent etre c’hoantoù ar gerent, ar stourm politikel, ar studioù pe c’hoazh ar c’harantezioù da skouer… Da bep hini e tegaso sur ‘walc’h eñvorennoù, disheñvel hervezh an dud.
Soñj ”zo deuet din en-dro eus ma manifestadegoù lisead kentañ, da vare ar CPE, pa gustumemp c’hoari gant ar jañdarmed o stankañ straedoù Karaz gant poubelennoù e plas mont d’ar c’hentelioù.

Barrek eo an aktourien yaouank, Clément Métayer (Gilles) da skouer, met dreist-holl Lola Créton. Resevet he deus bet evit he ferzh er film-mañ priz an aktourez yaouank wellañ e festival Cabourg.

Aliañ a ran a-walc’h ar film m’ho peus tro d’e welet.

Ar film-tañva :