Posts Tagged ‘biopic’

Jimmy P. (Psychothérapie d’un Indien des plaines) a zo ur film gant Arnaud Desplechin deuet maez ar miz-mañ met kinniget dija e Cannes e miz Mae (er genstrivadeg).
Ur film gall eo, a c’haller gwelet e galleg, met dav eo goût eo ar saozneg e yezh orin.
E welet ‘m eus e yezh-orin istitlet.

Kontañ ra ar film un istor gwir.
Hini Jimmy Picard (tudenn wir, anv faos), un Indian « Treid-Du » bet gloazet e Bro-C’hall ‘pad an Eil Brezel bed. Dibaoe e vez tapet alies gant ar boan-benn, gant barroù-enkrez pe c’hoazh gant an ankoun a-wechoù. Kaset ‘vez d’un ospital soudard e Topeka (Kansas) met daoust d’an holl arnodennoù tremenet gantañ, n’eus mezeg ebet gouest da gompren petra c’hoari gantañ. Dre ma nac’h Jimmy P. komz d’ar bredvezeg e lak neuze an ospital dont Georges Devereux, un tudoniour gall arbennik war an Indianed, da glask eskemm gantañ.


Jimmy P. (Benicio del Toro) a wel buan ez eo dedennet ‘vit gwir Devereux (Mathieu Amalric) gant an Indianed ha gantañ. Fiziañs ‘grog ar c’hlañvour da gaout ennañ ha kregiñ ‘ra da eskemm. Buan e kompren Devereux n’eo ket skizofrenek Jimmy met kentoc’h trubuilhet gant prederioù don, liammet kement gant e istor personel ‘vit gant hini e bobl.
Dont ‘reont da vezañ mignoned ha kompren a reont asambles traoù war egile, o klask dielfennañ asambles an huñvreoù da skouer.

Istor ar film – ur bredelfennadenn ‘benn ar fin – a zo dic’hortoz a-walc’h met n’eo ket borodus tamm ebet. Dedennet e vezer buan gant istor Jimmy, klask a reer kompren gantañ ha gant Devereux petra zo kaoz d’e drubuilhoù. Just-kenañ e c’hoari an aktourien, dreist-holl Benicio del Toro, ha kaset e vezomp betek dibenn ar film hep en em rentañ kont eus e badelezh (kazi div eurvezh).

Ur film dedennus war ar bredelfennerezh hag an Indianed.

Ar filmig-tañva :