Posts Tagged ‘bannenn-dreset polis’

La tour fantôme, 1, gant Taro Nogizaka (istor ha tresadennoù) a zo levrenn gentañ ur stirad manga. 7 a zo hiziv e Bro Japan met n’eo ket echu an istor c’hoazh.

Ne dro ket mat-tre ar bed gant Amano Taichi. Chom a ra er gêr an devezh ‘pad, betek ma rankfe kavout un diskoulm evit gounit arc’hant goude ma vije deuet ar berc’hennez da c’hourdrouz anezhañ d’e skarzhañ ma ne baefe ket ar feurm buan. Adkavout a ra Amano ur vignonez lise dre zegouezh. Evit brabañsat e lâr dezhi e vo pinvidik a-benn nebeut dre ma c’hortoz un hêrezh. Un den yaouank, bet klevet kement-se dre zegouezh, a ginnig da Amano klask gantañ un teñzor, a vije kuzhet en un tour, satanazet a-hervezh goude ma vije bet muntret enni ur vaouez gozh gant he merc’h.

Deuet ‘maez dec’h, La tour fantôme a zo azasadur Yûreitô, romant Ruiko Kuroiwa (embannet e 1899 e Bro Japan), a oa dija azasadur A Woman In Grey, gant Alice Williamson (Bro Saoz, 1898). Brudet eo un tamm an istor-se e bro an heol o parañ dre m’eo bet azasaet ivez gant Edogawa Ranpo, mestr ar romant-polis du-hont.

E 1954 e krog an istor, daou vloaz goude muntr ar vaouez gozh war orolaj an tour. A-raok kemer un diviz ‘keñver kinnig ar paotr yaouank e ya Amano da weladenniñ an tour. Taget e vez ha darbet eo dezhañ bezañ muntret. Savetaet eo in extremis gant Tetsuo, ar c’hlasker teñzor. Dre m’en deus hemañ savetaet e vuhez e tiviz neuze asantiñ d’e ginnig ha kregiñ an enklask…

El levrenn gentañ-se, a ro lañs d’an istor, ez eus dija kalz suspens, hag un toullad dazlammoù. Un tun fin a vez implijet gant Taro Nogizaka evit ma ouife al lenner muioc’h a draoù evit Amano. Ral a-walc’h eo kement-se ha reiñ a ra un dro dedennus-tre d’an istor.

Daoust d’an istor orin bezañ bet skrivet en 19vet kantved, an azasadur-mañ a lenner digudenn bremañ. Savet eo bet en un doare fin senario al levrenn-se ha brav eo ivez tresadennoù Taro Nogizaka. Deuet eo brav ar rann gentañ-se rak kevrinus a-walc’h eo evit reiñ c’hoant da lenn al levrennoù da zont. An eil hini a vo embannet e miz Mae gant Glénat.

 

La tour fantôme, 1 (Yûreitô, 1, 2010), gant Taro Nogizaka, Glénat (2014). Troet diwar ar japaneg gant Victoria Tomoko Okada, 224 pajennad.

De briques et de sang a zo ur vannenn-dreset gant François Hautière (senario) ha David François (tresadennoù) embannet ‘ti Casterman (KSTR) e 2010.

Kregiñ ‘ra an istor e miz Here 1936. Da heul marv he zad e tiviz ur vaouez kontañ dre lizher d’unan all un istor kozh, bet c’hoarvezet un ugent vloaz-zo bennak. Un afer spontus.
Miz Genver 1914.
E Guise, e departamant an Aisne, e vez adkavet gant ar polis korf marv ur micherour-teuzer, just ‘kichen ar « familister » bet savet gant Godin. Un eil korf, hini un intañvez ar wech-mañ, a vez kavet nebell ur pemzektez bennak war-lec’h. Liammet eo an daou vuntr kredapl. Ul liesvuntrer a vije o kuzhat er « Palez sokial » ?
Ouzhpenn d’ar polis a vez o enklask. Ur c’hazetenner yaouank o labourat ‘vit L’Humanité a zo war al lerc’h, o klask diluziañ an afer. Seul vuioc’h a draoù a zesk, ha seul iskisoc’h e seblant dezhañ an afer bezañ.

Dedennus eo ar vannenn-dreset-mañ e meur a geñver.
Evit an istor, anat. Un enklask polis a zo, gant suspens, muntroù, hag un dibenn dic’hortoz ha deuet mat.
An tresañ en deus plijet din a-walc’h ivez : dibab al livioù, tresañ ar savadurioù… N’eus nemet an doare da dresañ dremmoù tudennoù-zo n’en deus ket ma c’hendrec’het (dizampart ‘m eus kavet un nebeut re zoken).

Hogen, dibarded an endro eo en deus plijet din ar muiañ.
Dibaoe ma bloavezhioù lise on bet dedennet gant istor an taolioù-arnod dispac’hour, istor Kumun Pariz, an diveliouriezh, ar raktresoù sokial hag « utopek »…
Anavezout a raen dija neuze un tamm istor ar familister (pe familisti neuze?), krouet e Guise gant Jean-Baptiste Godin (a oa e penn un embregerezh tommerezhioù) da heul mennozhioù Charles Fourier hag e « falañsti ». Daoust pegen dedennus m’eo lenn levrioù istorel ha « sirius » war seurt sujedoù, ur blijadur eo o adkavou e kreizhig-kreizh un oberenn faltazi. Enklaskoù o deus graet an daou oberour kredapl, rak ne soñj ket din e vije (mell) fazioù er pezh ‘gontont.

Ma n’anavezit netra da istor ar familister pe just m’ho peus c’hoant da lenn ur vannenn-dreset polis siñpa, kredit digeriñ De briques et de sang.