Posts Tagged ‘Angoulême 2014’

Ma révérence a zo ur vannenn-dreset gant Wilfrid Lupano (senario) ha Rodguen (tresadennoù), embannet gant Delcourt warlene.
Eviti o deus gounezet an daou oberour ar priz « Fauve Polar SNCF » (gwellañ bannenn-dreset polis) e Angoulêmes n’eus ket keit-zo.

Ne dro ket mat-tre ar bed evit Vincent. Karantez e vuhez a zo chomet gant o bugel er Senegal, e-lerc’h m’o deus graet anaoudegezh, a-raok ma tivizfe eñ distreiñ . Keuz bras en deus bremañ, ar pezh a zispleg e ziwaskadenn hag e gudennoù dramm. C’hoant en dije adkavout Rana met berr eo en em gavet gant an arc’hant. En un davarn e kont dezhañ un dezouger arc’hant hanter-vezv e vuhez, planedenn rust ha kalet. Alese e teu ar soñj da Vincent seveniñ un dagadenn. Met ket n’eus forzh pehini, rak n’eo ket ur paotr droug. Unan hep feulster. Hag ouzhphenn-se e vo rentet arc’hant d’an dezougerien evit en em zigareziñ ha darn vrasañ ar moneiz a yelo da sikour an Afrikaned. Dre ma vezomp laeret bemdez gant an tiez-bank, n’eo ket ur gwall afer laerezh anezho ur wech an amzer, geo ?

Kazi pevar bloaz o deus bet ezhomm Lupano ha Rodguen da beurlipat ar vannenn-dreset-se. Mat o deus graet kemer o amzer avat. Rak m’eo hir a-walc’h Ma révérence (hogos 130 pajennad), ne gaver ket hir e/he amzer an disterañ pa lenner anezhi. Dibaboù her a zo bet graet gant an oberourien ha deuet eo brav an disoc’h. An istor ijinet gant Lupano a vez kontet deomp gant Vincent, er c’hentañ gour, hag an « haroz » ne heul ket dre ret red an amzer met kentoc’h red e soñjoù (hag ar re-se n’int ket gwall urzhiet atav). Dibaboù brav a zo bet graet ivez gant Rodguen, evit ar pezh a sell eus an doare da zidroc’hañ plankennoù-zo (gwelet amañ-dindan da skouer) pe c’hoazh evit un toullad gavaeloù dic’hortoz a gustumer gwelet kentoc’h er sinema (ar pezh n’eo ket souezhus-kenañ pa ouezer e labour Rodguen evel treser tresadennoù-bev evit Dreamworks hag eo ar wech kentañ dezhañ tresañ ur vannenn-dreset).

An istor a heulier gant plijadur. Kenhoal en deus buan al lenner evit an tudennoù pennañ. Evit Vincent evel-just, met ivez evit Gaby Rocket, ur seurt rocker mod-kozh, loser un tamm anezhañ, dibabet gant ar paotr yaouank evit bezañ e gomper evit an taol.
Daoust ma n’eo ket merket-kenañ, un tu « sokial » dedennus-kaer a zo ivez gant an istor, e meur a geñver a vefe diaes mennegiñ amañ hep kontañ re a draoù.

Un taol kaer a zo bet graet gant Lupano ha Rodguen evit o bannenn-dreset kentañ, ha kompren a reer gwelloc’h perak o deus resevet ur priz e Angoulême. Spi ‘m eus ne vo ket an hini diwezhañ !
M’emaoc’h c’hoazh etre daou soñj e c’hellit lenn dija an dek pajennad kentañ dre amañ, war lec’hienn Delcourt.

 

 

Ma révérence, gant Wilfrid Lupano ha Rodguen, Delcourt (2013), 128 pajennad.