Archive for the ‘Sinema’ Category

Djúpið / Baltasar Kormákur (2012)

Posted: 6 C'hwevrer 2014 in Sinema
Tikedennoù:, , , ,

Djúpið a zo un drama gant Baltasar Kormákur, deuet maez e Bro-C’hall e miz Ebrel 2013 dindan an titl Survivre (1e36).
Dizoloet ‘m boa ar sevenour islandat gant Jar City, azasadur romant Arnaldur Indriðason, a oan bet da welet er sine e 2008.
An daou film-se am eus gwelet e yezh orin is-titlet, e islandeg neuze.:-)

Diazezet eo Djúpið diwar istor gwir Guðlaugur Friðþórsson, ur pesketaer islandat.
E miz meurzh 1984 emaomp, war enezenn Heimaey, hini pennañ enezeg ar Vestmann (e Su aodoù Island). Mintin abred, yen-ki an amzer. Gant e genlabourerien e pign Guðlaugur war vourzh al lestr-pesketa. A-boan degouezhet en donvor e krogont da labourat. Ne bado ket pell. Stanket e chom an drag er foñs ha peñse a ra al lestr buan-tre. En em gavout a ra Gulli hag e genseurted en ur mor rust ha sklas e-kreiz an noz. Spi da vevañ un den en un dour ken yen a zo 20mn.

Hogen, ne añval ket Gulli bezañ un den ordinal. Pa ya e gamaladed d’ar strad tamm-ha-tamm e chom yac’h ar paotr, mennet da neuial evit en em dennañ keit ma c’hello. Digredus ! En em gavout a raio ‘benn ar fin war an douar goude bezañ bet neuiet 6km bennak e-pad 6 eurvezh en un dour war-dro 5°C !

Ur wech savetaet e cheñcho buhez ar paotr. Anavezet e vez gant an holl abalamour m’eo bet kontet e istor er mediaoù. C’hoant o deus ar skiantourien studiañ ar « burzhud », setu ma rank Gulli tremen nouspet dielfennadenn. Dreist-holl, diaes eo dezhañ bevañ ar fed bezañ bev atav p’eo marvet an holl re all.

Tout le monde parle de vous à l’hôpital, vous êtes une célébrité. Un héros national.
– Vraiment ? Pourquoi ?
– Comment ça, “pourquoi” ? Vous devriez le savoir. Vous avez accompli un exploit.
– J’ai essayé de survivre, c’est tout. Qui n’aurait pas essayé ?

Filmet kaer eo an traoù gant Baltasar Kormákur ha c’hoariet brav ar c’hentañ roll gant Ólafur Darri Ólafsson. Gantañ e vezer da vat, kollet e kreiz ar mor, o komz d’al laboused mor evit en em galonekaat.

Ur brav a film, kalz donoc’h eget na añval bezañ, war an dreistvevañ, ar c’hañv hag an dud a vor.
Dediet eo ar film d’ar besketaerien islandat. Soñjal a raer er re all ivez.
En arlizh dibenn e weler tammoù atersadennoù gant ar Guðlaugur gwir, dedennus.

Ar film-tañva

Mon lapin bleu / Gérard Alle (2013)

Posted: 24 Genver 2014 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Ur skrivagner anavezet-mat e Breizh evit e romantoù polis* (dreist-holl) eo Gérard Alle, hag a zo tremenet evit ar wech kentañ a-dreñv ur c’hamera a-benn seveniñ Mon lapin bleu.

An teulfilm-se, deuet maez e 2013, a ginnig deomp Yvonne hag he zavarn. Lec’hiet war maezioù Pouldreuzig, an ti a zo ivez al lec’h m’eo bet ganet ha ma vev atav, war-lerc’h bezañ bet o foetañ bro etretant. Yvonne, ur pevar-ugent vloaz bennak, a zigor c’hoazh he stal bemdez. Ouzhpenn servijout banneoù hini ruz a ra hi, prest atav da skoazellañ pe da frealziñ an nen. Ur seurt ispiserezh eo ivez he c’hafe, ma c’hell an dud ober prenadennigoù. Dreist-holl, ul lec’h buhez a-stroll eo Mon lapin bleu, digor d’an holl, ma c’hell an dud c’hoari kartoù, komz, c’hoarzhin… ; bevañ, e fin ar gont.
Ur sapre hini eo Yvonne, beg bras ha teod lemm. Kavout a ra ar gerioù just gant pep hini, prest eo atav da farsal, ha gouiziek-tre eo war ar marc’had.

N’eus netra a embann ez eo al lec’h un davarn, ar pezh a lak Yvonne da embann n’eus nemet an dud a zellez dont betek amañ a zeu-tre. Tañpic’h ‘vit ar re all, n’ouzont ket ‘petra c’hwitont. A-drugarez da baotr Douarnenez, graet gantañ un taol-kaer evit e film kentañ, deuit-tre ti Yvonne.

Ur brav a film, war ur sapre maouez hag ur seurt lec’h deuet da vezañ re ral siwazh, unan eus ar re a zifach ac’hanomp gant an denelezh.

Un tammig film, da dañva :

Skignet eo bet kalzik Mon lapin bleu e Breizh da vare Mizvezh an teulfilmoù hag aet eo gantañ priz ar juri. N’on ket sur e vije aes da gavout un abadenn bremañ met ma ‘z oc’h mennet, an DVD a c’haller prenañ war lec’hienn an ti-produiñ.

* Gant Gérard Alle, lennet ‘m eus nepell-zo Il faut buter les patates, ha sed aze ur pennad ganin ma’z oc’h dedennet.

Prisoners a zo ur film amerikan doare thriller gant ar sevener kebekat Denis Villeneuve.
Deuet eo ‘maez war skrammoù ar C’Hwec’hkorn e miz Here 2013.

E Boston, en ur c’harter trañkil, e krog an istor. Ur familh en em gav e ti mignoned evit lidañ Thanksgiving holl asambles. E pep familh ez eus ur plac’hig, ur c’hrennard, hag ar gerent. Ankouezet o deus ar merc’hed ur c’hoari en ti all, un tammig pelloc’h. Aotreet int mont di, gant ma yelo ar re vras gante. A-benn ar fin e ya kuit o-unan Joy hag Anna hep na ouife ar grennarded. Kudenn : ne zistroont ket. Hag an holl da glask war o lerc’h betek ansav ez int steuziet. Pe tec’het kuit, met perak, pe gwashoc’h, skrapet.

Klasel-tre eo penn-kentañ Prisoners, un istor bugale aet diwar-wel evel ma vez kalz anezho.
Hogen, buan a-walc’h e komprener eo disheñvel ar pezh en deus c’hoant Denis Villeneuve diskwel deomp eus unan eus rannoù ur stirad skinwel polis boutin (evel Without A Trace da skouer, F.B.I. Portés disparus e galleg). Daoust ma heulier an enklask e vez lakaet kalz ar pouezh war ar pezh a c’hoarvez d’ar re a chom. Ur vamm (Maria Bello) ne ra nemet kousket, lonkañ louzoù ha krediñ (pe ober vann) e tistroio e verc’h. Ur c’houblad (Terrence Howard ha Viola Davis) a chom etre tristidigezh ha spi, o c’hortoz e kavfe ar polis o merc’h. Met dreist-holl e heulier tad Anna, Keller Dover, c’hoariet gant Hugh Jackman. Chaseour eo, hag « amerikan » a-fed tro-spered a gredfen lâret. En em santout ‘ra kablus rak n’eo ket bet gouest da wareziñ e familh. Kavout a ra nul ar polis ha divizout a ra adkavout e verc’h mod pe vod, zoken o vont dreist d’al lezenn. Dre zic’hoanag e teu da vezañ feuls ha da lonkañ.


E keit-se e ya an enklask war-raok a-drugarez d’an enseller Loki (Jake Gyllenhaal), ur poliser iskis un tamm met mennet-kenañ. Ur c’harr-kampiñ kozh a oa o treiñ er c’harter d’ar mare m’eo « aet kuit » ar merc’hed. E vlenier a zo harzet. Ur paotr iskis eo, Alex Jones e anv, met un namm spered a zo gantañ ha buan e soñj ar polis ne c’hell ket bezañ kablus. N’eo ket ar pezh a soñj Keller Dover avat. Ne gompren ket perak eo bet dieubet Alex ha treiñ a ra da sod gant kement-se.

Paul Dano, ganet e 1984, a zo evidon unan eus aktourien varrekañ e remziad. Dreist eo e Little Miss Sunshine (ar breur iskis), dreist eo e There Will Be Blood (ar prezeger hanter-fol).
Ken barrek eo er film-mañ, ha ken « cheñchet » ivet (blev, lunedoù, dremmlivaj…) ma ‘m eus lakaet hanter ar film da gompren e oa eñ a c’hoarie Alex. Sapre taol-kaer !

Suspens a zo, dazlammoù niverus (lod dic’hortoz-mat ha lod aesoc’h da zivinout). An dibenn am eus kavet fin, kavet brav. Hogen, kavout a ran e chom goulennoù zo direspont, pe neuze ne’m eus ket komprenet pep tra.

Aliañ a ran Prisoners d’ar re a blij dezho ar filmoù ankenius doare thriller.
N’e alian ket d’ar re gizidik avat rak direnkus eo ar film, ha kriz mat un nebeut arvestoù. Diaes eo bet din chom hep treiñ ma selloù a-wechoù, ha koulskoude ne soñj ket din bezañ dreistkizidik.

Ar film-tañva

50vet pennad Korn an dudi eo hemañ ! 🙂

Suzanne / Katell Quillévéré

Posted: 17 Genver 2014 in Sinema
Tikedennoù:,

Suzanne a zo un drama sevenet gant Katell Quillévéré ha deuet ‘maez e fin ar bloaz paseet.
Awenet eo bet ar sevenourez gant meur a dra, en o zouez kanaouenn vrav Leonard Cohen (hevelep titl), a c’heller klevet dre amañ da skouer.

Liseadez eo c’hoazh Suzanne p’en em gav dougerez. N’eus tad ebet koulz lâret met c’hoantaet e oa ar babig ganti memestra. Pa zesk he zad an afer ez eo re ziwezhat evit he lakaat da ziforc’hañ. Fuloriñ a ra eñ war an taol met sikour a raio Suzanne o kavout dezhi ul labour sekretourez en embregerezh kirri-samm e-lec’h ma labour evel bleiner. O lojañ holl a ra ivez, hi, he mab hag he c’hoar. Kollet he deus Suzanne he mamm abred met en em glevout ‘ra mat-kenañ gant he c’hoar Maria hag en em sikour a reont kalz.
Ober ‘ra Suzanne anaoudegezh gant Julien, ur paotr yaouank lentik ha koant. Siwazh dezhi, amourouz-foll e teu buan da vezañ ha n’eo ket fur fur ar paotr. Penn-kentañ ar c’hudennoù eviti neuze…


Dibaoe L’esquive (film dreist gant Abdellatif Kechiche) e plij din kalz an aktourez yaouank Sara Forestier. A-hervezh eo bet diaes-tre dezhi c’hoari Suzanne ha disammet eo bet e fin ar prantad-treiñ ken poanius eo bet ar roll eviti. Talvezout ‘rae ar boan ‘gav din, rak barrek-kenañ eo hi ur wech ouzhpenn hag hepti, film ebet, rak treiñ a ra pep tra tro dro dezhi.


An aktourien all a zo barrek ivez, Paul Hamy (Julien) pe Adèle Haenel (Maria) da skouer. Souezhus am eus kavet gwelet François Damiens, paotr ar farsadennoù droch kamera kuzh, en ur roll sirius met deuet eo brav-tre gantañ. Krediñ a raer diouzhtu en e dudenn, hini un intañv, trist-meurbet atav o vezañ bet kollet e wreg re abred, ha desavet e-unan e div verc’h, a gont kalz evitañ.

Heuliañ a raer neuze Suzanne hag he familh war hir dermen (un ugent vloaz bennak), ar pezh a zo ral a-walc’h met brav eo an disoc’h (zoken « koshadur » an aktourien, ar pezh n’eo ket anat atav). Dibaboù-zo graet gant Katell Quillévéré (ober lammoù en amzer hep displegañ deomp pep tra, chom hep diskwel pezh a c’hoarvez da Suzanne ‘pad ur mare…) a zo dedennus.

Ur film karantez brav ha fromus gant aktourien eus ar c’hentañ. Da welet !

The Selfish Giant (Le géant égoïste er c’hwec’hkorn) a zo ur film saoz sevenet gant Clio Barnard ha deuet maez war ar skrammoù saoz ha gall e 2013.
He film hir faltazi kentañ eo (1e31). Filmoù-berr ha teulfilmoù he doa sevenet betek-henn.
Azasadur ur gontadenn (hevelep titl) gant Oscar Wilde eo, bet embannet e 1888 el levr The Happy Prince and Other Tales (pemp istor ennañ en holl). N’am eus ket bet tro d’he lenn.

Kontañ a ra ar film istor Arbor ha Swifty, daou grennard o vevañ e familhoù paour Bradford, e Hanternoz Bro-Saoz. N’eo ket aes an traoù er gêr abalamour d’an diouer a arc’hant (diaesterioù da vagañ ar familh, feulster, kudennoù alkol ha dramm…). N’eo ket troet an daou vignon war ar studioù. Hep na vije tu da lâret int drouk, ober a reont sotonioù ingal, betek bezañ skarzhet eus ar skol da vat. Dre zegouezh un tamm e krogont da glask metal evit degas un nebeut gweneien d’ar gêr. Kitten, perc’henn ur stal metal (Sean Gilder, gwelet er stirad Shameless) a grog da implij anezho. Swifty, barrek gant ar c’hezeg, a vleino sulky marc’h-redadeg an den. Arbor a ranko kavout muioc’h-mui a metal. Kregiñ ‘raio neuze da laerez funioù lec’h ma c’hello…


Daoust ha plijout ‘raio deoc’h ar film-mañ ? N’eo ket sur kant dre gant.
Hogen, un toullad traoù a zo sur a-zivout ar film-mañ.

– N’eo ket ur gomedienn, pell alese – kriz a-walc’h eo memes –, ar pezh ne vir ket da c’hoarzhin a-wechoù. Un drama sokial eo kentoc’h.

– Donezonet-kenañ eo an daou aktour yaouank pennañ, Conner Chapman (Arbor) ha Shaun Thomas (Swifty), 12 ha 15 vloaz e gwirionez. Un drugar !

– Filmet brav, ha gant denelezh eo tud paour Bradford gant Clio Barnard, evel m’eo gouest d’ober ur sevener evel Ken Loach.

– Un toullad prizioù en deus rastellet ar film hag e skipailh er festivalioù, zoken e Breizh : tri friz e Dinarzh, an Hitchcock aour (= ar gwellañ film) en o zouezh.

– Kredabl e chomo ‘pad ur mare ar film war o spered. Ne ‘z aer ket ‘maez ar sal sine evel ma ‘z aer tre. Peadra ‘zo da brederiañ war ar bed ma vevomp ennañ da heul…

Ur film dispar ha kreñv-tre eo The Selfish Giant, a alian deoc’h groñs nemet ma vijec’h dreistkizidik (diaes a-walc’h eo memestra). Ur sapre flac’had am eus paket atav !

Ar film-tañva (fromus en e-unan dija) :


Après Mai a zo ur film gall gant Olivier Assayas deuet maez e miz Du 2012.

Pariz, 1969.
Lisead eo Gilles. Engouestlet-tre eo, evel un nebeut kamaraded er stourm politikel (tu kleiz pellañ). Ne oar ket re petra ober eus e vuhez met c’hoant en dije mont da liver.
Embann a ra dezhañ e vignonez e rank mont kuit da vevañ e Londrez. Kollet eo un tamm Gilles. Riskloù a gemer muioc’h-mui en e oberoù politikel, betek kaout kudennoù ha rankout en em guzhat. Kejañ a ra ivez gant Christine.

Ur brav a film war ar yaouankiz hag ar bloavezhioù 1970 eo Après Mai (petra ober goude Mae 1968, kenkaz ‘m ho pije ket komprenet an titl ^^). Manifestadegoù, karantezioù kentañ, arzoù, maread “hippie”, drammoù…
Kredabl-bras en deus lakaet kalz ar sevenour eus e vuhez dezhañ ken gwir e seblant an traoù, ken kizidik e seblant bezañ e sell d’eus ar pezh a ziskouezh deomp.
Gwelet e vez o arvestiñ ouzh Gilles hag e vignoned pegen diaes e c’hell bezañ divizoù-zo da gemer e-pad hon yaouankiz. Kavout e hent etre c’hoantoù ar gerent, ar stourm politikel, ar studioù pe c’hoazh ar c’harantezioù da skouer… Da bep hini e tegaso sur ‘walc’h eñvorennoù, disheñvel hervezh an dud.
Soñj ”zo deuet din en-dro eus ma manifestadegoù lisead kentañ, da vare ar CPE, pa gustumemp c’hoari gant ar jañdarmed o stankañ straedoù Karaz gant poubelennoù e plas mont d’ar c’hentelioù.

Barrek eo an aktourien yaouank, Clément Métayer (Gilles) da skouer, met dreist-holl Lola Créton. Resevet he deus bet evit he ferzh er film-mañ priz an aktourez yaouank wellañ e festival Cabourg.

Aliañ a ran a-walc’h ar film m’ho peus tro d’e welet.

Ar film-tañva :

Tu seras sumo / Jill Coulon (2013)

Posted: 8 Du 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Pellig-zo ne oan ket tremenet dre amañ. N’eo ket aes ober war dro daou vlog, ouzhpenn tout ar peurrest. Klask a rin tremen aliesoc’h ‘vit ur wech ar miz memestra. Setu dija ur pennad, da gregiñ.

Tu seras sumo a zo un teulfilm gall ha japanat bet graet gant Jill Coulon, ur sevenourez yaouank.
He film kentañ eo.

A-hed ar film (1e23) e heulier buhez pemdez ur paotr yaouank, Takuya Ogushi, enskrivet gant e dad en ur skol sumo.
C’hoant en doa Takuya bezañ judoka kentoc’h, met daoust dezhañ bezañ barrek e nac’h e dad derc’hel anezhañ ba’r gêr, p’emañ bremañ 18 bloaz e vab. Hag eñ d’e rediañ da vont d’ar skol sumo, o lâret dezhañ n’en deus ket ar gwir da « c’hwitout ».
Setu Takuya kaset da Dokyo, lec’h ne anavez den.
Rust eo ar vuhez er skol sumo. Pleustradegoù sumo a zo bemdez, ouzphenn an dañvezioù skol boutin. Debriñ forzh pegement a ranker ober, evit tevaat a-benn bezañ efedusoc’h. A-stroll e vev ar sumoed noz-deiz. Pep tra a reont asambles : pleustriñ, keginañ, kemer strinkadennoù, ha zoken kousket, war ur futon war leur ar sal voutin (endon ebet, anat deoc’h)…
Diaes-tre eo an traoù evit Takuya, e-unan penn, hep e vignoned, hep e familh ha gant gwask ar gourdoner warnañ. Ne zeu ket a-benn da bouneraat, koll a ra darn vrasañ e grogadoù. Soñjal a ra alies paouez pep tra. Dre chañs ez eus c’hoazh e c’hoar evit e galonekaat ouzh ar pellgomz.

Desket ‘m boa gant ur mignon gourener e oa ar film-se da dremen e Zinzag-Lokrist, gant un tabut gant ar sevenourez da heul. Setu on bet gantañ.

Dedennus-tre ‘m eus kavet ar film, pell a-walc’h d’eus ar raksoñjoù a c’haller kaout war ar sumo.
Displeget he deus deomp Jill Coulon he doa bet chañs da c’hellet heuliañ ur sumotori bemdez ‘pad c’hwec’h miz. Dreist-holl p’eo hi gall hag ur plac’h p’eo ar sumo ur bed miret d’ar wazed (n’eus plac’h ebet oc’h ober sumo !) ha pa n’eo ket techet ar Japaned da zigeriñ o dorioù d’an estrenien.
Chañs he deus bet ivez, he deus displeget deomp, da gouezhañ war ur paotr evel Takuya. P’eo bet aotreet da heuliañ ha filmañ ur sumotori, ne ouie ket piv vije. Gellet ‘n dije bezañ ur paotr tev-mat dija, c’hoant bras gantañ dont da vezañ sumotori. Ar fed vije bet ur paotr « boutin » kaset er skol dre heg a zo bet a-bouez ‘vit ar film. Rak an douetañs en deus Takuya a gemer plas en istor, anat deoc’h.
Desket he deus deomp en doa kuitaet Takuya ar skol sumo goude ar filmañ, a-raok divizout distreiñ ‘benn ar fin.
Hiziv ez eo sumotori atav. Ma n’eo ket ‘touez ar re wellañ tout ez eo barrek a-walc’h ‘vit gellet bevañ diwar e sport.

Dreist oa gellet sevel goulennoù d’ar sevenourez.
Darn vrasañ an dud a save goulennoù war Takuya pe istor ar prantad filmañ.
Savet on deus ni goulennoù gourenerien : war an taolioù sumo, mont-en-dro ar c’henstrivadegoù…

Ur film a-feson war ar sumo eo Tu seras sumo, met a c’hello plijout d’an holl d’am soñj.
Jill Coulon, da skouer, he deus anzavet deomp ne oa ket dedennet muioc’h ‘vit-se gant ar sumo a-raok kregiñ gant he film. Bremañ e heul un tamm ar sport-se, dreist-holl disoc’hoù Takuya evel-just.

Ar filmig-tañva :