Archive for the ‘Bannoù-treset’ Category

Anavezout ‘rit sur ‘walc’h an OULIPO (OUvroir de LIttérature POtentielle), ur strollad skrivagnerien ha matematikourien en em lakaet asambles evit krouiñ testennoù krouet tro-dro da destrizhoù-zo.
E-touez an oberennoù brudetañ, mennegomp La disparition, ur romant skrivet gant Georges Pérec hep implij an disterañ « e » e-korf al levr (pa ‘z eo al lizherenn implijetañ e galleg evel ma ouzoc’h), pe c’hoazh Exercices de style, e-lec’h ma kont deomp Raymond Queneau ar memes istor e 99 doare disheñvel !

Sod a-walc’h on gant labourioù an OULIPO. Kavout ‘ran o mennozhioù fun-kenañ peurliesañ daoust ma n’eo ket atav an disoc’h aes da lenn (La cimaise et la fraction da skouer, an S+7 brudetañ, da lenn amañ).
Mennozh ar varzhoneg-tavarn da skouer a gavan dreist (reolenn amañ).

Hag an OUBAPO neuze ?
Ar memes spered eo, met evit ar bannoù-treset (lenn pelloc’h war Wikipedia).
Ur strollad treserien ha senaristed, an darn vrasañ anezho o vezañ bet embannet gant L’Association, o deus divizet implij ar memes soñj evit sevel bannoù-treset.
Bannoù-treset gant destrizhoù-resis neuze.

A bep seurt a zo kinniget en Oupus kentañ, traoù o vezañ dedennusoc’h pe farsusoc’h ‘vit lod all.

– Lakaat testennoù dic’hortoz er c’hlogorennoù (tammoù testenn ar prederour Platon gant Placid & Muzo). Farsus a-walc’h a-drugarez d’an dislank krouet etre an destenn hag an tresadennoù.

– Ur vannenn-dreset 4 kombod war 4 a c’haller lenn d’eus an tu kleiz d’an tu dehou HA d’eus al lein d’an traoñ, ha farsus ouzhpenn, gant Etienne Lécroart. Dreist !

– Bannoù-treset o kontañ istorioù tud hep ma vije gwelet an disterañ tudenn (« restriction iconique ») evel La cage gant Martin Vaughn-Jones pe Carpet’s Bazaar gant Mutterer & Van.

– Bannoù-treset o implij un dresadenn hepken implijet meur a wech met o cheñch an destenn, gant Lewis Trondheim da skouer e Monolinguistes pe Moins d’un quart de seconde pour vivre (amañ-dindan).

– Bannoù-treset toull-didoull ‘vit ma servijfe meur a wech kombodoù-zo (L’origine, gant Marc-Antoine Mathieu). Dedennus.

– An S+7 mod BD, o tresañ un dra all e plas an dra da dresañ gant harp ar gêriadur. Iskis da vat, dreistrealour un tamm e teu an tresadennoù da vezañ.

– Ur vannenn-dreset a ra unan all ur wech pleget ar bajenn a dammoù. Cheñchet eo an tresadennoù, an destenn, ha stêr an istor. An hini anvet Cocorico, gant Lécroart a zo eus ar c’hentañ (da voullañ marteze ?)

– Ur « vannenn-dreset-c’hoari », (Après tout tant pis, la première BD-dés) gant tri ziñs da deurel, hag a ra istorioù-disheñvel bewech (a seblant fun).

– Meskañ pozioù ur BD gant tresadennoù unan all. Farsus pa ‘z eo graet mat.

– Diverrañ ur romant a-bezh en ur blankenn (A la recherche du temps perdu gant Ayroles, amañ).

– Adalek ur vanenn-dreset « normal », reiñ an testennoù hepken d’un treser hag an tresadennoù hepken d’ur senariour. An treser a sav tresadennoù nevez, ar senariour testennoù nevez. Ha mesket ‘vez o labourioù da grouiñ ur BD nevez, hag iskis a-walc’h.

– Un istor gant daou gombod (a vo anvet A ganeomp)
Dirak, etre ha goude an daou-gombod-se e vo krouet kombodoù nevez (B). Istor gant pemp kombod neuze B-A-B-A-B.
Memes mod da heul : C-B-C-A-C-B-C-A-C-B-C
Ha kenderc’hel ‘ra. Evit ma vije mat e rank an istor bezañ komprenus atav, ha klotañ gant ar pezh zo bet kontet a-raok, met o cheñch a bep seurt traoù (ar penn-kentañ, darvoudoù-zo hag an dibenn).
‘Vit mont betek Z (100 663 295 kombod) e ranker tresañ ‘pad 22 982 bloaz.
Setu perak eo paouezet Lécroart ha Menu betek G, met en ur mod dreist. 191 kombod e fin ar gont.

– Hag evit echuiñ, ar boelladenn kinniget el levr a gavan an dreistañ : an istorioù daouduek.
Krouet ‘ zeus bet lod dreist kalz a-raok krouidigezh an OUBAPO gant un Amerikan, Gustave Verbeek (64 istorig etre 1903 ha 1905) : « The Upside-Downs of Little Lady Lovekins and Old Man Muffaroo ». Eus ar c’hentañ !
Un toullad a c’hellit lenn dre amañ, met sellit dija hennezh. Ekstra !
Troit ar skeudenn pe ar skramm kuit da gaout ur penngamm. ^^
Tu zo da vrasaat anezhi o klikañ warni.

Oupus 1 / OUBAPO, L’association (1997), 104 p.

Bride Stories, 1 / Kaoru Mori

Posted: 24 Ebrel 2013 in Bannoù-treset
Tikedennoù:,

Levrenn gentañ ar manga Bride Stories, gant Kaoru Mori, a zo deuet maez e Bro-Japan e 2009.
Embannet eo bet e Bro-C’hall gant Ki-Oon ha troet gant YohanLeclerc.

Tremen ‘ra an istor e stepennoù Azia ar C’hreiz en 19vet kantved, e Mongolia pe en ur vro bennak o echuiñ gant « stan », ne ouzer ket re (forzh penaos ne oa ket ar memes harzoù ha stadoù d’ar mare-se).
Pennoù bras ur c’hlann a ziviz dimeziñ Amir, ur goantenn a 20 vloaz, gant paotr ur c’hlann all, evit abegoù strategel traken. Karluk, ar gwaz a zo bet dibabet dezhi, a zo a-boan krennard (12 vloaz) met jentil-tre ganti. En em glevout ‘reont mat ha deskiñ a reont bevañ asambles, pep hini o tegas traoù d’egile. Ne vev ket an daou meuriad dres er memes mod setu e vez souezhet familh Karluk a-wechoù gant traoù graet gant Amir. Gouest da chaseal gwelloc’h ‘vit gwazed ar vro : n’eus ket gwelloc’h gedonaerez ‘viti, Gwell eo dezhi div c’had o redek ‘vit unan tapet rak gouest eo d’o zizhout ken aes ha tra gant he biroù, zoken pa vezont bliv-mat. Barrek-kenañ eo ivez ‘vit sevel a bep seurt dilhad gant kroc’henoù loened.

Mervel ‘ra ur plac’h yaouank eus klann Amir a zo bet dimezet gant paotrr ur c’hlann pinvidik-mat. Merzhout ‘ra neuze pennoù-bras he c’hlann ez int faziet o dimeziñ anezhi gant Karluk ha divizout a reont e vo kemeret en dro ganto kousto pe gousto, ‘vel ar c’homandant e voned ruz, oups. ^^

Istorioù dimez a zo neuze e Bride Stories, nag ur souezh ! Met ouzhpenn a zo dre chañs, rak n’eo ket ar pezh am eus kavet an dedennusañ er manga, ha dav eo ansav ne gemeront ket kalz plas kenebeut, el levrenn gentañ da nebeutañ.
Reiñ a ra deomp Kaoru Mori da welet buhez pemdez an dud. Er goudeskrid e tispleg deomp an treser bezañ dedennet gant korn ar bed-se dibaoe al lise ha bezañ graet enklaskoù e lzizh. Ne gont ket gevier, anat eo. Spis-kenañ ha gwirvoud eo e dresadennoù. Boas e lennan buan-tre ar bannoù-treset ha buanoc’h c’hoazh ar mangaoù marteze, hep teurel kalz kont ouzh an tresañ. Amañ, ne c’heller ket ober mod all ‘vit ober ehanoù a-benn arvestiñ a-dost ouzh tresadennoù-zo, ken brav ma ‘z int, gant munudoù e-leizh. An dilhad hengounel, ar savadurioù, ar c’hizellerezh, al loened hag an natur : brav-eston eo kombodoù-zo.

Ne ouezen ket re petra oa Bride Stories ez resis a-raok lenn al levrenn gentañ, nemet e oa bet aliet din gant un nebeut levraouegerezed : « Gwelet ‘ri, cheñch ‘ra deus ar mangaoù boas ». Gwir eo, ha n’on ket bet dipitet, daoust ma seblant skañv a-walc’h an itrikoù ‘vit poent. Met gwelet rin penaos e tro an traoù el levrennoù o tont…

Un ali all e brezhoneg war al lec’hienn Soubenn ar Geek.

Comment je me suis fait plaquer… et autres histoires extras et ordinaires, embannet gant Dupuis e 2011 a zo ur vannenn-dreset enni 15 istor berr a-zivout ar garantez. Pep hini anezho a zo gant un oberour(ez) disheñvel, pe meur a hini. Din n’eus ket kalz anvioù anavezet (Bastien Vivès ha Thomas Cadène hepken e gwirionez) met d’ar re a gustum lenn kalz bannoù-treset pe mont war blogoù arbennik e vo muioc’h kredapl.

Poan ‘m eus d’ober berr boas (spi ‘m eus n’oc’h ket re zirenket gant hirder ma fennadoù a-wechoù ^^) met ar wech-mañ n’em eus ket kalz tra da lâret.

Ne oan ket kendrec’het dija o amprestiñ al levr met c’hoant ‘m boa da welet ar pezh o doa oberourien BT a-vremañ da gontañ a-zivout ur sujed ken ledan ha mil anavezet hag ar garantez. N’on ket bet kendrec’het muioc’h ur wech al levr echuet. N’eo ket nul pep tra met n’eus netra dreistordinal kenebeut. Disheñvel-tre an doareoù tresañ hag an istorioù met n’eus hini ebet en deus dalc’het ma evezh ‘vit gwir.

Dre chañs, lennet ‘vez al levr buan-tre (un hanter-eurvezh bennak) met ankoueet ‘vo ivez pep tra ganin ken buan all m’eus aon. Ul levr da amprestiñ pe da lenn er stal-levrioù perak pas, met ne alifen da zen ebet da zispign 20€ ‘vit se.

De briques et de sang a zo ur vannenn-dreset gant François Hautière (senario) ha David François (tresadennoù) embannet ‘ti Casterman (KSTR) e 2010.

Kregiñ ‘ra an istor e miz Here 1936. Da heul marv he zad e tiviz ur vaouez kontañ dre lizher d’unan all un istor kozh, bet c’hoarvezet un ugent vloaz-zo bennak. Un afer spontus.
Miz Genver 1914.
E Guise, e departamant an Aisne, e vez adkavet gant ar polis korf marv ur micherour-teuzer, just ‘kichen ar « familister » bet savet gant Godin. Un eil korf, hini un intañvez ar wech-mañ, a vez kavet nebell ur pemzektez bennak war-lec’h. Liammet eo an daou vuntr kredapl. Ul liesvuntrer a vije o kuzhat er « Palez sokial » ?
Ouzhpenn d’ar polis a vez o enklask. Ur c’hazetenner yaouank o labourat ‘vit L’Humanité a zo war al lerc’h, o klask diluziañ an afer. Seul vuioc’h a draoù a zesk, ha seul iskisoc’h e seblant dezhañ an afer bezañ.

Dedennus eo ar vannenn-dreset-mañ e meur a geñver.
Evit an istor, anat. Un enklask polis a zo, gant suspens, muntroù, hag un dibenn dic’hortoz ha deuet mat.
An tresañ en deus plijet din a-walc’h ivez : dibab al livioù, tresañ ar savadurioù… N’eus nemet an doare da dresañ dremmoù tudennoù-zo n’en deus ket ma c’hendrec’het (dizampart ‘m eus kavet un nebeut re zoken).

Hogen, dibarded an endro eo en deus plijet din ar muiañ.
Dibaoe ma bloavezhioù lise on bet dedennet gant istor an taolioù-arnod dispac’hour, istor Kumun Pariz, an diveliouriezh, ar raktresoù sokial hag « utopek »…
Anavezout a raen dija neuze un tamm istor ar familister (pe familisti neuze?), krouet e Guise gant Jean-Baptiste Godin (a oa e penn un embregerezh tommerezhioù) da heul mennozhioù Charles Fourier hag e « falañsti ». Daoust pegen dedennus m’eo lenn levrioù istorel ha « sirius » war seurt sujedoù, ur blijadur eo o adkavou e kreizhig-kreizh un oberenn faltazi. Enklaskoù o deus graet an daou oberour kredapl, rak ne soñj ket din e vije (mell) fazioù er pezh ‘gontont.

Ma n’anavezit netra da istor ar familister pe just m’ho peus c’hoant da lenn ur vannenn-dreset polis siñpa, kredit digeriñ De briques et de sang.

En même temps que la jeunesse a zo ur vannenn-dreset gant Jean Harambat, o kontañ istorioù rugby.

Ral eo din kavout bannoù-treset mat a-zivout ar sport, ha raloc’h-c’hoazh a-zivout ar rugby (n’ouzon ket ma n’eo ket an hini kentañ am eus bet tro da lenn zoken).
Plijout ‘ra din kalz ar sport (a bep seurt sportoù), hogen ne soñj ket din ez eo dav karout ar rugby pe zoken ar sport evit lenn al levr-mañ gant plijadur.
Pep istorig a vez digoret gant displegadenn (verr) ur steuenn-c’hoari rugby bennak, a vo adkavet pelloc’h en istor evel-just. Un digarez eo ivez an istorioù rugby evit ma kontfe Jean Harambat traoù all, war an darempredoù etre an dud, war e vuhez ha war e veajoù. Foetet-bro en deus graet kalz, o c’hoari rugby e pep korn ar bed : e Bro-Saoz, Iwerzhon, Aostralia, Bro-Spagn met ivez e Arc’hantina pe zoken e Botswana ! Deskiñ diazezoù ar rugby da yaouankizoù favellas Curitiba (e Brazil, bro ar foot ma ‘zo unan) en deus bet tro d’ober ivez, ar pezh a gont deomp en un istorig.
Alies e c’hoarie gant e vreudeur (sport ar familh ‘oa ar rugby), zoken en estren-vro.

(Evit ar re ‘n em c’houlennfe, ne oa ket korfet-kenañ Jean Harambat setu e c’hoarie a-dreñv pe war ar c’hostez peurliesañ.)

Simpl met efedus eo an tresañ, ha plijus al livioù.

Fromus a-walc’h eo al levr en ur mod rak kontañ a ra un amzer bet (ne c’hoari ket an treser rugby ken ha keuz en deus un tamm). Santet ‘vez mat karantez Jean Harambat evit ar sport-se, en deus bet c’hoariet e pep korn ar bed ‘pad un ugent vloaz bennak. Santet ‘vez mat ivez ar blijadur en deus bet da c’hoari gant a bep seurt tud ha dezho eo dediet al levr (“A mes coéquipiers.”).

En même temps que la jeunesse, gant Jean Harambat, Actes Sud BD (2011), 158 pajennad.

Chroniques birmanes / Guy Delisle

Posted: 18 Genver 2013 in Bannoù-treset
Tikedennoù:

Chroniques birmanes  a zo ur vandenn dreset gant Guy Delisle embannet gant Delcourt e 2007 (en dastumad Shampooing).

Kinnig ‘ra Guy Delisle e pennadoù berr an tamm buhez en deus bevet er Myanmar (pe Birmania).

Heuliet en deus ar skrivagner e vignonez e Birmania ‘pad 14 miz, gant ma oa hi o labourat evit MSF. 
Kontañ ‘ra gant kalz fent a bep seurt istorioù c’hoarvezet dezhañ eno, traoù digredus a-walc’h alies,  evit Kornogiz ‘veltomp da nebeutañ. 
Gantañ e tizoloer ar vro-se, dianav ma’z eo (pe dost) ‘vit an darn vrasañ ac’hanomp. Dav eo goût e oa d’ar poent-se (eo atav?) ar Stad-mañ un diktatouriezh, ‘lec’h ma vije bac’het enebourien politikel ar renad (klevet ho peus sûr’walc’h komz eus Aung San Suu Ky dija).

Kontañ ‘ra ivez Guy Delisle e vuhez pemdez, e vuhez tad… met atav gant fent setu n’am eus kavet-se na borrodus na “boutonkofek”. Rit ket goap, penaos lârit-c’hwi “nombriliste” hañ ? Yes, kavet ‘m eus ur ger ha n’emañ ket e geriadur nevez Martial Ménard, 50 poent ‘vidon !

Simpl eo an tresadennoù, hag e gwenn ha du, met n’haller ket lâret ez int vil. Erfin, n’eo ket evit an tresañ eo da lenn ar v/BD-mañ met kentoc’h ‘vit ar pezh ‘vez kontet deomp, anat.

 Ur vandenn-dreset plijus-tre eo Chroniques birmanes, hag ouzhpenn-se e tesker traoù o mousc’hoarzhin.

Tro ‘m bo sûr-walc’h da gaozeal en-dro amañ eus oberennoù Guy Delisle dre ma plij din kalz labour an den, e fent, e zoare da welet ar bed…

 

Chroniques birmanes, gant Guy Delisle, Delcourt/Shampooing (2007), 262 pajennad.