Chappie / Neill Blomkamp (2015)

Posted: 9 Mae 2015 in Sinema
Tikedennoù:, , ,

Chappie a zo ur film skiant-faltazi (Stadoù-Unanet/Mec’hiko) sevenet gant ar Suafrikan Neill Blomkamp. Deuet eo ‘maez er c’hwec’hkorn e deroù miz Meurzh.
(Gwelet ‘m eus anezhañ da vare nevez-amzer ar sinema. Siwazh, ne oa nemet abadennoù e galleg setu n’am eus ket gellet gwelet ar film e yezh orin. N’am eus skinwel ebet ba’r gêr, ha tout ar pezh a sellan war ma urzhiataer a zo e YO. Kement-se evit lâret deoc’h eo bet diaes din gouzañv an eilmouezhiañ ‘pad ur c’hard eur bennak, ne welen nemet se, met tremenet eo goude dre chañs, ur wech tapet en istor.)

Plijet-tre e oan bet un nebeut bloavezhioù-zo gant District 9, film hir kentañ Neill Blomkamp, a alian deoc’h groñs ma plij deoc’h ar filmoù SF, ha zoken mod all. Kaoz oa d’eus ezdouaridi o pradañ e Suafrika met tu oa da gompren kalz traoù war an apartheid ivez, fin ar paotr.
N’am eus ket bet tro da welet e eil film (Elysium) met a-hervezh n’am eus ket c’hwitet kalz tra (ne vije ket kenkoulz hervezh ar pezh ‘m eus bet tro da glevet).
Istor Chappie he deus roet din c’hoant gwelet ar film avat.

E Johannesburg e c’hoarvez an traoù, en un dazont tost.
Muioc’h-mui a reuz (feulster, trafikerezh dramm, guerilla, etc. ) a vez e kêr setu ma tiviz pennoù-bras ar polis lakaat en o skipailhoù poliserien un nebeut robotoù gouest da stourm ouzh an dorfedourien. Krouet ‘vezont gant an embregerezh Tetravaal, enni ijinourien varrek evel Deon Wilson (Dev Patel, gwelet e Slumdog Millionnaire). E vuhez a dremen Deon tro-dro d’ar robotoù ha prederiet eo gant an « intelligence artificielle ». C’hoant ‘n dije gwellaat ar robotoù-polis o reiñ an tu dezho da soñjal un tamm, da gemer divizoù drezo o-unan. Nac’het e vez e ginnig gant ar renerezh met pennek eo ar paotr setu e tiviz kenderc’hel d’ober e daolioù-arnod e-unan. Siwazh dezhañ, skrapet e vo buan e robot speredek (Chappie) gant ur vandennad laeron, laouen da gaout ur robot speredek eus o zu da enebiñ ouzh re ar polis.

Ma ‘m boa klevet komz un tamm d’eus istor ar film, ne ouien ket piv oa an aktourien. Souezhet-kenañ on bet da adkavout amañ izili ar strollad rap afrikaaner Die Antwoord (a blij din a-walc’h), Ninja ha Yolandi. Pa ‘m eus o gwelet em eu soñjet o dije ur rollig. Tamm ebet, rolloù a-bouez a zo ganto, ha n’int ket mezhus evel aktourien. Ken kreizennet eo ar film tro-dro da Chappie ma ne vez ket taolet kont kement eus an aktourien. Hogen, graet eo mat-kenañ Chappie (e motion capture, mouezh ha jestroù Sharlto Copley e YO) hag an efedoù ispisial dre vras. Gwelet ‘vez ez eus arc’hant gant Neill Blomkamp bremañ (49 million $ en deus koustet ar film !).
Hugh Jackman eo n’am eus ket kavet kenkoulz. C’hoari a ra roll Vincent Moore, un ijinour robotoù e Transvaal gwarizius eus berzh Deon ha prest da beb tra evit dont a-benn d’e flastrañ. Look, c’hoari, hag all : n’on ket bet kendrec’het tamm ebet gant Hugh Jackman er film-mañ.
Dav eo lâret ivez ez eo plijus sonerezh ar film, pa vije an tonioù krouet gant Hans Zimmer pe an nebeut tonioù gant Die Antwoord a vez klevet ivez.

Ninja (Die Antwoord) ha Chappie

Daoust ma c’heller divinout lodennoù d’eus ar senario aes a-walc’h ez on bet plijet-tre gant an istor.
Ur gwir preder a zo gant Neill Blomkamp war implij ar robotoù en dazont, ha prederiañ a c’haller ober war traoù-zo (liammet gant ar frankiz da skouer) goude dibenn ar film.

N’eo ket Chappie film ar c’hantved met ur film SF a galite, graet mat ha gant un istor dedennus. Talvezout a ra bezañ gwelet ‘soñj din. Ouzhpenn-se ez eo speredekoc’h eget darn vrasañ ar filmoù SF hollywoodian ‘pezh n’eo ket falloc’h.

Ar filmig-tañva

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s