L’astragale / Anne-Caroline Pandolfo & Terkel Risbjerg

Posted: 12 C'hwevrer 2015 in Bannoù-treset
Tikedennoù:, ,

L’astragale a zo amañ azasadur e stumm ur vannenn-dreset romant brudet Albertine Sarrazin (hevelept titl). Embannet gant Sarbacane e 2013, ar senario a zo gant Anne-Caroline Pandolfo hag an tresadennoù gant Terkel Risbjerg.

Evel ar romant (deuet ‘maez e 1965) e kont ar vannenn-dreset istor Anne, er c’hentañ gour, da lâret eo istor Albertine Sarrazin hec’h-unan, rak bevet eo bet ganti ar pezh a vev he doubl faltaziek (gwelet amañ war Wikipedia da skouer).

Daou romant all a zo bet skrivet ganti da gontañ he istor, La cavale ha La traversière. En Astragale e vez kaoz d’eus tec’hadenn Anne, barnet da seizh bloaz toull-bac’h evit un hold-up. Anvet eo ar romant evel-se rak evit tec’hout e lamm Anne/Albertine d’eus moger bras an toull-bac’h, ha terriñ e mil tamm un askorn bihan eus he ufern : an « astragale ».

Brav ‘m eus kavet ar romant (gwelet amañ war ma blog all ma fennad, e galleg) hag ar memes istor a gont ar vanenn-dreset setu ne gontin ket kalz hiroc’h amañ. Met dav eo goût ez eo L’astragale ouzhpenn un istor tec’hout ha kuzhat. Un istor karantez eo ivez, ur garantez ne rafen ket dibosupl anezhi met diaes da nebeutañ. Goude he lamm d’eus ar voger, setu Anne gloazet mat ha kollet. Ruzañ ‘ra he c’horf betek an hent ha gortoz unan bennak da dremen. Un den kentañ, blenier karr-samm anezhañ a harz, met ne gred ket sikour betek re ur brizoniadez o tec’hout. An eil avat, ur paotr yaouank ha brav, a ginnigo dezhi e sikour. Julien eo, hag alese e krogo un istor karantez etrezo.

Leal-tre eo chomet Anne-Caroline Pandolfo d’an istor orin. Dav eo bet troc’hañ traoù evel-just kuit ma vije re hir ar vannenn-dreset, met graet eo bet mat-tre, o terc’hel ar pep retañ, ha zoken blaz ar galleg implijet gant Albertine Sarrazin. Ur yezh kentoc’h klasel eo, kazi barzhoniel a-wechoù met gant kalz luc’haj (argot) ivez. Ar gerioù-se, blaz ar c’hozh warno, a lak Yann lenner pe Soazig lennerez da gaout soñj ez eo an istor-mañ unan eus ar bloavezhioù 1960, hag ivez da verzout e cheñch buan yezh « ar re yaouank » ‘benn ar fin.

Brav e kavan an dibab bet graet gant Terkel Risbjerg labourat gant ar gwenn ha du hepken. N’eo ket pounner an tresadennoù e mod ebet met efedus ez int, ha marteze e roont ivez liv nostalgiezh un istor bet un hanter-c’hantved-zo bremañ.

D’ar re ne anavezont ket tamm ebet istor Albertine Sarrazin e alian koulz ar romant hag ar vannenn-dreset a-benn ar fin.

Dielloù all a zo evit neb en do c’hoant da c’houzout hiroc’h a-zivout he buhez dreistordinal met n’am eus ket bet tro da deurel ur sell : ur film kozh (L’astragale, 1968), un teulfilm neveshoc’h (Albertine Sarrazin, le roman d’une vie, 2004), ha meur a buhezskrid.

 

L’astragale, gant Anne-Caroline Pandolfo (senario) & Terkel Risbjerg (tresadennoù), Sarbacane (2013), 220 pajenn.

 

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s