Hippocampe fou + The Procussions er Run ar Puñs (15/02/2014)

Posted: 22 C'hwevrer 2014 in Buhez ar blog, Sonadegoù
Tikedennoù:, , , , ,

Un nozvezh hip-hop a oa disadorn tremenet er Run ar Puñs (sal sonerezh a-vremañ plijus-tre, e Kastellin).


An arzour kentañ, Hippocampe fou, a zo ur rapour gall yaouank. E skridoù a zo peurliesañ testennoù leun a fent, graet evit plijadur an divskouarn muioc’h eget evit diskuliañ kudennoù-zo pe reiñ e ali war ar bed. Met ouzhpenn bezañ farsus (da skouer, H&M, un ton war ar poanioù revr : gwazrudez ha mikoz !) eo skrivet mat-tre ar pozioù (kalz klotennoù hag heñvelsoniadoù), ha dreist-holl, rapet int mat-kenañ.

War al leurenn e oa an noz-mañ gant ur c’homper MC (Céo) hag un DJ.
A-raok ar sonadeg em boa bet tro da glevet tonioù-zo un tamm dre zegouezh war Internet (Le dindon de la farce, Chez moi y a un lama) met ne anavezen ket Hippocampe fou muioc’h evit-se.

Souezhet on bet neuze o welet/klevet e oa er sal gwir « fans », gouest da rapiñ kement pozioù a oa (ha koulskoude n’eo ket gwall aes, ken prim e ya alies).
Evel ur pesk en dour mouarf e santer Hippocampe fou war al leurenn. Estreget rapiñ mat-tre ha gant ur flow efedus a ra. Ur sort abadenn « stand up » eo ivez e sonadeg a-wechoù, dre ma lak kalz an dud ba’r jeu, betek o lakaat da gemer perzh da vat.

Kuitaet ‘m eus ar sal gant ar bladenn « Aquatrip » dediet. 🙂

 

Da heul, goude un troc’hig evit cheñch al leurenn evañ ur banne bier ha mont da stotañ, e oa tro ar strollad amerikan The Procussions.

Paotred ar C’holorado o deus kroget da seniñ e 1998. Div bladenn o deus graet, e 2003 ha 2006, a-raok en em zispartiañ e 2008, echu ar jeu. ‘Benn ar fin o deus divizet daou MC, Jason Medeiros ha Brian Roberson, adkregiñ ganti hep ar re all, e 2011. Dibaoe e reont sonadegoù er bed a-bezh, hag ur bladenn all a zo bet embannet e 2013.

N’int ket dre ret hollvrudet met un dalvoudegezh sur en hip-hop US eo The Procussions. Ha ma anavezoc’h Hocus Pocus (strollad all 20Syl, paotr C2C) ho peus o c’hlevet dija marteze, war an tonioù (dreist) anvet Vocab pe c’hoazh Hip hop ?.

Startijenn forzh pegement a zo gant an daou MC war al leurenn : rapiñ prim, dañsal ha lammat pep lec’h a reont. Brian Roberson a zo ivez barrek-kenañ ouzh an taboulinoù. Un DJ yaouank met efedus a oa ganto war al leurenn. Seurt hip-hop a ro c’hoant da fiñval forzh pegement. Dre chañs e oamp war-sav, dibosupl a-grenn ‘vefe bet din selaou se gant ma revr war ur gador !

 

Sapre strolladoù ha sapre nozvezh ! Pebezh plijadur ! Bevet an hip-hop hag ar Run ar puñs !

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s