Suzanne / Katell Quillévéré

Posted: 17 Genver 2014 in Sinema
Tikedennoù:,

Suzanne a zo un drama sevenet gant Katell Quillévéré ha deuet ‘maez e fin ar bloaz paseet.
Awenet eo bet ar sevenourez gant meur a dra, en o zouez kanaouenn vrav Leonard Cohen (hevelep titl), a c’heller klevet dre amañ da skouer.

Liseadez eo c’hoazh Suzanne p’en em gav dougerez. N’eus tad ebet koulz lâret met c’hoantaet e oa ar babig ganti memestra. Pa zesk he zad an afer ez eo re ziwezhat evit he lakaat da ziforc’hañ. Fuloriñ a ra eñ war an taol met sikour a raio Suzanne o kavout dezhi ul labour sekretourez en embregerezh kirri-samm e-lec’h ma labour evel bleiner. O lojañ holl a ra ivez, hi, he mab hag he c’hoar. Kollet he deus Suzanne he mamm abred met en em glevout ‘ra mat-kenañ gant he c’hoar Maria hag en em sikour a reont kalz.
Ober ‘ra Suzanne anaoudegezh gant Julien, ur paotr yaouank lentik ha koant. Siwazh dezhi, amourouz-foll e teu buan da vezañ ha n’eo ket fur fur ar paotr. Penn-kentañ ar c’hudennoù eviti neuze…


Dibaoe L’esquive (film dreist gant Abdellatif Kechiche) e plij din kalz an aktourez yaouank Sara Forestier. A-hervezh eo bet diaes-tre dezhi c’hoari Suzanne ha disammet eo bet e fin ar prantad-treiñ ken poanius eo bet ar roll eviti. Talvezout ‘rae ar boan ‘gav din, rak barrek-kenañ eo hi ur wech ouzhpenn hag hepti, film ebet, rak treiñ a ra pep tra tro dro dezhi.


An aktourien all a zo barrek ivez, Paul Hamy (Julien) pe Adèle Haenel (Maria) da skouer. Souezhus am eus kavet gwelet François Damiens, paotr ar farsadennoù droch kamera kuzh, en ur roll sirius met deuet eo brav-tre gantañ. Krediñ a raer diouzhtu en e dudenn, hini un intañv, trist-meurbet atav o vezañ bet kollet e wreg re abred, ha desavet e-unan e div verc’h, a gont kalz evitañ.

Heuliañ a raer neuze Suzanne hag he familh war hir dermen (un ugent vloaz bennak), ar pezh a zo ral a-walc’h met brav eo an disoc’h (zoken « koshadur » an aktourien, ar pezh n’eo ket anat atav). Dibaboù-zo graet gant Katell Quillévéré (ober lammoù en amzer hep displegañ deomp pep tra, chom hep diskwel pezh a c’hoarvez da Suzanne ‘pad ur mare…) a zo dedennus.

Ur film karantez brav ha fromus gant aktourien eus ar c’hentañ. Da welet !

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    Plijet e oan bet gant film kentañ Katell Quillévéré. Sara Forestier a blij din ivez. Spi ‘m eus e c’hallin mont da welet ar film-se neuze!!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s