The Selfish Giant / Clio Barnard (2013)

Posted: 9 Genver 2014 in Sinema
Tikedennoù:,

The Selfish Giant (Le géant égoïste er c’hwec’hkorn) a zo ur film saoz sevenet gant Clio Barnard ha deuet maez war ar skrammoù saoz ha gall e 2013.
He film hir faltazi kentañ eo (1e31). Filmoù-berr ha teulfilmoù he doa sevenet betek-henn.
Azasadur ur gontadenn (hevelep titl) gant Oscar Wilde eo, bet embannet e 1888 el levr The Happy Prince and Other Tales (pemp istor ennañ en holl). N’am eus ket bet tro d’he lenn.

Kontañ a ra ar film istor Arbor ha Swifty, daou grennard o vevañ e familhoù paour Bradford, e Hanternoz Bro-Saoz. N’eo ket aes an traoù er gêr abalamour d’an diouer a arc’hant (diaesterioù da vagañ ar familh, feulster, kudennoù alkol ha dramm…). N’eo ket troet an daou vignon war ar studioù. Hep na vije tu da lâret int drouk, ober a reont sotonioù ingal, betek bezañ skarzhet eus ar skol da vat. Dre zegouezh un tamm e krogont da glask metal evit degas un nebeut gweneien d’ar gêr. Kitten, perc’henn ur stal metal (Sean Gilder, gwelet er stirad Shameless) a grog da implij anezho. Swifty, barrek gant ar c’hezeg, a vleino sulky marc’h-redadeg an den. Arbor a ranko kavout muioc’h-mui a metal. Kregiñ ‘raio neuze da laerez funioù lec’h ma c’hello…


Daoust ha plijout ‘raio deoc’h ar film-mañ ? N’eo ket sur kant dre gant.
Hogen, un toullad traoù a zo sur a-zivout ar film-mañ.

– N’eo ket ur gomedienn, pell alese – kriz a-walc’h eo memes –, ar pezh ne vir ket da c’hoarzhin a-wechoù. Un drama sokial eo kentoc’h.

– Donezonet-kenañ eo an daou aktour yaouank pennañ, Conner Chapman (Arbor) ha Shaun Thomas (Swifty), 12 ha 15 vloaz e gwirionez. Un drugar !

– Filmet brav, ha gant denelezh eo tud paour Bradford gant Clio Barnard, evel m’eo gouest d’ober ur sevener evel Ken Loach.

– Un toullad prizioù en deus rastellet ar film hag e skipailh er festivalioù, zoken e Breizh : tri friz e Dinarzh, an Hitchcock aour (= ar gwellañ film) en o zouezh.

– Kredabl e chomo ‘pad ur mare ar film war o spered. Ne ‘z aer ket ‘maez ar sal sine evel ma ‘z aer tre. Peadra ‘zo da brederiañ war ar bed ma vevomp ennañ da heul…

Ur film dispar ha kreñv-tre eo The Selfish Giant, a alian deoc’h groñs nemet ma vijec’h dreistkizidik (diaes a-walc’h eo memestra). Ur sapre flac’had am eus paket atav !

Ar film-tañva (fromus en e-unan dija) :


Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s