Martha Jane Cannary : La vie aventureuse de celle que l’on nommait Calamity Jane / Matthieu Blanchin & Christian Perrissin

Posted: 29 Du 2013 in Bannoù-treset
Tikedennoù:,

Ma ‘z oc’h dedennet gant ar bannoù treset hag an Istor dre vras, pe marteze zoken hini aloubadenn ar Far West, graet eo ‘vidoc’h an istor-se.

Matthieu Blanchin ha Christian Perrissin o deus labouret ‘pad bloavezhioù, oc’h enklask war ar vuhez en 19vet kantved er Stadoù-Unanet ha war hini Martha Jane Cannary dreist-holl, evit kinnig deomp ar bannoù-treset brav-eston-se.

         

Teir lodenn a zo, rak hir ha pinvidik eo bet istor Calamity Jane met ne gaver ket hir e amzer tamm ebet o lenn he zroioù-kaer.
Gwir da vat eo traoù-zo. Ijinet pe damijinet lod all, rak n’haller ket goût pep tra…

Kalz traoù a zesker war piv ‘oa ar vaouez dreistordinal-se evit gwir ha war istor ar Stadoù-Unanet (Indianed, brezel an Digevrediñ…). Evel-just e kej Martha Jane gant a bep seurt tud  a zo bet diouto e gwir (pennoù-bras an arme, Sitting Bull…).
Ur vuhez, pe kentoc’h mil buhez, mil micher, hag a bep seurt traoù bet c’hoarvezet dezhi…
Fromus eo a-wechoù, farsus gwechoù all, dreist-holl pa glask Martha Jane kuzhat ez eo ur plac’h evit gellet ober micherioù gwaz.

Brav-tre eo tresadennoù Matthieu Blanchin, e gwenn-ha-du tout.
N’eo ket ur souezh o dije an arzourien resevet prizioù evit o labour, e Angoulêmes pe c’hoazh e Sant-Maloù (Quais des bulles).


Kalz plijadur ‘m eus bet o lenn ar bannoù-treset-se hag o aliañ a ran d’an holl !

Martha Jane Cannary, levrenn 1 : les années 1852-1869, gant Christian Perrissin (istor) ha Matthieu Blanchin (tresañ), Futuropolis (2008), 128 pajennad.
Martha Jane Cannary, levrenn 2 : les années 1870-1876, gant Christian Perrissin (istor) ha Matthieu Blanchin (tresañ), Futuropolis (2009), 128 pajennad.
Martha Jane Cannary, levrenn 3 : les dernières années 1877-1903, gant Christian Perrissin (istor) ha Matthieu Blanchin (tresañ), Futuropolis (2012), 112 pajennad.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s