Ilo Ilo / Anthony Chen (2013)

Posted: 19 Gwengolo 2013 in Sinema
Tikedennoù:, ,

Ilo Ilo a zo ur film eus Singapour sevenet gant Anthony Chen ha bet kinniget e gouel filmoù Cannes ar bloaz-mañ.
Ar juri en deus roet dezhañ priz ar “C’hamera aour” memes, priz graet evit kalonekaat ar sevenourien a zo o kinnig o film kentañ.


M’ho peus heuliet mat, film hir kentañ Anthony Chen eo neuze Ilo Ilo.
Ha gwir eo ez eo ur sapre hini evit ur sevenour yaouank er vicher koulz hag er vuhez (29 bloaz eo eñ).

Ur c’houblad kentoc’h pinvidik en deus ur vuhez boutin e Singapour, nemet ez eo kentoc’h « diaes » Jiale, o bugel nemetañ. Ne zeuont ket a-benn da gaout aotrouniezh warnañ gant ma vezont an daou o labourat kalz (hi sekretourez ur rener, eñ gwerzhour) hag asantiñ reont dezhañ e froudennoù.
Divizout a reont neuze kemer ur baby-sitter evit ober war e dro.
Arruout ra neuze Teresa (a orin eus ar Filipinez), a vev en ti ganto deiz ha noz.
Un torr-revr echu eo Jiale ganti er penn-kentañ met tamm-ha-tamm e tremen gwelloc’h an traoù.


Sujed ar film, ouzhpenn bezañ hini diaester desevel ur bugel er bed a-vremañ pa n’hon devez ket amzer d’en ober, a zo ivez enkadenn ekonomikel 1997 e Azia ar Gevred.
Tremen a ra ar film d’ar mare-se, a zo bet taer kenañ evit ekonomiezh Singapour.
Hep kontañ re bell an istor e c’heller lâret e koll buan an tad e labour, nemet en em sant mezhus ha kablus, setu e tiviz kuzhat pep tra d’e familh, betek ober vann mont da labourat bemdez.

Ne c’hoarvez e gwirionez netra « dreistordinal » er film met sevenet kaer ez eo ken ez eo.
An aktourien a zo barrek-kenañ, ken eo aes-tre añkoueout ez int aktourien. Evel ma vijemp gant ur familh gwirion e seblant kentoc’h bezañ.
Un nebeut dazlammoù a zo memestra, met n’on ket o vont da gontañ deoc’h pep tra, anat deoc’h.
Met dreist-holl ez eo fromus ar film, hep bezañ pounner tamm ebet.

E yezh orin istitlet eo ar film, da lâret eo ur meskaj saozneg, mandarineg ha tagalog (ur yezh eus ar Filipinez), hervezh an degouezhioù.

Ur film brav-tre, a alian deoc’h a-walc’h.

Ar filmig-tañva

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    A! Gwelet am boa e oa skignet met n’ouzen ket tamm-ebet petra ‘oa ha n’on ket aet da glask pelloc’h… Sellet a rin ma tremen c’hoazh rak dedennus e seblant bezañ.

  2. […] em boa pennad Hoel diwar-benn ar film pa oa deuet er-maez. Pa ‘m eus gwelet an DVD dirak ma daoulagad el levraoueg ‘m eus […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s