Peseurt mood ? / Krenijenn

Posted: 15 Mae 2013 in Pladennoù
Tikedennoù:, ,

Brav eo kaozeal eus rapourien gall pe elektro eus a New York met sonerezh Breizh mit-hu ?
Selaou a ran kalzik sonerien ar vro dibaoe bloavezhioù koulskoude. Bugelig e vijen kaset d’ar festoù-noz gant ma mamm dija. Plijout a ra din kalz strolladoù evel Startijenn, Plantec, Arvest, Katé-Mé, IMG, WigAWag, hag all hag all…

Tro ‘m eus bet da skrivañ ur pennad war bladenn gentañ ar strollad Krenijenn evit ar gelaouenn Bremañ. Setu neuze ur ger diwar-benn “Peseurt mood ?”.

Ur bladenn o veskañ sonerezh Breizh hag elektro eo « Peseurt mood ? ». Un albom-meizad eo zoken hini gentañ an triad Krenijenn dre ma zo bet lakaet pep dañs da glotañ gant un trivliad, alese titl ar bladenn. Dav eo mennegiñ eo gwelloc’h selaou an tonioù en urzh rak n’eus troc’h gwirion ebet etrezo hag ur striv zo bet graet d’o lakaat da genglotañ. Digomzoù int peurliesañ, o reiñ plas d’an drompilh ha d’ar c’horn (Erwan Burban), d’an delenn dredan (Lina Bellard) ha da sonioù elektronek liesseurt (Vincent Raude). Sonioù doare tekno un tamm, da reiñ al lusk dreist-holl, met ivez traoù divoutinoc’h evel trouz ar mor pe an otoioù. Fleüt, gitar pe taboulin skiltr a c’heller klevet ivez.


Tonioù nerzhus a zo evel « Plinn ar bennegezh », « Loudeag an enkrez » pe « Pilé-menu ar fougaserezh », ha dont ‘ra buan-tre ar c’hoant lammedikat war ar plañchod. Tonioù siouloc’h a zo ivez evel « Kas-a-barh al lorc’h », liv an dub warnañ, « Bourc’h », gant un aergelc’h ankenius, pe c’hoazh « Skolvan », gant kan ha human beat box. « Tour an disoursiaj » eo ton gwellañ ar bladenn kredabl. Pozioù rap efedus a zo, gant Krismenn, ar gwellañ MC brezhoneger, paotr e glotennoù fin hag e flow « fonnnusoc’h ‘vit ur pichon ». Gitar tredan a zo ivez war an ton-mañ, un dudi – domaj eo ne vije ket klevet muioc’h war ar bladenn.


Sur walc’h ne blijo ket « Peseurt mood ? » d’an holl met dav eo ansav eo bet kaset brav an traoù gant ar strollad Krenijenn. Un dudi eo selaou ouzh ar bladenn (12 ton, 51mn), hogen ur gwir blijadur eo o gwelet war al leurenn ha dañsal war o zonioù.

Lec’hienn ar strollad : http://krenijenn.wordpress.com

Listennad an tonioù :

01. Kastell (1:14)
02. Plinn ar bennegezh (4:17)
03. Pilé menu ar fougaserezh (3:57)
04. Bourc’h (2:45)
05. Hanter-dro al laoskentez (5:08)
06. Ridée ar souezh (3:35)
07. Skolvan (2:47)
08. Tour arn disoursiaj (5:29) Gant Krismenn
09. Fisel an dihabaskter (5:00)
10. Loudéac an enkrez (5:16)
11. Kas-a-barh du lorc’h (5:22)
12. Trouz ar bed (6:56)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s