Gwengamp – Lens (10/05/2013)

Posted: 13 Mae 2013 in Sport
Tikedennoù:, ,

Gwengamp 7 – 0 Lens

Ne oan ket bet kalz er Roudourou er bloavezhioù diwezhañ. Trede gwech ar bloaz-mañ, ha ne vo ket an hini diwezhañ sur ‘walc’h. Plijet oan bet gant Gwengamp – Naoned (2-1) ha dipitet bras gant Gwengamp – Clermont (0-0).
Dipitet e oan bet ivez da vezañ bet c’hwitet Gwengamp – Le Mans (6-1).
Distroet on da Wengamp (gant un toullad mignoned) dre m’emañ loc’het mat ar skipailh evit pignat er c’hentañ rummad. Trede e oant a-raok ar match. Hag anat deoc’h, n’on ket bet dipitet da vezañ bet graet an hent betek ar Roudourou digwener avat !

Ar gwellañ krogad bevet ganin en ur stad hag unan eus ma gwellañ eñvorennoù mell-droad (gant trec’h Gwengamp e Kip Frañs e 2009 pe c’hoazh Frañs 98 hag an Euro 2000) !

Dre chañs ‘vit Gwengamp e vanke d’an RCL un toullad c’hoarierien, ha paotred yaouank ha gant nebeut a skiant-prenet a zo bet neuze lakaet da c’hoari gant Eric Sikora. Gwelet eo bet buan kement-mañ, ken prim eo kroget an traoù, gant Gwengamp o wont war-raok ha Lens o kilañ. D’an eizhvet munutenn e oa graet an diaesañ : plantañ ar pal kentañ gant Yatabaré, gwellañ argader al L2 ar bloaz-mañ ha menneget evit priz ar c’hoarier gwellañ, a vo roet an dibenn sizhun o tont (Imbula, paotr Gwengamp ivez, a zo menneget asambles gantañ). An eil pal a zo deuet buan-tre, ul lob gant Yatabaré met kontet ‘vit an difenner ch’ti ‘benn ar fin, a zo bet an hini diwezhañ o touchañ ar vell. A-boan ur c’hard eur war-lec’h e voe plantet an trede, gant Mustapha « Yakamarquer » atav (24′), gant ur penn plaset mat. Ar pevare, un nebeut munutennoù goude (30’) a voe lakaet gant Mandanne : goude bezañ bet resevet gantañ ur pas propik gant Mathis e punas e denn mod Thierry Henry. Un hanter eur zo oa kroget ar bartienn, ha dija 4-0, propr. Hag an ola da gregiñ er Roudourou ! An dud a oa o huñvreal. 4-0 d’an troc’h : kentañ gwelet hervez ur paotr koumanantet dibaoe pell (da wiriekaat).

Mandanne ha Yatabaré, harozed an nozvezh (foto : © AFP Damien Meyer)
Ha sioulaat rafe ar Wengampiz goude an troc’h ? Ha gwelloc’h ‘vije an traoù gant paotred lañs ? Tamm ebet ! A-boan dek munutenn en eil hanterenn (55′) ha setu Mandanne o tennañ gounid eus fazi Rudy Riou (gward Lens) ha c’hoari gant an difennerien a-raok bountañ ar vell er roudeoù. Yatabaré a lakaas ur pevare pal (pe un trede ez-ofisiel, giz ho peus c’hoant) goude ur penn fin gant Diallo hag ur pas ken fin all gant Mandanne. 6-0 d’ar 73vet munutenn, ha daoust da Yatabaré kuitaat an dachenn dindan ar youc’hadennoù ne oa ket echu c’hoazh an abadenn. Ladislas « Kirikou » Douniama a lakaas ar seizhvet pal, servijet mat gant Mandanne adarre (85’) ha Gwengamp da gaout ur penalty. Tennet (fall) hag ehanet (mat) e voe gant Riou, en doa graet ur match kentoc’h mat. 9 pe 10 pal o dije gellet lakaat ar Wengampiz. Biskoazh kement all !

Diverradenn ar c’hrogad hag ar palioù e video

EA Guingamp (EAG) – RC Lens (RCL) Le résumé du… par Ligue2

Pebezh reuz er Roudourou, ha oa leun mat (15 000 a dud) ! Brudet eo ar stad ‘vit bezañ unan (hini) eus re dommañ Breizh met digwener eo bet burzhudus an traoù. Tomm-berv ar C’hop Ruz, met peurrest ar stad ivez. Sed aze ur videoig ‘vit kaout un tañva eus an aergelc’h bet digwener kostez Gwengamp. Nag ur blijadur bevañ mareadoù sport ‘vel-se !

Gant an disoc’h-se e kemer Gwengamp an eil plas da Naoned (da nebeutañ betek fenoz, hag ar c’hrogad Caen-Naoned). Partiet mat-tre eo paotred Jocelyn Gourvennec ‘vit pignat e Lig 1. Hervez disoc’h fenoz ne chomo marteze nemet tri foent da c’hounit.
Daou match a chom. Enep ar Gazélec Ajaccio (diwezhañ er renkadur ha diskennet dija e National ez-ofisiel) met e Gueugnon (pinijennet eo bet ar Gorsiz), hag er Roudourou en-dro enep Dijon, ‘vit an devezh diwezhañ. Mont rin di sañset, ha spi ‘m eus ‘m bo an digarez da aloubiñ an dachenn !

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s