Les coquillettes / Sophie Letourneur (2013)

Posted: 6 Mae 2013 in Sinema
Tikedennoù:

A wechoù ne ouezer ket re perak ez eer da welet ur film.
N’am boa netra ispisial d’ober an noz-mañ, ur c’harned tikedoù a zo ganin (da implij buan a-walc’h ouzhpenn-se) er C’hae Dupleix (a skign filmoù talvoudus peurliesañ), hag en em lâret on neuze « perak pas ? », just o welet an titl hag ar skritell (al lugan farsus hag ar prizioù resevet). Seblantout rae farsus.

Ranket ‘m bije prederiañ un tamm a-raok mont-tre marteze.
Ne oa nemet ur paotr er sal (me) ha komprenet ‘m eus buan a-walc’h perak. 😦

Ur film graet gant merc’hed hag evit merc’hed eo Les coquillettes, sevenet gant Sophie Letourneur.
Teir flac’h eus bed ar sinema a ya d’ur festival filmoù e Italia, ha bec’h dezhi da riboulat, da lonkañ, hag ur wech mezv, da gaout c’hoant fouzhañ gant ar c’hentañ paotr o tremen…
Sophie Letourneur, Camille Genaud ha Carole Le Page a c’hoari int-i o-unan o rolloù gwirion, daoust ma ne soñj ket din e vije bet bevet gante er vuhez gwirhanter an darvoudoù a c’hoarvez er film. Erfin, spi ‘m eus ‘vite atav.

Dav eo ansav eo farsus a-walc’h ar film er penn-kentañ, gant traoù gwelet mat, met kavet ‘m eus ar fent pouner a-wechoù (dre chañs n’eo ket hiroc’h ar film, un eur ha kard). Ha dre ma’z eo didalvoud da vat ar peurrest, ne chom ket kalz tra…
Kalz fent a reont war o c’houst, ar pezh a zo ral a-walc’h evit bezañ meneget.

Da glozañ, lakaomp n’eo ket displijus arvestiñ ouzh Les coquillettes rak c’hoarzhet ‘vez kalzik, met ne zegas netra ar film d’am meno.
Ne alifen ket anezhañ d’ar baotred e mod ebet. Nemet d’ar merc’hed o dije c’hoant c’hoarzhin o sellet ur gomedienn skañv etre mignonezed.

Ar filmig-tañva

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    Ar filmig brudañ na ro ket din c’hoant gwelet ar film, doare da gomz ar merc’hed a seblant displijus kenañ (c’hoari a reont mat?)…

    • hoelbzh a lavar:

      C’hoari a reont mat ar merc’hed “diwar-c’horre”. Drouk on marteze met sur walc’h n’o deus ket bet diaesterioù da c’hoari ar roll…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s