Bride Stories, 1 / Kaoru Mori

Posted: 24 Ebrel 2013 in Bannoù-treset
Tikedennoù:,

Levrenn gentañ ar manga Bride Stories, gant Kaoru Mori, a zo deuet maez e Bro-Japan e 2009.
Embannet eo bet e Bro-C’hall gant Ki-Oon ha troet gant YohanLeclerc.

Tremen ‘ra an istor e stepennoù Azia ar C’hreiz en 19vet kantved, e Mongolia pe en ur vro bennak o echuiñ gant « stan », ne ouzer ket re (forzh penaos ne oa ket ar memes harzoù ha stadoù d’ar mare-se).
Pennoù bras ur c’hlann a ziviz dimeziñ Amir, ur goantenn a 20 vloaz, gant paotr ur c’hlann all, evit abegoù strategel traken. Karluk, ar gwaz a zo bet dibabet dezhi, a zo a-boan krennard (12 vloaz) met jentil-tre ganti. En em glevout ‘reont mat ha deskiñ a reont bevañ asambles, pep hini o tegas traoù d’egile. Ne vev ket an daou meuriad dres er memes mod setu e vez souezhet familh Karluk a-wechoù gant traoù graet gant Amir. Gouest da chaseal gwelloc’h ‘vit gwazed ar vro : n’eus ket gwelloc’h gedonaerez ‘viti, Gwell eo dezhi div c’had o redek ‘vit unan tapet rak gouest eo d’o zizhout ken aes ha tra gant he biroù, zoken pa vezont bliv-mat. Barrek-kenañ eo ivez ‘vit sevel a bep seurt dilhad gant kroc’henoù loened.

Mervel ‘ra ur plac’h yaouank eus klann Amir a zo bet dimezet gant paotrr ur c’hlann pinvidik-mat. Merzhout ‘ra neuze pennoù-bras he c’hlann ez int faziet o dimeziñ anezhi gant Karluk ha divizout a reont e vo kemeret en dro ganto kousto pe gousto, ‘vel ar c’homandant e voned ruz, oups. ^^

Istorioù dimez a zo neuze e Bride Stories, nag ur souezh ! Met ouzhpenn a zo dre chañs, rak n’eo ket ar pezh am eus kavet an dedennusañ er manga, ha dav eo ansav ne gemeront ket kalz plas kenebeut, el levrenn gentañ da nebeutañ.
Reiñ a ra deomp Kaoru Mori da welet buhez pemdez an dud. Er goudeskrid e tispleg deomp an treser bezañ dedennet gant korn ar bed-se dibaoe al lise ha bezañ graet enklaskoù e lzizh. Ne gont ket gevier, anat eo. Spis-kenañ ha gwirvoud eo e dresadennoù. Boas e lennan buan-tre ar bannoù-treset ha buanoc’h c’hoazh ar mangaoù marteze, hep teurel kalz kont ouzh an tresañ. Amañ, ne c’heller ket ober mod all ‘vit ober ehanoù a-benn arvestiñ a-dost ouzh tresadennoù-zo, ken brav ma ‘z int, gant munudoù e-leizh. An dilhad hengounel, ar savadurioù, ar c’hizellerezh, al loened hag an natur : brav-eston eo kombodoù-zo.

Ne ouezen ket re petra oa Bride Stories ez resis a-raok lenn al levrenn gentañ, nemet e oa bet aliet din gant un nebeut levraouegerezed : « Gwelet ‘ri, cheñch ‘ra deus ar mangaoù boas ». Gwir eo, ha n’on ket bet dipitet, daoust ma seblant skañv a-walc’h an itrikoù ‘vit poent. Met gwelet rin penaos e tro an traoù el levrennoù o tont…

Un ali all e brezhoneg war al lec’hienn Soubenn ar Geek.

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    Bevet Bride Stories! 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s